Jean Cloitre - Brenniliz
Jean Cloitre, deus Brenniliz, a gont deomp penaos 'ra war-dro e wreg a zo chomet klañv. Kont a ra deomp ivez penaos ne gred ket ken er Baradoz, nag en Doue, na mann ebet !
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Ha mod-all me 'ma c'hoant goul' ganoc'h eu … pugur amañ 'momp ga' da wreg ahe …a zo ahe just 'kichen ahe eu... te 'pa lar't din la 'ma-hi klañv bremañ zo pell zo ...
Jean : Ya
Lors : Ha me 'ma c'hoant goul' ganoc'h peseurt mod 'pa … te ha hi neun … 'pa … 'pa gwel't la ' gomañse da vé klañv un tamm … peseurt sinoù 'zo bet 'ba 'r gomansamant tout, koa
Jean : Bon bin da gentañ tout mesk un tamm bihan koa, « mélanger les pattes, comme on dit »
Lors : Ya ya
Jean : « Et après »
Lors : Goude neun
Jean : « La cuisine »
Lors : Ar gujenn ya
Jean : 'Wechoù 'vije grilhet
Lors : Ya
Jean : 'Wechoù all 'vije kri …. 'ouie ket ken, koa
Lors : 'Ouie ket nann… med dioustu a-mod-se ?
Jean : O, tamm ha tamm...
Lors : Tamm ha tamm ?
Jean : Med 'benn 'fin 'oa… nann nann ...gou'-se 'oa ket moaien ken … bet 'oa-hi bet operet bremañ 'zo trizek vlâ 'zo petram' pevarzek… m'eus ket soñj « une occlusion »
Lors : Ya
Jean : 'ba Keraes 'oan aet da gerc'het neï d'ar gêr … an devezh 'raog Nedeleg 'oan bet … ar medisin 'na goul't ganin « da b'lec'h 'maout 'hont gati ? » « med, d'ar gêr ! » « d'ar gêr ? petra ' ri deuc'houti ? … » Pevarzek vlâ ' zo ' baoe !
Lors : A ya
Jean : Hag ema-hi aze atav !
Lors : A ya
Jean : « 'teuï ket 'benn d'or nintra 'ba'r gêr deuc'houti ! … honzh 'renk be' plas't ! »
Lors : Ha 'peus ket bet c'hoant ?
Jean : « bah … et les moyens ? »
Lors : A ya … re …re ... re ger a goust, koa
Jean : Ppppffff...
Lors : Ya … ya ya
Jean : Ha neuhe, ar gêr é ar gêr, hin
Lors : Ya
Jean : Ma 'vije ket … bet ahe … 'oa-hi ket ahe ken !
Lors : Nann
Jean : 'Baoe pell zo …. 'mod-se 'ma !
Lors : Set' te 'ra tout koa … te c'ha d'or komisionoù ...te 'ra ar boued ha tout ?
Jean : Euh, un « aide ménagère » 'm eus eu hin
Lors : A ya 'ta da netaad an ti un tamm... kempenn an traoù ?
Jean : Ya, hag ober un tamm bihan ar guzenn 'wechoù.
Lors : A ya, o'r 'ra eu
Jean : Hag 'n « infirmière » teier gwech bemdé.
Lors : Teier gwech bemdé ya
Jean : Sevel neï deus ar mintin, chañch neï da greisté ha kousk' neï deuc'h' an abardaï'
Lors : A ya
Jean : « Voilà » … med 'baoe pell zo ane'e ket den ebet ken, hin
Lors : A nann, memes te ?
Jean : Me n'ouzon de-geñ ane'e 'c'haon … 'wechoù 'c'houlon gati piou 'oan, 'oar ket !
Lors : Nann ?
Jean : Pugur é dabituet deuc'houin (diouzhin/deusoudon) ahe 'oar piou é, med n'é ket gouest da esplik' koa… med 'mod-all d'he vaotr ane'e ket 'baoe pell zo, nag ar verc'h-kaër… den ebet… na c'hoarezed 'neus 'teu da wel' neï… ane'e ket nê mod ebet, hin
Lors : Nann
Jean : O nann nann « y'a plus rien là-dedans »
Lors : Mann 'bet koa
Jean : « Mais autrement, la bonne santé »
Lors : Ya ya derc'h' a ra papred koa
Jean : « ah oui », debr' mad
Lors : Debr' mad eu … bemdé … an traoù 'ya mad 'mod-all koa ?
Jean : Ya
Lors : Bon
Jean : Med ahe 'neus nintra « c'est comme ça »
Lors : Ha te … te a zelc'h an taol koa
Jean : Graet 'm eus …. kaoud 'rae din mi'e ket gallet o'r med bremañ 'vouj ket ken med be' é bet hag a rae … ahe 'oa dao be' … ahe 'pa ket droad da vankad … ahe renkez bez un' bennak atao, « elle taillait ! »
Lors : A ya mond a rae roud ?
Jean : A ya !
Lors : Pell ?
Jean : Pell, n'ae ket pugur vi'e ket lesket d'hont … ouie ket da b'lec'h hin !
Lors : A nann
Jean : Klask 'c'haon amañ, ma vi'en ket ahe … « p'lec'h 'maon ? »
Lors : A ya … se 'lare ?
Jean : Ya
Lors : A ya
Jean : A ya neuhe 'oa dao din kaoud ma montr pe 'c'h aen d'ar park hin... pugur div eur vi'e an « aide ménagère », med 'benn div eur, 'benn neuhe renken be' ahe, hin !
Lors : A ya, 'mod-all...
Jean : O, « oh c'est dur hein »
Lors : ' michañs é start ya … ya ya ha mod-all 'ma c'hoant goul' ganoc'h de-geon 'c'h et …'michañs pe oas bihan oas kas't d'an aver'n
Jean : A ya, bep sul
Lors : Bep sul ya
Jean : Ma zad 'oa devot, hin
Lors : Ya, ha me ma c'hoant goul' ganez-te de-geon out ken devot
Jean : O n'on ket
Lors : N'out ket
Jean : Nann … 'm eus ket 'gred deus an dra-he
Lors : Ankoue'et peus da bedennoù
Jean : O m'eus ket 'ha ! … med 'n'om jervichan ket deuc'houte !
Lors : Nann, jamez ?
Jean : Nann nann, 'vidon n'eus nintra war-lerc'h …matrese 'zo med 'vidon-me n'eus ket, « voilà »
Lors : Set' tout ' pezh peus …
Jean : Pa, pa out maro n'eus diferz 'bet 'tre ul loen ha te hin … ur c'horf-maro 'zo ur c'horf-maro … med 'ba p'lec'h 'ma « l'âme » 'vel lar't, 'ba pelec'h 'ma henzh ?
Lors : An ene
Jean : Ya , p'lec'h 'ma 'r baradoz ?
Lors : Me n'oun ket
Jean : A nann me n'oun ket eu … ahe 'ma kle'et 'ba 'n tele … pegem' « cinq cent années lumière » deus ur steredenn da zont da bek' an douar
Lors : Ya
Jean : Hag « cinq cent, cinq cent milliards d'années »
Lors : Ya
Jean : Hag ar baradoz zo uheloc'h c'hoazh, set' ar re gentañ n'int ket 'tigouéo c'hoazh « nonbon », ya re aotrou Doue zo, peb rejim, peb relijion n'eus he hain
Lors : Peb...
Jean : Peb relijion n'eus he hain … « voilà »
Lors : Ya med pe oas bihan pe oas kas't d'ar c'hatekiz … te' grede
Jean : Bin ya
Lors : Ha soñj 'peus apeupre pevare 'peus komañset da vez' digredus koa
Jean : O ya tamm ar tamm
Lors : 'Raog mond d'o'r da goñje pe war-lerc'h ?
Jean : O m'eus ket kalz soñj
Lors : Nann
Jean : M'eus ket kalz soñj …. med bremañ n'a ket an dud d'an aver'nn, neus ket beleien ken da roiñ an aver'nn set' a' mod-se !
Lors : N'eus ket un' a basef ur wech beb ar mare ?
Jean : Ppppffff ya med n'ouzes ket pedavar'
Lors : Ha vé ket lar't dit ?
Jean : Eo, war 'r journal vé lak't, med … med med me n'an ket, hin !
Lors : A n'ez ket ?
Jean : O nann nann... da Gouel an Hollsent !
Lors : Da Gouel ?
Jean : Da Gouel an Hollsent !
Lors : A da Gouel an Hollsent 'c'het ?
Jean : Ya, pa vé over'nn
Lors : Pa vé over'nn
Jean : Med 'mod-all, nann.
Lors : Ha 'blam 'beta just 'wac'h da zevezh Gouel an Hollsent ?
Jean : Bin me n'ouzon ket … gwel' ar re varo … bon
Lors : Da wel't ar re ;all un tamm ?
Jean : Mont d'ar vered
Lors : Mont d'ar vered ya ya, ha 'mod-all pe vé un interamant ma ane'ez an den...
Jean : A ya ya ya
Lors : Te 'c'ha eu
Jean : A ya ya
Lors : Bewech ?
Jean : Pa gallan mond, ya
Lors : Ya,'wechoù 'vec'h tapet 'ba 'r feurm, petram'...
Jean : Ya, petram' vé un dra bennaked all, med un bennaked 'c'ha deus an interamant deus re ar c'harter koa, hin
Lors : Ya ya
Jean : Re ar barrez
Lors : Set' bez vé tud amañ 'ba 'n interamañchoù koa
Jean : O ya be' 'vé ya
Lors : Be' 'vé kalz
Jean : O ya an dra-he, an dra-he zo chomet koa
Lors : Ya
Jean : Med 'benn …. ar jenerasion din c'ha un tamm d'ar vered c'hoazh med ar re war-lerc'h n'int (eont) ket ken … ar re war-lerc'h goude-ze n'aint ket ken mod ebet... d'o'r petra mont d'o'r beioù … den ebet 'c'h eï da wel't 'ba p'lec'h 'maint
Lors : Bin bremañ vé devet an dud koa
Jean : Ya
Lors : Sé 'zo kaoz matrehe
Jean : Ya me zo 'soñj … me 'zo soñj la 'vin kas't … 'c'h in ket ma-eun
Lors : A ha ha ha ha me eu … 'vel ar re all eu
Jean : A yao yao, med prevenet m'eus
Lors : A ya
Jean : Kemeret 'm eus ma c'hached 'ba 'r vered
Lors : A ya prevenet 'peus dija … me c'heï amañ
Jean : Ya … ma zamm bouest vihan ahe
Lors : Bin ya ludu
Jean : Ludou… ma c'ho ma hain me n'oun hain piou c'ho hin
Lors : A … lar't 'peus d'ho d'ho merc'hed koa
Jean : A ya ya goud a ouzont hin
Lors : A ya ya
Jean : Hi … bon 'na ket … 'na ket skrivet la nije graet med oa-hi « d'accord » eu med bremañ « bon, ça fait pareil quoi »
Lors : Memes mod 'vo graet
Jean : Bin ya
Lors : Ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Hag ar mod-all me am boa c'hoant goulenn ivez … peogwir amañ emaomp gant da wreg aze … a zo aze just e-kichen aze ivez … te az poa laret din emañ-hi klañv bremañ zo pell zo …
Jean : Ya
Lors : Ha me am boa c'hoant goulenn ganeoc'h … peeurt ho poa … te ha hi neuze … ho poa ... ho poa gwelet a gomañse da vezañ klañv un tamm … peseurt sinoù a zo bet e-barzh ar gomansamant tout, koa
Jean : « Bon eh bien » da gentañ tout meskañ un tamm bihan koa, « mélanger les pattes , comme on dit »
Lors : Ya ya
Jean : « Et après »
Lors : Goude neuze
Jean : « La cuisine »
Lors : Ar guzenn ya
Jean : A-wechoù e vije grilhet
Lors : Ya
Jean : A-wechoù e vije kriz… ne ouie ket ken koa !
Lors : Ne ouie ket nann… mes diouzhtu a' mod-se ?
Jean : O, tamm ha tamm...
Lors : Tamm ha tamm ?
Jean : Mes a-benn ar fin e oa… nann nann … goude-se ne oa ket moaien ken… bezañ e oa-hi operet bremañ a zo trizek vloaz zo peotramant pevarzek … n'am eus ket soñj... « une occlusion »
Lors : Ya
Jean : E-barzh Keraez e oan aet da gerc'hat anezhi d'ar gêr … an devezh araok Nedeleg e oan bet … ar medisin en doa goulennet ganin, « da belec'h emaout o vont ganti ? » « mes d'ar gêr ! » « … d'ar gêr … petra a reoc'h diouti ? » Pevarzek vloaz zo abaoe !
Lors : A ya
Jean : Hag ema-hi aze atav !
Lors : A ya
Jean : « Ne zeui ket a-benn d'ober netra e-barzh ar gêr diouti ...Honnezh a renk bezañ plaset ! »
Lors : Ha n'az peus ket bet c'hoant
Jean : « Bah … et les moyens ? »
Lors : A ya re … re … re ger a goust koa !
Jean : PPPPffffff
Lors : Ya … ya ya
Jean : Hag ar gêr eo ar gêr, hein
Lors : Ya
Jean : Ma ne vije ket … bet aze … ne oa-hi ket aze ken
Lors : Nann
Jean : Abaoe pell zo … ar mod-se emañ !
Lors : Setu te a ra tout koa … te ez a d'ober komisionoù … te a ra ar boued ha tout ?
Jean : « euh », un « aide ménagère » am eus ivez « hein »
Lors : A ya … a teu da netaat an ti un tamm … kempenn an traoù ?
Jean : Ya hag ober un tamm bihan ar guzenn a-wechoù
Lors : A ya ober a ra ivez
Jean : Hag an « infirmière » teir gwech bemdez
Lors : Teir gwech bemdez, ya
Jean : Sevel anezhi diouzh ar mintin … chañch anezhi da greisteiz … ha kousk' anezhi diouzh an abardaez
Lors : A ya
Jean : « Voilà », mes abaoe pell a zo ne anavez ket den bet ken « hein »
Lors : A nann … memes te
Jean : Me n'ouzon ket hag-eñ ez anavez ac'hanon … a-wechoù e c'houlennan piv e oan … ne oar ket !
Lors : Nann
Jean : Peogwir eo dabituet diouzhin ... aze e oar piv eo, mes n'eo ket gouest da esplikañ, koa … mes a' mod-all d'he v\faotr ne anavez ket abaoe pell a zo nag ar verc'h kaer… den ebet …en doa … c'hoarezed he deus a teu da welet anezhi … n'anavez ket anezho mod ebet « hein »
Lors : Nann
Jean : O nann nann « y'a plus rien là-dedans »
Lors : Mann ebet koa
Jean : « Mais autrement, la bonne santé »
Lors : Ya ya derc'hel a ra bepred koa
Jean : « Ah oui » ha 'zebr mat ivez …
Lors : A zebr mat ivez … bemdez … an traoù 'h a mat a' mod-all koa
Jean : Ya
Lors : Bon
Jean : Mes aze n'en deus netra, « c'est comme ça »
Lors : Ha te... te a zalc'h an taol ?
Jean : Graet am eus … kaoud a rae din n'am bije ket gallet ober mes bremañ ne vouja ket ken mes … bezañ eo bet hag a rae … aze e oa dav bezañ … aze n'az poa ket droad da vankout … aze renkez bezañ unan bennak atav : « elle taillait »
Lors : A ya, mont a rae roud ?
Jean : A ya !
Lors : Pell ?
Jean : Pell ne yae ket, peogwir ne veze ket laosket da vont… ne ouie ket da belec'h « hein »
Lors : A nann
Jean : O klask ac'hanon amañ … ma ne vijen ket aze … « e-pelec'h emaon ? »
Lors : A ya ... se a lare ?
Jean : Ya
Lors : A ya
Jean : A ya neuze e oa dav din kaout ma montr pa yaen d'ar park, « hein », peogwir diveur e vize an « aide ménagère » … mes a-benn div eur … a-benn neuze e ranken bezañ aze « hein »
Lors : A ya … a' mod-all...
Jean : O « oh c'est dur hein »
Lors : Emichañs eo start ya … ya ya ha … a' mod-all am boa c'hoant goulenn ganeoc'h hag-eñ oac'h aet … emichañs pa oas bihan e oas kaset d'an oferenn ?
Jean : A ya, bep sul !
Lors : Bep sul ya ?
Jean : Ma zad a oa devot « hein »
Lors : Ya, ha me am boa c'hoant goulenn ganez-te hag-eñ ez out ken devot ?
Jean : O n'on ket !
Lors : N'out ket ?
Jean : Nann … n'am eus ket a gred diouzh an dra-se !
Lors : Ankouaet 'peus da bedennoù ?
Jean : O n'am eus ket moarvat … mes n'en em servijan ket diouto !
Lors : Nann, james ?
Jean : Nann nann … evidon n'en deus netra war-lerc'h … marteze zo, mes evidon-me n'eus ket, « voilà ! »
Lors : Setu toud ar pezh az peus …
Jean : Pa … pa'z out marv n'eus diferañs ebet etre ul loen ha te … ur c'horf-marv a zo ur c'horf-marv... mes e-barzh pelec'h emañ « l'âme » evel a larit, e-barzh pelec'h emañ hennezh ?
Lors : An ene ?
Jean : Ya, e pelec'h ema ar baradoz ?
Lors : Me n'ouzon ket !
Jean : A nann me n'ouzon ket ivez … aze am boa klevet e-barzh an tele … pegement « cinq cent années lumière » diouz ur steredenn da zont da v\beteg an douar
Lors : Ya
Jean : Hag « cinq cent, cinq cent milliards d'années »
Lors : Ya
Jean : Hag ar baradoz a zo uheloc'h c'hoazh, setu ar re gentañ n'int ket 'tigouezhout c'hoazh, « non, bon », ya re a aotrou Doue zo, pep rejim… pep relijion en deus he hini !
Lors : Pep …
Jean : Pep relijion en deus he hini, « voilà »
Lors : Ya mes pa oas bihan pa oas kaset d'ar c'hatekiz … te a grede ?
Jean : Bin ya
Lors : Ha soñj az peus apeupre pevare az peus komañset da vezañ digredus, koa
Jean : O ya, tamm ha tamm
Lors : Araok mont d'ober da goñje, pe war-lerc'h ?
Jean : O n'am eus ket kalz soñj...
Lors : Nann
Jean : N'am eus ket kalz soñj … mes bremañ ne ya ket an dud d'an oferenn … n'eus ket beleien ken da reiñ an oferenn… setu a' mod-se !
Lors : N'eus ket unan a basev ur wech bep ar mare ?
Jean : Ppppffffff... Ya mes n'ouzes ket pevare.
Lors : Ha ne vez ket laret dit ?
Jean : Eo, war ar journal a vez laket mes … mes mes me ne yan ket « hein »
Lors : A n'ez ket ?
Jean : O nann nann da Gouel an Hollsent
Lors : Da gouel ?
Jean : Da gouel an Hollsent !
Lors : A da Gouel an Hollsent ez it ?
Jean : Ya, pa vez oferenn.
Lors : Pa vez oferenn ?
Jean : Mes a' mod-all, nann.
Lors : Hag abalamour da betra just a-walc'h da zevezh Gouel an Hollsent ?
Jean : Bin me n'ouzon ket … gouel ar re varv … bon
Lors : Da welet ar re all un tamm ?
Jean : Mont d'ar vered
Lors : Mont d'ar vered ya … ya hag a' mod-all pa vez un interamant pa anavezez an den ?
Jean : A ya ya ya
Lors : Te a ya ivez...
Jean : A ya ya
Lors : Bewech ?
Jean : Pa gallan mond, ya
Lors : Ya, a-wechoù e vec'h tapet e-barzh ar feurm peotramant …
Jean : Ya, peotramant a vez un bennaket all, mes unan bennaket a ya diouzh an interamant diouzh re ar c'harter koa « hein »
Lors : Ya ya
Jean : Re ar barrez !
Lors : Setu bezañ a vez tud amañ e-barzh an interamanchoù, koa
Jean : O ya bezañ a vez ya
Lors : Bezañ a vez kalz ?
Jean : O ya an dra-se … an dra-se zo chomet, koa
Lors : Ya
Jean : Mes a-benn … ar jenerasion din ah a un tamm d'ar vered c'hoazh mes ar re war-lerc'h ne'eont ket ken … ar re war-lerc'h goude-se ne'z aint ket ken mod ebet … d'ober petra mont d'ober bezioù … den ebet ne'z aio da welet e-barzh pelec'h emaint !
Lors : Bin bremañ e vez devet an dud, koa
Jean : Ya
Lors : Se a zo kaoz, marteze
Jean : Ya me zo o soñjal … me zo o soñjal e vin kaset … n'ez in ket ma-unan
Lors : A ha ha ha ha, me ivez … evel ar re all ivez !
Jean : A eo, eo, mes prevenet am eus
Lors : A ya
Jean : Kemeret am eus ma c'hached e-barzh ar vered !
Lors : A ya, prevenet az peus dija … « me ah aio amañ ! »
Jean : Ya … ma zamm boest vihan aze !
Lors : Bin ya, ludu
Jean : Ludu … ma vo ma hini me n'ouzon hini piv a vo « hein »
Lors : A …. laret ho peus d'ho … d'ho merc'hed, koa
Jean : A ya ya gouzoud a ouzont, « hein »
Lors : A ya ya
Jean : Hi … bon n'he doa ket … n'he doa ket skrivet he dije graet mes a oa-hi « d'accord » ivez mes bremañ « bon, ça fait pareil, quoi ! »
Lors : Memes mod a vo graet ?
Jean : Bin ya.
Lors : Ya