Marie Thérèse Le Gal - Plourin-Gwitalmeze
Abred-tre he doa bet c'hoant Marie-Thérèse da vont da gelennerez. Seurezed ar skol gatolik ma studie enni a oa bet o kaout he zad evit aliañ dezhañ aotreañ anezhi da genderc'hel war an hent-se. Kelennet he doa e Plouzeniel hag e Plouider a-raok mont war-lerc'h e-pad pemp bloaz da Aod-an-Olifant, war ar maez, lec'h ma rae he labour ha deskiñ yezh ar bobl Baoule ivez, en ur stummañ bugale ar vro e galleg. Kontañ a ra deomp hec'h eñvorennoù eus an doare ma vever ha ma labourer en ur skol e kreizig-kreiz ur vro sec'h-tre hec'h hin, 300 km en hanternoz Abidjan, lec'h ma c'hortoz an holl e teufe koulz ar glaveier.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Hag a hend-all peseurt souñj 'peus deus ar « c'hôte-d'Ivoire « neun
Marie-Thérèse : Sonjoù mat
Lors : Beñ lavar din 'ta neun...peseurt...un neubeud doc'houto
Marie-Thérèse : Beñ ur vuhez... ur vuhez disheñvel ...ni ' ioa e choum en er ...en er gêr vihan tri c'hant kilometrad e... e Norzh « Adidjan » ...setu ...ya ...an dud ...an dud e ioa digemer … digemeret mat edomp gant an dud atao hag ...kalz ...kalz a c'hoarz ...tud laouen
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Tud paour med laouen ...o ya … ar skolidi … ya ar skolidi 'laboure ...a laboure muioc'h 'gav din eget ar skolidi e... e Frañs amañ
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya ...ha koulskoude 'doa ket ...'doa ket aesamant heñ pe'gwir ar peb brasañ n'e doa ...' doa ket nentra evit ober o labour skol er gear
Lors : A nann
Marie-Thérèse : Ya farsus eo e teuent d'ar skol ga'd er c'haier hag el leor 'barzh en … er « foulard « skloumet ahe war ar penn hag alies er ...er voutailhad liou war-c'horre
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Hag ec'h 'n im ga'ent mod-se 'tañsal ha nen'...nentra ne goueze
Lors : A nann
Marie-thérèse : A ya … a nann 'fiñ er skol ...er skol 'ioa bras er skol seurezed med d'am meno e ioa tri glas ...teir c'hlas eus peb leve ...live
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Setu 'rae tud heñ
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Hag setu al leurenn a ioa bras ha pa ...pa groge ar skol an holl a deue d'ar skol gant ur ...'z eus ket er ger brezhoneg da lavarout an dra-he « la machette «
Lors : « La machette « ya
Marie-Thérèse : Ya setu al labour kentañ 'oa trouc'hañ ar yeot...
Lors : War al leurenn...
Marie-Thérèse : War al leurenn … evit kaout al leurenn evit ...hag ar yeot a ioa ar mod-se heñ...
Lors : A ya
Marie-Thérèse : A ya ...setu beñ un dra dicheñvel memes tra koa
Lors : Ya ya
Marie-Thérèse : Hag vije great 'n er ganañ ...'n er ...bon ha da c'houde pe'gwir beñ eveljust pe'gwir e vehe … e vehe bresset e teue da ve'a' …ya penaos 'vé laret « euh »
Lors : ' Giz foenn koa...
Marie-Thérèse : Heñ
Lors : 'Giz foenn pe …
Marie-Thérèse : « Non , non « al leurenn ...al leurenn mem'... penaos ' vez laret deus an … an tiez amañ a-raok...
Lors : A ya ...ya ya ya 'vel ul lor-zi koa
Marie-Thérèse : Ya ...ya ya setu da c'houde e c'hallemp c'hoari war an dra-he hag... 'blamour ar glao 'pase meur a vichad a vehe hep glao koa setu ar yeot ne...ne boulze ket
Lors : A nann
Marie-Thérèse : Ha pa 'c'h im gave vakañsoù ...vakañsoù poent an hañv ahe poent ar vakañsou bras 'giz ma vez lavaret ...'oa poent ar glao i'é setu ar yeot a boulze 'pad an hañv
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya
Lors : A ya sete 'oa ret dê adtroc'ha' tout goude...
Marie-Thérèse : Ya bep bloaz bep bloaz ya
Lors : Bep bloaz hag amzer ar glao e ioa e peseurt mizioù
Marie-Thérèse : An dra-he zo ...an dra-he zo eat kuit
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya ... 'm eus ke' joñj ... »euh » soñj am eus an dud a c'hortoze an dra-he
Lors : Ya
Marie-Thérèse : 'Blamour skuizh...skuizh gant ar ...ar sec'hor hag diês ar vuhez 'vito heñ ... ar parkeier ahe...pa vehe ket a c'hlao eveljust an traoù ne boulzont ket kalz ha forzh penaos 'vel laran deoc'h an dud e ioa paour evit labourat n'o doa ket nemet ar ...an treñch hag ar bal ha setu 'doa ket ...'doa ket kalz devezh-arad ...'doa ket nemet kornioù parkeier ahe evit...
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Liorzoù koa
Marie-Thérèse : Ya... liorzoù med ... »euh » e... e-touez er … er c'hoad ...ar gêr ma edon-me a zo etre ma kerez ar c'hoad bras « la forêt vierge «
Lors : Ya
Marie-Thérèse : hag « la brousse « a zo a 'anve'ez moarvat yeot elefant
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Hag a zo ...setu « euh » evit labourat e rankont kempenn kornioù bihan e-touez an dra-he hag … 'n 'ra-he « euh » …
Lors : Ha kaout dour koa
Marie-Thérèse : Heñ
Lors : « Euh » matehe toulla' puñsoù
Marie-Thérèse : « Non «
Lors : « Non »
Marie-Thérèse : « Non ...non « hag eva' dour lous o la la la la
Lors : Dour lous ya
Marie-Thérèse : Ya poullou dour ...poullou dour « euh » hag a 'z ae ...ar merc'hed a'z ae da gerc'hat ga'd o sailh da glask ...da gerc'had an dour ...ar sailh war ar penn « euh » evit ...ha koulskoude tud ...an dud ma m'eus-me anavezet eno ...tud prop kenañ koa
Lors : A ya
Marie-Thérèse : A ya gwalc'het bemdez « euh » … pa welez ar vugale gant ...ga'd ar vasin (« bassine «) gant ar savon (soavon) ahe ...med gant neubeud a zour memes tra
Lors : Hmmm
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Hag a-hend-all peseurt soñj ho peus deus ar « C'hôte-d'Ivoire » neuze
Marie-Thérèse : Soñjou mat
Lors : Beñ lavar din eta neuze… peseurt… un nebeut diouto
Marie-Thérèse : Beñ ur vuhez… ur vuhez disheñvel… ni a oa o chom en ur… en ur gêr vihan tri c'hant kilometrad e... e Norzh « Abidjan »… setu… ya… an dud… an dud a oa degemer... degemeret mat edomp gant an dud atav hag… kalz… kalz a c'hoarzh... tud laouen
Lors :A ya
Marie-Thérèse : Tud paour met laouen … o ya… ar skolidi… ya ar skolidi a laboure… a laboure muioc'h a gav din eget ar skolidi e… e Frañs amañ
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya… ha koulskoude n'o doa ket… n'o doa ket aezamant heñ peogwir ar pep brasañ n'o doa… n'o doa ket netra evit ober o labour skol er gêr
Lors : A nann
Marie-Thérèse : Ya farsus eo e teuent d'ar skol gant ar c'haier hag al levr e-barzh en… ur « foulard » skoulmet aze war ar penn hag alies ar... ar voutailhad liv war-c'horre...
Lors : A ya
Marie-Thérèse : hag ec'h en em gavent 'mod-se o tañsal ha ne... netra ne gouezhe
Lors : A nann
Marie-Thérèse : A ya… a nann anfiñ ar skol… ar skol a oa bras ar skol seurezed… met d'am meno e oa tri glas... teir c'hlas eus pep leve... live
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Setu a rae tud heñ
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Hag setu al leurenn a oa bras ha pa… pa groge ar skol an holl a deue d'ar skol gant o… n'ez eus ket ur ger brezhoneg da lavarout an dra-se : « la machette »
Lors : « La machette » ya
Marie-Thérèse : Ya setu al labour kentañ a oa troc'hañ ar geot
Lors : War al leurenn...
Marie-Thérèse : War al leurenn… evit kaout al leurenn evit… hag ar geot a oa ar mod-se heñ...
Lors : A ya
Marie-Thérèse : A ya... setu beñ un dra disheñvel memes tra koa
Lors : Ya ya
Marie-Thérèse : Hag e veze graet en ur ganañ… en ur... bon ha da c'houde peogwir beñ evel-just peogwir e veze… e veze breset e teue da vezañ… ya penaos e vez lâret « euh »
Lors : E-giz foenn koa...
Marie-Thérèse : Heñ
Lors : E-giz foenn pe...
Marie-Thérèse : « Non, non »… al leurenn… al leurenn « même »... penaos a vez lâret deus an… an tiez amañ a-raok...
Lors : A ya… ya ya ya evel ul lor-zi (leur-zi) koa
Marie-Thérèse : Ya… ya ya setu da c'houde e c'hallemp c'hoari war an dra-se hag abalamour ar glav pase meur a viziad a veze hep glav koa setu ar geot ne... ne boulze ket
Lors : A nann
Marie-Thérèse : Ha pa en em gave ar vakañsoù...vakañsoù poent an hañv aze poent ar vakañsoù bras e-giz ma vez lavaret… e oa poent ar glav ivez setu ar geot a boulze e-pad an hañv
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya
Lors : A ya setu e oa ret dezho adtroc'hañ tout goude...
Marie-Thérèse : Ya bep bloaz bep bloaz ya
Lors : Bep bloaz hag amzer ar glav e oa e peseurt mizioù
Marie-Thérèse : An dra-se a zo… an dra-se a zo aet kuit
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya... ne 'm eus ket soñj… « euh » soñj am eus an dud a c'hortoze an dra-se
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Abalamour skuizh… skuizh gant ar… ar sec'hor ha diaes ar vuhez evito heñ… ar parkeier aze… pa ne veze ket a c'hlav evel-just an traoù ne boulzent ket kalz ha forzh penaos evel a lâran deoc'h an dud a oa paour… evit labourat n'o doa ket nemet ar… an treñch hag ar bal hag setu n'o doa ket… n'o doa ket kalz devezh-arat… n'o doa ket nemet kornioù parkeier aze evit...
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Liorzhoù koa
Marie-Thérèse : Ya… liorzhoù met… « euh » e… e-touez ar… ar c'hoad… ar gêr ma edon-me a zo etre, ma karez, ar c'hoad bras « la forêt vierge »
Lors : Ya
Marie-Thérèse : hag « la brousse » a zo… a anavezez moarvat geot elefant
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Hag a zo… setu « euh » evit labourat e rankont kempenn kornioù bihan e-touez an dra-se hag… an dra-se « euh »…
Lors : Ha kavout dour koa
Marie-Thérèse : Heñ
Lors : « Euh » marteze toullañ puñsoù
Marie-Thérèse : « Non »
Lors : « Non »
Marie-Thérèse : « Non… non » hag evañ dour lous o la la la la
Lors : Dour lous ya
Marie-Thérèse : Ya poulloù dour… poulloù dour « euh » hag ez ae... ar merc'hed az ae da gerc'hat gant o sailh da glask… da gerc'hat an dour… ar sailh war ar penn « euh » evit… ha koulskoude tud… an dud ma m'eus-me anavezet eno… tud prop kenañ koa
Lors : A ya
Marie-Thérèse : A ya gwalc'het bemdez « euh »… pa welez ar vugale gant... ar vasin ( bassine) gant ar savon (soavon) aze… met gant nebeut a zour memes tra
Lors : Hmmm
Sikouret eo bet ar video-mañ gant Rannvro Breizh.