Bob Simon - Kastell-Paol / Saint-Pol-de-Léon
Bob Simon nous parle de son parcours de comédien en direction des jeunes et des moins jeunes, en Breton comme en Français. En retraite depuis peu,il reste comédien. Comédien un jour, comédien toujours. Shakespeare trotte aussi dans sa tête depuis longtemps. Pourra-t-il monter Mac Beth un jour ? Telle est la question.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Bob : Labouret e veze kalzig er skolioù
Lors : Er skolioù
Bob : Ya lak' ...lakaat ar vugale d'ober ...d'ober c'hoariva
Lors : A
Bob : Ha koulz e galleg hag e brezhoneg koa
Lors : A ya
Bob : Ya hag an dra-ze ...an dra-ze 'vefe … a gemere « euh » n'é' ket ar bras eus an amzer med kalzig amzer koa
Lors : A ya
Bob : Ya setu 'vel just evid...evid an dud diaveaz an dra-ze n'é' ket...n'é' ket anavezet evel just med...
Lors : Med nann …
Bob : Med an dra-he ...kavout a reen 'oa a bouez ...lakaat ar vugale d'ober traoù beñ e brezhouneg pegwir pet'a eo er yezh ma 'vez ket ...ma 'vez ket lakeat da dalvezout koa hag ma 'vez ket krouet traoù e brezhouneg ...ma 'vez ket ...gwir eo heñ
Lors : Beñ ya
Bob : Hag treiñ a rea mad heñ plijadur bras a veze ga'd ar vugale o … o c'hoari koa
Lors : Ya ya
Bob : A ya ya ya
Lors : Ha neuhe 'benn ...'benn ...'benn kaout ar skoulioù-mañ ha tout hag an arc'hant ivé' « euh » piou 'n im okupe deus ze Strollad ar Vro Bagan petram' tud all
Bob : Beñ Ar Vro Bagan pa... keit « ouais « keit ma oan ga'd Ar Vro Bagan e... e veze Ar Vro Bagan med goude ...goude 'poa un tammig dija an daremprejou 'oa... ni 'oa Treiñ a reem' er memes skolioù dre vras a vloaz da vloaz koa
Lors : A ya
Bob : O ya
Lors : Hag Strollad « Mad ar Jeu « zo deut goude …
Bob : Ya ...beñ goude 'fiñ ...savet ...daou vil pemp 'gav din hor beus savet ur gevredigezh « C'hoariva « evid bodañ ...bodañ c'hoari... ar ...penaos ar strollajou a c'hoarie e brezhouneg ha dre ze ez eus bet goulennet digant ar rannvro kaout « euh » penaos er raktres koa evid chikour penaos al labour e brezhouneg er skolioù er c'hoariva ha setu 'benn ar fin e … an arc'hant penaos … ar rannvro a roe pemp ha tregont dre gant ...pemp ha tregont dre gant deus … deus pezh a gouste koa setu 'vid ar skolioù 'oa ket ker ken
Lors : A
Bob : Setu « voilà « setu an dra-he 'zo bet negosiet ga'd ar...ga'd ar rannvro hag bon treiñ a rea heñ ya hag bez 'z eus deus an dra-he 'tao …
Lors : Atao
Bob : Ya ya ya ya ya
Lors : A ya
Bob : Ya
Lors : Ha c'hwi 'zo … c'hwi 'zo 'ba 'r jeu
Bob : Me 'vezan ket ken er skolioù me 'zo war va leve o o o hey o
Lors : A ya
Bob : Med ...med a bouez eo e vefe kendalc'het d'ober c'hoariva ga'd ar vugale er skolioù a ya
Lors : Sertanam' ya
Bob : A beñ ya
Lors : Ya ya hag an dra-ze a blij de'o ié
Bob : Kenañ
Lors : A ya
Bob : Beñ ya 'veljust … a ya ya ya ya ya ...med 'vez ket graet awalac'h heñ plas plas a vefe evid ...evid kalz muioc'h a dud heñ
Lors : Ya sertanam'
Bob : O beñ ya ma...ma 'yafe ar re yaouank beñ komedianed yaouank c'hoant ga'to labourad er skolioù pppffff plas a 'zo heñ a ya ya ya
Lors : Marteze an arc'hant a vanke … a vankefe … ar Rannvro an departamañchoù n'é ket zur yao
Bob : « ouais « 'veljust med n'é ket pppfff o ya med ahe 'giz ...'giz 'm'emañ bremañ n'é ket kement-se un afer a arc'hant heñ
Lors : A nann
Bob : Beñ ne goust … ne goust ket ker d'ar skolioù kaout ...kaout komedianed d'ober war-dro ar vugale ha...ha sevel pechoù-c'hoari asamblez ganto
Lors : A bon
Bob : Ne goust ket k...beñ « non « koust a ra kalz muioc'h ...kalz … da... da … da geroc'h ez a mont... n'ouzon ket med da...d'an erc'h pet'amant klasoù klasoù mor pe traoù 'eseik... beajoù traoù 'eseik koust a ra kalz … kalz keroc'h eget kaout kaout unan bennag
Lors : Ya gwir eo
Bob : 'Pad...'pad er frapad ec'h ober c'hoariva gant ar vugale heñ
Lors : Ya gwir eo
Bob : Beñ ya setu « non , non ,non « pa 'vez c'hoant a... 'vez kavet an arc'hant heñ
Lors : Ya ya ya ya
Bob : Ya ya
Lors : Hag ar pezh-c'hoari diwéon 'peus bet c'hoariet digant...digant 'n dud 'giz aktour 'raok 'raok mont war...war ho leve peseurt pezh-c'hoari 'oa
Bob : O evid c'hoari n'oun ket eat war va leve ...kendelc'her a ran...
Lors : Nann nann med me 'lar 'giz « euh »
Bob : Nann e oa beñ ga'd « euh » ...ga'... ga' Madarjeu « euh » penaos « euh » Kontadennoù « Canterbury « ahe
Lors : A kontadennoù « Cantebury « ya
Bob : Ya savet hor boa er pezh-c'hoari
Lors : Set'...
Bob : Gant 'fiñ diwar diou gontadenn deus « Chaucer « ahe ...kontadennoù « Cantebury » koa
Lors : Ya
Bob : Ya hag...
Lors : Ha c'hwi eo an hini a n'eus troet ar...
Bob : Ya
Lors : An testennoù
Bob : Ya
Lors : A ya
Bob : Ya ...heñ
Lors : N'é ket be' re start « euh »...
Bob : A a a a a-wechoù
Lors : Beñ ya kar...
Bob : Nann med 'oa ket ...'oa ket divar « euh » saozneg fin ar grennamzer heñ
Lors : Nann nann
Bob : Setu ...o lakeat hon eus un neubeud frazennoù e...
Lors : A memestra
Bob : Ya beñ 'veljust ahe zoken... ar Saozon zoken n'o diche ket komprenet heñ
Lors : A nann
Bob : Beñ nann ...evel ma vefe beñ galleg n'ouzon ket me « François Villon « bremañ
« euh »…bez e c'hellez sutal a-benn ...a-benn kompren heñ
Lors : Ya ya
Bob : Beñ ya
Lors : Ya ya ya ...ha just 'wac'h an dra-mañ ...troiñ ...troiñ e brezhoneg an dra-he ... 'neus bet plijet doc'h...
Bob : Kenañ
Lors : An dra-he 'zo 'r sakre labour heñ
Bob : Ya ...med « ouais « med plijus eo ...plijus eo pe'gwir ret eo dit terriñ da benn ha da reur a-wechoù evid ...evid kaout ar pezh a zo ar justa' koa ...bon teuer ket a-benn atao pe'gwir pa vez c'hoari ga'd ar gerioù ha traoù 'veseik é' dies kenañ tremen deus « euh » heñ …
Lors : Ya dies eo
Bob : Lakaat...lakaat an dra-ze en ur yezh all koa
Lors : Ya ya
Bob : Bon med klasket e vez just awalac 'h da « voilà hein » e brezhouneg o ... kaout un dra bennak demdost memestra 'fiñ « euh »
Lors : Ya
Bob : Nann me...me ...me 'blij din …
Lors : Ya 'vel 'lare « euh » ...
Bob : n'é ket eas ...nann ...n'é ket eas ... heñ labourus eo med « euh ouais euh »
Lors : N'é ket eas ha 'vel 'lare n'ouzon ket piou « euh traduire , c'est trahir »
Bob : Ya
Lors : Sete...
Bob : Ya ya ya an dra-ze 'zo « Trade ( saozneg ) « ié ...'deus roet eo ié « euh » eskemm « euh » heñ kenwerzh
Lors : Ya ya ya
Bob : Setu « ouais » nann nann nann med un dra plijus eo kendelc'her a ran heñ ahe 'm eus un neubeud traoù war ar stern ahe
Lors : A ya
Bob : Ya
Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus skrivet pezhioù-c'hoari hoc'h-eun
Bob : Diouzh ...diouzh ret evit ar skolioù... med n'int ket bet embannet a a a a
Lors : A
Bob : Nann nann nann « ouais « ...pe kempenn ...kempenn pechoù-c'hoari koa da lakaat da glota' ga'd ...ga'd an ezhommoù 'benn ar fin koa
Lors : Hmmm
Bob : Atao un dra bennak pleustreg pa oa ...pa oa ...pa oa ezhoumm deus un dra bennak koa med me n'oun ket skrivagner kement-se
Lors : Nann
Bob : Nann nann nann n'é ket « euppff » nann nann
Lors : Ha daoust hag-eñ 'peus bet soñjet 'ba ...'ba serten pezhioù-c'hoari petram' « euh » ya me oar me ...rolioù …a me oar...'piche bet c'hoant c'hoari' ha 'peus ket bet graet... 'peus ket bet digare' da ...da c'hoari'
Bob : Er pennad 'zo bet 'oa er raktres « euh » evid ober un taol bruderezh evid ar brezhouneg kaout el leurenner mil ...mil vrudet koa er bed a-bez zoken med er « Peter Brook « bennak pet'amant « Declan Donnellan « pe la... evit sevel er ...er « shakespeare « e brezhouneg med bon pppfff...
Lors : Ha peseurt hini peseurt ...
Bob : Beñ « Mac Beth « 'zo bet troet mad kenañ troidigezh Roparz Hemon a zo mad kenañ
Lors : A bon
Bob : Ya ...setu 'viche ...ar raktres ' oa ...'oa « Mac Beth » med bon ppff ret eo kaout beñ ret eo ...ret eo ober an dra-ze a-vicher e-pad ...'pad bloaz koa...panefe ivit kaout an dud er sapre …'r sapre labour eo hag bon 'benn ar fin 'z eus bet den ebet gouest d'ober un dra-he koa
Lors : Ha n'é ket bet kinniget da...da...d'an « TV » brezhoneg ober ze « euh »
Bob : 'Gaf ket din
Lors : Nann
Bob : 'Gaf ket din ...med an dra-ze 'viche ...'viche bet en taol ...en taol bruderezh pe'gwir n'ouzon ket ...me m'eus gwelet « Mac... »euh... Mac Beth « just awalac'h e « Festival Aurillac »
Lors : Ya
Bob : Gant Polonis
Lors : A bon
Bob : « Ouais » gant 'bep seurt.... doare « Mad max « en tammig bi'en ... motoioù ha traoù 'ese koa ekstra « et ah ouais « penaos « trash « penn-da-benn « rock and roll » koa
Lors : Ya ya
Bob : « Ah ouais « med « Mac Beth » me ne gomprenan ket ...n'anavezan er ... ger ebet e Poloneg ha padal beñ ...tout an dud a heulie ar pezh en un doare ekstra koa
Lors : A ya ya
Bob : Setu pppfff...
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Bob : Labouret e veze kalzig er skolioù
Lors : Er skolioù
Bob : Ya lakaat… lakaat ar vugale d'ober… d'ober c'hoariva
Lors : A
Bob : Ha koulz e galleg hag e brezhoneg koa
Lors : A ya
Bob : Ya hag an dra-se… an dra-se a vefe… a gemere « euh » n'eo ket ar bras diouzh an amzer met kalzig amzer koa
Lors : A ya
Bob : Ya setu evel-just evit… evit an dud diavaez an dra-se n'eo ket… n'eo ket anavezet evel-just me...
Lors : met nann
Bob : met an dra-se… kavout a raen e oa a-bouez… lakaat ar vugale d'ober traoù beñ e brezhoneg peogwir petra eo ur yezh ma ne vez ket… ma ne vez ket lakaet da dalvezout koa ha ma ne vez ket krouet traoù e brezhoneg… ma ne vez ket… gwir eo heñ
Lors : Beñ ya
Bob : Hag treiñ a rae mat heñ plijadur bras a veze gant ar vugale o… o c'hoari koa
Lors : Ya ya
Bob : A ya ya ya
Lors : Ha neuze a-benn… a-benn kaout ar skolioù-mañ ha tout hag an arc'hant ivez « euh » piv en em okupe diouzh se, Strollad Ar Vro Bagan peotramant tud all
Bob : Beñ Ar Vro Bagan pa… e-keit « ouais » e-keit ma oan gant Ar Vro Bagan e… e veze Ar Vro Bagan met goude… goude ho poa un tammig dija an darempredoù a oa… ni a oa… treiñ a raemp er memes skolioù dre vras a vloaz da vloaz koa
Lors : A ya
Bob : O ya
Lors : Hag strollad « Madarjeu » a zo deuet goude…
Bob : Ya… beñ goude… anfiñ… savet… daou vil pemp a gav din hon eus savet ur gevredigezh « C'hoariva » evit bodañ… bodañ c'hoari… ar… penaos ar strolladoù a c'hoarie e brezhoneg ha dre se ez eus bet goulennet digant ar Rannvro kaout « euh » penaos ur raktres koa evit sikour penaos al labour e brezhoneg er skolioù er c'hoariva ha setu a-benn ar fin e… an arc'hant penaos… ar Rannvro a roe pemp ha tregont dre gant… pemp ha tregont dre gant eus… eus pezh a gouste koa setu evit ar skolioù ne oa ket ker ken
Lors : A
Bob : Setu « voilà » setu an dra-se a zo bet negosiet gant ar… gant ar Rannvro ha bon... treiñ a rae heñ ya ha bez ez eus eus an dra-se atav
Lors : Atav
Bob : Ya ya ya ya ya
Lors : A ya
Bob : Ya
Lors : Ha c'hwi a zo… c'hwi a zo e-barzh ar jeu…
Bob : Me ne vezan ket ken er skolioù me a zo war va leve o o o hey o
Lors : A ya
Bob : met… met a-bouez eo e vefe kendalc'het d'ober c'hoariva gant ar vugale er skolioù a ya
Lors : Sertanamant ya
Bob : A beñ ya
Lors : Ya ya hag an dra-se a blij dezho ivez
Bob : Kenañ
Lors : A ya
Bob : Beñ ya evel-just… a ya ya ya ya ya… met ne vez ket graet a-walc'h heñ plas… plas a vefe evit… evit kalz muioc'h a dud heñ
Lors : Ya sertanamant
Bob : O beñ ya ma… ma yafe ar re yaouank beñ komedianed yaouank c'hoant ganto labourat er skolioù ppfff plas a zo heñ a ya ya ya
Lors : Marteze an arc'hant a vanke… a vankefe… ar Rannvro an departamantoù n'eo ket sur eo
Bob : « Ouais » evel-just met n'eo ket ppfff o ya met aze e-giz… e-giz m'emañ bremañ n'eo ket kement-se un afer a arc'hant heñ
Lors : A nann
Bob : Beñ ne goust… ne goust ket ker d'ar skolioù kaout… kaout komedianed d'ober war-dro ar vugale ha… ha sevel pezhioù-c'hoari asambles ganto
Lors : A bon
Bob : Ne goust ket k… beñ « non » koustañ a ra kalz muioc'h… kalz… da… da… da geroc'h ez a mont… n'ouzon ket met da… d'an erc'h peotramant klasoù klasoù mor pe traoù evel-se… beajoù traoù evel-se koustañ a ra kalz… kalz keroc'h eget kaout kaout unan bennak
Lors : Ya gwir eo
Bob : E-pad… e-pad ur frapad oc'h ober c'hoariva gant ar vugale heñ
Lors : Ya gwir eo
Bob : Beñ ya setu « non non non » pa vez c'hoant… e vez kavet an arc'hant heñ
Lors : Ya ya ya ya
Bob : Ya ya
Lors : Hag ar pezh-c'hoari diwezhañ ho peus bet c'hoariet digant… digant an dud e-giz aktour a-raok… a-raok mont war… war ho leve peseurt pezh-c'hoari e oa
Bob : O evit c'hoari n'on ket aet war va leve… kendelc'her a ran…
Lors : Nann nann met me a lâr e-giz « euh »
Bob : Nann e oa beñ gant « euh »… gant… gant Madarjeu « euh » penaos « euh » kontadennoù « Canterbury » aze
Lors : A kontadennoù « Canterbury » ya
Bob : Ya savet hor boa ur pezh-c'hoari…
Lors : Setu...
Bob : Gant anfiñ diwar div gontadenn eus « Chaucer » aze… kontadennoù « Canterbury » koa
Lors : Ya
Bob : Ya hag
Lors : Ha c'hwi eo an hini en deus troet ar...
Bob : Ya
Lors : An testennoù
Bob : Ya
Lors : A ya
Bob : Ya… heñ
Lors : N'eo ket bet re start « euh »
Bob : A a a a a-wechoù
Lors : Beñ ya kar...
Bob : Nann met ne oa ket… ne oa ket diwar « euh » saozneg fin ar Grennamzer heñ
Lors : Nann nann
Bob : Setu… o lakaet hon eus un nebeut frazennoù e...
Lors : A memes tra
Bob : Ya beñ evel-just aze zoken... ar Saozon zoken n'o dije ket komprenet heñ
Lors : A nann
Bob : Beñ nann… evel ma vefe beñ galleg n'ouzon ket me « François Villon » bremañ « euh »… bez e c'hellez sutal a-benn… a-benn kompren heñ
Lors : Ya ya
Bob : Beñ ya
Lors : Ya ya ya… ha just a-walc'h an dra-mañ… troiñ… troiñ e brezhoneg an dra-se… en deus bet plijet deoc'h...
Bob : Kenañ
Lors : An dra-se a zo ur sakre labour heñ
Bob : Ya… met « ouais » met plijus eo… plijus eo peogwir ret eo dit terriñ da benn ha da revr a-wechoù evit… evit kaout ar pezh a zo ar justañ koa… bon ne deuer ket a-benn atav peogwir pa vez c'hoari gant ar gerioù ha traoù evel-se eo diaes-kenañ tremen eus « euh » heñ…
Lors : Ya diaes eo
Bob : Lakaat… lakaat an dra-se en ur yezh all koa
Lors : Ya ya
Bob : Bon met klasket e vez just a-walc'h da « voilà hein » e brezhoneg o… kaout un dra bennak damdost memestra anfiñ « euh »
Lors : Ya
Bob : Nann me… me… me a blij din...
Lors : Ya evel a lâre « euh »
Bob : N 'eo ket aes… nann… n'eo ket aes… heñ labourus eo met… « euh ouais euh »…
Lors : N'eo ket aes hag evel a lâre n'ouzon ket piv « traduire, c'est trahir »
Bob : Ya
Lors : Setu...
Bob : Ya ya ya an dra-se a zo « Trade (saozneg) » ivez … en deus roet eo ivez « euh » eskemm « euh » heñ kenwerzh
Lors : Ya ya ya
Bob : Setu « ouais » nann nann nann met un dra plijus eo kendelc'her a ran heñ aze am eus un nebeut traoù war ar stern aze
Lors : A ya
Bob : Ya
Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus skrivet pezhioù-c'hoari hoc'h-unan
Bob : Diouzh… diouzh ret evit ar skolioù… met n'int ket bet embannet a a a a
Lors : A
Bob : Nann nann nann « ouais »… pe kempenn… kempenn pezhiou-c'hoari da lakaat da glotañ gant… gant an ezhommoù a-benn ar fin koa
Lors : Hmmm
Bob : Atav un dra bennak pleustrek pa oa… pa oa ezhomm diouzh un dra bennak koa met me n'on ket bet skrivagner kement-se
Lors : Nann
Bob : Nann nann nann n'eo ket « euppff » nann nann
Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus bet soñjet e-barzh… e-barzh serten pezhioù-c'hoari peotramant « euh » ya… me a oar-me...rollioù… ha me a oar… ho pije bet c'hoant c'hoari ha n'ho peus ket bet graet… n'ho peus ket bet digarez da… da c'hoari
Bob : Ur pennad zo bet e oa ur raktres « euh » evit ober un taol bruderezh evit ar brezhoneg kaout ul leurenner mil… mil vrudet koa er bed a-bezh zoken met ur « Peter Brook » bennak peotramant « Declan Donnellan » pe la... evit sevel ur… ur « Shakespeare » e brezhoneg met bon pppfff...
Lors : Ha peseurt hini peseurt...
Bob : Beñ « Macbeth » a zo bet troet mat-kenañ troidigezh Roparz Hemon a zo mat-kenañ
Lors : A bon
Bob : Ya… setu e vije… ar raktres a oa… a oa « Macbeth » met bon ppff ret eo kaout beñ ret eo… ret eo ober an dra-se a-vicher e-pad… e-pad bloaz koa… pa ne vefe evit kaout an dud ur sapre… ur sapre labour eo hag bon a-benn ar fin ne 'z eus bet den ebet gouest d'ober an dra-se koa
Lors : Ha n'eo ket bet kinniget da… da… d'an « TV » e brezhoneg ober se « euh »
Bob : Ne gav ket din
Lors : Nann
Bob : Ne gav ket din… met an dra-se a vije… a vije bet un taol… un taol bruderezh peogwir n'ouzon ket… me 'm eus gwelet « Mac...euh...Macbeth » just a-walc'h e «Festival Aurillac »
Lors : Ya
Bob : Gant Poloniz
Lors : A bon
Bob : « Ouais » gant a bep seurt… doare « Mad Max » un tammig bihan… motoioù ha traoù evel-se koa ekstra « et ah ouais » penaos « trash » penn-da-benn « rock and roll » koa
Lors : Ya ya
Bob : « Ah ouais » met « Macbeth » me ne gomprenan ket… n'anavezan ur… ger ebet e poloneg ha padal beñ… tout an dud a heulie ar pezh en un doare ekstra koa
Lors : A ya ya
Bob : Setu pppfff
Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.