/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/fortifications-de-concarneau/Concarneau2-breton-01.jpg1060 metr hed eo mogerioù-tro Kêr-gloz Konk-Kerne, dezhe nav zour ha teir dor. Skeiñ a ra an nor bennañ ouzh kêr (diavaez) Konk-Kerne ; « Dor an Treizh » a vez graet eus an eil, dres er penn all, er reter, e lec’h ma ya an dud gant… an treizh just-awalc’h. N’eo bet toullet an trede hini, en norzh, « Dor ar Gwin » anezhi, nemet er XVIvet kantved.
Ur rak-difenn zo bet savet e toull-dor ar Gêr-gloz, stumm un hanter-loar anezhañ, tourioù ar Gouarnour hag ar Major a bep tu dezhañ.
Harp ouzh mogerioù su-kêr emañ tour ar Fortun, hini ar Maorian ha hini an Houarn-marc’h er penn-pellañ. Skorañ an difennoù a ra an Houarn-marc’h a oa bet savet er XVIvet kantved diwar mogerioù kozh en-dro da blasenn « ar C’hastellig ». Diouzh tu an Treizh emañ Tour ar Chas ha Tour an Treizh. En norzh, sko ouzh Dor ar Gwin emañ an tour hañval e anv, an Tour Nevez hag a-benn ar fin, Tour ar Major ha hini ar Gouarnour a bep tu eus an hanter-loar.
Damez : ar gwarezoù-se, stumm ur c’hef beskellet dezhe a oa bet savet en XIXvet kantved evit mirout a vont eus an diavaez e-barzh daou dour pennañ dorojoù-kêr.