Nepell eus an annez galian… ur bod brientinion eus ar Grennamzer uhel

Aozer : Joseph Le Gall / Genver 2017

En dinaou da annez galian Paoul ez eo bet dizoloet aspadennoù un annez kreñvaet eus ar VIIvet kantved. Un dachenn vras eus 5 hektar kleuziet, gant ur gouriziad vigelc’hiek eus 6500 m2 enni, az a d’ober al lec’hienn pennañ tost eus ar gêriadenn anvet Bresilien.

Gwarezet gant ur ramparzh douar ha koad ha kleuzioù don eo al lec’h, daou dour-porched o tifenn an enkerzh. Ar gouriziad vigelc’hiek a zo dispartiet e daou borzh gant ur c’hleuz. Darn izel al lec’h a zo gouestlet da obererezhioù artisanel ha labour-douar. Savadurioù skañv niverus e koad ha tachennoù stag ouzh al labourioù a denn d’an eostoù (sec’hiñ, krazañ, malañ, boniañ e siloioù) a vez kavet mesk-ha-mesk. Savadurioù meur o servij da annez a vez kavet en darn uhel. E dibenn an VIIIvet pe e deroù an IXvet kantved savadurioù e maen a gemer lec’h ar re kent a oa e koad.

Darnoù gwerinier kinklet a ziskouez e oa savadurioù a-lorc’h anezho. Un nebeud traezhoù bet kavet war al lec’h a-hend-all a brou e oa tud pinvidik hag uhel a veve aze.

N’eo ket digenvez annez Bresilien er vro. Kalon un domani bras kenañ a veur a hektar eo. Ennañ e kaver ur chapel un nebeud kantadoù a metradoù pelloc’h hag ivez us stal vras e-lec’h ma oa teuzet kailh houarn. Atantoù bihan a gaver ivez amañ hag ahont tost-tre tro dro d’al lec’hienn.

 

Troet gant Philippe Lanoë

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Joseph Le Gall, « Nepell eus an annez galian… ur bod brientinion eus ar Grennamzer uhel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/nepell-eus-an-annez-galian-ur-bod-brientinion-eus-ar-grennamzer-uhel

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù