Mikeal Konk - Plouguin

Mikeal Konk - Plouguin

Mikeal nous parle ici de son expérience d'agriculteur. Travaillant avec son frère et très  conscient des questions environnementales que posent l'agriculture conventionnelle, il était trop tard pour eux deux de changer de modèle à l'heure où ces questions ont commencé à préoccuper les différents acteurs économiques de la région.

À 58 ans, il décide d'aller aider les élèves de Diwan en leur amenant le breton qu'il a reçu de son père et ce jusqu'à sa retraite. Excellent bretonnant, il reste très concerné par la langue bretonne. Ses enfants seront tous scolarisés à Diwan.

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Mikeal : Koutant oun bet o welet an traoù o...o vont war an hent-se ...al labour douar « bio » … pe d'ar poent-se e ioa ...traoù all  'veze laret  « l'agriculture durable « …

Lors : Ya

Mikeal : « Euh bon «  kalzig a dud a gemere skiant 'mestra edomp var an hent « euh » dija d'ar poent-se e ioa ar bezhin glaz ahe koa heñ ...kudennoù an nitratoù kudennoù an dour

Lors : Ya

Mikeal : Hirio 'z eus 'tao kudennoù an dour

Lors : Ya

Mikeal : «  Euh » bremañ ez eus kaoz eus ...beñ beñ ar sec'hor 'bominab e broioù  zo

Lors : Ya

Mikeal : Emaint o klask ober penaos ...penaos vez lar't an dra-he ...mir-lec'hioù añfin...

Lors : Ya

Mikeal : Poulloù ...poulloù dour spontus 'bominab ahe

Lors : Ya

Mikeal : 'Blamour ez eus sec'hor 'bominab ...amañ e Breizh c'hoazh matrehe 'vo moaien da werzha' an dour deho... n'ouzon ket med  ...ral eo...ral eo...met »bon » bez e ioa ié kudennoù ar ...penaos ...al louzeier chimik ié koa tout an traoù-se a ioa ié...

Lors : Ya

Mikeal : Setu « bon » memestra ...med n'oun ket eat var an hent-se ...me va-unan gant va breur m'eus ket kredet heuliañ an hent penaos...a-gostez ié un tammig koa ...matrehe om 'n em gavet re zivezad adarre koa... re zivezad  añfin evid kaout startijenn 'vid...evid ober pugur pa gemerem' ...añfin an dibaboù a ioa great da dregont vloaz heñ pe war-dro ...setu da c'houde daoust ma 'n 'oa ket eur...eur samm...ur sammad dle spontus « euh  bon » n'edomp ket dispac'herien da cheñch hent da ...da bemp bloaz ha daou-ugent koa  setu pe da hanter-kant setu e choujem' o beñ bremañ 'omp loc'het e-giz m'emaom'  e vo moaien da vont betek penn 'mod- se  koa  « bon « gwelet 'vo da c'houde piou a zeuio war hom lerc'h ...a ya

Lors : Ha just 'wac'h an hini 'zo...'zo deu't war ho lerc'h « euh » daoust de-geon 'neus... 'neus heuliet ar memes hent petram' 'neus chañchet un tamm...un tammig « euh »...

Mikeal : Hhmmppff  ...beñ da gentañ 'renkan ober ano adarre deus pezh am eus great da eizh vloaz hag hanter-kant  «  euh «  ahe 'm eus great un dibab memestra ... »euh » tost d'ar retred e oan hag d'ar poent-se m'e's choujet ah ma med 'maon ket 'vont da...da investisa' ...ret e oa investisa' atao ...atao hag atao hag ober an dra-he da eizh vloaz hag hanter-kant « euh » e kaven 'fin va breur 'ioa yaouankoc'h med...me 'ma ket kemen'-se c'hoant pugur e oa hini 'bet deus ar vugale en noa chouñj kemer va lab... va flas koa... santet em 'oa dija... bet e oant bet tout e-barzh e Diwan ...ar pevar ...pevar baotr ...hag e oant dija war stummadurioù all koa

Lors : A ya

Mikeal : Setu m'eus chouñjet ma va hent n'é'  ket ken al labour-douar me zo 'vont d'ober« tiens «  me zo 'vont d'ober...da labourat 'barzh Diwan ié hag kavet un tamm labour skoazeller e-barzh Diwan koa...

Lors : A ya

Mikeal : En Diwan Gwitalmeze tost da … tost da va ...da va grichoù atao...

Lors : Beñ ya...

Mikeal : A ya Plougin Gwitalmeze se 'zo va gantoun...se zo va grichoù setu « euh »mat kenañ beñ va bugale a ioa bet e Diwan setu 'm eus ...ahe 'm eus kavet plijadur o sikour ar skolaerien un tammig mevel...un tammig mevel gato koa...

Lors : Ya

Mikeal : « Bon » o tigas brezhouneg va yaouankiz brezhouneg komzet brezhouneg yac'h koa 'fin  da va jouñj …brezhouneg va zad...

Lors : Ya

Mikeal : Hag...hag penaos se a...a ioa un avantaj evid ar ...ar skolidi me 'jouñj koa heñ …

Lors : Ya

Mikeal : « Bon » ar skolaerien an dervezh 'hirio o deus i'houm da gaout « euh » brezhouneg … brezhouneg penaos a-ginidik koa heñ ...brezhouneg a-vihanik

Lors : Ya

Mikeal : Sed' « bon »mes  pa 'z on en em ga'et  bloaz ha tri-ugent...bloaz ha tri-ugent ya em eus kemeret va retred koa « euh » da vad hag « donc «  va breur 'zo choumet e-unan betek tri bloaz zo ahe koa hag setu ..evid ...evid serra' leor va ...hom buhez hom-daou e vank din da laret dit penaos...penaos 'omp en em gavet da...da verzha' d'ur...d'ur  peizant all koa ...pe'gwir e ioa memestra un talvoudegezh ha tout an douar  ...e oamp perc'henn koa heñ …

Lors : Ya

Mikeal : Perc'henn e oamp var tout an douar a neubeudoù hon doa prenet tout an douar...

Lors : Ha just 'wac'h ped dervezh-arad 'oa...

Mikeal : D'ar poent-sé p'hon noa echuet ...pa oamp prest da echuiñ tri bloaz zo ahe pe na... e oamp ...e oamp 'n em gavet da ...beñ 'ioa ket pevar-ugent dervezh-arad koa...pevar-ugent... pevar-ugent... a-neubeudoù hon noa kresket koa...

Lors : Ya ya ya ya

Mikeal : «  Euh » okazionoù  a ioa bet evel...evel partout...

Lors : Beñ ya

Mikeal : Blavechoù dek ha pevar-ugent pe pemzek ha pevar-ugent pe araok ar blavezh daou vil ahe ' ioa bet ur mare...a « pop » ahe 'z eus un tiegezh bihan o kuitaad  « bon » 'fin 'n tiegezh bihan... 'n tiegezh d'ar poent-se e ioa ordinal koa heñ

Lors : Ya

Mikeal : « Bon » ...en em lakaat a romp war renk «  bon » med paket 'omp bet med brezel e ioa 'tre ...etre ar beizanted heñ

Lors : A

Mikeal : Amañ e Bro Leoun « euh » ez eus bet atao chikan ...an douar en noa talvoudegezh pe'gwir douar mat koa lavarout a ran dit douar labour Bro Leoun a ioa ...setu 'ioa bec'h warno koa

Lors : Ya

Mikeal : «  Bon «  ha beñ «  bon » en em gavet da bevar-ugent dervezh-arad bennak med tost avalac'h d'ar...da...da..d'an aberioù setu n'edont ket tout eas da drempa' gant a'...gant al «  lisier » ...gant an dour-hañwouez 

Lors : A ya

Mikeal : A ya an dra-he 'ioa paseet ié «  les directives nitrates «  ahe koa

Lors : Ya

Mikeal : Setu penaos kude(nn) 'fin...kudennoù e ioa memestra 'vid ar...'vid an afer-se koa « euh » dav 'oa domp diwall evid ar...se a redie ach'anomp da ...da ...da  nompas kreskiñ re koa

Lors : Beñ ya

Mikeal : 'Blamour da va joñj ...da hom jouñj e oa ret dalc'her « euh » penaos an diorroadur liammet gant an douar koa

Lors : Ya

Mikeal : Arabat ober uzinoù moc'h re vras da skouer ha da c'houde renkout tretiñ koa

Lors : Ya

Mikeal : Tretiñ al «  lisier » ...tretiñ ober uzinoù evid tretiñ ha tretiñ ...an dra-he 'zo implijout nerzh tredan ha penaos be'a'  staget d'ouzh a...d'ouzh ar bed »euh » eus ar c'henwerzh hag...

Lors : Ya hag isphenn an dra-he tout ar produioù goude-ze 'c'ha  'ba 'n dour hag a ve kavet doc'h ...war ...'ba 'r...'ba 'r  guzenn koa

Mikeal : Ya

Lors : Pugur ar stasionoù da zilouz' an dour n'int ket kap da denn' tout koa

Mikeal : Beñ ...'pad dek vloaz 'z eus bet ...ez eus bet tabut ... »euh » evid an dra-mañ evid ar mod-mañ d'ober... da dretiñ ret eo tretiñ 'blamour dalc'her kount deus ar ...deus ar bed zo tro dr'-omp ...ar vuhez e kear «  voilà «  an douristed o tont hag all hag all ha Breizh n'eo ket al labour douar nemet ken «  bon donc «  dalc'her kont deus ar vuhez ekonomikel dre vras en dachenn hollek koa

Lors : Ya

Mikeal : Ha 'benn ar fin 'mestra o deus kavet doareoù d'ober ha sañset e ioa ...hag e veze tretet tout an nitratoù « enfin «  doareoù n'int  ket ekologel med doareoù...

Lors : Propoc'h

Mikeal : Propoc'h med hag a implije  'mestra tredan koa

Lors : Ya

Mikeal : añfin n'edont  ket direbech memestra da va jouñj koa...'m'on ket amañ d'ob...'m'on ket amañ d'ober...d'ober ar prosez deus tout...

Lors : Nann nann

Mikeal : Tost oun bet da gemeret perzh 'barzh uzinoù bras ié mod-se koa da gemeret ul lodenn ié koa...da ve'a skoaz ga'd ar re all koa ... skoaz ha skoaz ...'benn ar fin am eus gellet en em jachañ « euh » hep ...kavet hon eus douar ...kavet hon noa bet un diskoulm gant peizanted all hag o doa hag a oa un tammig penaos hag o doa un tammig plas evid hom douar ...evid hom  dour-hañwouezh koa

Lors : A ya

Mikeal : « Bon «setu lodennañ 'mod-sé evid nompas kaout aoun ...ezhoum da dretiñ ...se zo … a oa  'r blavechoù daou vil pemp bennak

Lors : Daou vil pemp

Mikeal : Ya se a oa...a oa un tammig bras evidomp 'pad blavechoù koa med « bon » diskoulmet apeupre d'ar poent-sé hag 'n em gavet e daou vil pemzek pe 'z eus ket pell zo 'fin pe daou vil ugent kentoc'h ha beñ da vad neuze hon eus gwerzet an douar hag an douar da gentañ d'ur.. d'ur peizant hag en noa dija un toullad mad a zouar 'pola 'c'hellan ket laret dit pe...pegement med ouzhpenn daou c'hant dervezh-arad matrehe... matrehe tri c'hant dervezh-arad matrehe ouzhpenn tri c'hant dervezh-arad heñ « euh » o ya 'vijen ket souezhet tri c'hant dervezh-arad an dervezh hirio ya ...sé 'zo matrehe boutin heñ tost da ve'a boutin hirio koa n'oun ket sur med matrehe 'm'on oc'h huñ'real un tammig med...

Lors : Nann nann

Mikeal : 'Blamour dilezet 'm eus ar vuhez-se setu 'm'on ket o...o  tielfennañ pegement a zo gant pep hini med gouzout a ran ez eus ouzhpenn daou c'hant buoc'h enan 'n o sao zur pugur ha med va breur eo en noa c'hoazh un tammig amzer ...un tammig amzer labour d'ober koa

Lors : Ya

Mikeal : Setu ...a'blamour d'ur...oppff gellout a ran lavaret eo un tammig ab'lamour de'añ em eus lavar' ya ya ya ya beñ ale gwerzhomp d'hennezh neuhe koa 'mod-sé  've'imp ...ve'o echu an traoù koa ale troet ar bajenn da vad...

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Mikael : Kontant on bet o welout an traoù o… o vont war an hent-se… al labour-douar « bio »… pe d'ar poent-se e oa… traoù all a veze lâret « l'agriculture durable »…

Lors : Ya

Mikael : « Euh bon » kalzig a dud a gemere skiant memes tra edomp war an hent « euh » dija d'ar poent-se e oa penaos ar bezhin glas aze koa heñ… kudennoù an nitratoù kudennoù an dour

Lors : Ya

Mikael : Hiziv ez eus atav kudennoù an dour

Lors : Ya

Mikael : « Euh » bremañ ez eus kaoz eus… beñ beñ ar sec'hor abominapl e broioù zo

Lors : Ya

Mikael : Emaint o klask ober penaos… penaos vez lâret an dra-se… mirlec'hioù añfin...

Lors : Ya

Mikael : Poulloù... poulloù dour spontus abominapl aze

Lors : Ya

Mikael : Abalamour ez eus sec'hor abominapl… amañ e Breizh c'hoazh marteze e vo moaien da werzhañ an dour dezho pe n'ouzon ket… ral eo… ral eo met « bon » bez a oa ivez kudennoù ar… penaos… al louzeier chimik ivez koa tout an traou-se a oa ivez...

Lors : Ya

Mikael : Setu « bon » memes tra… met n'on ket aet war an hent-se… me va-unan gant va breur 'm eus ket kredet heuliañ an hent penaos… a-gostez ivez un tammig koa… marteze omp en em gavet re ziwezhat adarre koa… re ziwezhat añfin evit kaout startijenn evit… evit ober peogwir pa gemeremp… añfin an dibaboù a oa graet da dregont vloaz heñ pe war-dro… setu da c'houde daoust ma ne oa ket ur... ur samm… ur sammad dle spontus « euh bon » n'edomp ket dispac'herien da cheñch hent da… da bemp bloaz ha daou-ugent koa setu pe da hanter-kant setu e soñjemp o beñ bremañ omp loc'het e-giz m'emaomp e vo moaien da vont betek penn er mod-se « bon »  gwelet e vo da c'houde piv a zeuio war hon lerc'h… a ya

Lors : Ha just a-walc'h an hini a zo… a zo deuet war ho lerc'h « euh » daoust hag-eñ en deus… en deus heuliet ar memes hent peotramant en deus cheñchet un tamm… un tammig « euh »...

Mikael : Hhhmmpppff… beñ da gentañ e rankan ober anv adarre eus pezh am eus graet da eizh vloaz hag hanter-kant « euh » aze em eus graet  un dibab memes tra... « euh » tost d'ar retred e oan hag d'ar poent-se 'm eus soñjet ah ma met n'emaon ket o vont da… da investisañ… ret e oa investisañ atav… atav hag atav hag ober an dra-se da eizh vloaz hag hanter-kant « euh » e kaven añfin va breur a oa yaouankoc'h met... me 'moa ket kement-se c'hoant peogwir e oa hini ebet eus ar vugale en doa soñj kemer va lab... va flas koa… santet am boa dija… bet e oant bet tout e-barzh e Diwan… ar pevar… pevar baotr… hag e oant dija war stummadurioù all koa

Lors : A ya

Mikael : Setu 'm eus soñjet ma va hent n'eo ket ken al labour-douar me a zo o vont d'ober «tiens » me zo o vont d'ober… da labourat e-barzh Diwan ivez hag kavet un tamm labour skoazeller e-barzh Diwan koa

Lors : A ya

Mikael : E Diwan Gwitalmeze tost da… tost da va… da va gwrizioù atav…

Lors : Beñ ya...

Mikael : A ya Plougin Gwitalmeze se a zo va ganton… se a zo va gwrizioù setu « euh » mat-kenañ beñ va bugale a oa bet e Diwan setu 'm eus… aze 'm eus kavet plijadur o sikour ar  skolaerien un tammig mevel… un tammig mevel ganto koa…

Lors : Ya

Mikael : « Bon »  o tegas brezhoneg va yaouankiz brezhoneg komzet brezhoneg yac'h koa… añfin da va soñj… brezhoneg va zad

Lors : Ya

Mikael : Hag… hag penaos se a… a oa un avantaj evit ar… ar skolidi me a soñj koa heñ...

Lors : Ya

Mikael : « Bon »  ar skolaerien an devezh a hiziv o deus ezhomm da gaout « euh » brezhoneg... brezhoneg penaos a-genidik koa heñ… brezhoneg a-vihanik

Lors : Ya

Mikael : Setu « bon »met  pa 'z on en em gavet bloaz ha tri-ugent… bloaz ha tri-ugent ya em eus kemeret va retred koa « euh » da vat hag « donc » va breur a zo chomet e-unan betek tri bloaz zo aze koa hag setu… evit… evit serriñ levr va… hon buhez hon-daou e vank din da lâret dit penaos... penaos omp en em gavet da… da werzhañ d'ur… d'ur peizant all koa… peogwir e oa memes tra un dalvoudegezh ha tout an douar a… e oamp perc'henn koa heñ...

Lors : Ya

Mikael : Perc'henn e oamp war tout an douar a-nebeudoù hon oa prenet tout an douar...

Lors : Ha just a-walc'h pet devezh-arat a oa...

Mikael : D'ar poent-se p'hon oa echuet… pa oamp prest da echuiñ tri bloaz zo pa en doa… e oamp… e oamp en em gavet da… beñ ne oa ket pevar-ugent devezh-arat koa… pevar-ugent... pevar-ugent… a-nebeudoù hon oa kresket koa...

Lors : Ya ya ya ya

Mikael : « Euh »  okazionoù a oa bet evel… evel partout…

Lors : Beñ ya

Mikael : Bloavezhioù dek ha pevar-ugent pe pemzek ha pevar-ugent pe a-raok ar bloavezh daou vil aze e oa bet ur mare… ha « pop » aze ez eus un tiegezh bihan o kuitaat « bon » añfin un tiegezh bihan… un tiegezh d'ar poent-se e oa ordinal koa heñ...

Lors : Ya

Mikael : «Bon »… en em lakaat a reomp war ar renk « bon » met paket omp bet met brezel a oa etre… etre ar beizanted heñ…

Lors : A

Mikael : Amañ e Bro Leon « euh » ez eus bet atav chikan… an douar en doa talvoudegezh peogwir douar mat koa lavarout a ran dit douar-labour Bro-Leon a oa… setu e oa bec'h warno koa

Lors : Ya

Mikael : « Bon » ha beñ « bon » en em gavet da bevar-ugent devezh-arat bennak met tost a-walc'h d'ar… da… da… d'an aberioù setu n'edont ket tout aes da drempañ gant ar… gant al « lisier »… gant an dour-hañvouez

Lors : A ya

Mikael : A ya an dra-se a oa paseet ivez « les directives nitrates »  aze koa

Lors : Ya

Mikael : Setu penaos kude(nn) añfin kudennoù a oa memes tra evit ar… evit an afer-se koa « euh » dav e oa deomp diwall evit ar… se a redie ac'hanomp da… da… da nompas kreskiñ re koa

Lors : Beñ ya

Mikael : Abalamour da va soñj… d'hon soñj e oa ret delc'her « euh » penaos an diorroadur liammet gant an douar koa

Lors : Ya

Mikael : Arabat ober uzinoù moc'h re vras da skouer ha da c'houde rankout tretiñ koa

Lors : Ya

Mikael : Tretiñ al « lisier »… tretiñ ober uzinoù evit tretiñ ha tretiñ… an dra-se a zo implijout nerzh tredan ha penaos bezañ staget ouzh a… ouzh ar bed « euh » ouzh ar c'henwerzh hag...

Lors : Ya hag ouzhpenn an dra-se tout ar produioù goude-se a ya e-barzh an dour hag a vez kavet diouzh… war… e-barzh ar… e-barzh ar guzin koa

Mikael : Ya

Lors : Peogwir ar stasionoù da… da  zilouzañ an dour n'int ket kap da dennañ tout koa

Mikael : Beñ… e-pad dek vloaz ez eus bet… ez eus bet tabut... « euh » evit an dra-mañ evit ar mod-mañ d'ober… da dretiñ ret eo tretiñ abalamour delc'her kont eus ar... eus ar bed a zo tro-dro deomp… ar vuhez e kêr « voilà » an douristed o tont hag all hag all Breizh n'eo ket al labour-douar nemetken « bon donc » delc'her kont eus ar vuhez ekonomikel dre vras en dachenn hollek koa

Lors : Ya

Mikael : Hag a-benn ar fin memes tra o deus kavet doareoù d'ober ha sañset e oa… hag e veze tretet tout an nitratoù « enfin » doareoù n'int ket ekologel met doareoù...

Lors : Propoc'h

Mikael : Propoc'h met hag a implije memes tra tredan koa

Lors : Ya

Mikael : Añfin n'edont ket direbech memestra da va soñj koa… n'emaon ket amañ d'ob(er)… n'emaon ket amañ d'ober… d'ober ar prosez eus tout...

Lors : Nann nann

Mikael : Tost on bet da gemer perzh e-barzh uzinoù bras ivez ar mod-se da gemer ul lodenn ivez koa… da vezañ skoaz gant ar re all... skoaz ha skoaz… a-benn ar fin em eus gellet en em sachañ « euh » hep… kavet hon eus douar… kavet hon oa bet un diskoulm gant peizanted all hag o doa hag a oa un tammig penaos hag o doa un tammig plas evit hon douar… evit hon dour-hañvouez koa

Lors : A ya

Mikael : « Bon » setu lodennañ ar mod-se evit nompas kaout aon… ezhomm da dretiñ… se a zo... a oa ar bloavezhioù daou vil pemp bennak

Lors : Daou vil pemp

Mikael : Ya se a oa… a oa un tammig bras evidomp e-pad bloavezhioù koa met « bon » diskoulmet apeupre d'ar poent-se hag en em gavet e daou vil pemzek pe ne'z eus ket pell zo añfin pe daou vil ugent kentoc'h ha beñ da vat neuze hon eus gwerzhet an douar hag an douar da gentañ d'ur… d'ur peizant hag en doa dija un toullad mat a zouar 'pola ne c'hellan ket lârout dit pe... pegement met ouzhpenn daou-c'hant devezh-arat marteze… marteze tri-c'hant devezh-arat marteze… ouzhpenn tri-c'hant devezh-arat heñ « euh » o ya ne vijen ket souezhet tri-c'hant devezh-arat an devezh hiziv ya... se zo marteze boutin heñ tost da vezañ boutin hiziv koa n'on ket sur met marteze emaon o hunvreal un tammig met...

Lors : Nann nann

Mikael : Abalamour dilezet 'm eus ar vuhez-se setu n'emaon ket o… o tielfennañ pegement a zo gant pep hini met gouzout a ran ez eus ouzhpenn daou c'hant buoc'h eno en o sav sur peogwir ha... met va breur eo en doa c'hoazh un tammig amzer… un tammig amzer labour d'ober koa

Lors : Ya

Mikael : Setu… abalamour d'ur… oppff gellout a ran lavarout eo un tammig abalamour dezhañ em eus lavaret ya ya ya ya beñ ale gwerzhomp da hennezh neuze koa ar mod-se e vezimp… e vezo echu an traoù koa ale troet ar bajenn da vat...

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.

 

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh