Ar mogerioù-kreñv

Aozer : Manuelle Aquilina / Genver 2017

N’haller ket ijinañ doare mogerioù-kreñv kentañ Konk-Kerne er Grennamzer diwar o stad a-vremañ o vezañ m’int bet savet da veur a goulzad, an eil re war gorre ar re all. Diaesoc’h c’hoazh eo abalamour d’ar c’houlzadoù kempenn bet kaset goude ar Grennamzer (diwar alioù Vauban paneveken), mesket enne prantadoù ha stummoù liesseurt. Dre furchadegoù arkeologel reoliek eta an hini vez klokaet ar merzadennoù a c’heller ober diwar c’horre.

Ha p’eo bet miret Kêr-gloz Konk-Kerne en he fezh pe dost, n’eus ket kalz a zielloù diwarni avat.

Perc’henniezh ministrerezh ar brezel, a-hed an XIXvet kantved hag abaoe « pell-pell zo », an hini zo pennkaoz da gement-mañ. Testenioù e-leizh zo bet laosket deomp avat gant J. Trévédy, un den hollouiziek anezhañ, diwar istor ar mogerioù ha diwar o stad evel ma oant pa selle-eñ oute e fin an XIXvet kantved, en e arnodskrid war istor Konk-Kerne, bet embannet gant l’Association Bretonne e 1906 hag en e Additions et corrections e 1907.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Manuelle Aquilina, « Ar mogerioù-kreñv », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-mogeriou-krenv

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù