Fanny Raoul. Prederourez, kazetennerez, oberourez skridoù-arnod

Aozerez : Gaëlle Pairel / Ebrel 2025

E 1801 e embannas Fanny Raoul (Kastell-Paol, 1771 - Pariz, 1833) Opinion d’une femme sur les femmes, ur skrid-arnod heverk. Ennañ e kinnige « mennozhioù talvoudus » evit ingalded ar reizhoù. « Cheñch planedenn ar merc'hed a vern, neuze, ha tennañ anezho maez eus an netra ma vezont taolet ennañ en-dro gant ar menoioù ; embann a ran zoken e rank adreizh ur bobl komañs ganto, ha n'o do ket al lezennerien graet tra dalvoudus na padus ebet, ma ne vint ket lakaet da gred evit ar Vonreizh nevez. » Breutaat a ra el levr-se evit ma vefe digoret micherioù ar skiantoù hag an arzoù d'ar maouezed. « Ret e vefe, a skrivas, degemer anezho da genstrivañ asambles gant ar wazed evit an enorioù hag ar gounid a-feson degaset ganto. »

E penn-kentañ an 19vet kantved edo, ha gwelet e veze an oberourez e saloñsoù Pariz, hini al lennegourez Constance de Salm en o zouez. Er breud foran e kemeras perzh Fanny Raoul a-zevri, he buhez-pad. Krouiñ a reas he c'hazetenn dezhi, Le Véridique, a gontas 25 niverenn bet embannet etre miz Gwengolo 1814 ha miz Mae 1815. Eskemm a rae gant he lennerien ha dispakañ he mennozhioù araokaour en ur gazetenn a oa digor war ar bed hag ar Frañs. « Pell a zo e felle din ober ur gazetenn, met mac'herezh ar gouarnamant kozh ma distroe diouzh ma mennozh. Da betra klask ober, emezon, a-boan ma 'm bo graet ma fazioù kentañ pa vin harzet, rak kas a rin enni, evel da bep lec'h, ma c'homzoù didro ha ma spered dizalc'h. »

Ur skrivagnerez engouestlet ha donezonet e oa anezhi. Embann a reas ur pezh-c'hoari, La Tyrannomanie, hag ur romant lizheroù fromus, Flaminie ou les erreurs d’une femme sensible. Ennañ e taolenne ur plac'h yaouank izel he renkad sokial, ha berzet evit se ouzh dimeziñ gant ar paotr yaouank a gare, hag a draisas anezhi. Diouzh ar c'hiz edo sujed an dimeziñ dibosupl, neuze. Adkavet e vo an tem-se e romantoù embannet er bloavezhioù 1820 gant Claire de Duras, ur skrivagnerez eus Brest.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Gaëlle Pairel, « Fanny Raoul. Prederourez, kazetennerez, oberourez skridoù-arnod », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/04/2025.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/fanny-raoul-prederourez-kazetennerez-oberourez-skridou-arnod

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù