Jean-Yves Bothorel - Botmeur

Jean-Yves Bothorel - Botmeur

Jean-Yves Bothorel a gont deomp penaos ez ae an dud d'ar bal en amzer e yaouankiz, tro-dro da Votmeur, ar Fouilhez, Landelo...

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Bet out bet du-se... d'ar bal ?

Jean-Yves : Ya ... ya daonet meur a wech

Lors : A ya

Jean-Yves : Beñ neuhe 'vije Landelo hag Pont Kerhoaden mod 'laran dit hag... Gwazvenn

Lors : Gwazvenn

Jean-Yves : Ya ar re-he 'oa ar sekteur ahe ... pugur 'ba 'r poent-se 'vije baliou partoud 'ba'r barrechioù amañ

Lors : Ya

Jean-Yves : Ar Vouillhe Boneur ha partoud amañ 'oa er sal iyé ...

Lors : Med en dud 'yae war droad petram' ga' 'n oto

Jean-Yves : Alies ' yaent ga ' r betailher hag ' yaent ga 'r Berrehar

Lors : Ga' 'r betailher

Jean-Yves : Ya

Lors : A bon

Jean-Yves : ' Vije bennet toud ar re yaouank 'ba 'ba 'r lost ar mod-se 'oa er betailher 'c'haemp 'lies 'wac'h

Lors : A ya

Jean-Yves : Ya hag 'oa hardi mat da zigent' pugur 'c'haer da vBrasparz hag e vije « roue lib' » 'tiskenn' ar Mene' ha ga' kemend-all 'dud ... soñj tè

Lors : « Roue lib' »

Jean-Yves : Ya 'vije lachet hag ...

Lors : O la la

Jean-Yves : Ma ma ! Ar mod-se 'rae heñ

Lors : 'Michañs 'oa 'oa 'oa frinyioù mad neun ...

Jean-Yves : Aaarrr

Lors : Matren 'oa ket

Jean-Yves : Hardi 'oa

Lors : Heñ

Jean-Yves : Hardi 'oa

Lors : Ya

Jean-Yves : Ya

Lors : Ya ya ya ya set' mond ga' 'r betailher 'treseg Landelo 'oa 'oa ur sakre hent d'ober heñ

Jean-Yves : E da Landelo n'ou'on ket hag-'eñ ' viche kement-se med tro amañ 'viche 'lies heñ ga' 'r betailher

Lors : A ya

Jean-Yves : A ya ... o Landelo gav ket din 'vije keit-se

Lors : Nann

Jean-Yves : Du-he pephini ' c'hae mod a c'helle 'michañs

Lors : Ya ya ya ya ... ha te te te zo aet d'ar bal war droad alies 'michañs è

Jean-Yves : O 'wechoù ya

Lors : Ya ... med pas da-eun .... 'michañs 'oa bandennajoù den ... tud

Jean-Yves : Beñ me ma eur bisiklet dija !

Lors : A

Jean-Yves : Set' 'n dra-he 'oa leizh : lies

Lors : Set' ' oa

Jean-Yves : Ya ... me c'hoar na bet he bisiklet pa na bet he sertifikad

Lors : Ya

Jean-Yves : Ha goude-se pugur me 'vije kempenn ar bisiklet e vije roet din da sortial da zul ... sete me 'okupe dac'hmad dac'h ar velo

Lors : A a a a

Jean-Yves : « Tu comprends »

Lors : A ya

Jean-Yves : Pugur ni vi'e ... d'ar bal yaen-me d'ar zul med ur pakad bombonioù 'zegasaen d'ar re ' jome ar gêr

Lors : Aaaa

Jean-Yves : A an dra-he 'oa va « habitude » 'vije degaset ur pakad bombonioù dê

Lors : A brao 'oa

Jean-Yves : ' Trese ... a ya

Lors : Se 'oa brao 'c'ha

Jean-Yves : Mod-se 'oa me gav din 'vije roet tri c'hant lur demp d'ar poent-se ha n'ouzon ket de-geñ n'é ket « soixante centimes » pe petra 'oa 'r pakad bombonioù

Lors : A ya

Jean-Yves : Matrese ha goud-se 'n « entrée de bal » hag ar rest da c'houde ... sete 'oa dao mond moan memestra

Lors : Ya

Jean-Yves : Ya

Lors : Med pegem' 'oa 'n « entrée de bal » just 'wac'h .... 'peupre ... kant lur ...

Jean-Yves : 'Isp' ... mioc'h ... mioc'h

Lors : A bon

Jean-Yves : Ya ... pugur me gav din 'oa ... me 'gav din 'oa « un cinquante » 'raog 'oan aet d'or va c'hoñje ha pé oan deut en dro 'oa aet ... 'oa doublet 'oa aet da dri

Lors : A bon

Jean-Yves : Ya 'tre « Soixante-six » ha « soixante-huit » 'na doublet ar prij

Lors : Hag priz priz ur bann' jistr pé ur bann' gwin 'na 'na doublet è

Jean-Yves : M'eus ket joñj m'eus ket joñj

Lors : Pugur 'benn 'feus komañset d'hond ... d'hond d'ar bal 'oas kustumet boazet d'evañ petra jistr pé gwin

Jean-Yves : « Rouge limonade » 'oa ar boeson

Lors : A ya

Jean-Yves : Ya

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Bet out bet du-se d'ar bal

Jean-Yves : Ya ... Ya daonet... meur a wech Lors: A ya

Jean-Yves : Beñ neuze e vije Landelo ha Pont Kerhoadenn. Mod a laran dit ha ...Gwazwenn

Lors : Gwazwenn

Jean-Yves : Ya ar re-se a oa ar sekteur aze ... peogwir d'ar poent-se e vije baloù partoud e-barzh ar barrezioù amañ

Lors : Ya

Jean-Yves : Ar Vouilhez Boneur ha partout ... amañ e oa ur sal ivez

Lors : Mes an dud a yae war droad peotramant gant an oto

Jean-Yves : Alies ez aent gant ar betailher hag e yaent gant ar Berrehar

Lors : Gant ar betailher

Jean-Yves : Ya

Lors : A bon

Jean-Yves : E vije bennet toud ar re yaouank e-barzh ... e-barzh al lost ar mod-se e oa er betailher ez aemp alies awalc'h

Lors : A ya

Jean-Yves : Ya ... hag e oa hardi mat da zigentañ peogwir ez aer da vBrasparzh hag e vije e « roue libre » o tiskenn ar menez hag gant kemend-all a dud ... soñj 'ta ...

Lors : « Roue libre » ?

Jean-Yves : Ya ... e vije lachet hag ...

Lors : O la la

Jean-Yves : Ma ma ar mod-se a rae heñ

Lors : Emichañs e oa e oa e oa frinyioù mat neuze ...

Jean-Yves : A a a a a a ...

Lors : Marteze ne oa ket ...

Jean-Yves : Hardi e oa

Lors : Heñ

Jean-Yves : Hardi e oa,

Lors : Ya

Jean-Yves : Ya

Lors : Ya ya ya ya seta mont gand ar betailher etreseg Landelo a oa ... a oa ur sakre hent d'ober heñ

Jean-Yves : « euh » da Landelo n'ouzon ket hag-eñ a vije kement-se mes tro amañ a vije alies heñ gant ar betailher

Lors : A ya

Jean-Yves : A ya ... o Landelo ne gav ket din e vije keit-se ...

Lors : Nann

Jean-Yves : Du-se pep hini a yae mod a c'helle emichañs

Lors : Ya ya ya ya ha te te te a zo aet d'ar bal war droad alies emichañs ivez

Jean-Yves : O a-wechoù ya

Lors : Ya ... mes pas da-unan ... emichañs e oa bandennadoù den ... tud

Jean-Yves : Beñ me am boa ur bisiklet dija

Lors : A

Jean-Yves : Setu an dra-ze a oa leizh / lies

Lors : Setu e oa ...

Jean-Yves : Ya ... ma c'hoar he doa bet he bisiklet pa 'doa bet he sertifikad

Lors : Ya

Jean-Yves : Ha goude-ze peogwir me a vije o kempenn ar bisiklet a vije roet din da sortial d'ar sul ... setu me a okupe dalc'hmad diouzh ar velo

Lors : A a a a a

Jean-Yves : « Tu comprends »

Lors : A ya

Jean-Yves : Peogwir a vije ... d'ar bal ez aemp d'ar sul mes ur pakad bonbonioù a zegasen d'ar re a jome er gêr

Lors : A a a a

Jean-Yves : A ... an dra-ze a oa va « habitude » e vije degaset ur pakad bonbonioù dezho

Lors : A brav e oa

Jean-Yves : Etrezo ... a ya

Lors : Se a oa brav moarvat

Jean-Yves : Ar mod-se e oa ... me a gav din e veze roet din tri c'hant lur deomp d'ar poent-se hag n'ouzon ket hag-eñ n'eo ket « soixante centimes » pe betra e oa ur pakad bonbonioù

Lors : A ya

Jean-Yves : Marteze ha goude-se an « entrée de bal » hag ar rest da c'houde ... setu e oa dav mont moan memestra

Lors : Ya

Jean-Yves : Ya

Lors : Mes pegement e oa an « entrée de bal » just a-walc'h ... apeupre ... kant lur

Jean-Yves : Ouzhp... muioc'h ... muioc'h

Lors : A bon

Jean-Yves : Ya peogwir me a gav din e oa ... me a gav e oa « un cinquante » araok e oan aet d'ober va c'hoñje ha pa oan deuet en dro e oa aet ... e oa doublet ... e oa aet da dri

Lors : A bon

Jean-Yves : Ya etre « soixante-six » ha « soixante-huit » en doa doublet ar priz

Lors : Hag priz... priz ur banne sistr pe ur banne gwin en doa ... en doa doublet ivez

Jean-Yves : M'eus ket soñj ... m'eus ket soñj

Lors : Peogwir a-benn az peus komañset da vont ... da vont d'ar bal e oas kustumet ... boazet d'evañ petra sitr pe gwin

Jean-Yves : « Rouge limonade » e oa ar boeson

Lors : A ya

Jean-Yves : Ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh