François Caroff - Plouenan / Plouénan
Reprenant la petite ferme de ses parents, François Caroff, nous dévoile de quelle façon, au fil des ans, et grâce à une fratrie soudée, il est parvenu à exercer une mutation qui fait maintenant de son entreprise l'une des plus importantes d'Europe. Celle-ci est animée depuis par ses enfants et petits-enfants. La transmission est assurée.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Ho tud « euh » peseurt micher « euh » reont
François : Peisan
Lors : Peisan
François : Beñ ya med peisan bihan koa evel just heñ ... n'on ket propietour heñ 'n dra-he oa tout...
Lors : Just 'wac'h ped devezh arad 'oa...
François : O 'oa ket bras an atan' ugent dervez-arad pe 'oa « ouais «
Lors : Ugent
François : Ugent ya brem' n'é ket kalz brasoc'h med bremañ n'é' ket heñvel koa 'mañ tout « hors-sol « bremañ koa
Lors : A ya
François : Ya … depant gwelet heñ penaos 'oa an atan' … ar re 'deu a jom an tammig heñ « euh » ...ya …
Lors : Med n'é' ket ur feurm ken
François : Nann nimet « pépinière «
Lors : Med c'hwi 'peus chañchet ...pevare 'peus chañchet
François : Me moa chañchet ...chañchet 'on ar blavezh naonteg daouzek ha tri-ugent ... »non » dek ha tri-ugent « en soixante , mil neuf cent soixante-dix , ouais «
Lors : A ya dek ha tri-ugent
François : Ya ...'omp chañchet ya er blavezh-se ...er blavezh-sé e moa bet daou vugel ma keroc'h ...'moa ...'moa komañset ar « pépinière « hag e moa bet er verc'h memes tare bloaz ...gant an dra-he ...set' an dra-he 'ra din derc'hel joñj peur ...peur é' bet komañset ar « pépinière » er memes'tare bloaz 'oa
Lors : A ya
François : Ya
Lors : Ya ya
François : Ya hag hounnezh zo breman ma kerez amañ e ...e zo ar mab kaer zo dimezet ga'ti hag a zo 'terc'hel an atan' bremañ ma kerez pe an atan' bon an « entreprise « ga't...ga't...ga't... « machine « er mab din ié koa
Lors : A ya
François : Daou int... asosiet int ...Ya
Lors : A ya
François : Hag a zo bremañ ...hag a zo bremañ c'hwec'h vloaz ha seizh vloaz hag hanter-kant
Lors : A ya
François : Hag ez eus er mab bihan a zo 'hont da gemeret … a gemero an atan' war-lerc'h koa
Lors : A ya
François : Ya ...matehe bon 'giz eo « société « eo setu matehe ne gemero ket 'nihi i unan... an dra-he ….pugur ur sakre karg da gemeret eo dija
Lors : A ya
François : O ya ...o ya med bras eo heñ
Lors : Pegement a goust
François : A pppfff
Lors : Apeupre koa
François : N'ouzon ket beñ war-dro ...war-dro tri milion a « chiffre d'affaire « 'zo memes tra bremañ koa
Lors : A ya
François : Ya war-dro heñ « chiffre d'affaires » ' lavar ket « bénéfice » heñ
Lors : Nann nann nann
François : A a a a arabat a a a « euh »
Lors : Nann nann diwall
François : A vez lavar't...c'hwi 'zo pinvidik ya med ma ...ya a a a ...ya beva' mad a reom' me 'lavar atao « euh » m'eus « euh » m'eus awalac'h da veva' ha re ...re da vervel ...a jom ganin koa
Lors : Ya
François : Heñ setu an dra-he 'zo « euh » ...heñ « la vérité ...une vérité de La Palisse « 'viche laret e galleg koa a a a a
Lors : Ya ya ya gwirioné « La Palisse « koa
François : Ya
Lors : Ya ya
François : Ya
Lors : Hag peur ...peur n'eus bet … eo bet kemeret « euh » an atan' petram' an « entreprise » ga' ga' ho mab
François : « Euh » gant ar mab zo ...n'eus bet kemeret karg e-barzh ya med da gentañ 'oa « en G.A.E.C « ganeomp
Lors : A
François : Heñ ...'pad an dra-he e oa bet ... an atan' oa bet lakeat e gwerz' ...setu 'm 'oa douget « euh » kemeret an hanter deus an douar ...eñ a brenfe an hanter deus an douar ha ni ' brenfe an hanter all
Lors : A bon
François :Ha 'n em lakaemp « en G.A.E.C »
Lors : Ya
François : 'Balamour dehan da gemeret dija perzh 'barzh e ...heñ ...an dra-he 'zo blavechennoù « euh » pevar-ugent...
Lors : Ya
François : Ya pevar-ugent pe « 82 « pe « 83 » 'fiñ daou ...daou pe tri bloaz ha pevar-ugent
Lors : Ya
François : « euh » m'eus ké jouñj ...apeupre
Lors : Apeupre ...war...war-dro koa
François : Ya war-dro koa ya pugur er breur am moa ié a ioa ne ioa ket dimezet e ioa pevarzek vloaz koshoc'h 'vidon-me...eñ...eñ 'na ket...n'eus ket kemeret james nintra 'barzh... eñ lavare din ...ober pezh a 'po c'hoant
Lors : A bon
François : Pugur eñ ne interese ket 'nehañ ...labourat ...med labourat a ouie
Lors : A ya
François : Ola sakre labourer
Lors : Ha labour'...labour'...labourat a rae war an atan'...
François : Amañ ya war an atan' ya ya ...ya ya ya araok an « indivision » en doa un tammig lodenn e-barzh ...dalc'het ul lodenn 'barzh...'barzh an atan' koa med pa 'oan deut dac'h... en-dro dac'h ...dac'h a Bro Aljeria ma kerez « euh » an dra-he « euh » e miz c'hwevrer 'on dimezet ...'on antreet …'on deut miz here ...miz here d'ar gêr ha e miz c'hwevrer 'on dimezet di'ar ... ga'd ar c'hreg en em gorespondaemp ...a ...'pad tout ar v\brezel koa ...brezel Aljeria
Lors : Peseurt mod dre ...dre ...dre lizhiri...
François : Dre lizher
Lors : Lizher
François : Dre lizher ya a ya ya...ya ya ya med skriva' bihan e rea-hi leun a draoù 'lake war...war...war ...hag c'hoari en doa en em lenn he-unan med me 'lenne 'nihi mat ...kement e skrive bihan ...un' bennak all 'viche ket ...'niche ket gwelet ...'niche ket goue'et lenn ...bihan...bihanoc'h...'vid …'vid ...a a a a 'vid er medisin c'hoazh
Lors : A ya
François : O ya ...a ya gwir éo
Lors : Hag e pelec'h « euh » 'poa rankontret ho...ho kwreg neun
François : « Euh » en dervezh ...en dervezh Meurzh ...Meurzh al lard...Meurzh al lard 'vez graet dac'h an dra-he … « euh » e e e Plouvorn
Lors : E Plouvorn
François : Ya
Lors : Ha peur
François : Beñ an dra-he e 'ioa er blavezh « euh » ale naontek « non » 'fin lavaromp ...lavaromp blavezh hanter ya nao hanter-kant
Lors : Ya
François : Nao hanter-kant pe eizh nann ...nao hanter-kant pe eizh nann nao hanter-kant 'oa ya ya miz meurzh miz meurzh ya nao hanter-kant
Lors : Ya
François : Ya ya ha me zo eat goude d'ober va goñje dustu e miz « euh » miz gouere
Lors : Ha c'hwi a...c'hwi...c'hwi 'anaveze anezi araok
François : « Non « tamm ebet
Lors : A nann
François : Nann e-giz-se en ur bal koa
Lors : En ur bal
François : Bal e ioa koa 'vid ya 'vid « Mardi Gras « ma keroc'h 'ba'h e Plouvorn
Lors : Sete c'hwi...c'hwi 'zo bet da wel'..da c'houl' diganti dañsal koa...
François : Ya setu 'giz-se 'veze graet d'ar poent-se heñ
Lors : O ya
François : Ya ya gast hounnez a blije din bon ha plijout a ra 'tao hag ahe 'mañ 'tao ...ober he … ober he gousk 'mañ a a a a
Lors : A ya med brao é 'c'ha
François : Ya setu 'z eus « euh » ...tri-ugent vlâ 'so 'omp dimezet koa heñ paset tri-ugent vlâ 'so ya ya
Lors : Hag 'michañs ho kwreg n'eus bet labour't war ...war 'n « entreprise «
François : Va c'h'reg ...ar c'h'reg 'zo bet « associée « ganin
Lors : « Associée «
François : Ya ...d'ar poent-se 'oa ket kalz hag a gemere o c'h'reg « associée « med me 'joñj 'oan … da gent'...e welen pell ...heñ en eur ... en eur asosia' 'nihi 'vid ar retretou 'vi' kaout ar retred a goude heñ ...muioc'h retred... 'neus evidon-me dija ...pezegwir ar vugale zo lakeat en he ano
Lors : A
François : Ma keroc'h unan pe zaou 'oa ...'m oa … 'm oa kavet gwelloc'h lakaad aneho en he ano evel just
Lors : A ya
François : Setu n'eus « euh » ...n'eus o kant euro bennak muioc'h 'vidon-me koa
Lors : A ya
François : Beñ ya evid he retred ...med an dra-he 'zo … ar penn a laboure mat d'ar poent-se dija
Lors : Ya
François : Ya a a a a
Lors : Ya choujal « euh »
François : Choujal pelloc'h
Lors : Ya
François : Ya
Lors : En amzer da zont koa
François : En amzer da zont ya ...setu goude p'oamp dimezet 'moa ket bet chañs dustu 'n eur zimeziñ pezegwir 'oa bet goañv v\bras
Lors : A
François : Heñ « l'hiver 62 , 63 « e ioa ...'oa bet 'washañ...'washañ goañv 'zo bet 'barzh er vro
Lors : A bon
François : Ya
Lors : sete yin 'oa …
François : Ya tout an « artichaud « dr' amañ 'oa ket chomet tamm « artichaud « ebet na tamm ...daou...daou viz 'oa padet ar...ar progr' ...'n dra-he ioa ...ma keroc'h « euh » … ar verc'h 'ioa ganet an daou war 'n ugent a a...mi'...mi'...a miz kerzu
Lors : Ya
François : Heñ hag ar goañv a ioa komañset an daou war'n ugent a miz kerzu ...'choñj' pé 'oan 'tont deuc'h ar c'hlinik 'oa 'n erc'h ... erc'h 'c'h ober
Lors : Erc'h
François : Ya eo ganet 'bah e Landi' ...e Landi' 'ioa neuhe ur c'hlinik 'vid an dra-he hag e na padet bet...betek « le vingt fév'... » an nao... an ugent a viz c'hwevrer ma keroc'h
Lors : O la la
François : Ya naou viz 'oa ket chomet tamm « artichaud « 'bet amañ ...tout an « artichaud » e ioa bet drailhet « euh » 'oa bet drastet ga'd … ken...ken douñ 'ioa eat ar ...ar skorn
Lors : A ya
François :Ya ...ha ga' brikoli e ioa eat tout drailhet tout ié...setu ahe goude « euh » abaoe diwar an dra-he eo ar « S.I.C.A » ma kerez en deus klasket ober traoù all ba'h er » S.I.C.A » ...ober « fleur » ober heñ saladenn ober traoù all koa 'raok 'oa nimet « artichaud « ha ...ha brikoli heñ d'ar poent-se setu me em 'moa choñjet klask ober un dra bennak ié ouzhpenn koa setu 'm eus graet ga'd ar breur-kaer ... breur-kaer em oa graet « des racines ...endives «
Lors : A ya
François : Ya hag ni a...ni a ...ni a gultive an dra-he ma keroc'h bet...betek « euh » betek o ya betek tregont dervezh-arad heñ ...tregont dervezh-arad « endives « 'm oa graet
Lors : A ya
François : Ya an dra-he 'vehe destumet d'ar goañv dindan an amzer skriz...an dra-he 'oa ket ...'oa ket agreap heñ
Lors : Beñ nann...
François : An dra-he m'eus graet tri bloaz ...tri bloaz bennak war-dro tri bloaz ...setu 'n em gavet ... en em gavet matehe blavezh c'hwec'h...c'hwec'h hag hanter-kant pa ...ober un dra bennag all ha goude 'moa graet « des scorsonères « grichoù hir...an dra-he 'zo grichoù hir e-giz-se heñ
Lors : A ya
François : Ya ya 'giz da ...'giz da ...'giz da... o teoder ar biz heñ an dra-he ioa du
Lors : Ya
François : A oa mad an dra-he en doa blaz ...blaz an « artichaud »
Lors : A ya
François : Ya blazed 'giz an « artichaud « é « scorsonères » ...'giz grichoù « artichaud » tammig i'é'
Lors : Ya ya
François : Med eo nemet ...med amañ 'omp ket ...omp ket plaset mad ...n'ou'n... n'é' ket bet konti' ...gav ket din 'viche graet ken memes ya ha 'moa graet matehe un devezh-arad « scorsonères « 'giz-se « euh » med an dra-he un dervezh-arad 'roe labour
Lors : A ya
François : A ya pezegwir an dra-he e ioa stank ha stank 'giz ...'giz...o an dra-he 'giz karotez koa
Lors : A ya
François : Ya
Lors : Sete renkennoù
François : Hag a vehe tennet ié … e ranker dougen aneho med arabat ...arabat 'torrfen koa
Lors : A
François : Ar re-he e ioa hir 'giz-se ...med bla'ez mat heñ ...setu goude 'moa lod 'oa lañset war war ar « pépinières d'ornement « ma kerez koa heñ e Kastell … da gomañs 'viche ket bet... n'oun ket tost da gant 'c'h ober « pépinières d'ornement « kant...kant ...kant « entreprises « ma kerez koa ...me 'rae « pépinères d'ornement » er mil vazh douar ( 800 m carrés ) pe...pe sé koa heñ setu me 'n im interese ...me 'wele an dra-he pelloc'h 'vid an dra-he koa heñ ...me 'interese ac'hanon med 'vehe ket kemeret den ebet d'ar poent-sé setu 'n em gavet blavezh ...blavezh dek ha tri-ugent neuze me moa graet planyoù evid ober « des porcheries « heñ 'vid ober moc'h
Lors : Ya
François : Bon moc'h ha prest tout ar planyoù da zemariñ tout al labourioù da gomañs da zemariñ
Lors : Med moc'h « naisseur « pe « engraisseur «
François : Ya ya ya ya « non , non engraisseur « » kentoc'h « engraisseur » hag miz c'hwevrer eno 'welenmp « euh »...gast daou en em gaout 'ba'h er porzh ha « chef » ma kerez an « directeur commercial« 'vid ober ar « pépinière « e ba'h e' « S.I.C.A » ha neuhe unan dac'h an « technicien « koa ' anavezen ...e ioa un amezog pelloc'h 'oa ket pell ahe ... hennezh ''noa graet studi war a...war a...war ar plant 'ba'h en Holland 'oa bet koa heñ d'ar poent-se e oa d'an Holland ec'h er d'ober e studi evid ar plant ha ya setu e galleg « t'es toujours content de faire la pépinnière , tu..., est-ce que tu es intéressé toujours « setu ar c'hwreg a ioa ganin hag great er sell deuc'h ar c'hwreg penaos a a ya me 'zo gwelloc'h ganin ober « pépinière » koa e galleg 'noa me zo gwelloc'h ganin ober « pépinière « setu ar joñj a ioa bet great dustu 'giz-se
Lors : A
François : Deom' demariñ ar « pépinière «
Lors : Ha 'oa lesket ar moc'h...
François : Lesket ar moc'h ha tamm ha tamm « donc « ar « pépinière « 'neus kresket ha … 'zo eat war a-raok ...war a-raok hag o matehe tost da dek vloaz an dra-he « en 70 « blavezh pevar-ugent apeupre « euh » 'n em gavet d'ar poent-se un « technicien « ié koa ...eñ 'ioa … a ioa « chef vendeur « ha « technicien « 'barzh e ...'barzh e « groupe pépinière » e...e Kastell 'n em gavet ahe ga'd bojennoù « bambou « tammoù 'giz-se ahe setu tamm bihan ...eñ a ouie 'n tamm brezhoneg med bon e galleg 'noa lar't din med brezhoneg sell n'out ket kountant... 'viches ket kountant da esae an dra-he « bambou « o 'laren dehañ an dra-he pe un dra all heñ beñ piou 'niche choñjet bremañ ... bremañ 'omp deu't da veza' ...da veza' brasañ kachimant ar brasañ unan deuc'h ar brasañ 'barzh an « Europe » da broduiñ « bambou «
Lors : A ya
François : Ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Ho tud « euh » peseurt micher a raent...
François : Peizant
Lors : Peizant
François : Beñ ya met peizant bihan koa evel-just heñ… n'on ket proprietour heñ an dra-se oa tout « euh »...
Lors : Just a-walc'h pet devezh-arat a oa …
François : O ne oa ket bras an atant ugent devezh-arat pe a oa « ouais »
Lors : Ugent
François : Ugent ya bremañ n'eo ket kalz brasoc'h met bremañ n'eo ket heñvel koa emañ tout « hors-sol » bremañ koa
Lors : A ya
François : Ya… depant gwelet heñ penaos e oa an atant… ar re a deu a chom un tammig heñ « euh » ya
Lors : met n'eo ket ur feurm ken....
François : Nann nemet « pépinière »
Lors : met c'hwi ho peus cheñchet... pevare ho peus cheñchet
François : Me am boa cheñchet… cheñchet on ar bloavezh naontek daouzek ha tri-ugent… « non » dek ha tri-ugent « en soixante, mille neuf cent soixante dix ouais »
Lors : A ya dek ha tri-ugent
François : Ya… omp cheñchet ya ar bloavezh-se… er bloavezh-se em boa bet daou vugel ma keroc'h… am boa… am boa komañset ar « pépinière » hag em boa bet ur verc'h memes doare bloaz… gant an dra-se… setu an dra-se a ra din derc'hel soñj peur… peur eo bet komañset ar « pépinière » ar memes doare bloaz e oa
Lors : A ya
François : Ya
Lors : A ya
François : Ya hag honnezh a zo bremañ ma karez amañ e… e… zo ar mab-kaer a zo dimezet ganti hag a zo o terc'hel an atant bremañ ma karez pe an atant… bon an « entreprise » gant… gant… gant « machine » ar mab din ivez koa
Lors : A ya
François : Daou int… asosiet int… ya
Lors : A ya
François : Hag a zo bremañ… hag a zo bremañ… c'hwec'h vloaz ha seizh vloaz hag hanter-kant
Lors : A ya
François : Hag ez eus ur mab-bihan a zo o vont da gemeret… a gemero an atant war-lerc'h koa
Lors : A ya
François : Ya… marteze… bon e-giz eo « société » eo setu marteze ne gemero ket anezhi e-unan an dra-se… peogwir ur sapre karg da gemeret eo dija
Lors : A ya
François : O ya… oa ya met bras eo heñ
Lors : Pegement a goust
François : A pppfff
Lors : Apeupre koa
François : N'ouzon ket heñ beñ war-dro… war-dro tri million a « chiffre d'affaire » a zo memes tra bremañ koa
Lors : A ya
François : Ya war-dro heñ… « chiffre d'affaires » ne lavar ket « bénéfices » heñ
Lors : Nann nann nann
François : A a a a arabat a a a « euh »
Lors : Nann nann diwall
François : A vez lavaret… c'hwi a zo pinvidik ya met ma… ya a a a… bevañ mat a reomp me a lavar atav « euh » am eus « euh » am eus a-walc'h da vevañ ha re… re da vervel… a chom ganin koa
Lors : Ya
François : Heñ setu an dra-se a zo « euh »...heñ « la vérité… une vérité de La Palisse » e vije lâret e galleg koa a a a a
Lors : Ya ya ya gwirionez « La Palisse » koa
François : Ya
Lors : Ya ya
François : Ya
Lors : Ha peur… peur en deus bet… eo bet kemeret « euh » an atant peotramant an « entreprise » gant… gant ho mab
François : « Euh » gant ar mab a zo… en deus kemeret karg e-barzh ya met da gentañ e oa « en G.A.E.C » ganeomp
Lors : Ya
François : Heñ… e-pad an dra-se… e oa bet… an atant oa bet lakaet e gwerzh… setu am boa douget… « euh » kemeret an hanter eus an douar… eñ a brenfe an hanter eus an douar ha ni a brenfe an hanter all
Lors : A bon
François : Hag en em lakaemp « en G.A.E.C »
Lors : Ya
François : Abalamour dezhañ da gemeret dija perzh e-barzh e… heñ… an dra-se a zo bloavezhiennoù « euh » pevar-ugent
Lors : Ya
François : Ya pevar-ugent pe « 82 » pe « 83 » añfin daou… daou pe tri bloaz ha pevar-ugent
Lors : Ya
François : 'M eus ket soñj… apeupre
Lors : Apeupre… war… war-dro koa
François : Ya war-dro koa ya peogwir ur breur am boa ivez a oa… ne oa ket dimezet hag e oa pevarzek vloaz koshoc'h evidon-me… eñ… eñ n'en doa… n'en deus ket kemeret james netra e-
barzh… eñ a lavare din… ober ar pezh az po c'hoant
Lors : A bon
François : Peogwir eñ ne interese ket anezhañ… labourat… met labourat a ouie
Lors : A ya
François : Ola sapre labourer
Lors : Ha labourat… labourat... labourat a rae war an atant
François : Amañ ya war an atant ya ya… ya ya ya a-raok an « indivision » en doa un tammig lodenn e-barzh… dalc'het ul lodenn e-barzh… e-barzh an atant koa me pa oan deuet eus… en-dro eus… eus a Bro Aljeria ma karez « euh » an dra-se « euh » e miz C'hwevrer on dimezet… on antreet… on deuet e miz Here… e miz Here d'ar gêr hag e miz C'hwevrer on dimezet diwar... gant ar wreg en em gorespondemp… a... e-pad tout ar brezel koa… brezel Aljeria
Lors : Peseurt mod dre… dre… dre lizhiri
François : Dre lizher
Lors : Lizher
François : Dre lizher ya a ya ya… ya ya ya met skrivañ bihan a rae leun a draoù a lakae war… war… war… ha c'hoari he doa en em lenn hec'h-unan met me a lenne anezhi mat... kement e skrive bihan… unan bennak all ne vije ket… n'en dije ket gwelet… n'en dije ket gouezet lenn… bihan… bihanoc'h… evit… evit… a a a a evit ur medisin c'hoazh
Lors : A ya
François : O ya… a ya gwir eo
Lors : Hag e pelec'h « euh » ho poa rankontret ho… ho kwreg neuze
François : Un devezh… un devezh Meurzh… Meurzh al Lard… Meurzh al Lard e vez graet eus an dra-se… « euh »… e e e Plouvorn
Lors : E Plouvorn
François : Ya
Lors : Ha peur
François : Beñ an dra-se a oa ar bloavezh « euh » ale naontek « non » añfin lavaromp… lavaromp ar bloavezh hanter… ya nav hanter-kant
Lors : Ya
François : Nav hanter-kant pe eizh nann… nav hanter-kant pe eizh nann nav hanter-kant e oa ya, ya e miz Meurzh… e miz Meurzh ya nav hanter-kant
Lors : Ya
François : Ya ya ha me a zo aet goude d'ober va goñje diouzhtu e miz « euh » e miz Gouere
Lors : Ha c'hwi a... c'hwi… c'hwi a anaveze anezhi a-raok
François : « Non » tamm ebet
Lors : A nann
François : Nann e-giz-se en ur bal koa
Lors : En ur bal
François : Bal a oa koa evit ya evit « Mardi Gras » ma keroc'h e-barzh e Plouvorn
Lors : Setu c'hwi… c'hwi a zo bet da welet...da c'houlenn diganti dañsal koa...
François : Ya setu e-giz-se e veze graet d'ar poent-se heñ
Lors : O ya
François : Ya ya gast honnezh a blije din bon ha plijout a ra atav hag aze emañ atav… oc'h ober he… oc'h ober he c'housk emañ a a a a
Lors : A ya met brav eo moarvat
François : Ya setu ez eus « euh »… tri-ugent vloaz zo omp dimezet koa heñ paseet tri-ugent vloaz zo ya ya
Lors : Hag emichañs ho kwreg he deus bet labouret war… war an « entreprise »
François : Va gwreg… ar wreg a zo bet « associée » ganin
Lors : « Associée »
François : Ya… d'ar poent-se ne oa ket kalz hag a gemere o gwreg « associée » met me a soñj e oan.. da gentañ… e welen pell… heñ en ur… en eur asosiañ anezhi evit ar retredoù evit kaout ar retred ha goude heñ… muioc'h a retred he deus evidon-me dija… peogwir ar vugale a zo lakaet en he anv
Lors : A
François : Ma keroc'h unan pe zaou a oa… em boa… em boa kavet gwelloc'h lakaat anezho en he anv evel-just
Lors : A ya
François : Setu he deus… he deus oh… kant euro bennak muioc'h evidon-me, koa
Lors : A ya
François : Beñ ya evit he retred… met an dra-se a zo… ar penn a laboure mat d'ar poent-se dija
Lors : Ya
François : Ya a a a a
Lors : Ya soñjal « euh »
François : Soñjal pelloc'h
Lors : Ya
François : Ya
Lors : En amzer da zont koa
François : En amzer da zont ya… setu goude pa oamp dimezet 'moa ket bet chañs diouzhtu en ur zimeziñ peogwir e oa bet goañv bras
Lors : A
François : Heñ « l'hiver 62 , 63 » e oa… e oa bet ar washañ… gwashañ goañv a zo bet e-barzh ar vro
Lors : A bon
François :Ya
Lors : Setu yen e oa...
François : Ya tout an « artichaud » dre amañ ne oa ket chomet tamm « artichaud » ebet na tamm… daou… daou viz oa padet ar… ar progr'… an dra-se a oa… ma keroc'h « euh »... ar verc'h a oa ganet an daou warn-ugent a… a… miz… miz… a viz Kerzu
Lors : Ya
François : Heñ hag ar goañv a oa komañset an daou warn-ugent a viz Kerzu… soñj pa oan o tont eus ar c'hlinik e oa an erc'h… erc'h oc'h ober
Lors : Erc'h
François : Ya eo ganet e-barzh e Landi… e Landi e oa neuze ur c'hlinik evit an dra-se hag en doa padet bet… betek « le vingt fév... » an nav… an ugent a viz C'hwevrer ma keroc'h
Lors : O la la
François : Ya daou viz ne oa ket chomet tamm « artichaud » ebet amañ… tout an « artichaud » a oa bet drailhet « euh » a oa bet drastet gant… ken… ken don e oa aet ar … ar skorn
Lors : A ya
François : Ya... ha gant gant brikoli e oa aet tout drailhet tout ivez… setu aze goude « euh » abaoe diwar an dra-se eo ar « S.I.C.A » ma karez en deus klasket ober traoù all e-barzh ar « S.I.C.A »… ober « fleur » ober heñ saladenn ober traoù all koa a-raok ne oa nemet « artichaud » ha… ha brikoli heñ d'ar poent-se setu me em boa soñjet klask ober un dra bennak ivez ouzhpenn koa setu 'm eus graet gant ar breur-kaer… breur-kaer em boa graet « des racines ...endives »
Lors : A ya
François : Ya hag ni a… ni a… ni a gultive an dra-se ma keroc'h bet… betek « euh » betek o ya betek tregont devezh-arat heñ… o ya tregont devezh-arat « endives » em boa graet
Lors : A ya
François : Ya an dra-se a veze dastumet d'ar goañv dindan an amzer skriz… an dra-se ne oa ket… ne oa ket agreapl heñ
Lors : Beñ nann
François : An dra-se am eus graet tri bloaz… tri bloaz bennak war-dro tri bloaz… setu en em gavet… en em gavet marteze bloavezh c'hwec'h… c'hwec'h hag hanter-kant pa... ober un dra bennak all ha goude em boa graet « des scorsonères » gwrizioù hir... an dra-se a zo gwrizioù hir e-giz-se aze
Lors : A ya
François : Ya ya e-giz da... e-giz da… e-giz da… o tevder ar biz heñ an dra-se oa du
Lors : Ya
François : A oa mat an dra-se en doa blaz… blaz an « artichaud »
Lors : A ya
François :Ya blazet e-giz an « artichaud » eo « scorsonères »… e-giz gwrizioù artichaod an tammig ivez
Lors :Ya ya
François : met eo nemet… amañ n'omp ket… n'omp ket plaset mat… n'ouzon… n'eo ket bet konti'… ne gav ket din e vije graet ken memes ya hag em boa graet marteze un devezh-arat « scorsonères » e-giz-se met an dra-se un devezh-arat a roe labour
Lors :A ya
François : A ya peogwir an dra-se a oa stank ha stank e-giz… e-giz… o an dra-se e-giz karotez koa
Lors : A ya
François : Ya
Lors : Setu renkennoù...
François : Hag a veze tennet ivez… e ranker dougen anezho met arabat… arabat e torrfent koa
Lors : A
François : Ar re-se a oa hir e-giz-se… met blazet mat heñ… setu goude em boa… lod a oa lañset war… war ar « pépinières d'ornement » ma karez koa heñ e Kastell… da gomañs ne vije ket bet… n'ouzon ket tost da gant oc'h ober « pépinières d'ornement » kant… kant… kant « entreprises » ma karez koa… me a rae « pépinières d'ornement » ur milvezh douar pe… pe se koa heñ setu me en em interese… me a wele an dra-se pelloc'h evit an dra-se koa heñ… me a interese ac'hanon met ne veze ket kemeret den ebet d'ar poent-se setu en em gavet bloavezh… bloavezh dek ha tri-ugent neuze me am boa graet plañioù evit ober « des porcheries » heñ evit ober moc'h
Lors : Ya
François : Bon moc'h ha prest tout ar plañioù da zemariñ tout al labourioù da gomañs da zemariñ
Lors : met moc'h « naisseur » pe « engraisseur »
François : Ya ya ya ya « non, non engraisseur » kentoc'h « engraisseur » hag e miz C'hwevrer eno e welemp « euh »… gast daou oc'h en em gavout e-barzh ar porzh ha « chef » ma karez an « directeur commercial » evit ober ar « pépinière » e-barzh er « S.I.C.A » ha neuze unan eus an « technicien » koa a anavezen… e oa un amezeg pelloc'h ne oa ket pell aze… hennezh en doa graet studi war a… war a… war ar plant e-barzh en Holland e oa bet koa heñ d'ar poent-se e oa d'an Holland… ez aer d'ober e studi evit ar plant ha ya setu e galleg « t'es toujours content de faire la pépinière, tu, est-ce que tu es intéressé toujours » setu ar wreg a oa ganin ha graet ur sell ouzh ar wreg penaos a ya me a zo gwelloc'h ganin ober « pépinière » koa e galleg en doa… me a zo gwelloc'h ganin ober « pépinière » setu ar soñj a oa bet graet diouzhtu e-giz-se
Lors : A
François : Deomp demariñ ar « pépinière »
Lors : Hag e oa laosket ar moc'h...
François : Laosket ar moc'h ha tamm ha tamm « donc » ar « pépinière » en deus kresket ha… a zo aet war a-raok… war a-raok hag o marteze tost da dek vloaz an dra-se e... « en 70 » bloavezh pevar-ugent apeupre « euh » en em gavet d'ar poent-se un « technicien » ivez koa eñ a oa… a oa « chef vendeur » ha « technicien » e-barzh e… e-barzh e « groupe pépinière » e… e Kastell en em gavet aze gant bodennoù « bambou » tammoù e-giz-se aze setu tamm bihan… eñ a ouie un tamm brezhoneg met bon e galleg en doa lâret din met brezhoneg sell n'out ket kontant… ne vijes ket kontant da esae an dra-se « bambou » o a lâren dezhañ an dra-se pe un dra all heñ beñ piv en dije soñjet bremañ… bremañ omp deuet da vezañ… da vezañ brasañ kazimant ar brasañ unan eus ar brasañ e-barzh an « Europe » da broduiñ « bambou »
Lors : A ya
François : Ya
Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.