Klaskerien-vara, kantreerien ha c'hwiperien

Krennarded kondaoned gant ur justis a renkad
Aozer : Julien Hillion / Meurzh 2024

Ganet e oa bet François Jaunay e Naoned d'ar 1añ a viz Ebrel 1871. E vamm, dizimez hag oadet a 19 vloaz, a zo neuze segalennerez diouzh he micher. Dimeziñ a ra tri bloaz war-lerc'h gant an Ao. Jaunay, a lak ar bugel war e anv. Da 13 vloaz eo barnet François evit laeroñsi gant lez-varn ar felladennoù e Naoned. Pa c'hellfe ar barner kondaoniñ anezhañ d'un nebeud sizhunvezhioù toull-bac'h, e kav gwelloc'h lakaat mellad 66 ar C'hod kastizel da dalvezout. Ar mellad-se a embann e vo didamallet ar vinored rak hep poell o dije faziet. Aotreañ a ra dreist-holl d'ar varnerien kas anezho d'un ti-kastiz betek ma vefent major. Dilestrañ a ra François er Gerveur daou viz war-lerc'h, d'an 2 a viz Gwengolo 1884. Chom a ra bac'het eno betek miz Genver 1887.

Heñvel a-walc'h eo bugaleaj al lodenn vrasañ eus ar baotred en trevadennoù-kastiz ouzh hini François Jaunay. Kavout a ra da justis an 3de Republik e vev ar glaskerien-vara, ar gantreerien hag ar c'hwiperien yaouank en un endro diroll. Implij a ra al lezenn, neuze, evit lakaat anezho da bellaat diouzh an dud kar dezho. N'eo ket dre chañs, neuze, e vez graet gant ar ger « minor » en dielloù. Dont a ra ar baotred yaouank da vezañ e karg ar Stad, ha n'eo ket e karg o familhoù dezho. Tavantek int atav hag eus kêr alies. Ret e vo dezho gortoz etre 4 hag 8 bloaz well-wazh evit adkavout o bugale.

© Ministrerezh ar Justis - ENPJJ

Lies doare eo minored ar Gerveur. Lod o deus un namm spered a vir anezho ouzh deskiñ ur vicher. Lod all a zo gouest da gaout o santifikad pa 'z int bac'het. Gant ar bloavezhioù e teu ar justis da vezañ trugarezusoc'h gant ar gantreerien hag ar glaskerien-vara. Nebeutoc'h anezho a vez kavet en Haute-Boulogne. Koshoc'h eo ar baotred yaouank p'en em gavont en drevadenn ivez, rak ne fell ket ken d'ar galloudoù publik bac'hañ bugale. E dielloù ar Statistique pénitentiaire e weler splann, da echuiñ, n'eo ket emzivad an holl vinored bac'het er Gerveur. Setu perak, kontrol d'o c'hamaladed eus ar Skoazell bublik, a gresk hep gouzout eus peseurt metoù emaint o tont, e c'hellint adkavout o familhoù, ur wech dieubet. Alies, abalamour da se, e kemer poan melestradurezh ar bac'hoù da gavout ur mestr dezho da zeskiñ ur vicher pe da gas anezho d'ar c'hazarn pa zieub anezho.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Julien Hillion, « Klaskerien-vara, kantreerien ha c'hwiperien », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/03/2024.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/klaskerien-vara-kantreerien-ha-c-hwiperien

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù