Francis Favereau - Gwengamp
Meur a zanvez preder a vez roet deomp gant Francis Favereau, peadra da dalvezout d’an holl dud war an hent evit kelenn ar yezh, pe e vefent war ar vicher,pe o vont da vezañ war-lerc’h ur stummadur d’an zaoulamm. Kontañ a ra deomp ivez peseurt mod eo deuet a-benn da sevel e c’heriadurioù, ha penaos e kendalc’h da voueta ar Geriadur Bras a gaver en linenn, dre ma ya war-raok e gavadennoù ha dre ma vez ouzhpennet gerioù nevez ingal.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Peseurt mod 'soñj doc'h 'vefe moaien da... digas mioc'h tud da ziski' brezhoneg ha surtout « euh » adlak't muioc'h brezhoneg 'ba 'r...'ba 'r vuhé brema'
Francis : Ya da ma joñj zo daou dra 'vid… ar re zo e penn mar kerez... 'vid ar galloud 'vel 'vez laret... ar gouarnamant ha pa laran ar gouarnamant eo kentoc'h ar Stad mar kerez
Lors : Ya ya
Francis : Hag ar rejion a zo ...zo 'bar' ze ié ha traoù all... red eo d'am joñj pourchas … pourchas ...tud da...da...da gelenn ha da zelc'hen ar brezhoneg bew an dra-he é an dra gentañ da lared é kaout... stummañ kelennerien skolaerien anfiñ pezh 'vé' graet med matrese ober muioc'h ober gwelloc'h
Lors : Humm
Francis : Med deuc'h an tu all ié ...hhmm...war...war ...d'am meno ...ur vad e ve choñjal da bep hein... ar re zo 'barzh ar jeu hag ar re... e plij dê an traoù-se
Lors : Hhmm
Francis : Mont war-raok pas choñjal... setu graet 'm eus ur staj c'hwec'h miz... bet on er skol- veur... setu echu bremañ ganin deskiñ... nann red é' derc'hen 'pad ar vuhe kar an dra-he zo 'vel 'ban arzoù ...te 'zo kaner ... pa ver kaner... pa ver skrivagner ... red é mont war-raok red é choñjal gwellaat ...gwellaat pe ...anfin …
Lors : Yeo
Francis : Ya ...neve'aat anfin a bep seurt hag an dra-he da ma joñj 'vé ket laret trawac'h marteze setu pas choñjal e peus un « diplôme « … e peus ….
Lors : Neun é echu neun é
Francis : Ya ha gant-se... ar brezhoneg 'vel just … an dra-he zo gwir 'vid toud an traoù
Lors : Ya
Francis : Ha 'vid ...'vid ar yezhoù all ié… 'vid ar re zo 'kelenn yezhoù...yezhoù broioù all
Lors : Ya ya
Francis : Hag... ya choñjal mont pelloc'h ha pa vé' gallet krouiñ hag ober traoù 'sambles a' mod-se 'velan an traoù ... bon 'vel just lod a ra heñ darn deus an dud ...a glevan-me tud a... pugur aes é ma 'peus c'hoant ... aes é klask faot ha kavout si ga' ...ga' tout an dud... « gna gna gna gna gna « ...ar re-mañ zo bet 'tiski' n'é ket memes brezhoneg an dra-m' an dra-he med lod memes tra zo deut 'benn brao-tre med memes tra 'n eur lab'...'n eur boan... 'n eur boanial anfin 'n eur... 'n eur glask 'n eur labour't 'n eur ...'n eur eskemm ha setu ar mod-se 'velan an traoù
Lors : Hag evidoc'h é ar memes tra pugur memes brem' 'zo moaien doc'h diski' pochioù gerioù 'peus ket bet kle'et ...'pa ket bet kle'et 'raok dija
Francis : Ya pugur me'm eus kred « euh » memes tra me m'eus kred kentoc'h 'barzh ...'barzh frankiz an dud pep hein zo lib' ha setu 'c'haller ke' choñjal biken ma 'peus c'hoant ne... ne...ne...ne c'hallo den ebet hegel ar brezhoneg war ...war an dud war ar vro war... den ebet neblec'h ...neblec'h ebet na vé...
Lors : Nann nann nann
Francis : Red é kaout c'hoant sete red é kaout goull ...goull a vé g'aet deus ze « demande sociale « hag evel just d'ar re zo e karg e penn ...e karg... respont d'an dra-he gwellika ma c'hallont hag med bon n'é ket ma peus c'hoant n'é ket kollet tout
Lors : Nann nann nann
Francis : N'é ket kollet tout
Lors : Nann nann nann
Francis : Ha setu pep hini beñ hervez ...hervez i ...hervez i c'hoant ha hervez i
Lors : Ya
Francis : Hervez i nerzh
Lors : Ya hag ur goulenn all 'm eus 'vidoc'h
Francis : Ya
Lors : E ... c'hoarvéo 'ra doc'h c'hoazh diski' pojoù in brezhoneg
Francis : A ya ya ya o ya alies « euh » pa kemen'-se 'n eur lenn' med ya 'n eur jilaou … chilaou a ran « euh » bon mont a ran e-tou'sk an dud med pas... n'on ket ...n'é ket bet plijet din gwech 'bet mont astenn ma fri 'mod-se setu ne'c'h an ket kement-se 'mod-se da ...da glask
Lors : Nann
Francis : Med chilaou ...chilaou a ran « euh » traoù radioioù.. .a bep seurt ...ya alies e klevan traoù ... e klevan traoù « euh » ya ya ha ze a lakan ...a gustuman skriva' hag on gouest da lakat ze « euh » …
Lors : En linenn
Francis : en linenn ya peuskerkent ahe dre … dre vertuz binviachoù zo bremañ setu eo aes-kaer
Lors : ober
Francis : ha mont war-raok
Lors : Ar pezh zo en linenn zo... zo bet dalc'het en ul lec'h all memes tra
Francis : 'Vit poent an dra-he zo war ma hano ya mod-all em 'oa kaset « euh » penaos din-me 'vé graet deus ze un alc'hwe' un alc'hwe' USB
Lors : Ya
Francis : 'M 'oa kaset da Skol Vreizh .. kaset d'an Ofis è, Ofis Publik Ar Brezhoneg
Lors : Hmm
Francis : Bon matren 'vo ret din ...pugur 'benn ma vé ...beñ an dra-he ...an alc'hwe' ma peus c'hoant ...pa ...pa ...pa vé kresket an traoù ahe an alc'hwe' 'jom 'vel 'oa
Lors : Ya
Francis : Daou pe tri 'blâ so setu matrese 'vo ret din o'r eun all...
Lors : Ur wech all c'hoazh
Francis : Ya ya ya hag...
Lors : Hag ur geriadur 'peus graet 'n hain..'n hain ...'n hain gwer ahe neuhe
Francis : Ya gwer ha melen ha ru'
Lors : Ya
Francis : Setu zo bet « euh » 'n hein gwer a zo 'peupre heñvel (deus an heni glas) nemet penaos 'vé… din-me deus an dra-he... zo bet tennet traoù « euh » 'vit skañwaad anehañ 'n hein melen memes tra 'n hini melen zo bet tennet (moulet) meur a wech hennezh 'oa bet graet ga't (sikour) Yann-Lug Kloarek ahe deus Skol Vreizh evid kaout eun 'vije gwelloc'h marc'had ha 'benn ar fin med...hennezh 'zo memes tra ié med n'eus ket skwerioù n'eus ket frazennoù
Lors : Hhmm
Francis : Bon pezh a vank med 'c'haller ket ...ha war-lerc'h 'm eus graet un all daou vlâ so matre'n ...'n heni ru'
Lors : 'N hain ru' ya bihanoc'h
Francis : Ha hen'zh 'zo neve' graet mar kerez e oan loc'het deus ar pezh a c'halle bed (bout) « euh » e'mm ma peus c'hoant ar re 'oa er skolioù ...'oa skoliet e brezhoneg 'ba 'ba o skolioù 'fin ar skol vihan pe't'amant e skolachoù ha gwelet an tremen deuc'h ar galleg d'ar brezhoneg setu war-dro... tost dek mil...dek mil ger setu an dra-he zo ur geriadur 'vid ar re zo... zo 'tiski' koa
Lors : Ya hmm hmm ha graet mad é
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Peseurt mod a soñj deoc'h a vefe moaien da... degas muioc'h tud da zeskiñ brezhoneg ha surtout « euh » adlakat muioc'h a vrezhoneg e-barzh... e-barzh ar vuhez bremañ
Francis : Ya d'am soñj zo daou dra evit… ar re zo e penn mar kerez... evit ar galloud evel a vez lâret... ar gouarnamant ha pa lâran ar gouarnamant eo kentoc'h ar Stad mar kerez
Lors : Ya ya
Francis : Hag ar rejion a zo... zo e-barzh se ivez ha traoù all... ret eo d'am soñj pourchas... pourchas… tud da… da… da gelenn ha da zerc'hel ar brezhoneg bev an dra-se eo an dra gentañ da lâret eo kaout... stummañ kelennerien, skolaerien anfin pezh a vez graet met marteze ober muioc'h ober gwelloc'h
Lors : Humm
Francis : Met deus un tu all ivez… hhmm… war... war… d'am meno… ur vad e ve soñjal da bep hini... ar re zo 'barzh ar jeu hag ar re zo... ar re e plij dezhe an traoù-se
Lors : Hhmm
Francis : Mont war-raok pas soñjal... setu graet 'm eus ur staj c'hwec'h miz... bet on er skol-veur... setu echu bremañ ganin deskiñ... nann ret eo derc'hel e-pad ar vuhez kar an dra-se zo evel e-barzh an arzoù… te zo kaner... pa vezer kaner... pa vezer skrivagner... ret eo mont war-raok ret eo soñjal gwellaat... gwellaat pe… anfin…
Lors : Yeo
Francis : Ya… nevesaat anfin a bep seurt hag an dra-se d'am soñj ne vez ket lavaret trawalc'h marteze setu pas soñjal ez peus un « diplôme »… ez peus….
Lors : Neuzen eo echu neuzen eo...
Francis : Ya ha gant-se... ar brezhoneg evel-just… hag an dra-se zo gwir evit tout an traoù
Lors : Ya
Francis : Hag evit... evit ar yezhoù all ivez… evit ar re zo o kelenn yezhoù… yezhoù broioù all
Lors : Ya ya
Francis : Hag... ya soñjal mont pelloc'h ha pa vez gallet krouiñ hag ober traoù asambles... ar mod-se e welan an traoù... bon evel just lod a ra heñ darn eus an dud... a glevan-me tud a… peogwir aes eo ma 'peus c'hoant... aes eo klask faot ha kavout si gant… gant tout an dud... « gna gna gna gna gna »… ar re-mañ zo bet 'teskiñ n'eo ket memes brezhoneg an dra-mañ an dra-se mes lod memes tra zo deut a-benn brav-tre mes memes tra en ur lab'… en ur boan… en ur boanial añfin en ur... en ur glask en ur labourat en ur... en ur eskemm ha setu ar mod-se e welan an traoù
Lors : Hag evidoc'h eo ar memes tra peogwir memes bremañ ez eus moaien deoc'h deskiñ pozioù, gerioù n'ho peus ket bet klevet...n'ho poa ket bet klevet a-raok dija… c'hoarvezout a ra c'hoazh
Francis : Ya peogwir 'm eus kred « euh » memes tra me 'meus kred kentoc'h e-barzh… e-barzh frankiz an dud pep hini zo libr ha setu ne c'haller ket soñjal biken ma 'peus c'hoant ne… ne… ne… ne c'hallo den ebet hegal ar brezhoneg war… war an dud war ar vro war... den ebet neblec'h… neblec'h ebet na vez...
Lors : Nann nann nann
Francis : Ret eo kaout c'hoant sete ret eo kaout goull… goull a vez graet eus se : « demande sociale » Hag evel just d'ar re zo e karg e penn… e karg... respont d'an dra-se gwellikañ ma c'hallont hag... met bon n'eo ket ma 'peus c'hoant... n'eo ket kollet tout
Lors : Nann nann nann
Francis : N'eo ket kollet tout
Lors : Nann nann nann
Francis : Ha setu pep hini beñ hervez… hervez e… hervez e c'hoant ha hervez e...
Lors : Ya
Francis : Hervez e nerzh
Lors : Ya hag ur goulenn all 'm eus 'vidoc'h
Francis : Ya
Lors : E... c'hoarvezañ a ra ganeoc'h c'hoazh deskiñ pozioù en brezhoneg
Francis : A ya ya ya o ya alies « euh » pas kement-se en ur lenn met ya en ur selaou… selaou a ran « euh » bon mont a ran e-touesk an dud met pas... me n'on ket… n'eo ket bet plijet din gwech ebet mont... astenn ma fri ar mod-se setu ne ran ket kement-se ar mod-se da… da glask
Lors : Nann
Francis : Met selaou... selaou a ran « euh » traoù... radioioù... a bep seurt… ya alies e klevan traoù... e klevan traoù « euh » ya ya ha se a lakan… a gustuman skrivañ hag on gouest da lakat se « euh »…
Lors : En linenn
Francis : en linenn ya peuzkerkent aze dre... dre vertuz binviachoù zo bremañ setu eo aes-kaer…
Lors : ober
Francis : ha mont war-raok
Lors : Ar pezh zo en linenn zo... zo bet dalc'het en ul lec'h all memes tra
Francis : Evit poent an dra-se zo war ma anv ya mod-all em boa kaset « euh » penaos din-me e vez graet eus se... un alc'hwez un alc'hwez USB
Lors : Ya
Francis : Am boa kaset da Skol Vreizh... kaset d'an Ofis ivez, Ofis Publik Ar Brezhoneg
Lors : Hmm
Francis : Bon martezen e vo ret din… peogwir a-benn ma vez... beñ an dra-se...an alc'hwez ma 'peus c'hoant… pa… pa… pa vez kresket an traoù aze an alc'hwez a chom evel a oa
Lors : Ya
Francis : Daou pe tri bloaz zo setu marteze 'vo ret din ober unan all...
Lors : Ur wech all c'hoazh
Francis : Ya ya ya hag...
Lors : Hag ur geriadur all ho peus graet an hini... an hini... an hini gwer aze neuze
Francis : Ya gwer ha melen ha ruz
Lors : Ya
Francis : Setu zo bet « euh » an heni gwer zo apeupre heñvel (ouzh an heni glas) nemet e… penaos e vez... din-me deus an dra-se... zo bet tennet traoù « euh » evit skañvaat anezhañ an heni melen memes tra an hini melen zo bet tennet meur a wech hennezh a oa bet graet gant (sikour) Yann-Lug Kloarek aze e Skol Vreizh evit kaout unan a vije gwelloc'h marc'had ha 'benn ar fin met… hennezh zo memes tra ivez nemet n'eus ket skouerioù n'eus ket frazennoù
Lors : Hhmm
Francis : Bon pezh a vank met ne c'haller ket... ha war-lerc'h 'm eus graet un all daou vloaz zo marteze... an hini ruz
Lors : An hini ruz ya bihanoc'h
Francis : Ha hennezh a zo nevez graet, mar kerez, e oan loc'het deus ar pezh a c'halle bezañ « euh » ezhomm ma 'peus c'hoant ar re a oa er skolioù… a oa skoliet e brezhoneg 'ba 'ba o skolioù e fin ar skol vihan peotramant e skolajoù ha gwelet an tremen deus ar galleg d'ar brezhoneg setu war- dro... tost dek mil… dek mil ger setu an dra-se zo ur geriadur evit ar re zo... zo 'teskiñ koa
Lors : Ya hmm hmm ha graet mat eo
Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.