Deskrivet eo bet perzh resis an drouized gant Strabon (64/63 kent J-K - 24/25 goude J-K) en e C’heografiezh (IV, 4, 5) :
« Koulskoude e teuas ar Romaned a-benn d’o lakaat da zilezel… meur a hini eus gizioù o aberzhourien ha divinourien hag a vage re vras doñjer ouzh hor buhezegezh : bez’ e oa ar c’hiz, da skwer, da reiñ un taol kleze [e-lec’h m’emañ ar falskostezennoù] d’ar paourkaezh a oa tonket da vervel, ha neuze e veze diouganet an amzer da zont diouzh doare e c’hlizi [ha kement-mañ dirak an drouized], peogwir ne veze aberzhet den ebet morse anez d’an drouized bezañ eno o sellet. Menegiñ a reer gizioù all o deze da aberzhiñ tud c’hoazh : gwezh ez eo a daolioù saezhioù [goustadik] e veze laezhet an hini tonket, da skouer, ha gwezh all e veze krusifiet an den-se e-barzh un templ. Pe c’hoazh, goude sevel ur pikol marc’h-plouz, prenn ha foenn, e veze lakaet chatal ha loened a bep seurt e-barzh hennezh, mell-divell gant tud, ha c’hwezhet tan ennañ da c’houde, betek ma vijent peurlosket holl. »
mammenn : http:// www.remacle.org
Goude furchal e-barzh nevedoù Gournay-sur-Aronde ha Ribemont-sur-Ancre e Pikardi ez eo deuet an arkeologourien da anavezout gwelloc’h penaos e veze lidet o relijion gant ar C’halianed. E Ribemont, kredabl bras, ar c’horfoù dibennet, disvempret ha lakaet war wel a oa re o enebourien bet trec’het. Tamm ebet korfoù tud aberzhet eno eta.
Bez’ ez eus bet aberzhet tud, moarvat, tud bet prizoniet er brezelioù pe kondaonet e tlee ar re-se bezañ. Diwar ar pezh zo bet dizoloet a-zindan taouarc’h e Breizh-Veur hag en Iwerzhon ez eo deuet anat e oa bet aberzhet tud eno.
Diouzh tu ar ouezoni ez eo bet lakaet ar sevenadur keltiek gant ar re o deus bet skrivet e gregaj hag e latin, ha kement-mañ a-ratozh kaer, evel un digarez da ziskouez pegen uheloc’h e oa sevenadur ar Romaned.
A-benn ma voe aloubet Galia gant Kaesar, ne veze ket mui aberzhet tud endeo, rak titour Strabon ha Kaesar a oa deuet diwar skridoù Posidonius moarvat, ha hennezh bet o vevañ un tamm mat a-raok (135 kent J-K, e-tro 51 kent J-K).
Kelted oc’h aberzhiñ tud, sed ur gwel eus o c’hevredigezh hag a zo chomet engravet don e-barzh ijin mab-den e-pad kantvedoù war-lerc’h, ken ma veze lakaet ar vein veur - e gaou, penn-da-benn - da aoterioù aberzhiñ.