Roger Henaff - Gourin

Roger Henaff Gourin

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : « Bon » amañ 'maomp  'hont da gontañ deus serten tud 'peus bet ane'et 'ba 'r skol hag a zo vet d'an Amerik war-lerc'h

Roger : A vet d'an Amerik ya me 'm eus ane'et ya « euh » ppffff me 'ouian ket o ano 'ouian ket tout heñ med kalz deus tud deu'  ma oad 'zo partiet d'an Amerik 'blam...abalamour ê...ê 'na dija tud-kar 'ba 'n Amerik ...tud-kar...

Lors : Beñ ya med 'blam 'naint tud-kar petram' 'blam 'oa ket labour 'ba...

Roger : « euh » 'oa ket ...'oa ket lab...'oa ket gwall labour wit...'oa ket med mengleuyioù koa

Lors : Mengleuyioù ya

Roger : Ya mein glas 'oa mengleuyioù

Lors : Ya ya

Roger : Ha kentoc'h 'vit mont 'ba ' mengleuyioù  (h)è 'zo vet d'an Amerik

Lors : Med peseurt micherioù 'raent du-se...

Roger : O beñ labour't 'ba ...'ba restoranyioù

Lors : Heñ heñ

Roger : Ya

Lors : 'c'h o'r pet'a

Roger : « Serv'. »...e e e da genta' rae-ê « plonge euh beñ voilà ... nett' » ...kempenn' ar ...ar plajeier ha tout an traoù ha war-lerc'h (h)ê zo digoue'et 'vel vé lar't e galleg « garçons de salle « servij  a ... an dud

Lors : A ya

Roger : Ya

Lors : Med « euh » daoust hag-eñ lod n'eus ...n'eus gallet digor' restoranchoù war o gont

Roger : Ya ya med n'eus ket kalz

Lors : Pas kalz

Roger : Nann m'eus ket...pppfff m'eus ket eun pe daou 'ane'en med pas ...pas muioc'h

Lors : Med lar...lar...lar 'pa din ar wech all pé m'eus gwel't 'c'haoc'h la lod 'peus bet ane'et a zo vet d'an Amerik

Roger : Ya

Lors : « Euh » 'na lesket o bigwale war-lerc'h...

Roger : Ga' o zud kozh

Lors : Med 'blam' beta

Roger : A beñ abalamour ...'oaint k... ma 'c'h ae... ma 'c'h ae ar vugale gante d'an Amerik ne 'oa gouest ... 'oaint ket gouest da labouret « euh » pad 'n dé...dao...dao 'n im okup doc'h ar vugale vih'n...an dra-he...'zo ze  kaoz a neus les'et o bugale vih'n 'oa ...gant o sud-kozh

Lors : Med ...med 'ba 'n Amerik 'oa ket magerezed pé...

Roger : A nann nann 'ba 'n Amerik n'eus ket « euh » a... peseurt mod 'larin doc'h

Lors : Alokasionoù

Roger : Nann

Lors : Nintra

Roger : Nann

Lors : Sete ar vigwale…

Roger : Ar vigwal'  'jome gant o zud-kozh ...o zud-kozh

Lors : Med an dud-mañ ...an dud 'oa aet d'an Amerik... displeg din 'ta « bon » ar re-mañ 'tize da...da  C'hourin  'darre pé 'ba 'ar vro

Roger : Ya

Lors : « Euh » ur wech ar blâ...

Roger : O pas bep daou pe tri blâ

Lors : « Bon » med peseurt mod 'oant ...peseurt... peseurt mod

Roger : O beñ ê 'tize ga' otoioù paotr paour lufr...ni 'na ket...ni amañ 'namp kim 'met otoioù pas brein med ...ha ê otoioù brao gate ti'e gate...a ya

Lors : A ya

Roger : Ha 'vize … a amañ 'zo... amañ …ha 'vize lar't amañ 'zo 'n Amerikan c'hoazh

Lors : A ya med hag an dud-se naint ket ankoueet ar brezhoneg memes tra

Roger : Nann nann

Lors : A nann

Roger : A nann nann med lod 't(ize)…lod 'tize 'laran doc'h bep daou pe tri blâ ha lod beñ maleürsam't n'int ket deut james

Lors : A nann

Roger : Nann lod zo chomet 'ba du-s' « euh » dime'et 'ba du-s' ... o bigwale 'zo gan't 'ba du-s' « euh » nann...

Lors : Hag ar re 'tize amañ ...'ba...  « bon » beñ 'tize 'michañs 'ba  miz Gouere pé miz Eost

Roger : Ya ya

Lors : Heñ...

Roger : Ya ha 'c'h ae kuit da miz her'  ê  'c'h ae en dro d'an Amerik ...ha ê...dê ...d'an dud-se 'vize graet dilhad ...dilhad e Ti Le Masle ...'ba  Gourin

Lors : A ya

Roger : A ya « costard euh » heñ

Lors : Dilhajoù brav koa

Roger : Ya du

Lors : «  Sur mesure »

Roger : Du « sur mesure »  ya ya

Lors : An dra-he 'oa ker

Roger : A ya ya med ma gwreg 'neus labouret 'vi' 'r reu-se noz ha dé 'wechoù

Lors : Noz ha dé

Roger : Ya 'vize daw... prest 'vit « là » 'benn ê  'c'h ae kuit o dilhad 'oa renk'...oa  daw dê bid prest

Lors : Sete an dud-me' 'laboure ... 'laboure war an noz koa

Roger : Ya

Lors : D'an noz koa

Roger : Ya ya

Lors : 'Benn be'a prest koa

Roger : Ya ya ya

Lors : Ha ker 'oa

Roger : O ya ker 'wac'h zur 'wac'h

Lors : A ya ya ya

Roger : Med marc'hatoc'h 'wit 'ba 'n Amerik

Lors : A ya ze 'zo kaoz

Roger : Ya

Lors : A ya ya ya ... ha sete daoust de-geñw lod deus ar re 'zo vet 'ba 'n Amerik a neus bet prenet douaroù dre amañ pe feurmioù

Roger : A feurmoù ya

Lors : Be'a zo lod

Roger : Ya

Lors : Ya

Roger : Ya ha graet tier né è

Lors : A « bon »

Roger : A ya ya hent...hent Faou't «  là » 'r reu-se 'zo tier...tier...tier a zo bet savet ga'  'n Amerikaned

Lors : Hent ...peseurt hent...

Roger : Hent Faou't

Lors : A ya

Roger : Pont Lenn... uheloc'h

Lors : Ya ar re-se zo tier savet 'fin  paeyet ga'...

Roger : An amerikaned

Lors : Amerikaned ya ya

Roger : Ya ya

Lors : Ya ya ya med hag an dud-ma'  pé  'tizent amañ 'ba Gourin koa 'vit gwelet ar familh pe e vakañsoù  'oaint ket fieroc'h 'vit ... 'vit ar re all nann ...ar re-he ' jome...

Roger : Nann nann ha lod zo deut da ...lod 'wac'h zo deut da zimi e Gou... da zime'et... 'zo dime'et 'ba Gourin ...ê 'tae deus du-se gob'r... o'r o dimi 'ba Gourin

Lors : Med 'blam' naint  ka'et ur plac'h 'ba Gourin petram'

Roger : Plac'h 'ba Gourin 'vize aet hag neus 'n im ane'et en Amerik

Lors : A « bon »

Roger : Ya

Lors : Peseurt mod

Roger : A beñ  'ba 'r labour pé …

Lors : A ya a ya setu neun ur plac'h hag ur paotr deus Gourin aet da labour't du-se

Roger : Beñ pas … beñ da Gourin ... ur paotr deus Gourin hag ur plac'h matrese deus Speied deus Roudoualleg ... Langoned ...

Lors : Ya

Roger : 'Ba ' r vro ... ar c'horn-bro amañ

Lors : Ya ar c'horn-bro ya ya ya sete a-mod-se 'vize graet ...'fin 'zo bet graet 'wechoù koa

Roger : Ya ya ...ya ya

Lors : Ya ya…ya ya ya ya ha c'hwi ... c'hwi 'peus... c'hwi ' vel c'hoazh lod deus...deus tud zo...zo bet...'zo vet 'ba 'n Amerik 'ba ...bremañ c'hoazh

Roger : Ya ya bi'  'zo a beñ serten ... serten oad neus ... neuint heñ...

Lors : Ya

Roger : Ya ya med bit zo c'hoazh amañ heñ ha beñ 'vel  'ma diskoue'et doc'h an de'ezh ell 'oa tud a varve en Amerik … o hano zo laket 'ba follenn an iliz ... follenn an iliz 

Lors : A ya

Roger : Ya

Lors : Hmm hmm

Roger : Ha lod... ar reu-se  'jom da ... 'r reu-se 'zo be'iet  'ba du-se koa

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : « Bon » amañ emaomp o vont da gontañ deus serten tud ho peus bet anavezet e-barzh ar skol hag a zo aet d'an Amerik war-lerc'h

Roger : A (w)aet d'an Amerik ya me am eus anavezet ya « euh » ppfff me ne ouian ket o anv ne ouian ket tout heñ met kalz deus tud eus ma oad zo partiet d'an Amerik abalamour… abalamour int... int o doa dija tud-kar e-barzh an Amerik… tud-kar...

Lors : Beñ ya met abalamour o doa tud-kar peotramant abalamour ne oa ket labour e-barzh...

Roger : « Euh » ne oa ket… ne oa ket lab(our)… ne oa ket gwall labour evit... ne oa ket nemet mengleuzioù koa

Lors : Mengleuzioù ya

Roger : Ya mein glas a oa mengleuzioù

Lors : Ya ya

Roger : Ha kentoc'h evit mont e-barzh mengleuzioù int zo aet d'an Amerik

Lors : Met peseurt micherioù a raent du-se...

Roger : O beñ labourat e-barzh… e-barzh restorantoù

Lors : Heñ heñ

Roger : Ya

Lors : Oc'h ober petra

Roger : « Serv'... » e e e da gentañ e raent «  plonge euh beñ voilà nett' » kempenn ar... ar plajeier ha tout an traoù ha war-lerc'h int (hè : i) zo degouezhet evel a vez lâret e galleg « garçons de salle » servij a… an dud

Lors : A ya

Roger : Ya

Lors : Met « euh » daoust hag-eñ lod o deus… o deus gallet digoriñ restorantoù war… war  o gont

Roger : Ya ya met n'eus ket kalz

Lors : Pas kalz

Roger : Nann n'am eus ket... pppfff 'm eus ket... unan pe daou 'anavezen met pas... pas muioc'h

Lors : Met lâr… lâr… lâret ho poa din ar wech all pa 'm eus gwelet ac'hanoc'h la lod ho peus bet anavezet a zo aet d'an Amerik

Roger : Ya

Lors : « Euh » o doa laosket o bugale war-lerc'h...

Roger : Gant o zud-kozh

Lors : Met abalamour da betra

Roger : A beñ abalamour… ne oant k(et)… ma 'z ae… ma 'z ae ar ar vugale gante d'an Amerik ne oa ketgouest... ne oant ket gouest da labourat « euh » e-pad an deiz… dav… dav en em okupiñ diouzh ar vugale vihan… an dra-se… a zo kaoz o deus laosket o bugale vihan oa... gant o zud-kozh

Lors : Met… met e-barzh an Amerik ne oa ket magerezed pe...

Roger : A nann nann e-barzh an Amerik n'eus ket « euh » peseurt mod e lârin deoc'h

Lors : Alokasionoù

Roger : Nann

Lors : Netra

Roger : Nann

Lors : Setu ar vugale...

Roger : Ar vugale a chome gant o zud-kozh... o zud-kozh

Lors : Met an dud-mañ… an dud a oa aet d'an Amerik... displeg din eta ar re-mañ a teze (a deue / a zeue) da… da C'hourin adarre pe e-barzh ar vro

Roger : Ya

Lors : « Euh » ur wech ar bloaz

Roger : O pas bep daou pe tri bloaz

Lors : « Bon » met peseurt mod e oant... peseurt… peseurt mod...

Roger : O beñ i (int) 'teze gant otoioù paotr paour lufr… ni n'hon oa ket… ni amañ n'hon oa ken nemet otoioù pas brein met... ha int otoioù brav gante a teze gante... a ya

Lors : A ya

Roger : Hag e veze... a amañ a zo… amañ… hag e veze lâret amañ zo un Amerikan c'hoazh

Lors : A ya met hag an dud-se n'o doa ket ankouaet ar brezhoneg memes tra

Roger : Nann nann

Lors : A nann

Roger : A  nann nann met lod a t(eze)… lod 'teze a lâran deoc'h bep daou pe tri bloaz ha lod maleüruzamant n'int ket deuet james

Lors : A nann

Roger : Nann lod zo chomet e-barzh du-se « euh » dimezet e-barzh du-se... o bugale zo ganet e-barzh du-se « euh » nann...

Lors : Hag ar re a teze amañ... e-barzh... « bon » beñ 'teze emichañs e-barzh miz Gouere pe miz Eost

Roger : Ya ya

Lors : Heñ...

Roger : Ya hag a yae kuit da miz Here int a yae en-dro d'an Amerik… hag int… dezhe… d'an dud-se e veze graet dilhad... dilhad e Ti Le Masle... e-barzh Gourin

Lors : A ya

Roger : A ya « costard euh » heñ

Lors : Dilhajoù brav koa

Roger : Ya du

Lors : « Sur mesure »

Roger : Du « sur mesure » ya ya

Lors : An dra-se a oa ker

Roger : A ya ya met ma gwreg he deus bet labouret evit ar re-se noz ha deiz a-wechoù

Lors : Noz ha deiz

Roger : Ya e veze dav... prest evit «là» a-benn i a yae kuit o dilhad a oa renk... 'oa dav dezhe bezañ prest

Lors : Setu an dud-mañ a laboure… a laboure war an noz koa

Roger : Ya

Lors : D'an noz koa

Roger : Ya ya

Lors : A-benn bezañ prest koa

Roger : Ya ya ya

Lors : Ha ker e oa

Roger : O ya ker a-walc'h sur a-walc'h

Lors : A ya ya ya

Roger : Met marc'hadmatoc'h evit e-barzh an Amerik

Lors : A ya se a zo kaoz

Roger : Ya

Lors : A ya ya ya… ha setu daoust hag-eñ lod deus ar re a zo aet d'an Amerik o deus bet prenet douaroù dre amañ pe feurmioù

Roger : A fermoù ya

Lors : Bez ez eus lod

Roger : Ya

Lors : Ya

Roger : Ya ha graet tier nevez ivez

Lors : A « bon »

Roger : A ya ya… hent... hent ar Faoued « là » ar re-se a zo tier… tier… tier a zo bet savet gant an Amerikaned

Lors : Hent... peseurt hent...

Roger : Hent ar Faoued

Lors : A ya

Roger : Pont Lenn… uheloc'h

Lors : Ya ar re-se a zo tier savet añfin paeet gant...

Roger : An amerikaned

Lors : Amerikaned ya ya

Roger : Ya ya

Lors : Ya ya ya... met hag an dud-mañ pe 'tezent amañ e-barzh Gourin koa evit gwelet ar familh pe e vakañsoù ne oant ket fieroc'h evit… evit ar re all nann… ar re-se a chome...

Roger : Nann nann ha lod a zo deuet da... lod a-walc'h a zo deuet da zimeziñ e Gou(rin)… da da zimezet... a zo dimezet e-barzh Gourin…  int a deue deus du-se ober… ober o dimeziñ e-barzh Gourin

Lors : Met abalamour o doa kavet ur plac'h e-barzh Gourin peotramant

Roger : Plac'h e-barzh Gourin a veze aet hag o deus en em anavezet en Amerik

Lors : A «  bon »

Roger : Ya

Lors : Peseurt mod

Roger : A beñ e-barzh al labour pe...

Lors : A ya a ya setu neuze ur plac'h hag ur paotr deus Gourin aet da labourat du-se

Roger : Beñ pas... beñ da Gourin... ur paotr deus Gourin hag ur plac'h marteze deus Speied deus Roudoualleg... Langoned...

Lors : Ya

Roger : E-barzh ar vro… ar c'horn-bro amañ

Lors : Ya ar c'horn-bro ya ya ya setu ar mod-se e veze graet… añfin zo bet graet a-wechoù koa

Roger : Ya ya… ya ya

Lors : Ya ya… ya ya ya ya ha c'hwi… c'hwi ho peus... c'hwi a wel c'hoazh lod deus… deus tud a zo… a zo bet… a zo bet e-barzh an Amerik e-barzh... bremañ c'hoazh

Roger : Ya ya bez ez eus serten... serten oad en deus... o deus heñ...

Lors : Ya

Roger : Ya ya met bez ez eus c'hoazh amañ heñ ha beñ evel 'moa diskouezet deoc'h an devezh all e oa tud a varve en Amerik… o anv a zo lakaet e-barzh follenn an iliz… follenn an iliz

Lors : A ya

Roger : Ya

Lors : Hmm hmm

Roger : Ha lod... ar re-se a chom da... ar re-se a zo beziet e-barzh du-se koa

 

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne / Video sikouret gant Rannvro Breizh.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh