Yvon Denez - Kervaria Sular / Kermaria Sulard

Yvon Denez, deus Kervaria Sular, a gont deomp penaos e c’hoarie e-barzh strolladoù musik pa ‘oa yaouank, ha diwezhatoc’h en deus bet dalc’het un olstaliri. Hag a-wechoù ‘save jeu etre ar pratikoù !

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Te t'eus bet disket brezhoneg pell zo neun pé 'oas yaouank 'michañs

Yvon : Ya m'eus klewet komz koa

Lors : Klewet komz

Yvon : Ya klewet komz ya

Lors : Setu...

Yvon : Fin du-mañ 'vije komzet brezhoneg heñ … ha 'ba skol 'vije ket droad de gomz brezhoneg 'vel just zé 'zo sklaer heñ

Lors : Med ...med dioustu 'michañs 'oas kat da gompren...

Yvon : A ya ya ya ha surtoud pa ves bugel 'vel-se pa ...pa...pa...fin pa ves ganet barzh pa...pa vé ar re goz 'komz deus un dra bennaket 'wid nonpas reï' da gompren da... d'ar vugale ahe 'lakes da skouarn lemm ...Heñ 'wid ...wid … ahe gomprenez v\fonnus heñ

Lors : Ya ya

Yvon : Ya

Lors : Ya ya ha soñj 'peus … pegoulz 'peus ...teus 'n im lañs't da gomz da gaozeal da vad nann

Yvon : Tamm ha tamm med pas...pas pa 'oan ...pas pa 'oan krennard heñ

Lors : Diwetoc'h...

Yvon : Diwetoc'h ya ya ...mateze 'oan « euh » 'skeud… 'skeud mateze toud pezh pezh 'oa deut muzik e Breizh ha toud pugur 'on … 'skoan war an tamboulin hag pa 'oa deut tout Stivell ha toud ahe «  euh »  hag « euh » … ar muzik ...muzik Breizh 'blije din koa ... « Rock celtique » 

Lors : A ya

Yvon : A ya…pa 'oa Dan Ar Bras ha toud ar skipailh Santangeli ha tout aze…a ya ya ya … « euh » pugur 'ma...ma komañset sonañ 'ba 'r balioù gwechall...vije...

Lors : A sonet 'peus 'ba 'r balioù

Yvon : Ya ya ya ya

Lors : A beñ 'ouien ket

Yvon : Ya ya toud muzik m'eus ... pa 'on krog't da ...da ...da sonañ ...m'eus disket saxo tamm bihan med « euh Batterie »  'blije din koa ha pa ...pa 'on ...pa m'eus komañset da labour't goudé 'm eus prenet « batterie »  ...ma... ma...ma gindirwi ha kinterwezed 'sone akordeoñs hag 'ma 'ma komañset d'o'r balioù gante ...'ma prenet « batterie »  ha 'ma ...'ma komañset d'o'r balioù gante

Lors : Ha peseurt ano 'na...'na...'na ar skipailh

Yvon : Uuchhh ...Oooo ahe 'oa « Marie-France et les Whys » 

Lors : « Why » 

Yvon : « Why »….'oamp klask eun ano ha...p'ra 'zo kaoz ha peta' e ano 'vo laket « why »  O ...'benn fin 'ma lar' dê «  why , why , why , pourquoi , pourquoi «  beñ n'eus kim 'met lak « why » neuhe ha ma gintervez 'oa Marie-France ...Marie-Françoise 'oa med Marie-France 'vije graet deï hag 'oa laket « Marie-France et les whys » 

Lors : Sete 'peus ...'peus bet digare d'hont da c'hoa'i... da sona' un tamm partoud neuhe 'michañs

Yvon : A ya ya ha neuhe 'oa...'oa gwaet portred 'm eus soñj...portred « Marie-France et leswhys » 'oa laket eur c'hi bihan barzh ...war brec'h ma gintervez ...'oa gwaet portred dirag «  wagon, wagon SNCF »  aze gwel' a rez « wagon »  ma dad 'na prenet zé 'wid lakaad leueioù

Lors : A

Yvon : 'Save leueioù 'ba ...'ba ' r «  wagon » 'oa di'aset «  wagon »  'ba 'r menaj

Lors : « Wagon » koat

Yvon : « Wagon »  koat ya ya ya ha gwaet portred dirag ar « wagon »  ahe stumm tamm bihan nim 'blije dit « euh » blije dimp « Crosby , Still , Nash and Young »  ha « Birds »  ha toud toud ar skipailhoù-zé ha kanaoennoù gant mouechoù ha toud ahe ...ha feiz 'oa gwaet portred zé gant spered tamm bihan « Crosby , Still , Nash and Young » 

Lors : A ya

Yvon : Ha ma gintervez 'na ar c'hi bihan war...war hi brec'h 'wel-se 'oa Dibenn i ano

Lors : A

Yvon : Dibenn zé 'zo eun afer all c'hoazh hag pugur ma vamm gozh 'na gintervez 'bac'h Dibenn 'bac'h ' Plouganou

Lors : A ya 'n dibenn ya ya

Yvon : Ya ya ya hag ar c'hi bihan 'oa deut deus...'oa deut deus du-hont ha 'oa laket Dibenn i ano an ano-zé 'oa Dibenn ...goudé 'oa bet ...'oa bet strollad 'bet savet ié gant Dibenn

Lors : A med ya

Yvon : Yann-Guirec Barzh

Lors : Ya

Yvon : Jean-Luc Thomas

Lors : Ya

Yvon : Annie Ebrel Phillipe Olivier

Lors : Ya

Yvon : Ha p'ra 'zo kaoz 'oa laket an ano Dibenn d'ar strollad-sé … 'skeud 'oa ar c'hi du-mañ 'ba 'n ostaleri blawejoù goudé 'oa laket Dibenn i ano ié ha 'skeud 'n ano ar c'hi du-mañ 'ba 'n ostaleri Min Koat an ano strollad 'oa deut Dibenn

Lors : A zé 'zo kaoz

Yvon : Ya zé 'zo kaoz ya ...hend all 'wid adretorn deus ar balioù neuhe goudé feiz « Marie-France et les whys »  koa

Lors : A ya

Yvon : Ya hag 'on krog' 'vel-se d'o'r ... d'ober muzik ...goudé meump savet ar strollad Kurun

Lors : A Kurun

Yvon : « Rock Celtique »  ya

Lors : A ya

Yvon : Gant Michel Derrien , Gaël Bouffant , Jean-luc Huet ha me ha da... d'er c'houlz-se vije « lutte anti-uranium , lutte »  gant toud ar strolladoù ...feiz Glenmor ha toud

Lors : Ya ya ya setu 'peus bet digare da sona' ...d'hont da sona' un tamm partoud

Yvon : Ya un tamm partoud ya ya

Lors : Med Kurun neun 'oa pet'a 'oa gitar 'oa

Yvon : Diou gitar eun gitar boud

Lors : Ya

Yvon : Ha « batterie »

Lors : A ya

Yvon : Ha « clavier s«  'zo bet 'pad ur c'hrogad... pas pell mad

Lors : Hag eun...eun ...eun deus oute ' gane pe...pe

Yvon : Me 'gane ya ya ya

Lors : A te 'gane ...te 'gane en saozneg pe « anglais »

Yvon : Ya pe e brezoneg pe galleg

Lors : A ya ...med ar sonioù 'oa bet kompoz't

Yvon : Gant Michel Derrien mab Jean Derrien deus Nantouar Jean derrien 'oa ...rae beilhiadoù gant ...gant Maria Prat gwechall

Lors : Ya beilhadegoù …

Yvon : Beilhadegoù Bro Dreger

Lors : Bro Dreger

Yvon : Ha michel 'zo ahe 'zo ad-deut en dro ahe bromañ

Lors : A ya

Yvon : Ur wech an amzer e sonomp 'sambles

Lors : A ya

Yvon : Ar muzik ya

Lors : Ahe 'peus un tamm mad a draoù memestra

Yvon : A beñ ya meump graet muzik 'sames ga' I Muvrini ha toud ar re-ze Festival Elixir barzh...

Lors : Elixir ya

Yvon : Ya ya

Lors : Ya ya

Yvon : ' kerz oamp yaouank koa

Lors : Ya

Yvon : 'N dé' raok dec'h

Lors : Ha d'al lun war-lerc'h 'vize kestion mont da labourat koa

Yvon : A beñ ya a ya

Lors : Abred 'wechoù

Yvon : Surtoud pa 'oa pa ...pa vijemp 'sona' 'ba 'r balioù … d'ar c'houlz-ze ' vije pardonioù 'ba... 'vijemp ' sona' sadorn da noz … deus taleg nav eur beked div eur deus beure … sul goudé kreizté adalek teir eur beked seizh eur d'abardè … sul da noz adaleg nav eur beked div eur deus beure …

Lors : O gast

Yvon : Goude 'c'h aemp da labourat d'al lun 'vel just

Lors : Da bed eur

Yvon : Feiz da...da... zé 'depant … pad ur c'hrogad 'oan 'labourat « en équipe » n'aen ' ket...n'aen' ket da gousket ha 'c'h aen direktamant da labourat ha goude al lun da noz e vije adpardon ha 'vije sonet c'hoazh adalek nav eur beked hanternoz pe eun eur

Lors : Bep lun noz nann

Yvon : A pa... a nann pa vije pardon

Lors : A pa vije pardon ya

Yvon : ya

Lors : A ya setu …pppfff ... nerzh 'pa

Yvon : A ya

Lors : Ya a ya brao é 'c'ha

Yvon : Pa jonjañ zé an dé hé'ie é ret be'añ sod koa

Lors : Beñ a-mod-se 'oa a-giz-se 'oa d'ar c'houlz-se koa

Yvon : Ya ya ya

Lors : Heñ hag an nerzh ha bez 'oa tud 'ba 'r vro eu

Yvon : a beñ ya ya ya

Lors : Hag an dud a sortie kalz

Yvon : Beñ toud ar yaouankiz 'n om gave ahe heñ

Lors : Ya ya ya

Yvon : Goestoù (Boestoù) noz fin d'ar c'houlz-se pa oamp 'krog' nimp 'oa … gué med goestoù noz 'gouste ker koa

Lors : Beñ ya set' ar bal 'oa …

Yvon : O beñ ar bal 'vije ...

Lors : Marc'hadmatoc'h

Yvon : Marc'hadmatoc'h un tamm mad ya … ha neuhe … ' vije piladeg 'wejoù ié

Lors : A ya

Yvon : Pas alies med añfin zé aié momestra

Lors : Beñ just 'wac'h me 'ma c'hoant goul' ganit 'keit 'oas 'terc'hen ostaleri daoust de-geñ 'zo bet 'wechoù pé 'oa tomm ar soubenn un tamm ...tammoù bac'hadoù pé …

Yvon : Ya n'eus ket bet kalz heñ

Lors : N'eus ket bet kalz

Yvon : A nann ...m'eus joñj deus...deus ...deus un 'wejoù 'ha eñ pa c'hae 'ba un ostaleri bennag a … 'vije...'vije 'n om gannañ ordin' koa ha pa aïé du-mañ 'lare : » a nann amañ 'vé ket jeu...amañ 'ver ti Monik...Monik n'eus labour't n'eus bet graet chantierioù asambles ganin amañ 'vo ket jeu « eme'añ »

Lors : A

Yvon : Med Monik n' om leske ket o'r ié heñ

Lors : Nann nann nann

Yvon : Eur wech 'oa bet … zé 'oa wid « euh réveillon » bennak …'r biladeg gant daou gindero diwar benn ur plac'h koa

Lors : A

Yvon : Ha feiz Monik 'na...pa 'na gwel't zé ...daou baotr » sympa « koa med diwar benn ar plac'h zé 'oaint ...e oaint krog't da skeïñ an eil war egile koa … Monik 'na kemer't ar bomb ...ar bomb lakrimo ha vid't 'r bomb warnê feiz ...vfffff achu 'r stal koa ...an dé war-lerc'h 'oaint aï ...pegement dleomp dit 'wid bomb …

Lors : Gwir é

Yvon : Gwir

Lors : Hag a neuint pae'et

Yvon : A a a a Monik 'na lar't o nann nann mann 'bet nann nann a nann prest da baeañ pe priz bomb

Lors : C'Hooo hag ar plac'h 'ba p'lec'h 'oa aet

Yvon : «  Euh «  gant ...gant un dionte »

Lors : A memestra

Yvon : Med n'é ket manet gantañ goude n'é ket chomet gantañ

Lors : A nann

Yvon : Nann tremenet meur a hini warlerc'h goude c'hoazh

Lors : A bon

Yvon : Ya

Lors : Beñ ' wechoù pé ...ya vé paotred merc'hed...

Yvon : Ya

Lors : An alkol eu 'wechoù

Yvon : Ya med hend-all bac'had...n'eus ket bet...nann pas… wech pe diou koa ...ya ...med 'bade ket pell

Lors : Nann

Yvon : 'N dewez all 'oa daou … 'oa daou ...daou ginderv ié prest da skeïñ an eil war egile koa ha feiz Monik 'lar dê … amañ 'vo ket jeu ...ket maez koa ...zé … zé 'oa 'kerz goañv « euh » feiz noz koa ...ha int maez koa prest da 'n om bilañ ...pa oaint aet maez Monik 'na lac'h't ar gouloù maez ...feiz oaint o daou 'bah... beñ ...teñval 'oa ...ha feiz laosk't nê maez 'pad ur c'hrogad ha goude pa 'oa kistion da serr' adalumet ar gouloù maez … digor't an nor ha int ha antren ...moaien 'zo da gad chopinad … a nann nann re diweet 'me Monik heñ

Lors : A ya a a a

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Te az peus bet desket brezhoneg pell zo neuze pa oas yaouank emichañs

Yvon : Ya am eus klevet komz koa

Lors : Klevet komz

Yvon : Ya klevet komz ya

Lors : Setu…

Yvon : Añfin du-mañ e veze komzet brezhoneg heñ… ha 'barzh 'skol ne veze ket droad da gomz brezhoneg evel-just… se zo sklaer heñ

Lors : Met… met diouzhtu emichañs e oas kap da gompren…

Yvon : A ya ya ya ha surtout pa vezez bugel evel-se pa… pa… pa... añfin pa vezez ganet e-barzh pa… pa vez ar re gozh o komz deus un dra bennaket en brezhoneg evit nompas reiñ da gompren da... d'ar vugale aze a lakez da skouarn lemm… heñ evit… evit… aze a gomprenez fonnus heñ

Lors : Ya ya

Yvon : Ya

Lors : Ya ya ha soñj az peus… pegoulz az peus… az peus en em lañset da gomz… da gaozeal da vad… nann

Yvon : Tamm ha tamm met pas… pas pa oan… pas pa oan krennard heñ

Lors : Diwezhatoc'h

Yvon : Diwezhatoc'h ya ya… marteze e oan « euh »... e-skeud… e-skeud marteze tout… pezh… pezh a oa deuet… muzik e Breizh ha tout peogwir on… 'skoan war an taboulin hag pa oa deuet tout Stivell ha tout aze… « euh » hag « euh »… ar muzik… muzik Breizh a blije din koa « rock celtique »

Lors : A ya

Yvon : A ya… pa oa Dan ar Bras ha tout ar skipailh ha Santangeli ha tout aze… a ya ya ya… « euh » peogwir am boa… am boa komañset son e-barzh ar balioù gwechall… e veze

Lors : A sonet az peus e-barzh ar balioù

Yvon : Ya ya ya ya

Lors : A beñ ne ouien ket

Yvon : Ya ya… tout muzik am eus… pa 'h on krog da… da… da son am eus desket sakso ‘tamm bihan met «euh batterie »a blije din koa ha pa… pa ‘h on… pa 'm eus komañset da labourat goude am eus prenet « batterie » ma… ma… ma gendirvi ha kenitervezed a sone akordeoñs hag am boa… am boa komañset d'ober balioù gante... am boa prenet « batterie » ha ‘m boa komañset d’ober balioù gante

Lors : Ha peseurt anv en doa… en doa… en doa ar skipailh

Yvon : Ucchhhh… ooooo… aze e oa « Marie-France et les Whys »

Lors : « Whys »

Yvon : « Whys » e oamp o klask un anv ha… petra zo kaoz ha petore anv vo lakaet… o a-benn ar fin am boa lâret dezhe « why, why,why , pourquoi, pourquoi, beñ n'eus ken nemet lakaat « why » neuze » ha ma genitervez a oa Marie-France… Marie-Francoise e oa met Marie-France a veze graet dezhi hag e oa lakaet « Marie-France et les Whys »

Lors : Setu az peus... setu az peus bet digarez da vont da c'hoari… da son un tamm partout neuze emichañs

Yvon : A ya ya ha neuze e oa… e oa graet ‘poltred am eus soñj... poltred «  Marie-France et les Whys » e oa lakaet ur c'hi bihan e-barzh… war brec'h ma genitervez… e oa graet ur poltred dirak ur « wagon, wagon SNCF » aze gwelet a rez '« wagon »... ma dad en doa prenet se evit lakaat leueoù

Lors : A

Yvon : A save leueoù e-barzh… e-barzh ar « wagon » e oa degaset '« wagon »  e-barzh ar menaj

Lors : « Wagon » koad

Yvon : « Wagon » koad ya ya ya ha graet 'poltred dirak ar « wagon » aze e stumm un tamm bihan… ni a blije dit… « euh » a blije dimp « Crosby, Still, Nash and Young », « Birds » ha tout… tout ar skipailhoù-se ha kanaouennoù gant mouezhioù ha tout aze… ha feiz e oa graet ar poltred-se gant spered un tamm bihan « Crosby, Still, Nash and Young »

Lors : A ya

Yvon : Ha ma genitervez he doa ar c'hi bihan war… war he brec'h evel-se e oa Dibenn e anv

Lors : A

Yvon : Dibenn se zo un afer all c'hoazh hag... peogwir ma vamm-gozh he doa (ur) genitervez e-barzh Dibenn e-barzh Plouganou

Lors : A ya an Dibenn ya ya

Yvon : Ya ya ya hag ar c'hi bihan a oa deuet deus… a oa deuet deus du-hont hag e oa lakaet Dibenn e anv… an anv-se oa... oa Dibenn… goude e oa bet… e oa bet ‘strollad bet savet ivez gant Dibenn

Lors : A met ya

Yvon : Yann-Gireg Barzh

Lors : Ya

Yvon : Jean-Luc Thomas

Lors : Ya

Yvon : Annie Ebrel… Phillippe Olivier

Lors : Ya

Yvon : Ha petra zo kaoz a oa lakaet an anv Dibenn d'ar strollad-se… e-skeud e oa ar c'hi du-mañ e-barzh an ostaleri bloavezhioù goude e oa lakaet Dibenn e anv ivez hag e-skeud an anv ar c'hi du- mañ e-barzh an ostaleri Min Koad, an anv strollad a oa deuet Dibenn

Lors : A se zo kaoz

Yvon : Ya se zo kaoz ya… a-hend-all evid adretorn diouzh ar balioù neuze goude feiz… « Marie- France et les Whys » koa

Lors : A ya

Yvon : Ya ha 'h on krog evel-se d'ober… d'ober muzik... goude hon eus savet ar strollad Kurun

Lors : A Kurun

Yvon : « Rock celtique »ya

Lors : A ya

Yvon : Gant Michel Derrien, Gaël Bouffant, Jean-Luc Huet ha me ha da... d'ar c'houlz-se e veze « lutte anti-uranium, lutte... » gant tout ar strolladoù… feiz Glenmor ha tout

Lors : Ya ya ya setu az peus bet digarez da son…. da vont da son un tamm partout

Yvon : Ya un tamm partout ya ya

Lors : Mes Kurun… neuze e oa… petra oa… gitar oa

Yvon : Div gitar… un gitar boud...

Lors : Ya

Yvon : Ha « batterie »

Lors : A ya

Yvon : Ha « claviers » zo bet e-pad ur c'hrogad… pas pell mat

Lors : Hag unan… unan… unan dioute a gane pe… pe...

Yvon : Me a gane ya ya ya

Lors : A te a gane… te a gane e saozneg pe « anglais »

Yvon : Ya pe e brezhoneg pe galleg

Lors : A ya… mes ar sonioù a oa bet kompozet...

Yvon : Gant Michel Derrien mab Jean Derrien eus Nantouar Jean Derrien a oa… a rae beilhadegoù gant… gant Maria Prad gwechall

Lors : Ya beilhadegoù

Yvon : Beilhadegoù Bro-Dreger

Lors : Bro-Dreger

Yvon : Ha Michel zo aze… zo addeuet en-dro aze bremañ

Lors : A ya

Yvon : Ur wech an amzer e sonomp asambles

Lors : A ya

Yvon : Ar muzik ya

Lors : Aze az peus un tamm mat a draoù memes tra

Yvon : A beñ ya… hon eus graet muzik asambles gant « I Muvrini » ha tout ar re-se... « festival Elixir » e-barzh...

Lors : « Elixir » ya

Yvon : Ya ya

Lors : Ya ya

Yvon : E-kerzh e oamp yaouank koa

Lors : Ya

Yvon : An deiz a-raok dec'h

Lors : Ha d'al lun war-lerc'h e veze kestion mont da labourat koa

Yvon : A beñ ya a ya

Lors : Abred a-wechoù

Yvon : Surtout pa oa… pa… pa vezemp o son e-barzh ar balioù… d'ar c'houlz-se e veze pardonioù e-barzh… e vezemp o son : sadorn da noz… deus talek nav eur betek div eur diouzh ar beure… sul goude kreisteiz adalek teir eur betek seizh eur d'abardaez… sul da noz adalek nav eur betek div eur diouzh ar beure …

Lors : O gast

Yvon : Goude ec'h aemp da labourat d'al lun evel-just

Lors : Da bet eur

Yvon : Feiz da… da… se a depant… e-pad ur c'hrogad e oan o labourat « en équipe » n’aen ket… n’aen ket da gousket 'h aen direktamant da labourat ha goude al lun da noz e veze adpardon hag e veze sonet c'hoazh adalek nav eur betek hanternoz pe un eur

Lors : Bep lun noz ...nann

Yvon : A pa... a nann pa veze pardon

Lors : A pa veze pardon ya

Yvon : Ya

Lors : A ya setu… pppfffff nerzh az poa

Yvon : A ya

Lors : Ya a… brav eo ‘vat

Yvon : Pa soñjan se an deiz hirie eo ret bezañ sot koa

Lors : Beñ a-mod-se e oa… e-giz-se e oa d'ar c'houlz-se koa

Yvon : Ya ya ya

Lors : Heñ hag an nerzh ha bez e oa tud e-barzh ar vro ivez

Yvon : A beñ ya ya ya

Lors : Hag an dud a sortie kalz

Yvon : Beñ tout ar yaouankiz en em gave aze heñ

Lors : Ya ya ya

Yvon : Gwestoù noz añfin d'ar c'houlz-se pa oamp krog ni a oa… geo… met ar gwestoù noz a gouste ker koa

Lors : Beñ ya setu ar bal a oa…

Yvon : O beñ ar bal a veze...

Lors : Marc'hadmatoc'h

Yvon : Marc'hadmatoc'h un tamm mat ya… ha neuze… e veze piladeg a-wechoù ivez

Lors : A ya

Yvon : Pas alies met añfin se a errue memes tra

Lors : Beñ just a-walc'h me am boa c'hoant goulenn ganit… e-keit e oas o talc'hen ostaleri daoust hag-eñ zo bet a-wechoù pa oa tomm ar soubenn un tamm… tammoù bazhadoù peotramant...

Yvon : Ya… n'eus ket bet kalz hañ

Lors : N'eus ket bet kalz

Yvon : A nann… me ‘m eus soñj eus... eus... eus unan a-wechoù ha eñ pa 'h ae e-barzh un ostaleri bennak a... a veze… a veze o ‘n em gannañ ordin koa ha pa errue du-mañ a lâre : « A nann amañ ne vez ket jeu… amañ ‘vêr e ti Monik… Monik 'neus labouret… war ar chantierioù asambles ganin… amañ ne vo ket jeu » emezañ

Lors : A

Yvon : Met Monik n'en em leske ket ober ivez heñ

Lors : Nann nann nann

Yvon : Ur wech e oa bet… se a oa evit « euh… réveillon » bennak… ur biladeg gant daou genderv diwar-benn ur plac'h koa

Lors : A

Yvon : Ha feiz Monik he doa… pa 'doa gwelet se… daou baotr « sympa » koa met diwar-benn ar plac'h-se e oant… e oant krog da skeiñ an eil war egile koa… Monik he doa kemeret ar bomb… ar bomb lakrimo ha videt ar bomb warne feiz… vvffff echu ar stal koa… an deiz war-lerc'h e oant erru… pegement a dleomp dit evit ar bomb...

Lors : Gwir eo

Yvon : Gwir

Lors : Hag o deus paeet

Yvon : A aaa Monik ‘doa lâret o nann nann mann ebet nann nann a nann prest da baeañ pe... priz ar bomb

Lors : C'Hoooo hag ar plac'h e-barzh pelec'h e oa aet

Yvon : « Euh » gant… gant unan dioute

Lors : A memes tra

Yvon : Met n'eo ket manet gantañ goude n'eo ket chomet gantañ

Lors : A nann

Yvon : Nann tremenet meur a hini war-lerc'h goude c'hoazh

Lors : A bon

Yvon : Ya

Lors : Beñ a-wechoù pa... ya a vez paotred merc'hed

Yvon : Ya

Lors : An alkol ivez a-wechoù

Yvon : Ya met a-hend-all bazhad... n'eus ket bet… nann pas… ur wech pe div koa… ya… met ne bade ket pell

Lors : Nann

Yvon : Un devezh all e oa daou… e oa daou… daou genderv ivez prest d'en em... skeiñ an eil war egile koa ha feiz Monik a lâr dezhe : « amañ ne vo ket jeu… kit 'maez » koa… se… se a oa e-kerzh ar goañv « euh » feiz noz koa… ha int ‘maez koa prest d'en em bilañ… pa oant aet ‘maez Monik he doa lazhet ar gouloù 'maez… feiz e oant o-daou 'barzh… beñ… teñval e oa… ha feiz laosket anezhe ‘maez e-pad ur c'hrogad ha goude pa oa kestion da serriñ adalumet ar gouloù 'maez, digoret an nor ha int ha antren… moaien a zo da gaout ‘chopinad… a nann nann re diwezhat, eme Monik heñ

Lors : A ya a a a a

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh