War-lerc'h an enklaskoù

Aozer : Bernard Paillard / C’hwevrer 2023

Ma oa bet bannet bommoù diwar ar filmoù e Plozeved e 1965, ne oa ket deuet en-dro enklasker ebet da ginnig e labourioù eno a-raok 2002. Ne oa ket bet Edgar Morin hag André Burguière pelloc'h eget Kemper pa oant o vrudañ o levr. Ouzh an embannadurioù eo bet harpet memor an enklaskoù neuze, ouzh hini Edgar Morin dreist-holl, a oa bet gwall zisputet e Plozeved. Sed aze danvez evit magañ an drougintent etre an enklaskerien ha tud ar vro.

An tem-mañ eo en deus dibabet Ariel Nathan evit e film Retour à Plozévet. Reiñ a ra buhez d'an eñvorennoù en e deulfilm, hag e mod-se e tigor an hent evit ma teufe en-dro ar Blozevediz d'an enklaskoù ha d'an doare m'int bet degemeret. Memes amzer, eus tu an enklaskerien e kroged da sellout ouzh istor enklaskoù a-stroll ar bloavezhioù 1960 ha da glask adkavout an dielloù anezho. André Burguière en doa komzet diwar-benn ar goulennoù-se e-pad ur c'hendiviz bet dalc'het e Pariz e 1999, ha war-lerc'h e Plozeved e 2002 e-pad emgav kentañ « skiantoù ha keodedourien »ar CNRS. Gant dileurierezh rannvro ar CNRS Breizh - Broioù al Liger e oa bet aozet an emgavioù er gumun, hag un digarez e oant bet evit lakaat enklaskerien 'zo da zont en-dro en un doare ofisiel. En un tu eo bet dizuet Edgar Morin ivez, hag eñ lakaet da « geodedour a enor » kumun Plozeved. E 2008 e oant bet galvet di en-dro evit ur c'hendiviz diwar-benn an « ober kendivizet » gwechall hag hiziv. Goulennata an darempredoù etre an « dud enklasket » hag an « enklaskerien » a rae an devezh dalc'het e Plozeved. Evit ar wech kentañ o doa displeget o labour dirak an dud a rae an danvez anezhañ. Intent a reer neuze e c'hellfed, n'eo ket ober enklaskoù nevez, met lakaat ar Blozevediz da gemer perzh en ul labour a breder war o istor dezho, ha perc'hennañ istor an enklaskoù da gentañ.

Daou raktres a oa bet lañset da heul. Plozarch, an hini kentañ, a zo anezhañ un enklask-ober kaset da benn gant un ensavadur skol-veur, kreizenn enklaskoù istorel ar c'hornôg (CERHIO, a oa neuze UMR CNRS 6258) Skol-Veur Roazhon 2. Arc'hantaouet eo bet ar mennad gant kuzul rannvro Breizh asambles gant kumun Plozeved. Gras dezhañ o deus kejet ha kenlabouret tud ar vro hag enklaskerien. Gallout a reer heuliañ an oberoù graet ganto war https://plozevet.hypotheses.org. Plozcorpus, an eil, a oa e bal adkavout dielloù an enklaskoù ha lakaat anezho e-kerz an holl gras d'o metaroadennoù. Ur programm uhelek a oa anezhañ. Gant souten ti skiantoù an den e Breizh (MSHB) hag aozadur ar CNRS bet savet a-ratozh e oa bet resevet arc'hant ha kaset ul lodenn anezhañ da benn. N'eo ket bet disoñjet ar mennozh, ha bremañ eo bet adpaket gant an MSHB ha Gwarez filmoù Breizh. Kontet em eus istor an distroioù-se on liammet a-dost dezho en ur pennad da vezañ embannet : « L’appel de Plozévet ».

Troet gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernard Paillard, « War-lerc'h an enklaskoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/war-lerc-h-an-enklaskou

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité