Brevet e oa korf ar wazhed, ar maouezed hag ar vugale a laboure er mengleuzioù. Gant ar veajourien e veze merzhet alies, gant Jean-François Brousmiche, da skouer, e 1829 : « er c'humunioù-se, an annezidi a labour er mengleuzioù a zo morlivet o dremm, livet glas ha fall int ; digemmet e vezont aes diouzh peurrest ar boblañs, a seblant bezañ yac'hoc'h, dre vras. […] Truek eo an holl vugale ».
An aozioù labour a oa kaoz da yec'hed ar vicherourien hag ar micherourezed bezañ fall-tre, ha d'o c'horfoù bezañ uzet. Ar vengleuzierien a laboure devezhioù 12 eurvezh, 300 metrad dindan an douar, e lec'hioù mac'h, gleb-tre ha ma c'hoarveze enno gwallzarvoudoù niverus abalamour da zisac'hadennoù, dic'hlannoù pe tarzhadennoù poultr. Pa zeue ar c'hailh maez e veze dibabet gant bugale, drailhet ha gwalc'het gant merc'hed goude. O devezh-pad edo o daouarn en dour priellek ha deuet da vezañ sulfurus gant ar c'hailh bet gwalc'het. Sklasus e teue an dour da vezañ e-pad ar goañv, ken e veze skornet an atalieroù da vat. A-hend-all, ar micherourezed a veze o terriñ ar c'hailh a alane poultr mein dizehan. Meur a hini a veze paket gant ar silikoz, enta. Da echuiñ, breviñ a rae ar c'horfoù o charread berniadoù kailh bemdez, 8 eurvezh-pad er goañv, 16 eurvezh-pad en hañv... Evit gwir, ne varved ket gant ar gwallzarvoudoù en uzinoù-gwalc'hiñ, uzet e vezed betek mervel.
Tenn e oa an aozioù labour en teuzerezhioù ivez. Tommet e veze ar fornioù dizehan e-pad sizhunvezhioù. An deuzerien ne ziskuizhent ket d'ar Sul : labourat a raent e-pad 12 eurvezh diouzh renk, a-raok diskuizhañ e-pad 24 eurvezh. Mont a rae ar fornioù betek 900 °C ha leuskel a raent gazoù pistrius a roe « droug an deuzerien » alies. Kleñved ar plom a oa : droug lemm pe henek ar re bistriet gant ar plom. Taget eo ar re glañv gant anemiezh, strafuilhoù ar c'hoazhañ (anvet « laerez ar plom »). Dont a ra strafuilhoù nervel goude, difrouezhidigezh, krign-bev, droug-klopenn hag ar seizi betek ma varvfent. E 1827, an Aotrou Boudousquié, danvez-ijinour anezhañ, a welas efedoù an droug-se el loened ivez : « al loened a zeu da beuriñ war ar roz a bak fiñvoù gliziek ; ar c'hezeg, a lârer, a zeu da vezañ berranalet ». Ar Gompagnunezh, eus he zu, ne oa ket nec'het gant an dra-se. Dizañjer e oa ar 75 tonenn plom a z ae e moged bep bloaz, a embannent-int en ur pennad kazetenn, nemet evit « un nebeud brini diaviz a dosta re ouzh ar siminalioù ».