Yves Bescond - Paoul

YVES BESCOND

Yves Bescond deus Paoul, a gont deomp penaos e oa bet e c'herent o sevel un ti e-kerzh ar brezel.

 

Kavit a-zindan stumm komzet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Med piou ...piou é an hain' kozhañ 'ba kêr amañ

Yves : Henzh 'zo eo c'hwezek ha per-ugent … an hain' kozh 'zo 'chom 'ba 'n ti a-c'hiz-se « Quatre-vingt seize » ya c'hwezek ha per-ugent ya

Lors : Ha c'hwi pe oad oc'h

Yves : Daou ha per-ugent m'eus eo

Lors : O c'hwi 'zo un' den yaouank

Yves : O ya zur … ur wech paseet per-ugent ya gast a ya ya ya

Lors : Ha c'hwi 'zo ganet 'ba Paoul

Yves : 'ba Mel 'ba Kerdoupin

Lors : A ya med pe oad 'oac'h pe oac'h digoue'et da Baoul

Yves : Eu daou vlâ 'ma 'benn oan éo 'ba amañ 'ba kêr amañ 'giz-mañ

Lors : 'Ba kêr amañ 'giz-mañ 'pa daou vlâ

Yves : Ya ya daou vlâ pé oan éo ya

Lors : Setu 'zo per-ugent vlâ 'zo

Yves : Per-ugent vlâ 'zo paseet 'baoe Gouel Mikel

Lors : 'Baoe Gouel Mikel

Yves : Ya on éo amañ ya

Lors : 'Ba ti-mañ petramant 'ba un ti ell

Yves : A 'ba 'n hain' izeloc'h a-c'hiz-se un tamm bihan koa

Lors : A ya

Yves : Ha hemañ 'oa sa'et goude-se 'pad ar brezel neun … hemañ

Lors : A 'pad ar brezel

Yves : Ya ha c'hoazh ' vije kaout traoù 'c'ha paotr … 'vije red kas amann ha bleud ha vioù ha kig sal toud a ya

Lors : Amañ

Yves : A 'oa ket brav kaout traoù 'pad ar brezel paotr a nann

Lors : Med amañ 'vize papred

Yves : Ka'et 'vize … ka'et ' vize ...med red red ' vize kas traoù ell hin … ya ya ya ya

Lors : Ha petra 'vize kaset neun

Yves : Amann 'laran dac'h ha vioù ha kig … ya ya ya ya … 'pad ar brezel 'oa sé koa

Lors : Ha 'vize ket red paeo

Yves : A « marché noir » 'vize graet ha goui a rit peseurt mod 'vize kont ga' sé è hin

Lors : Ha petra 'vize roet 'ga … 'vid kaout amann ha bara

Yves : O erc'hant pe traoù ell koa koad pe un dra benneg d'ober an ti ha traoù 'giz-se … ya ya

Lors : A ya koed

Yves : Ya ya ya ya o ya

Lors : Med memestra koad koad 'oe partoud

Yves : Ya gast med troc'hañ nê 'vi'e dao eu paotr

Lors : Troc'hañ ha charrañ 'nañ

Yves : Ya ha kas nê d'ar « scierie »

Lors : 'Benn ober plankennoù

Yves : Ya ya just 'wac'h plankennoù ha neun ar speurioù ha toud ar jeu koa

Lors : Speurioù ya ya ya … hag an ti-mañ 'zo bet savet 'pad ar brezel

Yves : 'Pad ar brezel ya ya

Lors : Gant tud deus kêr

Yves : A n'é ket … masonerien 'oa ar re-se koa ...ar re-he 'oa deus Mel-Karaez … ar masoñerien ya

Lors : A ya

Yves : Ma mamm ha ma zad 'na laket da sevel 'nañ koa

Lors : Ya

Yves : Ya

Lors : Ha ped ped masoner 'oa deut

Yves : O wechoù 'vi'e unneg benneg gast… unneg benneg … deus Tabrian 'oa ha dae all deus Mel 'oa o ya ya ya

Lors : 'Unneg

Yves : Unneg ya ya ya ya 'pad ar brezel ya ya

Lors : Unneg 'tre toud 'oaint 'labourad 'sames

Yves : Ya ya 'sames ya ya

Lors : Da sevel an ti koa

Yves : Ya ya ya unneg 'oaint ya ya

Lors : Setu 'michañs 'raent ket ar memes micher pephin' …

Yves : O masoner 'oaint toud

Lors : Ya med 'oa ket re 'oa oa kaset da gerc'hat mein … dibab' nê ha …

Yves : A chareet 'oa ar mein 'raog 'ba amañ koa … ga' ma zad 'oa chareet mein deus ur vengleuz 'ba bord ar c'hanel du-se

Lors : 'Ba bord ar c'hanel 'zo ur vengleuz

Yves : Ya ene 'mañ un tamm park hag ' charee mein deus ene ya

Lors : A ya

Yves : Ya da sevel an ti ya

Lors : Ha kaout … kaout a ra doc'h a jom mein 'barzh c'hoazh

Yves : O ya ya ene 'zo mein 'pred ' c'hat

Lors : Mein brao

Yves : Eu n'int ket gwall vrao nê paotr nann nann n'int ket … ha ar mein benerez ar re-he 'oa deut … deus machin … deus machin … deus Uhelgoad

Lors : Ar mein bennerez

Yves : Ya ar re ' zo ' ober tro ar prenechoù a-giz-se

Lors : A ar mein bennerez 'larit

Yves : Ya ya deus Uhelgoad ya

Lors : Deus Uhelgoad

Yves : Ya

Lors : A ya toud nê

Yves : Ya toud re ar prenechoù anfin an noriched

Lors : Ar prenechoù hag en dro d'an nor eu

Yves : Ya ya ya

Lors : Ha deus an Uhelgoad 'pad ar brezel 'oaint deut

Yves : Ya ha c'hoazh 'oa bet Galopin ...eñ 'oa 'ba Mel « mécanicien » kerc'het nê ga' e gamion « Gazogène » m'eus soñj mad amañ 'oa « gazogène » pugur vije ket ka'et esañs

Lors : Bin nann

Yves : Ha m'eus soñj mad 'oa Galopin ga' e « Gazogène » klask ar mein 'ba Uhelgoad

Lors : Ha d'ar mare-se pe oad 'oac'h pé 'oa komañset sevel an ti

Yves : Hemañ... me … me 'zo ganet « en trente-trois » … eu hemañ 'oa sa'et 'ba « en quarante deux, quarante-trois » deg vlâ benneg 'ma 'benn neuhe … nav pe deg vlâ 'benn oa-eñ komañset ya ya ya ya

Lors : Set' neun 'peus …

Yves : Soñj m'eus ya ya

Lors : Peus soñj mad

Yves : Soñj mad ya ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh