Perzh ar maouezed e labour ar mengleuzioù ragindustriel

Aozer : Vincent Daumas / C’hwevrer 2025

Ret-mat e oa labour ar maouezed evit mont en-dro ar mengleuzioù en Uhelgoad ha Poullaouen. Evel e meur a lec'h mengleuziañ all a bep seurt mare hag a bep seurt bro, ober a raent war-dro terriñ ar c'hailh gant horzhioù ha bokardoù, ha war-dro gwalc'hiñ ar grouan gant dour dreist-holl. Krennardezed a rae al labour-se ivez. Ul labour eus ar re faezhusañ a oa : etre 8 ha 16 eurvezh-pad bemdez e tremene ar gwalc'herezed o tornata kailh e dourioù yen-sklas ha krignus-tre, pa anale micherourezed an terriñ hag ar bokardañ poultr reier dizehan, ar pezh a oa kaoz da galz anezho bezañ klañv gant an droug-skevent.

Un degouezh dic'hortoz a c'hoarvezas e 1767 abalamour d'an aozioù labour fall-se, ouzhpenn d'ar goproù izel. Pa glaske ar renerezh digreskiñ o goproù e harzas al labour micherourezed an terriñ hag ar gwalc'hiñ e Poullaouen. Siwazh, n'anavezomp an istor-mañ nemet gant al lizhiri urzhioù kaset gant kevranneien Pariz da renerien al lec'h. Diskouez a reont dispriz an nobled evit ar maouezed o stourm, a raent « loened » anezho, « broad al lezirekañ a zo » ha « stultennoù » eus o emsav. Delc'her a reas krog ar micherourezed e-pad c'hwec'h sizhunvezh, daoust d'an diouer a arc'hant, ha daoust d'ar renerien a glaskas lakaat mengleuzierien ha teuzerien da gendrec'hiñ o friedoù da vont da labourat en-dro. Plegañ a reas ar Gompagnunezh ha goprañ a reas anezho d'o gopr kozh en-dro.

C'hoarvezout a reas an harz-labour en ur mare ma save tud eus ar vro a-enep d'ar Gompagnunezh, d'he zalvoudoù ha d'he sternerien estren. Kaset e voe an emsav gant un aotrou person a nac'he an industriezhioù. Aozañ a reas ur c'hef harz-labour zoken. Difenn a rae ar micherourezed ar vuhez war ar maez hag er vro. Abalamour da se e oa an harz-labour-se un emsav ragindustriel, na oa ket dres-heñvel ouzh luskadoù bras an 19vet kantved industriel. Galloud a rafe an harz-labour-mañ bezañ an hini kentañ kaset gant maouezed nemetken en Istor anavezet gant hor mammennoù, koulskoude. Ken pouezus e oa perzh ar merc'hed el labour ragindustriel, ken e c'heller soñjal ez eus bet reoù all, met n'eo ket bet miret roud ebet anezho, nemet ma vefent e mammennoù n'int ket bet studiet c'hoazh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Vincent Daumas, « Perzh ar maouezed e labour ar mengleuzioù ragindustriel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/02/2025.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/perzh-ar-maouezed-e-labour-ar-mengleuziou-ragindustriel

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù