War-lerc’h an eil Brezel bed e voe dilezet paludoù-holen Breizh bep ma paoueze an dud da fardañ boued-mir-sall er gêr ha dre ma oa stanket ar marc’had gant holen ar greanterezh.
Er bloavezhioù 1970 e voe lakaet diazad gounit-holen paludoù Gwenrann en arvar gant raktresoù sevel tier ha hentoù tro-kêr. Ar gevredigezh avat, ha pa ne oa den ouzh en gortoz, a savas en he fezh ouzh urzh dibleg ha direizh « terkerezh an tiriad ». Dre o stourm, harpet gant ar skiantourien, ar skolveuridi, ar c’hevredigezhioù ha keodediz ar vro e tapas ar baluderion kaout un diviz gwarez splann e 1996 ha lakaat diazad Baz-Gwenrann da vezañ enrollet war gont lezenn an 2 a viz Mae 1980.
Dre ma oa bet anavezet ez-ofisiel ar vicher a baluder e-unan abaoe fin ar bloavezhioù 1970 e oa bet gallet sevel ur stummadur a-ratozh evit treuzkas ar skiant prenet gante. Evel-se e c’hellas tud oberiant ar paludoù chom er vro, yaouankoc’h-yaouankañ ha niverusoc’h-niverusañ anezhe. E 2011 e oa bet enrollet gant kambr labour-douar al Liger-Atlantel, 300 penn-menajer, 190 paluder leun-amzer en o zouez. Postoù-labour all, stag ouzh ar gounit-holen a ranker kontañ ivez : etre 115 ha 120 a bostoù gopridi war-eeun ha 300 a bostoù devezhourien, well-wazh eus an eil bloavezh d’egile.
Diwar lañs paludoù-holen Gwenrann zo deuet soñj d’ober kement all e Bro-Raez, er Mousterioù, er Bourknevez hag er Morbihan, e Sant-Armael hag en Dreinded-Karnag.