Jeanne Dily - Guéméné-sur-Scorff
Jeanne Dilly a zo bet o sikour tud ar Resistañs, skoazell anezho, reiñ dezho bod ha boued, hag a-wechoù ivez, dañsal ganto !
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Kontet poé dein la .... me 'gonmza doh ...doh ...doh un dra erell koa
Jeanne : Ya
Lors : 'Poé dañset get resistanted 'pad 'pad er brezel
Jeanne : Daon' beñ 'dame ya zur en dra-se 'zo ur « souvenir inoubliable »
Lors : Beñ penaos e oé zé ... laret dein ta ?
Jeanne : Penaos ... a beñ ur ... un deweh an dra-sen 'oa durant ... durant ... durant er maki hon niboé just debet ivet hon kafe da vintin 'oé arriuet un ekip da... da welet ... da welet a'nomp ...oent pemp ha tregont ha ni beus reit kafe dehe ...toud ... ur patron ur patron o doé ha ion zegase nehe neuhe ne oent ket deit toud toud 'r en dro 'ba 'n ti ke n'o de ket bet lec'h meit è ...ion zigase nehe eih pe nav ar en dro ha neuzen 'benn 'neze ewet en ekip-sen o c'hafe ... hei yae kuit ha tae un ekip 'rell en dro ... ha 'benn ...ma mamm 'doé graet krampoueh en dé 'raok ...hag ur bossad ha debet o dehe toud ... oeit oent toud gete
Lors :A lipet
Jeanne : Lipet e oint ... get ... get 'n amonenn
Lors :A ya
Jeanne : A ... ag er feurm eue ... hag arlerh neuzen 'maint 'maint oeit kuit ... 'ma' 'ba 'ba 'ma ' 'chomet 'ba tro distro da kêr 'ba 'r parkaoùier ke 'oent ket 'chom 'oent ket 'chom 'ba 'ba 'ba gêr memestra è 'oé è a zou oeit 'ba parkaoùier da bas' en deweh « hein »
Lors :A
Jeanne : Ha n'int ket oeit kuit ken 'oé d'en noz ... d'an noz d'an noz 'maint 'maint oeit kuit ha ni boé graet koen dehe hoah 'raok 'raok moned ur « jardinière de légumes »
Lors :O la
Jeanne : Ni ... ni boé « petits pois » oeit oent toud gete hoah ... med ha neuzen 'raok 'raok 'maint 'maint oeit kuit oé bet un tamm rasambleman gete ha ni boa kaojet ha inon e oé ha 'oa 'g a 'g a « côtes-d'armor »
Lors :A ya
Jeanne : Ya meit m'eus ket mein gwelet en den-sen james na ' anawin ket anehon eue med ion 'oa « très sympa » ha neuzen 'raok 'maint oeit kuit 'ma groeit un dañs geton
Lors :Peseurt dañs
Jeanne : Ur ur vals ... ur vals ur vals m'oé groeit ya ke a be 'oen-me yeuouank 'oé ket 'veze ket festaoù dé wichtell a zo bremañ « hein »
Lors :A nann
Jeanne : O nann 'vezé ket vezé ket k... dañs dañset breton kalz meit meit just gavotte gavotte Gemene
Lors :A ya
Jeanne : Gavotte Gemene med pas pas traoù 'rell « hein »
Lors :A nann
Jeanne : 'Vehe ket dañsoù dalhmad 'pad en dé wichtel 'vé bremañ get er re yeuouank « hein »
Lors :Med c'hwi 'peus dañset er vals get er resistant-men...
Jeanne : Ya
Lors :Med piv ... piv ' sone er vals-men
Jeanne : A beñ e ni boé kanet ... ha ni boa gan... laret ur ganenn ha ale bet groeit er vals 'elsen
Lors :A ur vals kanet
Jeanne : A ya dam' ya o oemp ket bet forh pell med arlerh neuze 'maint oeit kuit 'maint oeit kuit da ... da... apeupre hoah d'en noz 'maint oeit kuit arlerh o doa debet ha dañset er vals-se genein ... aet da ... huiliet en hentaoù da bord ...da bord er hleu'iaoù
Lors :Ya
Jeanne : ' Maint 'maint 'maint oeit kuit ... oeit ouian ket da ven « hein »
Lors :A nann
Jeanne : M'eus ket m'eus ket bet è gweled arlerh med apeupre hoah bamnoz arriué un ekip da... da da zihiun a'nomp e stoke doh hon fenestr ha ma ma c'hoer ha mein ni ' gouske hon div 'ba 'r memes gwele ha neuzen ma mar a hueh ' pase pase un ekip neuzen anaoue 'noump ha 'veze 'vezimp anv'et Jeanne Louisette ha è lare è lare doum' piv piv ... ma ouient anawim' anehe è lare doum' piv vezint 'else nim beze mod ell ni behe pbet aoen ane'he... er gaouan
Lors :Er gaouan
Testenn e brezhoneg skrivet :
Lors : Kontet ho poa din la ... me a gomz diouzh ...diouzh ... diouzh un dra all koa
Jeanne : Ya
Lors :Ho poa dañset gant resistanted e-pad ... e-pad ar brezel
Jeanne : Daonet beñ dam ya zur ...an dra-se a zo ur « souvenir inoubliable »
Lors :Beñ pennaoz e oa ze ... larit din eta
Jeanne : Pennaoz ... a beñ ur ... un devezh ... an dra-ze e oa durant ...durant ar maki ... hon diboe just debret evet hon kafe da vintin e oa erruet un ekip da ... da welout ... da welout ac'hanomp ... e oant pemp ha tregont ha ni hon eus roet kafe dezho ... toud ... ur « patron » ur patron o doa ha eñ a zegase anezho neuze ne oant ket deuet toud ... toud war an dro e-barzh an ti n'o defe ket bet lec'h mes int ... eñ a zegase anezho eizh pe nav war an dro ha neuze a-benn o deze evet an ekip-ze o c'hafe int a yae kuit hag e teue un ekip all en dro ... hag a-benn ... ma mamm en doa graet krampouezh an deiz araok ... hag ur bossad ha debret o deze toud ... aet e oant toud ganto ...
Lors :A lipet ...
Jeanne : Lipet e oant ... gant ... gant an amann
Lors :A ya
Jeanne : A ... diouzh ar feurm ivez ... hag warlerc'h neuze emaint emaint aet kuit emañ e-barzh e-barzh ... emañ chomet e-barzh tro distro da kêr e-barzh ar parkeier kar ne oant ket o chom ... ne oant ket o chom e-barzh e-barzh e-barzh gêr memestra ... int e oa int a zo aet e-barzh parkeier da baseal an devezh heñ
Lors :A
Jeanne : Ha n'int ket aet kuit ken e oa d'an noz ... d'an noz d'an noz emaint emaint aet kuit ha ni hon doa graet koan dezho c'hoazh araok ... araok mond ur « jardinière de légumes »
Lors :O la
Jeanne : Ni ... ni hon boa « petits pois » aet e oant toud ganto c'hoazh ... mes ha neuze araok araok emaint emaint aet kuit e oa bet un tamm rasanbleman ganto ha ni hon doa kaozet hag unan e oa ha ... e oa diouzh ... diouzh « côtes d'armor »
Lors :A ya
Jeanne : Ya mes n'am eus ket me gwelet an den-ze james na anavezen ket anezhañ ivez mes eñ e oa « très sympa » ha neuze araok emaint aet kuit am boa graet un dañs gantañ
Lors :Peseurt dañs
Jeanne : Ur ... ur vals ur vals am boa graet ya kar a-benn e oan-me yaouank ne oa ket .. ne veze ket festoù-deiz just evel a zo bremañ heñ
Lors :A nann
Jeanne : O nann ne veze ket ne veze ket k...dañs dañset breton kalz mes mes just « gavotte » « gavotte » Gemene
Lors :A ya
Jeanne : « Gavotte » Gemene mes pas ...pas traoù all heñ
Lors :A nann
Jeanne : Ne veze ket dañsoù dalc'hmad e pad an deiz just evel a vez bremañ gant ar re yaouank heñ
Lors :Mes c'hwi ho peus bet dañset ur vals gant ar resistan-mañ
Jeanne : Ya
Lors :Mes piou ...piou a sone ar vals-mañ
Jeanne : A beñ « euh » ni hon doa kanet ... ha ni hon doa gan... laret ur ganenn hag ale bet graet ar vals evelse
Lors :A... ur vals kanet
Jeanne : A ya dam ya o ne oamp ket bet forzh pell mes warler'ch neuze emaint aet kuit emaint aet kuit da ...da ... apeupre c'hoazh d'an noz ...emaint aet kuit warler'ch o doa debret ha dañset ar vals-ze ganin ... aet da ... heuliet an hentoù da bord ...da bord ar c'hleuzioù
Lors :Ya
Jeanne : Emaint emaint emaint aet kuit ... aet ne ouian ket da ven heñ
Lors :A nann
Jeanne : M'eus ket m'eus ket bet int gweled warlerc'h mes apeupre c'hoazh bemnoz e errue un ekip da ... da ... zihuniñ ac'hanomp ... e stoke diouz hon frenestr ha ma ... ma c'hoar ha me ni a gouske hon diou e-barzh ar memes gwele ha neuze ma meur a wech e pase... e pase un ekip neuze a anaveze ac'hanomp hag e veze ... e vezemp anvet Jeannette Louisette hag int a lare int a lare deomp piou piou ...ma ouient anavezimp anezo int a lare deomp piou e vezent evelse n'am bezemp mod all ni hon dehe bet aon anezo ... ar gaouenn
Lors :Ar gaouenn