Anatole Clochet - Locarn
Anatole Clochet deus Lokarn, en deus soñj-mat penaos 'vize graet bara gwezhall er gêr.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Anatole : Ar grun 'vije reit ...ma ' vije un tamm grun benneket da … kerc'h pe un tamm bihan eï 'vije malet da reï d'ar moc'hed koa
Lors : A
Anatole : Bon ar gwinnizh ' c'hae toud 'ba 'r gambr ha 'vije kaset da di ar meilher da valo evit kaout bleud d'ober bara
Lors : A ya … ha 'vije roet bonyioù
Anatole : 'Vije reit bonyioù dac'h ya
Lors : Ya ya … ha piou … piou 'rae ar bara … 'ba pelec'h 'oa ur forn
Anatole : Eu 'ba 'ba lost kêr... 'ba 'r feurm 'oa ur vForn d'ar mare-se
Lors : Ha piou 'rae ar bara neun
Anatole : Bin pephin' d'e dro 'ba kêr … amañ 'oa seizh 'ba kêr ha pephin' d'e dro bep lun 'domme ar forn ha 'vize laket ar bara da boac'hañ barzh goude koa ...pephin' d'e dro 'domme ar forn
Lors : Pephin' … setu a rae ar bara 'vid ar zun koa
Anatole : Ya
Lors : 'Vid toud kêr koa
Anatole : Eu pephin' 'rae e doaz ma peus c'hoant
Lors : A pephin' 'rae e doaz
Anatole : A ya ya ya
Lors : A
Anatole : Pephin' 'rae e doaz ha … e
Lors : E doaz da goiñ
Anatole : Ya ha petra 'vé graet deus an dra-he
Lors : Dorzennoù
Anatole : Ya un dorzenn … an dorz koa … ya pephin' 'n'om gave ga' e dorzennoù bara toaz koa … da laket 'barzh
Lors : Ha setu … seizh … seizh menaj 'oa 'ba 'r feurm ha setu … tro … tro ur menaj a zigoue'e beb
Anatole : Ur wech beb seizh zun
Lors : Seizh zunez warlerc'h koa
Anatole : Ya
Lors : Ha 'oa red tommañ ar forn … peseurt koad ' vize laket 'barzh …. fagodennoù
Anatole : Fagod ya
Lors : Ha goude-ze koad … koad derv petramant eu
Anatole : O bep seurt derv petramant kelvé ar muiañ
Lors : A kelvé è
Anatole : Kelvé ha derv ya
Lors : A ya ha kelenn nann
Anatole : Nann kelenn 'vize ket laket nann
Lors : Ivin
Anatole : A bin nann ivin 'vize ket laket barzh hin … 'oa ket kalz ivin è anfin ivin 'vize ket laket barzh … derv petramant kelvé 'vize laket barzh
Lors : Kelvé ha derv
Anatole : Ya
Lors : Ha set' pevare 'vize red komañs krogañ ….tommañ
Anatole : An tan
Lors : Ya
Anatole : O deus ar mintin
Lors : Deus ar mintin
Anatole : O ya ...o matren me ouian ket eizh pe eizh eur hanter pé 'vize komañset an tan 'ba 'r forn koa
Lors : Ha pevare 'vize komañset da laket
Anatole : O matren « pour » 'benn deg eur pe deg eur hanter me ouian ket just da bed eur se ouian ket med …
Lors : A bon … ' bade ket pell neun tommañ ar forn
Anatole : Nann nann nann tommañ ar forn se 'oa fonnus 'wac'h hin … o se 'oa fonnus 'wac'h d'ober
Lors : Ha soñj 'peus ped ped dorz vara 'vize red ober 'vid ho familh doc'h
Anatole :A sé bremañ n'on ket 'vid laret ... o pemp peder bemp matren 'ouian ket just d'ar mare-se 'vize graet dorz … an dorz deg lur
Lors : Deg lur
Anatole : « Cinq kilos «
Lors : Ya ya
Anatole : Ya ya
Lors : Ma 'vize graet seizh pe eizh
Anatole : Ya ya ouian ket just ped 'vize 'c'ha pemp pe c'hwec'h … ha d'ar vugale 'vize graet … ur gouign raent deus sé
Lors : Ur gouign
Anatole : Ya …un tamm dorz vihan ahe 'mod-se un tamm 'vel 'vel ur « gâteau « neuhe 'giz-se
Lors : Ur gouign
Anatole : Ya ar vugale 'n'om ga'e pephin' ga' e gouign hag ' vize stad enne forzh mad
Lors : Med memes toaz 'oa
Anatole : Memes toaz 'oa ya ya
Lors : A ya gouign ur gouign
Anatole : Ya ya
Lors : Nintra 'met 'vid ar vugale
Anatole : Ya ya
Lors : Ya ya … ha pephin' 'c'hae da dommañ e damm gouign
Anatole : Ya ya
Lors : Ya ya ya ya … ha bara gwenn 'vize pe bara du
Anatole : Bara gwenn 'vize ya ya
Lors : Setu bara gwinnizh koa
Anatole : Ya bara gwinnizh ya ya ya
Lors : Ha 'vize ket graet bara segal petramant …
Anatole : M'eus ket ane... gwelet kalz ober nann ...m'eus ket bet gwelet ober kalz bara segal
Lors : Nann
Anatole : Nann
Lors : Ha daoust hag-eñ 'ba 'r forn … pe 'oa pe 'oa poa'et toud ar bara koa 'vid toud ar gêr … tud kêr koa
Anatole : Ya
Lors : ' vize ket krase'et …eu eu petra din-me... eu bin gwinnizh du 'gav din d'ober kerc'h ...eu n'é ket kerc'h d'ober youd kerc'h … youd silet
Anatole : Kerc'h … o béo matren 'zo bet graet med sé m'eus ket gwall doullet soñj
Lors : 'Peus ket bet ...nann
Anatole : Nann m'eus ket gwall doullet soñj
Lors : Bet ...bet 'peus bet debet youd …
Anatole : Youd silet … ya ya ya
Lors : Ha piou 'rae nañ neun
Anatole : O mamm pe mamm gozh anfin
Lors : Mamm gozh
Anatole : Ya
Lors : 'Ba 'r chidourenn
Anatole : «'Ba 'r chidourenn ya o béo sé m'eus bet gwel't 'wac'h
Lors : Ar chidourenn 'vize laket …
Anatole : 'Ba kreiz al lorzi war an treber
Lors : War an treber
Anatole : Ya … 'ba kreiz al lorzi … ya pe 'vije poaz't koa
Lors : A ya
Anatole : Ha 'vize laket … 'c'hae an dud 'ba 'n dro koa
Lors : Ya
Anatole : Ha 'vize graet un toull 'ba kreiz 'ba kreiz ar youd ha vi'e laket amann barz … lak't an amann eñ ' deue koa
Lors : Hin
Anatole : An amann ' deue koa pe ' vize tomm ar youd
Lors : Ya ya ya ya
Anatole : Ha pephin' ' dape deus
Lors : Deus e du
Anatole : Ha greiz toud dern un tamm bihan muioc'h vis fall … ar re-mañ denne toud an amann treusk' nê koa
Lors : Ha ga ' loaioù koad petramant loaioù
Anatole : O loaioù houarn 'oa 'benn neuhe
Lors : Loaioù houarn … a-benn neuhe ya ya ya … ha 'raog ar youd 'oa bet poae'et 'ba 'r jiminal
Anatole : 'Ba ' r jiminal ya
Lors : A ya med pas war an treber 'ba 'r jiminal koa
Anatole : Ya
Lors : Yéo
Anatole : War chiminal ya
Lors : Pugur 'oa ket … 'oa ket treid d'ar chidourenn
Anatole : Nann ar chidourenn 'na... 'na ur …'na ur ' brog
Lors : Ur brog 'oa
Anatole : Ha 'vize skourret 'ba 'ba 'r chiminal … deus …
Lors : Staget deus ar
Anatole : Un drezenn 'vize graet deus an dra-he
Lors : Un drezenn ya … henzh é 'r gwazhañ tra 'zo 'ba 'n ti 'zo bet laret din pugur … houmañ ' zeusk he zent d'an holl
Anatole : Ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Anatole : Ar greun e vije roet … mar vije un tamm greun bennaked da ...kerc'h pe un tamm bihan heiz e vije malet da reiñ d'ar moc'hed koa
Lors : A
Anatole : Bon ar gwinnizh a yae toud e-barzh ar gambr hag e vije kaset da di ar meilher da valañ evid kaout bleud d'ober bara
Lors : A ya ...hag e vije roet bonyioù
Anatole : E vije roet bonyioù deoc'h ya
Lors : A ya ha piou a rae ar bara … e-barzh pelec'h e oa ur forn
Anatole : Eu e-barzh ...e-barzh lost kêr ...e-barzh ar feurm e oa ur forn d'ar mare-se
Lors : Ha piou a rae ar bara neuze
Anatole : Bin ...pephini d'e dro e-barzh kêr... amañ seizh e-barzh kêr ha pephini d'e dro bep lun a domme ar forn hag e vize lakaet ar bara da boazhañ e-barzh goude koa... pephini d'e dro a domme ar forn
Lors : Pephini … setu a rae ar bara evid ar sizhun koa
Anatole : Ya
Lors : Evid toud kêr koa
Anatole : Eu pephini a rae e doaz m'ho peus c'hoant
Lors : A pephini a rae e doaz
Anatole : A ya ya ya
Lors : A
Anatole : Pephini a rae e doaz ha … e
Lors : E doaz da goiñ
Anatole : Ya ha petra a vez graet diouzh an dra-se
Lors : Dorzennoù
Anatole : Ya un dorzenn … an dorz koa … pephini en em gave gant e dorzennoù toaz koa da lakaad e-barzh
Lors : Ha eu … seizh … seizh menaj e oa e-barzh ar feurm ha setu … tro ...tro ur menaj a zegoueze bep...
Anatole : Ur wech bep seizh sizhun
Lors : Seizh sizhunvez warlerc'h koa
Anatole : Ya
Lors : Ha e oa red tommañ ar forn … peseurt koad e veze lakaet e-barzh … fagodennoù
Anatole : Fagod ya
Lors : Ha goude-se koad … koad derv peotramant eu …
Anatole : O bep seurt derv peotramant kelvez ar muiañ
Lors : A kelvez ivez
Anatole : Kelvez ha derv ya
Lors : A ya ha kelenn nann
Anatole : Nann kelenn ne veze ket lakaet nann
Lors : Ivin
Anatole : A bin nann ivin ne veze ket lakaet e-barzh hin … ne oa ket kalz ivin ivez anfin ivin ne veze ket lakaet e-barzh … derv peotramant kelvez e veze lakaet e-barzh
Lors : Kelvez ha derv
Anatole : Ya
Lors : Ha setu pevare e veze red komañs krogañ … tommañ
Anatole : An tan
Lors : Ya
Anatole : O diouzh ar mintin
Lors : Diouzh ar mintin
Anatole : O ya … o marteze ...me ne ouian ket … eizh pe eizh eur hanter pa veze komañset an tan e-barzh ar forn koa
Lors : Ha pevare e veze komañset da lakaad …
Anatole : O marteze « pour « a-benn deg eur pe deg eur hanter ...me ne ouian ket just da bed eur ...se ne ouian ket mes …
Lors : A bon … ne bade ket pell neuze tommañ ar forn
Anatole : Nann nann nann tommañ ar forn se a oa fonnus awalc'h hin ...o se a oa fonnus awalc'h d'ober
Lors : Ha soñj ho peus ped...ped dorz vara e veze red ober evid ho familh deoc'h
Anatole : A se bremañ n'on ket evid larout … pemp peder pemp marteze ne ouian ket just d'ar mare-se e veze graet dorz … an dorz deg lur
Lors : Deg lur
Anatole : « cinq kilos «
Lors : Ya ya
Anatole : Ya ya
Lors : Mar veze graet seizh pe eizh
Anatole : Ya ya ne ouian ket just ped a veze moarvad pemp pe c'hwec'h … ha d'ar vugale e veze graet ...ur gouign a raent diouzh se
Lors : Ur gouign
Anatole : Ya … un tamm dorz vihan aze a-mod-se an tamm evel evel ur « gâteau « neuze e-giz-se
Lors : Ur gouign
Anatole : Ya ar vugale en em gave pephini gant e gouign hag e veze stad enne forzh mad
Lors : Mes memes toaz e oa
Anatole : Memes toaz e oa ya ya
Lors : A ya gouign ur gouign
Anatole : Ya ya
Lors : Netra nemet evid ar vugale
Anatole : Ya ya
Lors : Ya ya … ha pephini a yae da dommañ e damm gouign
Anatole : Ya ya
Lors : Ya ya ya ya … ha bara gwenn e veze pe bara du
Anatole : Bara gwenn e veze ya ya
Lors : Setu bara gwinnizh koa
Anatole : Ya bara gwinnizh ya ya ya
Lors : Ha ne veze ket graet bara segal peotramant
Anatole : N'am eus ket anavez...gwelet kalz obet nann ...n'am eus ket bet gwelet ober kalz bara segal
Lors : Nann
Anatole : Nann
Lors : Ha daoust hag-eñ e-barzh ar forn ...pa oa ...pa oa poazet toud ar bara koa evid toud ar gêr tud kêr koa
Anatole : Ya
Lors : Ne veze ket kraset … eu ...eu … petra din-me ...eu bin gwinnizh du a gav din d'ober kerc'h eu n'eo ket ...kerc'h d'ober yod kerc'h ...yod silet
Anatole : Kerc'h … o eo marteze a zo bet graet mes se n'am eus ket gwall doullet soñj
Lors : N'ho peus ket bet nann
Anatole : Nann ...n'am eus ket gwall doullet soñj
Lors : Bez … bez ho peus bet debret yod
Anatole : Yod silet ya ya ya
Lors : Ha piou a rae anezhañ neuze
Anatole : O mamm pe mamm gozh anfin
Lors : Mamm gozh
Anatole : Ya
Lors : E-barzh ar chidourenn Anarole : E-barzh ar chidourenn ya o eo se am eus gwelet awalc'h
Lors : Ar chidourenn a vize lakaet
Anatole : E-barzh kreiz al lorzi war an treber
Lors : War an treber
Anatole : Ya … e-barzh kreiz al lorzi … ya pa veze poazet koa
Lors : A ya
Anatole : Hag e veze lakaet … yae an dud e-barzh an dro koa
Lors : Ya
Anatole : hag e veze graet un toull e-barzh kreiz ...e-barzh kreiz ar yod hag e vize lakaet amann e-barzh ...lakaet an amann ...eñ a deuze
Lors : Hin
Anatole : An amann a deuze koa pa veze tomm ar yod
Lors : Ya ya ya ya
Anatole : Ha pephini a dape diouzh
Lors : Diouzh e du
Anatole : Hag a greiz toud dern un tamm muioc'h vis fall … ar re-mañ a denne toud an amann treseg anezho koa
Lors : Hag gant loaioù koad peotramant loaioù
Anatole : O loaioù houarn e oa a-benn neuze
Lors : Loaioù houarn … a-benn neuze ya ya ya ...hag araog ar yod a oa bet poazet e-barzh ar chiminal
Anatole : E-barzh ar chiminal ya
Lors : A ya mes pas war an treber e-barzh ar chiminal koa
Anatole : Ya
Lors : Eo
Anatole : War ar chiminal ya
Lors : Peogwir ne oa ket ...ne oa ket treid d'ar chidourenn
Anatole : Nann ar chidourenn en doa ...en doa ...en doa ur brog
Lors : Ur brog e oa
Anatole : Hag e veze skourret e-barzh ...e-barzh ar chiminal … diouzh …
Lors : Staget diouzh ar
Anatole : Un drezenn e veze graet diouzh an dra-se
Lors : Un drezenn ya … hennezh eo ar gwashañ tra a zo e-barzh an ti a zo bet laret din peogwir … houmañ a ziskouez he zent d'an holl
Anatole : Ya