AL LANN ZO MAT DA BEP TRA

Aozer : François de Beaulieu / Eost 2020
E laouiri e veze pleget ha pilet gant un horzh houarnet al lann nevez-troc’het. Adalek ar bloavezhioù 1850 e voe graet muioc’h-mui gant un drailherez-lann potin a veze lakaet da dreiñ gant un dornell pe gant ur manej kaset gant kezeg. Hadet e veze lann-med war an douaroù treut pe e kerniel ar parkoù abalamour da gaout muioc’h c’hoazh a lann da bilat.

Diwar al lann kozh e veze serret koad eus ar c’hentañ da geginañ.  5 000 fagodenn lann ar bloaz, d’an nebeutañ, a yae gant ur bouloñjer. Kant fagodenn an deiz a veze amaret gant un devezhour mat. Eus miz Kerzu da viz Ebrel e laboure ar re-se. Hervez kont e talv kan an drask, pa gan e kreiz ar goañv, kement-mañ : Troc’hañ lann, fagodiñ / erc’h a ray, gwel’ t a ri.

En o bleuñv dibaouez, ne c’helle al lann bezañ nemet ur burzhud digant Doue. Tra ma kroue Doue ar c’haerañ bleunioù e tigeine an Diaoul o fardañ e bennoberenn : louzeier ne oa dioute nemet drein glas hir. Ken frommet e oa bet Doue gant droukrañs egile ken e tivizas reiñ bleunioù a-hed ar bloaz d’al louzaouenn-mañ. Er C’hab e klever penaos e tic’hoanage an Diaoul o welet e yae an holl Vretoned war-eeun d’ar baradoz. Mont a reas hennezh da glemm da Zoue a roas aotre dezhañ da skrapañ o eneoù pa vije divleuñv al lann. Hag an Diaoul da c’hortoz… pell. A-benn ar fin e plantas hennezh gwini en-dro da Vreizh, e savas ostalerioù hag e vezvas ar Vretoned pa oant war hent ar baradoz. E-giz-se e c’hellas an Diaoul leuniañ an ifern a-benn ar fin.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité