Raktres BCD

Kendiviz “Minorelezhioù ha bedeladur”

Bep pevar bloaz e kinnigo Sevenadurioù Breizh ur c’hendiviz etrevroadel diwar-benn ar minorelezhioù hag al liested sevenadurel.

Kendiviz 2014

Kenaozet e oa bet ur c’hendiviz etrevroadel diwar « Minorelezhioù ha Bedeladur » gant Sevenadurioù Breizh, asambles gant skipailh klaskerezh Ermine (CRBC-Roazhon 2) d’an 23 ha d’ar 24 a viz here 2014 e Roazhon. Plas an identelezhioù dibar en ur bed o vont war vloc’helaat an hini oa e-kreiz ar preder.

Ouzhpenn 130 den a oa bet bodet er c’hendiviz-se tro-dro da arbennigourien eus ar bed a-bezh. Diouzh ar beure e oa bet klevet prezegennoù gant arbennigourien war ar skiantoù politik ha sokial. Goude kreisteiz e oa bet dizoloet doare minorelezhioù republik Sakha (Yakoutska) ha dielfennet an darvoudoù nevez e Bro-Skos (referendum) hag e Katalounia (goulennaoueg digant ar geodediz).

Kaset da benn e 2015

Embannadur aktoù ar c’hendiviz.

Kevelourien

Skipailh klaskerezh Ermine, (kenaozour). Gouel Douarnenez ar filmoù, Skol-veur Roazhon 2, Ouest-France, GCBPV.
Kenlabour diazez : Ur prantad prederiañ asambles gant aozourien Gouel Douarnenez ar filmoù (Diwar Indonezia) e lec’h ma voe kaset un daol-grenn gant Ronan ar C’hoadig, prezidant BCD / Sevenadurioù.

Liammet gant