Alan Stivell en Olympia, 1972

Lanv ar sonerezh keltiek
Aozer : Laurent Bourdelas / Kerzu 2021
Al lun 28 a viz C’hwevrer 1972 e kinnigas Alan Stivell (Alan Cochevelou e anv gwirion, mab da Jord, bet adsavet an delenn geltiek gantañ er bloavezhioù 1950), en Olympia, ur sonadeg deuet da vezañ kazi mojennel pa roas honnezh lañs d’al lanv breizhek ha keltiek a zirollas diwar neuze er Frañs hag e lec’h all.

Sonerezh Breizh o tarzhañ war leurenn an Olympia

Da geñver ur Musicorama bet aozet gant Lucien Morisse, rener programmoù Europe 1, e voe kinniget ar sonadeg-se. Talvoudegezh an darvoud a gomprener gwelloc’h pa seller un tamm ouzh roll ar re a oa bet pedet c’hoazh en abadenn-se : Leonard Cohen, Peter, Paul and Mary, Simon & Garfunkel, the Band, the Byrds, Chuck Berry, Jimi Hendrix, Sly and the Family Stone, Janis Joplin, Judy Collins, Pete Seefer, Joan Baez, Richie Havens, ha Buffy Sainte-Marie en o zouez…

Pres hag entan a oa en Olympia an deiz-se, bannieloù gwenn-ha-du savet uhel war ur mor a dud ; arvesterien tomm d’ar folk koulz ha Bretoned Paris ha tro-war-dro a oa e-leizh er sal ; ha war al leurenn, startijenn gante : Alan Stivell : kan, telennoù keltiek, tin whistle ha bombard ; Gabriel Yacoub : kan, gitar, dulsimerha banjo ; René Werneer : fiddle(ha dulsimer ivez, marteze) ; Pascal Stive : klavieroù ; Gerald Levasseur : gitar bout ; Henri Delagarde : violoñsel ; Dan ar Bras : gitar tredan ha gitar-klev ; Michel Santangeli : taboulinoù ; Serj Parayre : taboulin sklent Bro-Skos; Mik ar Biz : bombard ; Michel Klec’h : fleüt.

Alan Stivell en Olympia - pladenn live 1972© Universal – pep gwir miret-strizh. Berzh bras a reas pladenn live Alan Stivel kerkent hag embannet e miz mae 1972. 150 000 skouerenn anezhi a vije bet gwerzhet e korf ur bloavezh, hervez kont, hag ouzhpenn 2 vilion abaoe.Santet mat e vez c’hoazh, pa selouer al live bet enrollet an noz-se, ar blijadur a oa bet gant an arvesterien a stlake o daouarn kazi dibaouez ken a findaone. Trizek son zo war ar bladenn vinil 33 zro, tonioù hengounel bet kempennet gant Stivell an holl anezhe nemet an hini kentañ : The Wind of Keltia, Pop Plinn (rock meurbet !), An Dro, The Trees They Grow High, An Alarc’h (ton brezel diwar ar Barzaz Breiz), An Durzhunel, Telenn Gwad, The Foggy Dew (Meulgan bet savet e 1919 da enoriñ stourmerien dispac’h broadel Iwerzhon), Tha mi sgith, The King of the Fairies, Kost ar c’hoad, Suite sudarmoricaine (un ton deuet da vezañ hollvrudet, o voulc’hañ an hent da Pardon Speied, ur ganaouenn un tamm kras anezhi) ; hag eveljust, Tri Martolod, deuet hec’h enrolladenn en Olympia an deiz-se da vezañ un ton dreistbrudet, skignet hag adskignet gant ar radioioù hag an tele, a veze ingal an arvesterien mall warne e glevet e kement sonadeg Stivell. Bezañ zo anezhi un dañs-tro tri c’hammed hag a gaver un tamm pep lec’h en Arvor, e Kerne-Izel dreist-holl. Savet eo diwar tri martolod yaouank aet d’an Douar-nevez, ha diwar al lez graet d’ur servijourez gant unan anezhe, an hini a gont, un den paour o klask fortuniañ anezhañ. Krennard e oa Stivell p’en doa dizoloet ar ganaouenn-se, bet renablet gant Polig Montjarret en doa graet Tri-ugent martolod anezhi en e zastumad tonioù binioù bras. Kempennet e oa bet gant Alan Stivell, dibar he digoradur gant un delenn geltiek he c’herdin dir, ha kanet gantañ dirak arvesterien mil entanet hag a grogas enni raktal.

Lanv Stivell

Goude ma ne oa ket savet sal an Olympia evit an dañs e stagas tost an holl an arvesterien ganti betek er-maez. Displegañ a ra Alan Stivell e soñj diwar an darvoud-se e Racines interdites : « Dre ar c’hanaouennoù hengounel bet klevet gant ar Vretoned en o yaouankiz, a oa bet lâret dezhe ne oa dioute nemet kozh traoù diot ha diamzeriet, emañ Pobl Breizh war leurenn an Olympia, en ul lec’h brudet ha diouzh ar c’hiz. Ur stroñs an hini eo : a greiz-holl e taol pled ar Vretoned yaouank dedennet gant sonerezh Amerika ha Breizh-Veur e talv sonerezh Breizh kement all, hag e c’heller kanañ e brezhoneg kerkoulz all. Hag ar berzioù kozh da steuziñ neuze tra ma tispak, e sell d’an holl, ur bed a oa bet moustret warnañ gant ar Vretoned e don o askre ». Pelloc’h ez anzavo Stivell n’en doa ijinet gwech ebet e c’hellje ar sonadeg-se skeiñ ar Vretoned kement-se, ha, nebeutoc’h c’hoazh, ar Frañsizien dre vras d’o heul.

Golo ar gelaouenn Best, e 1973. Sachet e veze Alan stivell eus an eil atersadenn d’eben, re bar da brasañ steredennoù ar c’houlz-se. Embannet e voe e boltred war golo meur a gelaouenn, evel hini Best, ur gelaouenn c’hall war ar sonerezh, arbennikaet war ar rock.

War e chal e oa sonerezh Breizh diwar neuze. E miz Mae e voe embannet ar bladenn live a reas berzh, un bamm. War-dro 15 000 skouerenn anezhi a voe gwerzhet e korf ur bloavezh, hervez Yann Brekilien…. Ha kalz muioc’h c’hoazh abaoe (ouzhpenn 2 vilion hervez Marie-José Cochevelou) ! Klevet e voe war ar gwagennoù adalek an hañv, ken brav ha ken bihan ken e voe brudet Alan stivell gant an holl e Frañs a-benn an diskar-amzer. Troiadoù a voe savet un tamm e pep lec’h e Bro C’hall hag er bed ivez, hag embannet e voe meur a bladenn all gant ar c’haner ha soner breizhat, war un dro feal d’an hengoun ha troet d’an nevezadur, telennoù nevez gantañ ha doareoù seniñ nevez dezhañ.

Gant ar « prantad Stivell »-se, ken dreistordinal, e voe boulc’het an hent da veur a arzour ha brudet sonerezh Breizh evel ne oa bet biskoazh hag, asambles gantañ, sevenadur Breizh hag ar bed keltiek.

Talbenn an Olympia da geñver sonadeg an daou-ugent vloaz (1972-2012) © Anny Maurussane / culture.celtie.free.fr/  40 vloaz war-lerc’h  sonadeg veur 1972 e teuas Stivell war e giz en Olympia. An noz-se e voe klevet en e gichen, an eil war-lerc’h egile : bagad Sant-Malo, René Werneer, Dan ar Braz, Nolwenn Leroy, Robert ar Gall, Joanne Maclver ha Pat O' May.


 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurent Bourdelas, « Alan Stivell en Olympia, 1972 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/12/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/alan-stivell-en-olympia-1972

LEVRLENNADUR

  • Bourdelas Laurent, Alan Stivell, Embannadurioù Le Télégramme, 2012.
  • Stivell Alan, Erwan Jacques & Legras Marc, Racines interdites / Gwriziad difennet, Jean-Claude Lattès,  dastumad « Musiques & musiciens », ‎ 1979.
  • Stivell Alan & Verdier Jean-Noël, Telenn, la harpe bretonne, Embannadurioù Le Télégramme,‎ 2004.

Dielloù Bretania

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité