Al lezioù-barn koñsuled

Aozer : Sklaerenn Scuiller / Meurzh 2021

Savet eo bet al lezioù-barn koñsuled e Frañs war-lerc’h un edit embannet e 1563, ha krouet int bet a-ratozh evit ingaliñ an aferioù breud etre kenwerzhourien. Barnet e vez ganto hevelep aferioù etre marc’hadourien, eus ar prosedi kentañ betek an hini diwezhañ, keit ha ma ne sav ket ar somm arc’hant a zo breud warni en tu-hont da 500 lur, ha karget int ivez da renkañ an aferioù freuz-stal. Pep lez-varn zo dezhi reolennoù aozadur ha mont en-dro diouti hec’h-unan, met an holl zo enno barnerien ha koñsuled dilennet a-douez kouchoù ar varc’hadourien. Emañ d’ar prosederezh da vezañ simpl, sed berr ha marc’had-mat. N’eus ket a vreutaer da gaout, mont a ra pep hini e-unan dirak al lez-varn. Raktal e vez rentet ar varnedigezh pa vez gallet en ober. E Breizh ivez ez eus bet savet tamm-ha-tamm hevelep lezioù-barn koñsuled, ar re gentañ er XVIvet kantved : en Naoned e 1564, e Montroulez e 1566, e Sant-Maloù e 1594 hag e Kemper e 1598 – daoust da homañ diwezhañ mont da get ugent vloaz goude. Lezioù-barn koñsuled Roazhon ha Gwened zo bet krouet e 1710, a-gevred gant naontek all, hag hini An Oriant eo bet an hini diwezhañ da vezañ savet e Breizh e 1782. N’eo ket bet torret al lezioù-barn ispisial-se gant an Dispac’h Gall, war-bouez un adaozadur bennak memestra : dalc’het int bet gant lezenn miz Eost 1790 dindan an anv a lezioù-barn a genwerzh, hag adaozet un disteradig gant Kod ar C’henwerzh e 1807. Strishoc’h eo deuet da vezañ prosederezh ar freuz-stal avat, diwar disfiz e-keñver ar goñversanted.

BIBLIOGRAPHIE

 

  • Association Française pour l’Histoire de la Justice, Les tribunaux de commerce. Genèse et enjeux d’une institution, Paris, La documentation française, 2007.
  • Gabory Jacques, Le tribunal consulaire de Nantes, Rennes, Imprimeries réunies, 1941.
  • Marion Marcel, Dictionnaire des institutions de la France, xviie-xviiie siècles, Paris, Picard, 1923.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité