Adc’hanet ar berligou

Aozer : Guy Saindrenan / Genver 2017

Ur skod eus ar gwini-se, a vez graet anezhañ « plant Yann V » ivez, a vije bet profet, a-hervez, d’an dug Frañsez II gant dug Bourgogn, Charlez an Her… Paeroniet gant daou dug eta, setu aze priz hon diouiziegezh evit a sell donedigezh ar plant-se da Vreizh. Pinot noir eus Bourgogn zo anezho, bet plantet da gentañ er XVvet kantved e Koeron, war un domani hag oa d’an dug : Berligou.

Meneg a oa bet eus ar gwini du betek an XIXvet kantved, menegoùigoù gwech ha gwech all avat, betek ma voe tapet gwiniennoù diwar o lec’h gounidigezh orin e-tro 1930, sachet e-maez an ankounac’h, ha plantet pelloc’h e Bro Sèvre ha Maine. Betek 1993 evelkent e voe ranket gortoz kent ma vije roet un degemer dezho e mirva ar gwini a zo en-dro d’ar mirdi gouestlet da winieg Bro-Naoned, ha betek 2010 kent ma vije gwelet ur gevredigezh o plantañ skodoù eus ar gwini-se war an dachenn orin e Koeron.

Gant ar studi genetek kaset da benn dindan renerezh an ITV ez eo bet peurwiriekaet lignez pinot noir ar berligou, ha lakaet war wel e oa a-walc’h a gemm ennañ, goude ouzhpenn 500 vloaz a vuhez en e-unan e Breizh, evit ma c’hallfer ober anezhañ ur skod-gwini distag da vat, dioutañ e-unan. Ret eo lavaret ivez ez eo yac’h-pesk ar gwini-se, ar pezh a ziskouez pegen azas int ouzh ar metoù breizhat. E 2012 e oa bet o mendem gentañ gant tud kevredigezh ar Berligou, ha deuet ganto 10 hl/ha diwar o gwinieg. Bihan ar gont moarvat, nemet dalc’hen soñj a ranker pegen yaouank eo ar gwini (3 bloaz ken) ha pegen lous e oa bet an amzer e-pad an nevez-hañv er bloaz-se. Gwin rozek eo aet ar vendemad 50 litr da ober, goude ma vije bet divranket ar rezin ha lakaet e glec’h yen (10°C, 48 eurvezh). Ar fro a oa ennañ danvez 12,3 % a alkool, ha trenkegezh 4,5 g/l en holl ; goiñ en deus graet a-benn-kaer da 18 °C. Ur brav a liv zo d’ar gwin rozek bet fardet, ha frondoù frouezh ruz dilikad-kaer (framboez dreist-holl). Setu aze peadra da sellet war-zu an amzer da zont evit gwinieg Bro-Naoned, rak gwinoù ruz bras o brud an hini eo a ra muiañ diouer er vro.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Guy Saindrenan, « Adc’hanet ar berligou », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/adchanet-ar-berligou

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù