Arthur Le Guillou - Maël-Carhaix

ARTHUR LE GUILLOU

Arthur Le Guillou deus Mel-Kerahez, a gont deomp pegen bras oa ker Mel gwechall, ha pegen kreñv ha bev gant foar ar saout, ar skolioù, ar mengleuzioù.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Arthur : A gwel't 'neus an den un tamm deus toud war e buhé hin

Lors : A ya ya ya

Arthur : Ahe vé … 'oan 'hond da gontañ dac'h memes 'pad ...warlerc'h ar brezel Mel-kerahes amañ 'giz-mañ … houm' 'oa ur... ur gêr a 'oa ur bern tud 'ba 'r skol hin … per skol leun derc'hmad … a ya … ha d'ar yaou bep bep pemzekté 'vize foar Mel-kerahes … foar saout paotr paour …ar saout normanted a-giz-se 'vize 'ba Mel amañ re vad da vetag unneg nann nao wagonyad saout 'm'eus gwel't ober 'ba Mel ...nao wagonyad... ha daou gamion 'oa … 'met hain' ur marc'hadour ...m'eus soñj deus koste Gwenngamp ...Kurt 'oa an den … henz ...eñ 'oa un « allemand », Salomon 'vize graet deusañ ha eñ 'na ur c'hamion è ...henz a-c'hiz-se 'brenne ur bern saout … an hain' ell 'm'eus ket re ' soñj deus e ano … eñ 'na ur c'hamion è … set' 'welen . ..'meus gwel't ober … nao wagonyoù saout ha ...ha daou gamion d'ar yaou

Lors : Memes devezh

Arthur : Ya 'ba Mel

Lors : Gast

Arthur : 'ba ' r mare-se Rostren ha Kerahes ar re-he oaint mann da Vel-Kerahes hin … o houm'…houm' houm' 'oa ur foar terrupl 'ba 'r mare-se …ahe 'oa ur bern tud in pansion 'ba 'r skol deus kerahes … deus Karnod surtoud pugur ar mestr-skol an « directeur » eñ 'oa « natif » deus Karnod ya ha 'vize … 'tae tud deus ene in pansion... ' klask e ano 'maon bromen

Lors : Ya

Arthur : Ano ar « professeur » pe ar mestr-skol an « directeur »

Lors : Ya ano ar penn … ar rener

Arthur : Ya ma 'peus c'hoant …a gast … If an Talec 'vize graet deus henzh

Lors : If an Talec

Arthur : « Yves Tallec »

Lors : Ya ya

Arthur : Ya ha deus an dra-se 'c'ha paotr... 'ba 'r mare-se ' gerze an traoù o med

Lors : Ha eñ 'zigase tud deus Karnod

Arthur : Ya ur bern tud d'ar skol in pansion 'ba 'r siminer 'oa neun

Lors : 'Ba ' ?

Arthur : 'Ba ' r siminer

Lors : Sininer ?

Arthur : Ya ha 'ba 'r skol ene 'ma demaret 'ba « trente-huit « pas 'ba « trente-sept « ha 'ba « trente-huit » neun 'oan oet 'sa Sant Lubin neun

Lors : Ya med ma 'oa … ped skol 'oa 'ba …

Arthur : Per skol

Lors : Per skol …

Arthur : Ya

Lors : Set' oa skol ar seurezed... ar frerien

Arthur : Ya

Lors : Ha mod all

Arthur : Ar re all neun 'oa « laïque »

Lors : Skolioù, skolioù publik ?

Arthur : Publik an daou ell

Lors : Un' 'vid ar baotred...

Arthur : Ha un' 'vid ar merc'hed

Lors : A ya

Arthur : A ya

Lors : Med peseurt peseurt mod 'rae ar merc'hed hag ar baotred 'vid 'n 'em … 'n 'em rankontriñ … 'n 'em … bin 'n em gontañ... 'n'em... 'n'em

Arthur : Med ar re-he … pe … 'ba 'r skol

Lors : 'Ba 'r skol pe

Arthur : 'Ba 'r skol 'oac'h ket 'sames hin pe ... a ...nann nann … a 'ba 'r mare-se vize ket merc'hed 'sames 'ga 'r paotred 'ba 'r skol

Lors : Med 'ba pelec'h … 'ba pelec'h 'vize rankontret ar merc'hed

Arthur : A 'ba 'r baloù... amañ 'oa diou sal 'ba Mel-Kerahes ahe 'mañ bravañ re matren 'oa 'ba 'ba 'n departamant ha zur è … un' nê 'zo ahe c'hoazh

Lors : Ha ya, gwel' a ran

Arthur : « L'arc en ciel »

Lors : Ya

Arthur : Med an hain' ell 'oa unan brao è « Moulin bleu »

Lors : « Moulin bleu » ya

Arthur : Ola ha tud 'vize aze 'ba 'r baloù !

Lors : Ha 'ba 'r pardonioù ?

Arthur : Pardonioù 'vize tud ene è hin ...neun 'ba 'r mare-se 'oa tud 'ba 'r vro dre amañ 'giz-mañ neuhe é skarzet an traoù toud bromen... a ya amañ 'neus ket … 'neus ket mann …

Lors : Ha d'ho soñj Arthur pugur c'hwi 'peus … c'hwi ane'ev ar vro 'baoe papred koa 'baoe

Arthur : 'Baoe 'on ganet kazi 'wac'h...

Lors : Ya 'baoe 'baoe 'oc'h ganet … petra 'zo kaoz ...pugur 'michañs 'peus bet soñjet 'ba sé wechoù … petra 'zo kaoz é bet é bet skarzet an dud an dud deus ar vro 'ba ... deus Breizh-Izel

Arthur : A ya me 'vefe bet kontant da c'houd sé c'hoazh !

Lors : Pugur 'michañs 'zo un neubeud tud bennak 'neus bet desidet sé ' us domp nann

Arthur : Zur 'wac'h zur 'wac'h … med me 'soñja din matrese ma 'vefe bet 'vel 'na laret De Gaulle 'vize bet laket hounzh in... in peder – « quatre voies » ma peus c'hoant

Lors : Ya

Arthur : ' Vize bet deut tammoù usinoù ha traoù dre ahe med pugur n'é ket graet ar re-he 'oa aet toud kuit ...'neus ket graet … bon ha amañ 'ba mel-Kerahes amañ 'oa bet … ahe 'oa ur veingleuz da vetag daou c'hant den 'zo bet ' labourad aze ha ' greiz toud … tak … mann 'bet kin

Lors : Ya med 'neus ket gwall bell 'zo 'ma kle'et la 'oa un' … 'oa 'na 'na adtapet ar veingleuz ?

Arthur : Ya bet 'zo bet ahe a-giz-se … klask mein glaz ha traoù ha bet 'z,o bet 'zo mein glaz 'ba 'n douar aze med re ger a gousta mond da glask nê !

Lors : A bon ?

Arthur : Ya 'giz-se 'larant ya

Lors : Ha un' 'lare la, la 'oa leun dour

Arthur : A ya med, o d'af' an dour sé n'é ket ur … sé 'zo moaien skarzañ henzh brao ga' pompchoù 'vel 'zo bromen

Lors : Ya

Arthur : O béo … sé n'é ket start med red é kaout erc'hant d'ober ya

Lors : Pugur mein, mein glaz Mel-Kerahes 'zo ...

Arthur :A hardi, mein glaz, a ya , re re dano, re vrao !

Lors : Brud vad ...

Arthur : O la un difers 'zo 'trede ha neun re an « Espagne » !

Lors : Ya

Arthur : O béo … o béo … ha toud an traoù ell ouian ket peseurt mod é eo an traoù a-mod-se 'greiz toud 'giz-se … an dud ' veve koulz gwechell 'vel raint bromen è...


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Arthur : A gwelet en deus an den un tamm diouzh toud war e buhez

Lors : A ya ya ya

Arthur : Aze a vez … e oan o vond da gontañ deoc'h memes e-pad … warlerc'h ar brezel Mel-Kerahes amañ e-giz-mañ … houmañ e oa ur … ur gêr a oa ur bern tud e-barzh ar skol hin pevar skol leun dalc'hmad … a ya … ha d'ar yaou bep ...bep pempzekteiz e veze foar Mel-Kerahes … foar saout paotr paour … ar saout normanted e-giz-se e veze e-barzh Mel amañ re vad da veteg unneg, nann nao vagonyad saout am eus gwelet ober e-barzh Mel ...nao vagonyad … ha daou gamion e oa ...nemed hini ur marc'hadour ...am eus soñj diouzh kostez Gwenngamp … Kurt e oa an den ...hennezh … eñ a oa un « allemand », Salomon e veze graet dioutañ ha eñ en doa ur c'hamion ivez … hennezh ar-c'hiz-se a brenne ur bern saout … an hini all n'am eus ket re soñj diouzh e ano … eñ en doa ur c'hamion ivez … setu a welen … am eus gwelet ober ...nao vagonyoù saout ha … ha daou gamion d'ar yaou

Lors : Memes devezh ?

Arthur : Ya e-barzh Mel

Lors : Gast

Arthur : E-barzh ar mare-se Rostren ha Kerahes ...ar re-se … oant mann da Vel-Kerahes hin... o houmañ ...houmañ … houmañ a oa ur foar terrupl e-barzh ar mare-se … aze e oa ur bern tud e pansion e-barzh ar skol diouzh Kerahes … diouzh Karnod surtoud peogwir ar mestr-skol … an « directeur » eñ e oa « natif » diouzh Karnod ya hag e veze … teue tud diouzh eno d'ar skol e pansion … o klask e ano emaon bremañ...

Lors : Ya

Arthur : Ano ar « professeur » pe ar mestr-skol … an « directeur »

Lors : Ya … ano ar penn … ar rener

Arthur : Ya … m'ho peus c'hoant … a gast … Yves An Taleg e veze graet diouzh hennezh

Lors : Yves An Taleg ?

Arthur : « Yves Tallec »

Lors : Ya ya

Arthur : Ya ha diouzh an dra-se moarvad paotr, e-barzh ar mare-se a gerzhe an traoù, o mes...

Lors : Ha eñ a zegase tud diouzh Karnod ?

Arthur : Ya ur bern tud d'ar skol e pansion e-barzh ar siminer e oa neuze !

Lors : E-barzh ?

Arthur : E-barzh ar siminer.

Lors : Siminer ?

Arthur : Ya … hag e-barzh ar skol eno am boa demaret e-barzh « trente-huit », pas e-barzh « trente-sept », hag e-barzh « trente-huit » neuze e oan aet etrezek Sant Lubin neuze...

Lors : Ya mes ma oa … ped skol e oa …

Arthur : Pevar skol

Lors : Pevar skol ?

Arthur : Ya

Lors : Setu e oa skol ar seurezed … ar frerien...

Arthur : Ya

Lors : Ha mod-all ?

Arthur : Ar re all e oa « laïque »

Lors : Skolioù … skolioù publik ?

Arthur : Publik an daou all

Lors : Unan evid ar baotred...

Arthur : Hag unan evid ar merc'hed

Lors : A ya

Arthur : A ya

Lors : Mes peseurt … peseurt mod a rae ar merc'hed hag ar baotred evis en em ...en em rankontriñ … en em … en em gontañ … en em … en em

Arthur : Mes ar re-se … pe... e-barzh ar skol

Lors : E-barzh ar skol pe...

Arthur : E-barzh ar skol ne oac'h ket asambles hin pe … a … nann nann … a e-barzh ar mare-se ne veze ket ar merc'hed asambles gant ar baotred e-barzh ar skol

Lors : Mes e-barzh pelec'h … e-barzh pelec'h e veze rankontret ar merc'hed ?

Arthur : E-barzh ar baloù … amañ e oa diou sal e-barzh Mel-Kerahes aze emañ … bravañ re marteze e oa e-barzh … e-barzh an departamant ha zur eo … unan anezho a zo aze c'hoazh

Lors : A ya, gwelout a ran

Arthur : « L'arc-en-ciel »

Lors : Ya

Arthur : Mes an hini all e oa unan brao ivez, « Moulin Bleu »

Lors : « Moulin Bleu » ya

Arthur : Ola ha tud e veze aze e-barzh ar baloù !

Lors : Hag e-barzh ar pardonioù ?

Arthur : Pardonioù e veze tud eno ivez hin … neuze e-barzh ar mare-se e oa tud e-barzh ar vro dre amañ a-giz-mañ … neuze eo skarzet an traoù toud bremañ … a ya … amañ n'en deus ket … n'en deus ket mann...

Lors : Ha d'ho soñj Arthur peogwir c'hwi ho peus … c'hwi anavez ar vro abaoe bepred koa abaoe …

Arthur : Abaoe on ganet kazimant awalc'h ...

Lors :Ya abaoe...abaoe oc'h ganet… petra a zo kaoz… peogwir emichañs ho peus bet soñjet e-barzh se a-wechoù ...petra a zo kaoz eo bet … eo bet skarzet an dud … an dud diouzh ar vro e-barzh… diouzh Breizh-Izel …

Arthur : A ya … me a vefe bet kontant da c'houzoud se c'hoazh !

Lors : Peogwir emichañs a zo un neubeud tud bennag en deus bet desidet se a-us deomp nann ?

Arthur : Zur awalc'h ...zur awalc'h ...mes me a soñj din marteze ma vefe bet evel en doa laret De Gaulle e veze bet lakaet hounnez e... e peder – « quatre voies » m'ho peus c'hoant

Lors : Ya

Arthur : 'veze bet deuet tammou usinoù ha traoù dre aze mes peogwir n'eo ket graet ar re-se e oa aet toud kuit … n'en deus ket graet … bon hag amañ e-barzh Mel-Kerahes amañ e oa bet … aze e oa ur vengleuz … da veteg daou c'hant den a zo bet o labourad aze hag a-greiz toud … tak … mann ebet ken …

Lors : Ya mes n'en deus ket gwall bell zo am boa klevet a oa unan … e oa … en doa … en doa adtapet ar vengleuz ?

Arthur : Ya bez a zo bet aze a-giz-se … o klask mein glas ha traoù ha bez a zo … bez a zo mein glas e-barzh an douar aze … mes re ger a goust mond da glask anezho !

Lors : A bon ?

Arthur : Ya, e-giz-se a lareont ya

Lors : Hag unan a lare a … a oa leun dour

Arthur : A ya mes d'afer an dour se n'eo ket … se a zo moaien skarzañ hennezh brao gant pompoù evel a zo bremañ

Lors : Ya

Arthur : O eo ...se n'eo ket start mes red eo kaout arc'hant d'ober ya

Lors : Peogwir mein glas Mel-Kerahes a zo

Arthur : A hardi mein ...mein glas a ya re... re dano, re vrao !

Lors : Brud vad...

Arthur : Ola, un diferañs a zo etrezo ha neuze re an « Espagne » !

Lors : Ya

Arthur : O eo … o eo ...ha toud an traoù all ne ouian ket peseurt mod eo erruet an traoù a-mod-se a-greiz toud e-giz-se … an dud a veve koulz gwechall evel a reont bremañ...

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh