Alan Varvek, kentañ dug Breizh

Aozer : Philippe Lanoë / Genver 2017
Bet ganet e kalon tousmac'h aloubadegoù an Normaned, ez eo Alan Varvek dug en ur vro pell-mat diouzh rouantelezh Breizh, daoust d'e c'hoant gwelet adsavet lezennoù ar garolingiz. Kavout a ra e blas etre rouantelezh ma oa e orin, hag un dugelezh nevez, p'emañ an hini kentañ o vezañ lakaet da zug.

An deskadurezh en harlu

Alan Varvek, bet ganet tro 900-910, a zo mab Matuedoi, kont Poc'her ha mab-kaer Alan Veur, roue diwezhañ Breizh, marvet e 907.
Etre 913 ha 920 moarvat o doa tec'het e dud dirak aloubadegoù an Normaned, da vont da vro-Saoz, e lez Edward Kozh, roue ar Wessex. Desavet eo e kompagnunezh Louis Tramor, a vo roue war ar Garolingiz, hag a zo en harlu ivez gant e vamm Edwij, merc'h roue Wessex.

Hervez Kronikenn Naoned e oa gwarezet ar Vretoned gant Æthelstan, mab Edward Kozh, evel m'en diskouezfe pa ziviz da zont da vezañ paeron Alan. Er Gronikenn bepred e lenner e oa deuet da vezañ ur gwaz kreñv-meurbet, ha kalonek-tre: « Mont a ra da chaseal moc'h-gwez hag arzhed, e benn-bazh gantañ da holl armoù ».

Pa voe en oad da eurediñ e kemeras Judit da serc'h, moarvat e oa-hi eus tiegezh roue Kembre Hywel Dda (Houuel Da e-giz ma veze skrivet d'ar c'houlz-se), a oa kevredet da roue Wessex, ha bezant en e lez etre 928 ha 935. Unaned e oa neuze daou zen damheñvel o yezhoù, pezh a greñvaas moarvat ivez o levezon diplomatek, rak o soñj a oa kreñvaat al liammoù etre Saksoned ha Kembreiz. Nerzh a roas ivez da Alan, dezhañ da grediñ goulenn kaout e blas a roue e Breizh. Daou vab en do, Hoel an henañ, Gireg ar yaouañ.

Goude ma vefe bet diskaret emsavidi Breizh e 931, Yuzhael Berengar kont Roazhon en o zouez, e rank Alan mont da glask repu e ti e ziwaller en-dro.

Taolenn lignez Alan Varvek

Un distro prientet

Gant marv ar roue Raoul (d'ar 15 a viz Genver 936) e teu Loeiz Tramor en-dro war dron ar rouantelezh ar Franked. Diouzh e du e teu Alan en-dro da Vreizh ha goude un nebeut taolioù brezel e savo e annez en Naoned, bet dilezet e-pad un daou-ugent bloaz. Ne c'hello ket adtapout e anv a roue, pa vez Huon Bras, ha eñ e kalon an darvoudoù, dug ar Franked. Kentañ dug Breizh e vo neuze Alan.

Ren a ra war vro-Gerne, bro-Naoned (brasaet gant broioù Mauges, Tiffauges hag Herbauges e traoñ al Liger e 941-942), bro-Wened, hag en ur mod dieeun hanternoz ar vro a chom dindan aotrouniezh Yuzhael Berengar.

Delwenn blastr Alan Varvek, gant Amédée-Renée Médard, 1861, nnn renabl D 981.1.1 - Chantal Hémon, Mirdi Dobrée, Kuzul Jeneral Liger-Atlantel, Naoned.

Reneveziñ an ensavadurioù

A-benn trugarekaat abati Landevenneg evit e berzh diplomatek da vare e zistro, e voe roet dezhañ madoù e bro-Naoned, Bourc'h-Baz, lec'h ma vo savet ur prioldi, en o zouez.

Stagañ a ra gant reneveziñ an dugelezh war ziazez ar c'hontelezhioù, ensavadurioù kozh ar garolingiz. Tro-dro dezhañ e vez kavet e vignoned feal, evel ar beskont Dilez, lesanvet «Harluad Kembre». Lakaet e vez e vab Hoel da gont en Naoned. Hag ar Breizhad Hezdren, bet eskob Leon, a vo lakaet e penn eskopti Naoned.

 

Ur briñselezh bresk he c'hempouez

Nec'het o welet ar roue Loeiz dont da vezañ mignon d'an Normanted, e ya Alan, Yuzhael Berengar (ar Vretoned, hervez Flodoars) ha Gwilherm Penn Stoub da gaout anezhañ e Rouen, er bloaz 942, evit touiñ dezhañ o fealded. Ha goude-se e ambrougont anezhañ en Oise evit kas un dro-vrezeliñ ouzh Huon ar Bras hag Herbert a Vermandois, an hevelep bloavezh.

Ober a ra Normaned zo o mad eus an dizemglevioù gant Yuzhael Beranger evit tagañ Dol er bloaz 944. Divroc'het ouzh Yuzhael Berengar e klask Alan kreñvaat e aotrouniezh dre un eured, ha dimeziñ a ra da c'hoar kont Blois. Ur mab en deus, Drogon, met ne vez nemet 5 pe 6 vloaz pa varv Alan.

 

Troet gant Sten Charbonneau

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Lanoë, « Alan Varvek, kentañ dug Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/alan-varvek-kentan-dug-breizh

LEVRLENNADUR

  • Gasche Étienne, Alain Barbetorte, duc de Bretagne, Yoran Embanner, 2007, 256 p.
  • Tourault Philippe, « Alain Barbetorte et la création du duché ou comment de l’anarchie sortit le libérateur », Les ducs et duchesses de Bretagne, Perrin, 2009, pp. 13-39.

Romant

  • Geslin Colette, Une épée pour le Duc de Bretagne, Keltia Graphic, 2006.
  • Gasche Étienne, Distro Alan Varveg, duc de Bretagne, An Here, 1990, 192 p. [e brezhoneg]

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù

Dielloù e liamm war Bretania.bzh