Pourchas lin : eus ar Mor baltek da Gintin dre Vro-Dreger

Aozer : Yann Lagadec / C’hwevrer 2017

Nezañ ha gweañ lin a veze graet war dolead labouradeg al lienoù bretagnes. Gounit al louzaouenn-se avat ne veze graet nemeur eno, ha pa oa bet klasket broudañ he gounidigezh e-kreiz an XVIIIvet kantved, diwar atiz marc’hadourien zo pe Kevredigezh roaial al labour-douar e Breizh. He lakaat degas eus lec’h all a oa ret ober eta, eus Bro-Dreger dreist-holl, gwelloc’h an douar hag an hin d’ur seurt gounidigezh eno.

Buan-tre e oa bet dilezet lin ar vro avat pa oa bet kavet gwell ober gant seurtoù all eus norzh-Europa, hiroc’h o garennoù ha muioc’h a lanfas diwarne. Goude bezañ bet e Zeland da gentañ, e oa aet ar Vretoned betek broioù ar mor Baltek da bourchas an had a oa ezhomm bras anezhe dre ma ranked o nevesaat bep tri bloaz, kuit n’ez aje ar plant war zisleberiñ. War-dro 12 000 barilhad had lin Kurzeme pe Livonia a veze dilestret e Rosko etre fin miz Genver ha deizioù kentañ miz Meurzh, bet kaset war vor adalek Riga gant marc’hadourien Lübeck : da Vro-Dreger ez ae 7 000 anezhe ha 2 000 all da Vro-Ouelou, da lâret eo koulz hag un drederenn eus ar pezh a veze hadet eno bep bloaz.

Routoir à lin de Gwenored à Pouldouran (22). Les ses-galets servent à maintenir les gerbes de lin sous l’eau - Lin & Chanvre en Bretagne

Hadet e veze lin e miz Mae hag eostet gant an daouarn e miz Gouere, kuit a zrailhañ ar garennoù. Aoget e veze goude-se en aogelloù a oa kantadoù dioute e Bro-Dreger d’ar c’houlz-se, da lâret eo soubet e-pad ur sizhun pe ziv evit diforc’hañ gwiennoù al lanfas diouzh ar stoup. Pa veze sec’h-mat ar fagodennoù-lin e veze gwerzhet d’al linaerien, ar varc’hadourien lin a oa ur c’halz dioute e Lannolon ha tro d’he zro, dres e lec’h ma keje tolead gounit ar plant gant hini al labouradeg ma veze treuzfurmet enni. Gant al linaerien-se, a roe fred da garrerien ha charreourien a zegadoù, e veze gwerzhet danvez al lien war marc’hadoù Kintin, Moncontour, Uzel ha Loudieg da viliadoù a nezerezed hag a wiaderien tro-war-dro.

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yann Lagadec, « Pourchas lin : eus ar Mor baltek da Gintin dre Vro-Dreger », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/02/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/pourchas-lin-eus-ar-mor-baltek-da-gintin-dre-vro-dreger

levrlennadur

  • Jarnoux Philippe, « Commerce, échange et circulation dans le Trégor d’Ancien Régime », in Martin Jean et Pellerin Yvon (dir.), Du lin à la toile. La proto-industrie textile en Bretagne, Rennes, PUR, 2008, p. 53-63.
  • Pourchasse Pierrick, « De Libau à Roscoff. L’indispensable graine de lin de Courlande », Histoire & Sociétés rurales, 2010, Vol. 34, p. 53-78 [www.cairn.info/revue-histoire-et-societes-rurales-2010-2-page-53.htm].

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù