Anatole Clochet - Lokarn

ANATOLE CLOCHET

Anatole Clochet deus Lokarn, en deus soñj-mat penaos 'vize graet bara gwezhall er gêr.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Anatole : Ar grun 'vije reit ...ma ' vije un tamm grun benneket da … kerc'h pe un tamm bihan eï 'vije malet da reï d'ar moc'hed koa

Lors : A

Anatole : Bon ar gwinnizh ' c'hae toud 'ba 'r gambr ha 'vije kaset da di ar meilher da valo evit kaout bleud d'ober bara

Lors : A ya … ha 'vije roet bonyioù

Anatole : 'Vije reit bonyioù dac'h ya

Lors : Ya ya … ha piou … piou 'rae ar bara … 'ba pelec'h 'oa ur forn

Anatole : Eu 'ba 'ba lost kêr... 'ba 'r feurm 'oa ur vForn d'ar mare-se

Lors : Ha piou 'rae ar bara neun

Anatole : Bin pephin' d'e dro 'ba kêr … amañ 'oa seizh 'ba kêr ha pephin' d'e dro bep lun 'domme ar forn ha 'vize laket ar bara da boac'hañ barzh goude koa ...pephin' d'e dro 'domme ar forn

Lors : Pephin' … setu a rae ar bara 'vid ar zun koa

Anatole : Ya

Lors : 'Vid toud kêr koa

Anatole : Eu pephin' 'rae e doaz ma peus c'hoant

Lors : A pephin' 'rae e doaz

Anatole : A ya ya ya

Lors : A

Anatole : Pephin' 'rae e doaz ha … e

Lors : E doaz da goiñ

Anatole : Ya ha petra 'vé graet deus an dra-he

Lors : Dorzennoù

Anatole : Ya un dorzenn … an dorz koa … ya pephin' 'n'om gave ga' e dorzennoù bara toaz koa … da laket 'barzh

Lors : Ha setu … seizh … seizh menaj 'oa 'ba 'r feurm ha setu … tro … tro ur menaj a zigoue'e beb

Anatole : Ur wech beb seizh zun

Lors : Seizh zunez warlerc'h koa

Anatole : Ya

Lors : Ha 'oa red tommañ ar forn … peseurt koad ' vize laket 'barzh …. fagodennoù

Anatole : Fagod ya

Lors : Ha goude-ze koad … koad derv petramant eu

Anatole : O bep seurt derv petramant kelvé ar muiañ

Lors : A kelvé è

Anatole : Kelvé ha derv ya

Lors : A ya ha kelenn nann

Anatole : Nann kelenn 'vize ket laket nann

Lors : Ivin

Anatole : A bin nann ivin 'vize ket laket barzh hin … 'oa ket kalz ivin è anfin ivin 'vize ket laket barzh … derv petramant kelvé 'vize laket barzh

Lors : Kelvé ha derv

Anatole : Ya

Lors : Ha set' pevare 'vize red komañs krogañ ….tommañ

Anatole : An tan

Lors : Ya

Anatole : O deus ar mintin

Lors : Deus ar mintin

Anatole : O ya ...o matren me ouian ket eizh pe eizh eur hanter pé 'vize komañset an tan 'ba 'r forn koa

Lors : Ha pevare 'vize komañset da laket

Anatole : O matren « pour » 'benn deg eur pe deg eur hanter me ouian ket just da bed eur se ouian ket med …

Lors : A bon … ' bade ket pell neun tommañ ar forn

Anatole : Nann nann nann tommañ ar forn se 'oa fonnus 'wac'h hin … o se 'oa fonnus 'wac'h d'ober

Lors : Ha soñj 'peus ped ped dorz vara 'vize red ober 'vid ho familh doc'h

Anatole :A sé bremañ n'on ket 'vid laret ... o pemp peder bemp matren 'ouian ket just d'ar mare-se 'vize graet dorz … an dorz deg lur

Lors : Deg lur

Anatole : « Cinq kilos «

Lors : Ya ya

Anatole : Ya ya

Lors : Ma 'vize graet seizh pe eizh

Anatole : Ya ya ouian ket just ped 'vize 'c'ha pemp pe c'hwec'h … ha d'ar vugale 'vize graet … ur gouign raent deus sé

Lors : Ur gouign

Anatole : Ya …un tamm dorz vihan ahe 'mod-se un tamm 'vel 'vel ur « gâteau « neuhe 'giz-se

Lors : Ur gouign

Anatole : Ya ar vugale 'n'om ga'e pephin' ga' e gouign hag ' vize stad enne forzh mad

Lors : Med memes toaz 'oa

Anatole : Memes toaz 'oa ya ya

Lors : A ya gouign ur gouign

Anatole : Ya ya

Lors : Nintra 'met 'vid ar vugale

Anatole : Ya ya

Lors : Ya ya … ha pephin' 'c'hae da dommañ e damm gouign

Anatole : Ya ya

Lors : Ya ya ya ya … ha bara gwenn 'vize pe bara du

Anatole : Bara gwenn 'vize ya ya

Lors : Setu bara gwinnizh koa

Anatole : Ya bara gwinnizh ya ya ya

Lors : Ha 'vize ket graet bara segal petramant …

Anatole : M'eus ket ane... gwelet kalz ober nann ...m'eus ket bet gwelet ober kalz bara segal

Lors : Nann

Anatole : Nann

Lors : Ha daoust hag-eñ 'ba 'r forn … pe 'oa pe 'oa poa'et toud ar bara koa 'vid toud ar gêr … tud kêr koa

Anatole : Ya

Lors : ' vize ket krase'et …eu eu petra din-me... eu bin gwinnizh du 'gav din d'ober kerc'h ...eu n'é ket kerc'h d'ober youd kerc'h … youd silet

Anatole : Kerc'h … o béo matren 'zo bet graet med sé m'eus ket gwall doullet soñj

Lors : 'Peus ket bet ...nann

Anatole : Nann m'eus ket gwall doullet soñj

Lors : Bet ...bet 'peus bet debet youd …

Anatole : Youd silet … ya ya ya

Lors : Ha piou 'rae nañ neun

Anatole : O mamm pe mamm gozh anfin

Lors : Mamm gozh

Anatole : Ya

Lors : 'Ba 'r chidourenn

Anatole : «'Ba 'r chidourenn ya o béo sé m'eus bet gwel't 'wac'h

Lors : Ar chidourenn 'vize laket …

Anatole : 'Ba kreiz al lorzi war an treber

Lors : War an treber

Anatole : Ya … 'ba kreiz al lorzi … ya pe 'vije poaz't koa

Lors : A ya

Anatole : Ha 'vize laket … 'c'hae an dud 'ba 'n dro koa

Lors : Ya

Anatole : Ha 'vize graet un toull 'ba kreiz 'ba kreiz ar youd ha vi'e laket amann barz … lak't an amann eñ ' deue koa

Lors : Hin

Anatole : An amann ' deue koa pe ' vize tomm ar youd

Lors : Ya ya ya ya

Anatole : Ha pephin' ' dape deus

Lors : Deus e du

Anatole : Ha greiz toud dern un tamm bihan muioc'h vis fall … ar re-mañ denne toud an amann treusk' nê koa

Lors : Ha ga ' loaioù koad petramant loaioù

Anatole : O loaioù houarn 'oa 'benn neuhe

Lors : Loaioù houarn … a-benn neuhe ya ya ya … ha 'raog ar youd 'oa bet poae'et 'ba 'r jiminal

Anatole : 'Ba ' r jiminal ya

Lors : A ya med pas war an treber 'ba 'r jiminal koa

Anatole : Ya

Lors : Yéo

Anatole : War chiminal ya

Lors : Pugur 'oa ket … 'oa ket treid d'ar chidourenn

Anatole : Nann ar chidourenn 'na... 'na ur …'na ur ' brog

Lors : Ur brog 'oa

Anatole : Ha 'vize skourret 'ba 'ba 'r chiminal … deus …

Lors : Staget deus ar

Anatole : Un drezenn 'vize graet deus an dra-he

Lors : Un drezenn ya … henzh é 'r gwazhañ tra 'zo 'ba 'n ti 'zo bet laret din pugur … houmañ ' zeusk he zent d'an holl

Anatole : Ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Anatole : Ar greun e vije roet … mar vije un tamm greun bennaked da ...kerc'h pe un tamm bihan heiz e vije malet da reiñ d'ar moc'hed koa

Lors : A

Anatole : Bon ar gwinnizh a yae toud e-barzh ar gambr hag e vije kaset da di ar meilher da valañ evid kaout bleud d'ober bara

Lors : A ya ...hag e vije roet bonyioù

Anatole : E vije roet bonyioù deoc'h ya

Lors : A ya ha piou a rae ar bara … e-barzh pelec'h e oa ur forn

Anatole : Eu e-barzh ...e-barzh lost kêr ...e-barzh ar feurm e oa ur forn d'ar mare-se

Lors : Ha piou a rae ar bara neuze

Anatole : Bin ...pephini d'e dro e-barzh kêr... amañ seizh e-barzh kêr ha pephini d'e dro bep lun a domme ar forn hag e vize lakaet ar bara da boazhañ e-barzh goude koa... pephini d'e dro a domme ar forn

Lors : Pephini … setu a rae ar bara evid ar sizhun koa

Anatole : Ya

Lors : Evid toud kêr koa

Anatole : Eu pephini a rae e doaz m'ho peus c'hoant

Lors : A pephini a rae e doaz

Anatole : A ya ya ya

Lors : A

Anatole : Pephini a rae e doaz ha … e

Lors : E doaz da goiñ

Anatole : Ya ha petra a vez graet diouzh an dra-se

Lors : Dorzennoù

Anatole : Ya un dorzenn … an dorz koa … pephini en em gave gant e dorzennoù toaz koa da lakaad e-barzh

Lors : Ha eu … seizh … seizh menaj e oa e-barzh ar feurm ha setu … tro ...tro ur menaj a zegoueze bep...

Anatole : Ur wech bep seizh sizhun

Lors : Seizh sizhunvez warlerc'h koa

Anatole : Ya

Lors : Ha e oa red tommañ ar forn … peseurt koad e veze lakaet e-barzh … fagodennoù

Anatole : Fagod ya

Lors : Ha goude-se koad … koad derv peotramant eu …

Anatole : O bep seurt derv peotramant kelvez ar muiañ

Lors : A kelvez ivez

Anatole : Kelvez ha derv ya

Lors : A ya ha kelenn nann

Anatole : Nann kelenn ne veze ket lakaet nann

Lors : Ivin

Anatole : A bin nann ivin ne veze ket lakaet e-barzh hin … ne oa ket kalz ivin ivez anfin ivin ne veze ket lakaet e-barzh … derv peotramant kelvez e veze lakaet e-barzh

Lors : Kelvez ha derv

Anatole : Ya

Lors : Ha setu pevare e veze red komañs krogañ … tommañ

Anatole : An tan

Lors : Ya

Anatole : O diouzh ar mintin

Lors : Diouzh ar mintin

Anatole : O ya … o marteze ...me ne ouian ket … eizh pe eizh eur hanter pa veze komañset an tan e-barzh ar forn koa

Lors : Ha pevare e veze komañset da lakaad …

Anatole : O marteze « pour « a-benn deg eur pe deg eur hanter ...me ne ouian ket just da bed eur ...se ne ouian ket mes …

Lors : A bon … ne bade ket pell neuze tommañ ar forn

Anatole : Nann nann nann tommañ ar forn se a oa fonnus awalc'h hin ...o se a oa fonnus awalc'h d'ober

Lors : Ha soñj ho peus ped...ped dorz vara e veze red ober evid ho familh deoc'h

Anatole : A se bremañ n'on ket evid larout … pemp peder pemp marteze ne ouian ket just d'ar mare-se e veze graet dorz … an dorz deg lur

Lors : Deg lur

Anatole : « cinq kilos «

Lors : Ya ya

Anatole : Ya ya

Lors : Mar veze graet seizh pe eizh

Anatole : Ya ya ne ouian ket just ped a veze moarvad pemp pe c'hwec'h … ha d'ar vugale e veze graet ...ur gouign a raent diouzh se

Lors : Ur gouign

Anatole : Ya … un tamm dorz vihan aze a-mod-se an tamm evel evel ur « gâteau « neuze e-giz-se

Lors : Ur gouign

Anatole : Ya ar vugale en em gave pephini gant e gouign hag e veze stad enne forzh mad

Lors : Mes memes toaz e oa

Anatole : Memes toaz e oa ya ya

Lors : A ya gouign ur gouign

Anatole : Ya ya

Lors : Netra nemet evid ar vugale

Anatole : Ya ya

Lors : Ya ya … ha pephini a yae da dommañ e damm gouign

Anatole : Ya ya

Lors : Ya ya ya ya … ha bara gwenn e veze pe bara du

Anatole : Bara gwenn e veze ya ya

Lors : Setu bara gwinnizh koa

Anatole : Ya bara gwinnizh ya ya ya

Lors : Ha ne veze ket graet bara segal peotramant

Anatole : N'am eus ket anavez...gwelet kalz obet nann ...n'am eus ket bet gwelet ober kalz bara segal

Lors : Nann

Anatole : Nann

Lors : Ha daoust hag-eñ e-barzh ar forn ...pa oa ...pa oa poazet toud ar bara koa evid toud ar gêr tud kêr koa

Anatole : Ya

Lors : Ne veze ket kraset … eu ...eu … petra din-me ...eu bin gwinnizh du a gav din d'ober kerc'h eu n'eo ket ...kerc'h d'ober yod kerc'h ...yod silet

Anatole : Kerc'h … o eo marteze a zo bet graet mes se n'am eus ket gwall doullet soñj

Lors : N'ho peus ket bet nann

Anatole : Nann ...n'am eus ket gwall doullet soñj

Lors : Bez … bez ho peus bet debret yod

Anatole : Yod silet ya ya ya

Lors : Ha piou a rae anezhañ neuze

Anatole : O mamm pe mamm gozh anfin

Lors : Mamm gozh

Anatole : Ya

Lors : E-barzh ar chidourenn Anarole : E-barzh ar chidourenn ya o eo se am eus gwelet awalc'h

Lors : Ar chidourenn a vize lakaet

Anatole : E-barzh kreiz al lorzi war an treber

Lors : War an treber

Anatole : Ya … e-barzh kreiz al lorzi … ya pa veze poazet koa

Lors : A ya

Anatole : Hag e veze lakaet … yae an dud e-barzh an dro koa

Lors : Ya

Anatole : hag e veze graet un toull e-barzh kreiz ...e-barzh kreiz ar yod hag e vize lakaet amann e-barzh ...lakaet an amann ...eñ a deuze

Lors : Hin

Anatole : An amann a deuze koa pa veze tomm ar yod

Lors : Ya ya ya ya

Anatole : Ha pephini a dape diouzh

Lors : Diouzh e du

Anatole : Hag a greiz toud dern un tamm muioc'h vis fall … ar re-mañ a denne toud an amann treseg anezho koa

Lors : Hag gant loaioù koad peotramant loaioù

Anatole : O loaioù houarn e oa a-benn neuze

Lors : Loaioù houarn … a-benn neuze ya ya ya ...hag araog ar yod a oa bet poazet e-barzh ar chiminal

Anatole : E-barzh ar chiminal ya

Lors : A ya mes pas war an treber e-barzh ar chiminal koa

Anatole : Ya

Lors : Eo

Anatole : War ar chiminal ya

Lors : Peogwir ne oa ket ...ne oa ket treid d'ar chidourenn

Anatole : Nann ar chidourenn en doa ...en doa ...en doa ur brog

Lors : Ur brog e oa

Anatole : Hag e veze skourret e-barzh ...e-barzh ar chiminal … diouzh …

Lors : Staget diouzh ar

Anatole : Un drezenn e veze graet diouzh an dra-se

Lors : Un drezenn ya … hennezh eo ar gwashañ tra a zo e-barzh an ti a zo bet laret din peogwir … houmañ a ziskouez he zent d'an holl

Anatole : Ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh