Jean Gestin - Landelo
Jean Gestin, deus Landelo, a gonto deomp diwar-benn an amzer en deus tremenet en Afrik.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Peseurt mod éo bet... peseurt mod peus gallet komandi nê pugur oac’h ket ‘vit kontañ o langaj dê ?
Jean : Int ‘ouie kalz deus oute ar galleg pugur ‘ba lec’h oamp 'lab... ‘ba oa ur un ti skol spesialamant ‘vid ar re oa ‘ krog labour’d...
Lors : Ar re zu koa
Jean : ‘Vid ar re zu.
Lors : Ha int gaozee ul langaj all è ?
Jean : A' mod-all ya
Lors : Peseurt langaj oa gate ?
Jean : opff !
Lors : 'Peus ket bet disket ?
Jean : Nann nann pugur oa re a langajoù
Lors : Re ?
Jean : Ya, kalz seurt langajoù
Lors : A bon ?
Jean : Nann nann, gaozeent ket toud memes mod
Lors : Gouest oaint memestra da ‘n em gompren ?
Jean : Da ‘n em grompren, ya, ya ha goude-ze kalz deus ar re oa « des manoeuvres » deusoute ar re-he... ar re-he oa deus uheloc’h deus tro-war-dro deus Bamako oa oaint ket memes seurt...
Lors : Memes pobl...
Jean : Nann
Lors : A ya Bamako setu « les manoeuvres » ar re-he gaozee un dra all
Jean : Ya, ya, ar re-he gaozee mod-all ha goude-ze ar re-he... ar re-he oa vize toud ‘sames ‘ba ‘r memes, lec’h mod all ar re all vize « par couple » koa ‘vel ‘vel deomp ‘vel ar re all lec’h « les manoeuvres » oa vizent kalz ‘ba memes...
Lors : Memes ti
Jean : Memes loch
Lors : Memes loch memes kamp
Jean : Memes kamp oa ket kampchoù ene oa kim ‘met ul loch loch goloet ga’
Lors : Al lojeiz peseurt mod oa ?
Jean : Graet ga’ plouz ha ha ga’ koad koa
Lors : A ya mogerioù koat ?
Jean : A oa ket mogerioù toet ga’
Lors : Ga’ plouz ?
Jean : Ga’ ………….. nann feuillennoù banan laket an eil war gorre egile
Lors : A ya d’ober un doenn
Jean : D’ober un doenn
Lors : Ha mogerioù oa ket ?
Jean : A nann
Lors : Ha peseurt meurb oa barzh ?
Jean : O oa ket meurb ‘bet
Lors : A bon
Jean : A nann nann
Lors : Taolioù, kadorioù ?
Jean : Kadorioù oa ket eu nann nann nann
Lors : Gweleioù ?
Jean : Gweleioù ? O gweleioù nann nann ar re-he gouske war an douar.
Lors : War an douar ?
Jean : War an douar ya.
Lors : Ha naent ket riou nê ?
Jean : Ben ene oa tomm ‘wac’h, koa ar c’hontrol ‘n hin’ oa
Lors : Ha memes d’an noz oa tomm eu ?
Jean : Ya ya.
Lors : Ha petra vize roet dê da zibi ?
Jean : Da zibi ? opf ! ar re-he zebe kalz deus ar « bananes » surtoud « bananes » re melladoù re oa ya reou apeupre a mod-se tregont santimetr hed, ha gros a mod-se, ar re-he vizent poaet ha zebent an drahe
Lors : Bemdé ?
Jean : Ya ya, peotramant « riz » petra oa c’hoazh... Ha zebent « riz » ‘ zebent kalz
Lors : Ha frouez ?
Jean : Ha oa ket dao dê kaout loa na fourchetez ‘bet. An dra-he vize debret ga’ ‘n dorn a mod-se
Lors : Ga’ ‘n dorn a mod-se ?
Jean : Ya
Lors : Ha kig oa ket ?
Jean : Yao yao memes me m’eus debret kig « elefant » !
Lors : A bon ?
Jean : Ya ya !
Lors : Ha peseurt mod oa ? mad oa ?
Jean : A ya, surtoud e fri, « la trompe d’éléphant » zo « super » !
Lors : Ha peseurt mod vi’e preparet neï ?
Jean : O, poae’et koa, ‘ba ‘n dour !
Lors : ‘ba ‘n dour ?
Jean : Ya
Lors : Setu faot a ra kaout ur chidourenn vras !
Jean : Ur mell pezh chidourenn, paotr, memes ‘vel ul « lessiveuse » !
Lors : A ya
Jean : Ya ya
Lors : Ha trompenn olifant
Jean : Ya vi’e dao remuiñ neï benn...
Lors : A ya
Jean : ...benn poeo neoñ, koa
Lors : Nintra ‘met dour
Jean : Ya
Lors : Ha pad pegeit faota...
Jean : Houm’ vi’e preparet pad n’oun ket ped eur raog vé ‘mer zeb nê o c’hortoz nê da virvi ha da boeo koa
Lors : Da boeo ar c’hig, koa. Ha n’éo ket start ar c’hig ?
Jean : Nann nann surtoud an « trompes » ar re-he oa « formidable »
Lors : A bon, ha mod-all kig deus lec’h all ?...
Jean : Yao yao
Lors : Feuskennoù elefant n’éo ket mad ?
Jean : Nann, ar c’hig zo re sec’h !
Lors : A ya...
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Peseurt mod eo bet … peseurt mod ho peus gallet komandiñ anezho peogwir ne oac’h ket evit kontañ o langaj dezho ?
Jean : Int a ouie … kalz diouto ar galleg peogwir e-barzh lec’h e oamp labourat… e-barzh e oa ur … un ti skol spesialamant evit ar re a oa krog labourat.
Lors : Ar re zu koa ?
Jean : Evit ar re zu.
Lors : Hag int a gaozee ul langaj all ivez ?
Jean : A mod-all ya...
Lors : Peseurt langaj e oa ganto ?
Jean : opff...
Lors : N’ho peus ket bet desket ?
Jean : Nann nann peogwir a oa re a langajoù
Lors : Re ?
Jean : Ya, kalz seurt langajoù.
Lors : A bon ?
Jean : Nann nann, ne gaozeent ket toud memes mod !
Lors : Gouest e oant memestra d’en em gompren ?
Jean : D’en em gompren, ya ya, ha goude-se kalz diouzh ar re a oa « des.. les manoeuvres » diouto … ar re se… ar re se e oa diouzh uheloc’h …. Diouzh tro-war-dro da Bamako e oa ….. ne oant ket memes seurt
Lors : Memes pobl ? Jean : nann
Lors : A ya Bamako setu « les manoeuvres » ar re se a gaozee un dra all ?
Jean : Ya ya ar re se a gaozee en ur mod all… ha goude-se ar re se … ar re se e oa … e vize tous asambles e-barzh ar memes … lec’h mod-all ar re all a vize « par couple » koa… evel evel deomp … evel ar re all war-lerc’h « les manoeuvres » e oa, e vizent kalz e-barzh memes...
Lors : Memes ti
Jean : Memes loch
Lors : Memes loch memes kampr
Jean : Memes kampr, ne oa ket kamproù eno ne oa ken nemet ul loch … loch goloet gant -
Lors : Al lojeiz peseurt mod e oa ?
Jean : Graet gant plouz ha gant koat, koa
Lors : A ya, mogerioù koad
Jean : Gant … nann, feuilhennoù banan lakaet an eil war gorre egile
Lors : A ya, d’ober un doenn
Jean : D’ober un doenn
Lors : Ha mogerioù ne oa ket ?
Jean : A nann
Lors : Ha peseurt meurb e oa e-barzh ?
Jean : A, ne oa ket meurb ebet
Lors : A bon
Jean : A nann nann
Lors : Taolioù, kadorioù...
Jean : Kadorioù ne oa ket ivez
Lors : Gweleoù ?
Jean : Gweleoù ? O gweleoù nann nann ar re se a gouske war an douar
Lors : War an douar ?
Jean : War an douar ya
Lors : Ha naint ket riou anezho ?
Jean : Ben eno e oa tomm a-walc’h koa … Ar c’hontrol an hini e oa.
Lors : Ha memes d’an noz e oa tomm ivez ?
Jean : Ya ya
Lors : Ha petra e vize roet dezho da zebriñ ?
Jean : Da zebriñ, opff... ar re se a zebre kalz diouzh ar banan surtoud … banan … re … melladoù re a oa … ya reou apeupre a mod-se, tregont santimetr hed ha gros a mod-se, ar re se vizent poazet ha zebraent an dra-se
Lors : Bemdez ?
Jean : Ya ya peotramant ris, petra e oa c’hoazh ? … Ha zebraent ris, ris zebraent kalz
Lors : Ha frouezh ?
Jean : Ha ne oa ket dav dezho kaout loa na fourchetez ebet. An dra-se a vize debret gant an dorn a mod-se.
Lors : Gant an dorn a' mod-se ?
Jean : Ya
Lors : Ha kig ne oa ket ?
Jean : Eo eo, memes me a m’eus debret kig « éléphant »
Lors : A bon ?
Jean : Ya ya !
Lors : Ha peseurt mod e oa ? Mad e oa ?
Jean : A ya, surtoud e fri, « la trompe d’éléphant » a zo « super » !
Lors : Ha peseurt mod e vize preparet anezhi ?
Jean : O, poazhet koa, e-barzh an dour !
Lors : E-barzh an dour ?
Jean : Ya
Lors : Setu faot a ra kaout ur chidourenn vras ?
Jean : Ur mell pezh chidourenn, paotr, memes evel ul « lessiveuse » !
Lors : A ya !
Jean : Ya ya.
Lors : Ha trompenn olifant...
Jean : Ya, e vize dav remuiñ anezhi a-benn...
Lors : A ya
Jean : A-benn poezhañ anezhañ koa.
Lors : Netra nemet dour ?
Jean : Ya.
Lors : Hag e-pad pegeit e faot...
Jean : Houmañ e vize preparet e-pad n’ouzon ket ped eur araog e vez emer da zebriñ anezho, o c’hortoz anezho da virviñ ha da boezhañ koa.
Lors : Da boezhañ ar c’hig, koa, ha n’eo ket start ar c’hig ?
Jean : Nann nann surtoud an « trompes » ar re-se a oa « formidable » !
Lors : A bon, ha mod-all kig diouzh lec’h all ?
Jean : Eo eo.
Lors : Feuskennoù olifant n’int ket mad ?
Jean : Nann nann, ar c’hig a zo re sec’h.
Lors : A ya...