Atiz Pierre Marzin
E Perroz-Gireg e voe staliet ar c’hentañ « Kreizenn bellgomz peur-emgefre war ar maez » (SRCT) e 1950. E Trebeurden hag e Lannuon e voe graet kement all prestik war-lerc’h. e Lannuon ivez e voe staliet ar c’hentañ « Kreizenn bellgomz peur-elektronek » e 1954.
Kement-mañ a voe graet diwar atiz Pierre Marzin (1905-1994), Breizhad ha kargad uhel anezhañ, mab ur mikinikour labour-douar eus Lannuon. Bet e oa Pierre Marzin er skol boliteknik, diplomet gant Skol-uhel ar pellgehentiñ, ha bet rener ar c’hlaskerezh hag an amprou teknik er PTT er bloavezhioù 1930.
E 1954 e teuas Pierre Marzin da vezañ rener Kreizenn vroadel ar studioù war ar pellgehentiñ (CNET). E 1955 en em stalias e Trebeurden un embregerezh hag a farde baloñsoù-sontañ evit ar veteorologiezh. Produiñ a rae dafar plastik ha pezhioù mekanik spis evit an elektronegezh. Evel-se e voe roet e lañs da greanterezh an elektronegezh e Breizh.
Digreizennañ
E 1955, diwar goulenn gouarnamant Edgar Faure, e voe savet un danevell resis war an ensavadurioù publik tro-dro Pariz a c’hellfe bezañ digreizennet. War-bouez ar PTT / PPP (Post, Pellskrid ha Pellgomz) ne roas ensavadur ebet e asant d’ar raktres-se. E miz Du 1956 e voe kinniget, en un danevell war digreizennañ ar velestradurezh, distankañ meur a servij-Stad. Krenn-ha-krak avat e tisklêrias al lod brasañ eus pennoù bras ar servijoù e ranke ar re-se chom e Pariz pe tro-war-dro. « Ur c’hargad uhel hag unan nemetken en deus respontet dre gaer : Pierre Marzin, rener ar c’h/CNET an hini eo » a zisklêrias René Pleven, prezidant ar C’homite studiañ ha kenurzhiañ interestoù Breizh (CELIB), prezidant kuzul Aodoù-an-Hanternoz, bet kadoriad Kuzul ar vinistred, ha ministr e-unan meur a wech.
Ha Pierre Marzin ha sankañ anezhi : « A-vat emañ bro Lanuon gant ar raktres-mañ » ; ken brav ken e savas brud eus ar chanter kentañ dizale : ul labourva 500 klasker ennañ. Ha kaeroc’h oa : dont a reas aerborzh Servel, sko ouzh an dachenn ma oad e sell da staliañ ar ch/CNET, da vezañ arguzenn veur ar raktres-se dre ma vije aezet kas ha degas koulz tud ha dafar drezañ. Evit paotr Bro Dreger ne oa douetañs ebet da gaout : « Dont a raio an uzinioù da heul ».
En em strollañ a reas ar c’homunioù a selle ar raktres-se dioute evit aozañ an tachennoù a oa da vezañ gouestlet d’ar c’hlaskerezh ha d’ar greanterezh. D’an 8 a viz Gwengolo e teuas ar prezidant de Gaulle da weladenniñ chanter ar greizenn glaskerezh ha disklêriañ a reas : « Emaon o paouez gwelout diazezoù ar c’h/CNET a zo pe a vo evitoc’h, a-dra-sur, unan eus ar c’haerañ traoù zo er bed hag a zo vont da cheñch doare ho kêr hag ho korn-bro. Ho poazioù kozh avat a virfet eveljust. ». Ha hennezh da glozañ e gaoz evel-henn : « Ezhomm he deus Breizh mont war-raok ha sikour anezhi a gle Bro-Frañs ober. »
Kresk-war-gresk
E 1961 e voe achuet ar savadur kentañ. Un nebeud mizioù goude-se e voe divizet gant an embregerezhioù prevez staliañ an uzinioù kentañ : SLE-Citerel, LMT-Thomson, LTT hag all. E 1974 e teuas SLE da vezañ CIT-Alcatel a broduas an eskemmerez-pellgomz E10 a oa bet ijinet he diazezoù gant ar c’h/CNET. O kenstagañ ar c’hlaskerezh hag ar broduksion e tegemeras Lannuon unanennoù produiñ (linennoù pellgomz, funioù, dafar pellgehentiñ) ken stank ha liesseurt war un dro ken e teuas da vezañ pennkêr an elektronegezh hag ar pellgehentiñ e Breizh, gante 5 000 post labour war-eeun war un dachenn 8 km d’ar muiañ en-dro d’ar c’h/CNET ha d’an aerborzh.
Ar bloavezh-se e reas o soñj kêr vihan an isprefeti hag ar beder c’homun sko outi kendeuziñ, kement ha frankaat tachenn hag arc’hant ar gomun nevez. A-drugarez d’an diviz a oa bet kemeret e fin ar IVre republik, bet lakaet e pleustr gant ar Vvet, en em stalias neuze e Pleuveur-Bodoù Kreizenn deknik an Egor hag he radom – ur raktres amerikan anezhañ ! – ha delezioù all d’e heul da gas-degas koulz ar son hag ar skeudennoù eus an eil kevandir d’egile.
E 1963 e voe lidet digoradur ofisiel kentañ labourva ar c’h/CNET e Lannuon, asambles gant labourvaoù kentañ ar Société lannionnaise d’électronique (strollad CGE). E 1966 en em stalias ar CMS, Kreizenn Veteorologiezh an Egor. Ha burevioù da heul (stummadur an implijidi, mererezh leveoù ar PTT…) pazennoù kentañ digreizennañ ar servijoù. E korf 6 vloaz e tapas poblañs kanton Lannuon 3 000 annezad ouzhpenn.
Deroù an nivereliñ
E keit-se e talc’he ar c’h/CNET da vont war-raok gant hent ar pellgomzerezh niverel : staliet e voe ar c’hentañ kreizenn bellgomz niverel e Perroz-Gireg e 1970, astennet e 1972 da Vro-Dreger ha Goueloù en o fezh… kentañ tiriad er bed bet niverelet e bellgomzerezh, a-drugarez d’ar c’henlabour etre an ensavadur publik hag ur rann eus ar CGE (a zeuio da vezañ Alcatel diwezhatoc’h).
Diwar ar berzh-se e teuas Roazhon da vezañ unan eus lec’hioù meur ar c’hlaskerezh tra ma voe digoret Skol-uhel ar Pellgehentiñ e Brest. Hag a-benn ar fin, harpet an eil re ouzh ar re all, strivoù Pierre Marzin, deuet da vezañ rener meur ar pellgehentiñ e fin ar bloavezh 1967, ha reoù ar Célib a roas lañs d’ar steuñv evit ar pellgomz e Breizh e 1969, ken brav ken e voe adtapet he dilañs gant Breizh e korf pemp bloaz.
Troet gant Jean-Dominique Robin