Estrañjourien tud a vrezel e Breizh e dibenn ar Grennamzer

Aozer : Laurence Moal / Kerzu 2022

Tri strollad a ranker disheñvelañ : soudarded estrañjour bet enlakaet en arme Breizh, ar re a veze o servijout el luioù estren, da-geñver un aliañs gant ur vro all, hag ar re a zeu tre e Breizh da-geñver un aloubadeg, hag a chom eno evel dalc’herien. Ar goprsoudarded-se, tud a renk izel peurliesañ, a sente ouzh o rener dezho hepken, da gentañ-penn en enep d’ur gopr.

Barregezh klask warno

Ne veze ket arc’hant a-walc’h gant darn vras ar stadoù evit goprañ ur arme padus, neuze e veze klask war goprsoudarded evit kreskiñ niver o soudarded. E-pad brezel an emrenerezh, etre 1487 ha 1491,e oa kenkoulz tud a vrezel aliañset ha soudarded an arme roueel a veze o faoutañ hentoù an dugelezh. Hag en tu all eus ar c’habitened ha goprsoudarded bet enrollet dre gevratoù gant o c’hompagnunezhioù, e veze kavet estrañjourien zo, bet tutaet a-hiniennoù abalamour d’o barregezhioù micherel dibar : soudarded a-vicher evit lod, teknikourien ampart-kenañ war-vale peurliesañ evit lod all. Klask bras a veze war ar vrezelourien ispisialet, evel ar waregerien hag an arbalastrerien, deuet eus a Vro-Saoz peurliesañ. Ha gant diorren un artilherezh dre poultr,aet war beurlipat, a c’houlenn ivez ma vefe strollet ur c’hoskor a-vicher : artilherien, teuzerien artilherezh, kanolierien, deuet eus Flandrez pe eus an Impalaeriezh German peurliesañ, alese o anvioù, pe lesanvioù kentoc’h : Pêr an Aleman , Allardin ar Skluz, Jehan  a Vrusel, Hance a Neurembert…Tennañ a ra ar Vretoned o mad eus ar soudarded Saoz, Kastilhan, Flamank pe alaman-se ouzhpenn. Met daou du e oa bezañs ar soudarded-se.

Un degemer etre daou

An degemer a oa graet outo a ziskouez e vezent deuet mat da gentañ-penn, met goude al levenez e teu alies gwech an trubuilhoù arc’hant. Da skouer pa erruas bagadoù soudarded Edouarzh Woodville e Roazhon e miz Even 1488 e oa bet roet dezho « div bip gwin, unan gwenn, eben klaered ». Dav e oa d’ar gêr reiñ dezho bod ha boued. War-lerc’h drouziwezh Sant-Albin-an-Hiliber d’an 28 a viz Gouere 1488 e rankas kenderc’hel da voueta ha lojañ soudarded diroudet, kollet pep tra ganto, hag a c’houlenne distreiñ d’ar gêr. Diouzh an tu all e kouste ker-ruz d’an dugelezh paeañ gopr tud a vrezel estrañjour. Ur gwir skarzh-yalc’h e oa eus ar brezel a-enep Bro-C’hall etre 1487 ha 1491. Er c’hontoù e veneger an dispignoù artilherezh ha re ar vistri kanolierien, hag en o zouez un toullad Izel-vroiz, Flamanked hag Alamaned. Hervez ar prizioù e veze paeet gwelloc’h ar soudarded estrañjour, paeet gwelloc’h hag reoliekoc’h. Lañs a oa gant an Alamaned, dreist-holl, pa vezent strishoc’h war sammad o goproù a c’helle tizhout prizioù uhel-meurbet. Met ne oa ket a-walc’h gant teñzorerezh ar brezelioù evit talañ ouzh an dispignoù-se, ha dre ma ‘z ae an traoù war washaat e voe ret-mat d’an dugelezh klask doareoù arc’hantaouiñ nevez : d’ar c’hêrioù e voe da gemer perzh d’ar strivadeg a vrezel ; ret e oa d’ar galloud en em dreiñ war an amprestoù digant ar vourc’hizien, hag an dugez Anna hec’h-unan e voe rediet da werzhañ lod eus e bravigoù.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Estrañjourien tud a vrezel e Breizh e dibenn ar Grennamzer », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/12/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/estranjourien-tud-a-vrezel-e-breizh-e-dibenn-ar-grennamzer

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité