Reun Treger - Treouergad
Pa oa bihan en doa klevet Reun tud o komz brezhoneg war atant e dud, ha plijadur en doa o klevout an amezeien deuet da sikour evit an eost, da skouer, o kontañ istorioù e-leizh, hag e brezhoneg atav. Kompren a rae, dont a rae a-benn da heuliañ ar gaoz, war-bouez un nebeud gerioù ha lavarennoù. Pellikoc'h, el lise, en doa desket lenn ha skrivañ ar brezhoneg. Bremañ e ra gant ar yezh c'hoazh, ha n'en deus ket disoñjet d'ober eviti ivez, war meur a dachenn. Dilennet e oa bet da guzulier-kêr da gentañ, ha deuet eo da vezañ maer e gumun abaoe tri respet.
Deskrivañ a ra penaos e c'hell ur gumun vihan a-walc'h evel Treouergad, a zo berr he budjed, kas raktresoù da benn evit ma vefe plijus bevañ enni. Hep lakaat kargoù ar gumun da vezañ re bounner eo deuet a-benn neuze da lakaat annezidi nevez da zont da Dreouergad da chom.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Reun : Pa oa dervechoù bras 'fin dervechoù bras 'oa ket ken ...'oa ket dervechoù bras ken d'ar poent-se med pa oa an eost da skouer... pa oa echu an dervez beñ e oa 'pad ur frapad diantao e oa ur pred deus an noz koa heñ
Lors : Ya
Reun : Setu ahe e oa ... 'z ae ...ar gaoz a 'z ae en-dro hag e veze klevet beñ ya hag e brezhoneg evel just heñ an holl az ae e brezhoneg setu an dra-he 'blije din setu klevet an traoù... an istorioù ' veze kountet gant an dud koa ...
Lors : Ya ya
Reun : 'Gomprenen ket tout zur heñ traoù 'zo ne gomprenen ket kredapl med « euh » ya ya a neubeudoù beñ e teue ...e teue din koa 'm eus komprenet mat... 'mod 'zo deut ha war-lerc'h dañ ... er skol dañ azalek ar... an eilvet klas heñ « seconde « neuhe e Lesneuven 'm eus desket skriva' ha lenn koa
Lors : Skriva' ha lenn' ya ya
Reun : Setu deut ... dre an dra-he matehe 'on bet dedennet atao gant n'oun ket... gant an ti-kear gant ar gumun
Lors : Beñ ya
Reun :N'ouzon ket resis set' med gwir eo 'm eus e tri ha pevar-ugent 'm oa laket va ano evid be'a' kuzulier kear
Lors : Ha pet'a 'zo kaoz 'poa laket da ano...
Reun : Ahe pppfff ...c'hoant 'm'oa mont kredapl
Lors : Ya
Reun : C'hoant 'm'oa da lakaat va ano hag ya dipitet ...dipitet edon ab'lamour 'veze ke' kelaouet an dud eus ar pezh a vez graet gan' 'n ti kêr koa
Lors : A
Reun : setu 'moa goulennet digant ur c'hamalad din a oa d'ar poent-se ni'...ni' d'ar maer koa d'ar poent-se lavaret en oa lavaret ... lavaret a rin dec'h heñ hag ar maer en doa respoutet o beñ forzh penaos an dud n'int ket intereset gant an dra-he ha setu « bon » setu » bon » laret « bon » kenta' tro 'lakin va ano... setu 'm'oa laket va ano 'm'oa nemet tri bloaz tri warn-ugent koa heñ...
Lors : Tri war-ugent
Reun : Ya ya …
Lors : Ha n'oc'h ket paseet « euh » ...
Reun : A nann nann nann nann ahe en eil tro oun bet ...an eil tro pugur un eil tro a oa …'oa nemet nao 'gav din a oa bet anvet... amañ 'z eus unnek... unnek kuzulier kêr...
Lors : Ya
Reun : Nao a oa bet anvet doc'h an taol kenta' hag choum a rae daou setu hag me 'oa tost da... da ….ne oan ket tost tost med 'touesk ar re uhela' setu 'moa laket va ano en-dro koa med ahe n'on ket ...n'oun ket...n'oun ket eat e-barzh med c'hwec'h vloaz ...c'hwec'h vloaz war-lerc'h m 'eus lakeat va ano en-dro koa hag...
Lors : C'hwec'h vlâ
Reun : Ya beñ padout a ra c'hwec'h vloaz koa setu c'hwec'h vloaz war-lerc'h m'eus laket va ano koa hag ahe n'oun ket eat war an taol kenta' kenneubeut a a a
Lors : A
Reun : An taol ...an eil tro on bet e-barzh
Lors : A ya ya
Reun : Hag abaoe 'oun bet hanvet d'am jounj an dro genta' beñ abaoe koa ya ya
Lors : Ya ya hag 'ba Treouergad amañ 'blam'... 'blam ''oc'h tomm d'ar brezhoneg 'boe pell zo « euh » n'e' ket bet rebechet doc'h ga' serten tud ga' lod serten tud deus ar barrez c'hwi 'c'h a re war ar brezhoneg hag an dra-he 'zo traoù gozh...
Reun : O ya 'fin yeo kredapl ez eus bet heñ « euh » bremañ ne vez ket...
Lors : Bremañ nann
Reun : Nann ne vez ket... just an dud ne deuont ket da laret...da lavaret din koa
Lors : Nann
Reun : A a a setu ahe nevez 'zo 'm eus ket klevet diantao… abaoe matehe dek vloaz 'zo matehe muioc'h zoken 'm eus klevet... 'm eus klevet nentra war an dra-he...
Lors : Nann med d'ar poent-se
Reun : D'ar poent-se ya ya d'ar poent-se penaos ya ya be' m'eus bet klevet an dra-he "Breiz atao" koa heñ
Lors : A ya
Reun : An dra-he 'm eus klevet ya ya
Lors : A ya
Reun : Ya ya a a med« bon »me 'ran ket ...ne raen ket fout heñ ganto med « bon « ya ya an dra-he 'm eus be' klevet tammig bihan ahe e penn kenta' ya ya ha war-lerc'h nann nann... abaoe n'eus ket... 'z eus ket bet ...'z eus ket ano ken deus an dra-he 'gav ke' din atao
Lors : Nann
Reun : Nann nann
Lors : Nann nann nann ha brem' 'oc'h maer neun 'boe beñ 'n trede gwech ahe...
Reun : Ya ya an trede gwech pemzek vla 'zo apeupre
Lors : Pemzek vlâ 'zo apeupre
Reun : Ya ya ya ya ya ...ya ya pugur 'on bet eil-vaer 'pad ur frap'(ad) kuzulier koa e penn kentañ heñ « euh » tri bloaz on bet kuzulier ha war-lerc'h 'oa bet freuz ... freuz adarre ...abl'amour d'an ti-mañ just a-walac'h e lec'h emaom' amañ ...
Lors : A « bon »
Reun : Ya pugur lod a rebeche 'vefe bet prenet an ti-mañ re ger pe n'e' ke' bet... pe pas ker a-walac'h evid an hini a verzhe med m'eus ket chounj ken med tri a oa eat kuit deus an ti-kêr war an unnek koa setu choum a rae eizh ...eizh a jome med a-walac'h da ...da vont en-dro memes-tra koa pugur arabat e vefe kollet an drederenn koa muioc'h eget an drederenn koa med gant eizh e oa a-walac'h koa setu omp chomet e-giz-se betek ...betek fin ar « mandat » koa med dre ma oa eat tri er-meaz 'oa chomet ...roet o zilez ga'to... unan a oa eil-vaer setu ahe m'eus kemeret ar ... ar plas eil-vaer koa
Lors : A
Reun : E daouzek 'pevar-ugent 'gav din ya
Lors : A ya
Reun : A ya ya setu 'on bet eil-vaer betek« euh » daou vil eizh hag abaoe daou vil eizh emaon maer amañ koa
Lors : Ha set' 'peus gallet adkempenn an ti-mañ
Reun : Ya beñ an ti-mañ 'zo bet graet med bremañ 'z eus ano da adkempenn an ti-mañ
Lors : A « bon »
Reun : Bremañ a-benn « euh » ar bloa'-mañ 'vo graet an dosierioù kredapl koa evit kaout moun'iz i’e arc'hant evit...
Lors : Digant piou
Reun : O beñ digant an departamant ...digant ar rannvro ma'z eus moaien digant ar stad i'é ez eus yalc'hajoù e'se...
Lors : A ya
Reun : Ya ya ya med « euh » ret eo sevel an dosier da genta' evit kaout ...pugur matehe amañ beñ kroget hon eus 'n tammig d'en em jouñjal koa heñ « euh » med buan a-walac'h hon eus gwelet ahe an traoù 'c'hellfe pignat ...ar sammad 'c'hellfe pignat matehe 'vehe tost da bevar c'hant mil euro amañ koa evit kempenn' an ti amañ koa
Lors : Pevar c'hant mil
Reun : Ya ya a c'hell be'a ya ya 'fin pas t(re) ...d'am jouñj etre tri c'hant ha pevar c'hant mil koa setu ma c'heller kaout « bon « lakomp dija an hanter...an hanter 'vel yalc'h...yalc'had... yalc'hajoù heñ hag ar gumuniezh kumunioù i’é a gustum sikour a-wechoù koa hervez ar pezh a rez koa heñ setu ya setu un dosier bras « euh » bras evidomp koa pugur ar « budget » amañ zo daou c'hant mil euro apeupre daou c'hant mil euro ar bloavez koa
Lors : A ya
Reun: 'Fin 'vit ar mont en-dro ha daou c'hant mil 'fin pa vez graet traoù 'peupre evit «investissements » ma kerez 'vez postet arc'hant koa setu ya ya pevar c'hant mil euro zo... zo kalz evidomp koa heñ
Lors : Ya
Reun : An dra-he 'vez anvet beñ graet 'vo ur wech 'pad ar « mandat » koa ...n'eus ket...'c'heller ket ober muioc'h koa
Lors : Nann
Reun : A nann nann beñ pad ar « mandat » kenta' 'm'eus graet ahe hon oa graet ...hon eus kempennet 'fin graet an ti-kêr 'lec'h m'edom dabod ahe
Lors : Ya
Reun : Hag « euh » med 'l labour 'oa kroget dija araok 'fin an doserioù 'oa be' graet dija...
Lors : A ya
Reun : Med graet é' bet p'edon maer an taol kenta' koa heñ war-lerc'h ...war-lerc'h hon eus kempennet ar zal ...ur zal all a 'zo aoun' ivé' é' 'oa 'vit tost pemp kant mil euro 'gav din a-oun' ar zal pevar c'hant mil euro m'eus ke' jouñj med « bon « buan a-walac'h e pign amañ da skouer ar privechoù « bon » matehe n'int ket « euh » 'fin 'lec'h m'emaint ahe dindan ar skalieroù 'fin e-keñver ...an dud ampechet beñ setu matehe 'vo ret ober mod-all setu 'kousto kalz keroc'h koa heñ ...'fin 'kousto keroc'h kentoc'h ya ya ...nann nann med ouhzpenn pignat pignat a ra buan setu ...setu an dra-mañ 'vo graet beñ ar « mandat « -mañ 'vo graet... 'vo kempennet amañ kredapl koa ya ya hag 'vo ket 'vo ket ...ma c'hell chom ma c'hellomp en em dennañ gant kant hanter-kant mil euro war gount ar barrez koa « bon » dija 'vo kalzig koa
Lors : Ha matehe neuhe 'jervijo minioc'h an ti-mañ koa
Reun : Ya ya ya gant ar pal e servicho muioc'h koa gant ar fichañs e servicho muioc'h al levraoueg 'zo just e-kichen ahe.. amañ 'm'omp 'barzh 'n ostaleri i'é an tamm amañ eo beñ santet ho peus matehe pa 'oc'h deut e-barzh eo penaos gleb an tr(aoù) 'fin gleb an ti
Lors : A gleb ... ar glebor
Reun : Ya ya setu an dra-he 'z eus da labourat war an dra-he 'vid ma vefe yac'hoc'h an ti
Lors : Ya sec'hoc'h ya ya
Reun : Ya ya ya setu « bon « kresket tammig al levraoueg « bon « hag « euh » med « bon » buan a-walac'h eo g\kustum da sevel an traoù ar sammajoù hag ouzhpenn e ranker ober doserioù da genta' paya' « euh » buan ya ya ya ahe « bon » traoù bihan heñ med ahe e rankomp kaout ...ober...gouzout ma'z eus « amiante » amañ pe get koa da skouer
Lors : A ya
Reun : Traoù 'vel-se koa setu bep taol e rankez paya un dra bennak a a a a
Lors : A ya bep taol ya petram' ar « mérule »
Reun : Ya ya « mérule » evit gouzout ma... 'raok ...'raok kregi' da vad daoust hag eo ...eo … n'é' ké' yac'h da vad daoust ha ne'z eus ket deus ar c'hudennoù-se amañ koa
Lors : Beñ nann nann just 'wac'h ya ya ya
Reun : Setu « bon » gwelet 'vo med ya amañ ya 'r bloa'-mañ daou vil tri-warn ugent « bon » doserioù goulennoù yalc'hajoù penn-kenta' ar blâ 'zeu ya ya kroget vo « bon » 'benn bloaz matehe 'vo gellet kregi' labourioù matehe koa
Lors : Ya ya ya ya
Reun : Ya ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Reun : Pa oa dervechoù bras 'fin dervechoù bras 'oa ket ken ...'oa ket dervechoù bras ken d'ar poent-se med pa oa an eost da skouer... pa oa echu an dervez beñ e oa 'pad ur frapad diantao e oa ur pred deus an noz koa heñ
Lors : Ya
Reun : Setu ahe e oa ... 'z ae ...ar gaoz a 'z ae en-dro hag e veze klevet beñ ya hag e brezhoneg evel just heñ an holl az ae e brezhoneg setu an dra-he 'blije din setu klevet an traoù... an istorioù ' veze kountet gant an dud koa ...
Lors : Ya ya
Reun : 'Gomprenen ket tout zur heñ traoù 'zo ne gomprenen ket kredapl med « euh » ya ya a neubeudoù beñ e teue ...e teue din koa 'm eus komprenet mat... 'mod 'zo deut ha war-lerc'h dañ ... er skol dañ azalek ar... an eilvet klas heñ « seconde « neuhe e Lesneuven 'm eus desket skriva' ha lenn koa
Lors : Skriva' ha lenn' ya ya
Reun : Setu deut ... dre an dra-he matehe 'on bet dedennet atao gant n'oun ket... gant an ti-kear gant ar gumun
Lors : Beñ ya
Reun :N'ouzon ket resis set' med gwir eo 'm eus e tri ha pevar-ugent 'm oa laket va ano evid be'a' kuzulier kear
Lors : Ha pet'a 'zo kaoz 'poa laket da ano...
Reun : Ahe pppfff ...c'hoant 'm'oa mont kredapl
Lors : Ya
Reun : C'hoant 'm'oa da lakaat va ano hag ya dipitet ...dipitet edon ab'lamour 'veze ke' kelaouet an dud eus ar pezh a vez graet gan' 'n ti kêr koa
Lors : A
Reun : setu 'moa goulennet digant ur c'hamalad din a oa d'ar poent-se ni'...ni' d'ar maer koa d'ar poent-se lavaret en oa lavaret ... lavaret a rin dec'h heñ hag ar maer en doa respoutet o beñ forzh penaos an dud n'int ket intereset gant an dra-he ha setu « bon » setu »bon » laret « bon » kenta' tro 'lakin va ano... setu 'm'oa laket va ano 'm'oa nemet tri bloaz tri warn-ugent koa heñ...
Lors : Tri war-ugent
Reun : Ya ya …
Lors : Ha n'oc'h ket paseet « euh » ...
Reun : A nann nann nann nann ahe en eil tro oun bet ...an eil tro pugur un eil tro a oa …'oa nemet nao 'gav din a oa bet anvet... amañ 'z eus unnek... unnek kuzulier kêr...
Lors : Ya
Reun : Nao a oa bet anvet doc'h an taol kenta' hag choum a rae daou setu hag me 'oa tost da... da ….ne oan ket tost tost med 'touesk ar re uhela' setu 'moa laket va ano en-dro koa med ahe n'on ket ...n'oun ket...n'oun ket eat e-barzh med c'hwec'h vloaz ...c'hwec'h vloaz war-lerc'h m 'eus lakeat va ano en-dro koa hag...
Lors : C'hwec'h vlâ
Reun : Ya beñ padout a ra c'hwec'h vloaz koa setu c'hwec'h vloaz war-lerc'h m'eus laket va ano koa hag ahe n'oun ket eat war an taol kenta' kenneubeut a a a
Lors : A
Reun : An taol ...an eil tro on bet e-barzh
Lors : A ya ya
Reun : Hag abaoe 'oun bet hanvet d'am jounj an dro genta' beñ abaoe koa ya ya
Lors : Ya ya hag 'ba Treouergad amañ 'blam'... 'blam ''oc'h tomm d'ar brezhoneg 'boe pell zo « euh » n'e' ket bet rebechet doc'h ga' serten tud ga' lod serten tud deus ar barrez c'hwi 'c'h a re war ar brezhoneg hag an dra-he 'zo traoù gozh...
Reun : O ya 'fin yeo kredapl ez eus bet heñ « euh » bremañ ne vez ket...
Lors : Bremañ nann
Reun : Nann ne vez ket... just an dud ne deuont ket da laret...da lavaret din koa
Lors : Nann
Reun : A a a setu ahe nevez 'zo 'm eus ket klevet diantao… abaoe matehe dek vloaz 'zo matehe muioc'h zoken 'm eus klevet... 'm eus klevet nentra war an dra-he...
Lors : Nann med d'ar poent-se
Reun : D'ar poent-se ya ya d'ar poent-se penaos ya ya be' m'eus bet klevet an dra-he "Breiz atao" koa heñ
Lors : A ya
Reun : An dra-he 'm eus klevet ya ya
Lors : A ya
Reun : Ya ya a a med« bon »me 'ran ket ...ne raen ket fout heñ ganto med « bon « ya ya an dra-he 'm eus be' klevet tammig bihan ahe e penn kenta' ya ya ha war-lerc'h nann nann... abaoe n'eus ket... 'z eus ket bet ...'z eus ket ano ken deus an dra-he 'gav ke' din atao
Lors : Nann
Reun : Nann nann
Lors : Nann nann nann ha brem' 'oc'h maer neun 'boe beñ 'n trede gwech ahe...
Reun : Ya ya an trede gwech pemzek vla 'zo apeupre
Lors : Pemzek vlâ 'zo apeupre
Reun : Ya ya ya ya ya ...ya ya pugur 'on bet eil-vaer 'pad ur frap'(ad) kuzulier koa e penn kentañ heñ « euh » tri bloaz on bet kuzulier ha war-lerc'h 'oa bet freuz ... freuz adarre ...abl'amour d'an ti-mañ just a-walac'h e lec'h emaom' amañ ...
Lors : A « bon »
Reun : Ya pugur lod a rebeche 'vefe bet prenet an ti-mañ re ger pe n'e' ke' bet... pe pas ker a-walac'h evid an hini a verzhe med m'eus ket chounj ken med tri a oa eat kuit deus an ti-kêr war an unnek koa setu choum a rae eizh ...eizh a jome med a-walac'h da ...da vont en-dro memes-tra koa pugur arabat e vefe kollet an drederenn koa muioc'h eget an drederenn koa med gant eizh e oa a-walac'h koa setu omp chomet e-giz-se betek ...betek fin ar « mandat » koa med dre ma oa eat tri er-meaz 'oa chomet ...roet o zilez ga'to... unan a oa eil-vaer setu ahe m'eus kemeret ar ... ar plas eil-vaer koa
Lors : A
Reun : E daouzek 'pevar-ugent 'gav din ya
Lors : A ya
Reun : A ya ya setu 'on bet eil-vaer betek« euh » daou vil eizh hag abaoe daou vil eizh emaon maer amañ koa
Lors : Ha set' 'peus gallet adkempenn an ti-mañ
Reun : Ya beñ an ti-mañ 'zo bet graet med bremañ 'z eus ano da adkempenn an ti-mañ
Lors : A « bon »
Reun : Bremañ a-benn « euh » ar bloa'-mañ 'vo graet an dosierioù kredapl koa evit kaout moun'iz i’e arc'hant evit...
Lors : Digant piou
Reun : O beñ digant an departamant ...digant ar rannvro ma'z eus moaien digant ar stad i'é ez eus yalc'hajoù e'se...
Lors : A ya
Reun : Ya ya ya med « euh » ret eo sevel an dosier da genta' evit kaout ...pugur matehe amañ beñ kroget hon eus 'n tammig d'en em jouñjal koa heñ « euh » med buan a-walac'h hon eus gwelet ahe an traoù 'c'hellfe pignat ...ar sammad 'c'hellfe pignat matehe 'vehe tost da bevar c'hant mil euro amañ koa evit kempenn' an ti amañ koa
Lors : Pevar c'hant mil
Reun : Ya ya a c'hell be'a ya ya 'fin pas t(re) ...d'am jouñj etre tri c'hant ha pevar c'hant mil koa setu ma c'heller kaout « bon « lakomp dija an hanter...an hanter 'vel yalc'h...yalc'had... yalc'hajoù heñ hag ar gumuniezh kumunioù i’é a gustum sikour a-wechoù koa hervez ar pezh a rez koa heñ setu ya setu un dosier bras « euh » bras evidomp koa pugur ar « budget » amañ zo daou c'hant mil euro apeupre daou c'hant mil euro ar bloavez koa
Lors : A ya
Reun: 'Fin 'vit ar mont en-dro ha daou c'hant mil 'fin pa vez graet traoù 'peupre evit «investissements » ma kerez 'vez postet arc'hant koa setu ya ya pevar c'hant mil euro zo... zo kalz evidomp koa heñ
Lors : Ya
Reun : An dra-he 'vez anvet beñ graet 'vo ur wech 'pad ar « mandat » koa ...n'eus ket...'c'heller ket ober muioc'h koa
Lors : Nann
Reun : A nann nann beñ pad ar « mandat » kenta' 'm'eus graet ahe hon oa graet ...hon eus kempennet 'fin graet an ti-kêr 'lec'h m'edom dabod ahe
Lors : Ya
Reun : Hag « euh » med 'l labour 'oa kroget dija araok 'fin an doserioù 'oa be' graet dija...
Lors : A ya
Reun : Med graet é' bet p'edon maer an taol kenta' koa heñ war-lerc'h ...war-lerc'h hon eus kempennet ar zal ...ur zal all a 'zo aoun' ivé' é' 'oa 'vit tost pemp kant mil euro 'gav din a-oun' ar zal pevar c'hant mil euro m'eus ke' jouñj med « bon « buan a-walac'h e pign amañ da skouer ar privechoù « bon » matehe n'int ket « euh » 'fin 'lec'h m'emaint ahe dindan ar skalieroù 'fin e-keñver ...an dud ampechet beñ setu matehe 'vo ret ober mod-all setu 'kousto kalz keroc'h koa heñ ...'fin 'kousto keroc'h kentoc'h ya ya ...nann nann med ouhzpenn pignat pignat a ra buan setu ...setu an dra-mañ 'vo graet beñ ar « mandat « -mañ 'vo graet... 'vo kempennet amañ kredapl koa ya ya hag 'vo ket 'vo ket ...ma c'hell chom ma c'hellomp en em dennañ gant kant hanter-kant mil euro war gount ar barrez koa « bon » dija 'vo kalzig koa
Lors : Ha matehe neuhe 'jervijo minioc'h an ti-mañ koa
Reun : Ya ya ya gant ar pal e servicho muioc'h koa gant ar fichañs e servicho muioc'h al levraoueg 'zo just e-kichen ahe.. amañ 'm'omp 'barzh 'n ostaleri i'é an tamm amañ eo beñ santet ho peus matehe pa 'oc'h deut e-barzh eo penaos gleb an tr(aoù) 'fin gleb an ti
Lors : A gleb ... ar glebor
Reun : Ya ya setu an dra-he 'z eus da labourat war an dra-he 'vid ma vefe yac'hoc'h an ti
Lors : Ya sec'hoc'h ya ya
Reun : Ya ya ya setu « bon « kresket tammig al levraoueg « bon « hag « euh » med « bon » buan a-walac'h eo g\kustum da sevel an traoù ar sammajoù hag ouzhpenn e ranker ober doserioù da genta' paya' « euh » buan ya ya ya ahe « bon » traoù bihan heñ med ahe e rankomp kaout ...ober...gouzout ma'z eus « amiante » amañ pe get koa da skouer
Lors : A ya
Reun : Traoù 'vel-se koa setu bep taol e rankez paya un dra bennak a a a a
Lors : A ya bep taol ya petram' ar « mérule »
Reun : Ya ya « mérule » evit gouzout ma... 'raok ...'raok kregi' da vad daoust hag eo ...eo … n'é' ké' yac'h da vad daoust ha ne'z eus ket deus ar c'hudennoù-se amañ koa
Lors : Beñ nann nann just 'wac'h ya ya ya
Reun : Setu « bon » gwelet 'vo med ya amañ ya 'r bloa'-mañ daou vil tri-warn ugent « bon » doserioù goulennoù yalc'hajoù penn-kenta' ar blâ 'zeu ya ya kroget vo « bon » 'benn bloaz matehe 'vo gellet kregi' labourioù matehe koa
Lors : Ya ya ya ya
Reun : Ya ya
Sikouret eo bet ar video-mañ gant Rannvro Breizh.