An delenn

Aozer : Armel Morgant / Eost 2020
Diazezet e oa bet azginivelezh kentañ sonerezh hengounel Breizh, er bloavezhioù 1940, diwar goublad, arouezel-tre, ar sonerien binioù ha bombard. Er bloavezhioù ’70, e-kreiz al luskad folk, e voe dibabet da arouez ur c’herdinglav nevez-deuet war-wel d’an holl, an delenn « geltiek » anezhi.

Hêrezh ar romantelezh

E deroù ar bloavezhioù 1970 an hini e teuas « an delenn geltiek » da vezañ brudet da vat e Breizh. Bezañ zo anezhi ur benveg levezonet gant reoù Iwerzhon ha Bro Skos gwechall, deuet un nebeut skouerennoù anezhe betek ennomp. « Telenn Iwerzhon » pe « telenn vihan » (un tregont kordenn bennak dezhi) a veze graet anezhi e-pad pell, sko ouzh an « delenn glasel vras » (seizh kordenn ha daou-ugent hag un ardivink troadikelloù outi).

Difluket e oa an interest ouzh ar benveg-mañ daou gantved kentoc’h, stag ouzh ar romantelezh, hag abretoc’h c’hoazh marteze ouzh embannadur gwerzh Ossian en XVIIIvet kantved,  gant ar Skosad James Mac Pherson ; ur werz bet savet gant un henvarzh a Vro Skos da lâras Mc Pherson. Sur-awalc’h bepred e pouezas kalz war an darvoudoù da zont al lizher bet resevet gant Hersart a Gêrvarker digant ar pastol kembreat Tomaz Price a c’houlennas kement-mañ digantañ, ken dibistik ha tra : « Penaos emañ kont gant an delenn e Breizh d’an deiz a hirie ? ». Ha Kêrvarker da gejañ gant telennourien neuze pa ‘z eas da Gembre, ha da lakaat pediñ un telennour kembreat hag e verc’h er c’hendalc’h keltiek e 1867. Telenn Gembre an hini a veze sonet gante avat, dishañval-mat diouzh ar pezh a vez graet telenn geltiek anezhi en deizioù a-vremañ.

Kentañ sonerien telenn e Breizh

Paul Diverrez , eus an Oriant, eo ar Breizhad kentañ bet o stagañ gant an delenn geltiek. Bet e oa-eñ o studial ar vedisinerezh e Pariz e lec’h en doa bet kentelioù digant un delennourez klasel. Ezel ha telennour ofisiel ar gorsedd, bodadeg « barzhed » Breizh, e timezas hennezh d’un delennourez kembreat ha chom a reas e Breizh-Veur betek fin e vuhez. Gwelout a reer anezhañ war luc’hskeudennoù deroù an XXvet kantved, o seniñ un delenn Egan bet savet en Iwerzhon, da goulz ul lid drouized mod nevez. Ne reas ket berzh ar paotr ha dont a reas un delennourez klasel, an dimezell a v/Boisboissel war e lerc’h.

Er bloavezhioù 1930 e voe pedet gant ar gorsedd an delennourez skosat Eloise Russell Ferguson da zont da seniñ e Breizh. Kement ha tennañ mad eus an droiad-se e tapas Gildas Jaffrenoù muzulioù ar benveg, hag eñ da sevel kentañ telenn « geltiek » Breizh, dibosupl seniñ anezhi avat.

Krouidigezh an « delenn geltiek »

Goude an Eil Brezel Bed an hini e voe roet korf d’an delenn geltiek, a-drugarez da Jord Kocheveloù eus Gourin, a oa o chom e Pariz. E-pad an Okupasion e oa bet e darempred gant M. Hamonig, kelenner telenn mirva Clermont-Ferrand, dezhañ un delenn iwerzhonat na rae ganti nemet pa ‘z ae da veajiñ. Diouzhtu goude ar brezel e skrivas Jord Kochevelou da Gildas Jaffrenoù a gasas plañioù binvioù sonerezh dezhañ eus Breizh-Veur ; ha sevel e delenn gentañ neuze, evit e vab Alan mil entanet. Bet kentelioù digant Denise Mégevand, ha krog da vezañ brudet e metoù an Emsav ha reoù luskad folk ar bloavezhioù 1970 e stagas Alan, Stivell e anv-leurenn hiviziken, gant ar show-business o vrudañ e venveg er bed a-bezh.

Harpe Cochevelou

E diabarzh an delenn-mañ e lenner ar meneg skrivet gant Jord Kocheveloù :

“Ijinet, aozet ha kampennet on bet gant an Ao. Cochevelou e bl 1967 war an amboaz d’an Dim Anaig Renaod. Me a gano ho meleudi war an Delenn, o Doue, va Doue. »

Foto gant bugale Annaig Renault

 

E deroù ar bloavezhioù 1950 e voe savet ur bagad telennourezed, « Telenn Bleimor » anezhañ e-touez skouted Breizh e Pariz. Al lod brasañ anezhe o deus toullet o ode e micherioù sonerezh Breizh, sonerezh gwechall pe er c’helennadurezh zoken : Mariannig an Arc’hanteg, Rozenn Gwilc’her, Kristen Noguès ha Françoise Johannel paneveken.  Harp ouzh an div wrizienn barizian-se, a c’heller lârout, eo diwanet an delenn geltiek da vat.

« Marzh » Stivell ha berzh bras an delenn geltiek

Berzh brasoc’h-brasañ he deus graet an delenn geltiek adalek ar bloavezhioù ‘70. E Breizh da gentañ : e strolladoù sonerezh pobl, er skolioù hag er mirvaoù a-benn ar fin e lec’h m’eo bet degemeret an delenn geltiek da venveg-studi ha da venveg da vat goude-se. Oberennoù zo bet gouestlet dezhi gant sonaozourien ur sevenadur klasel dezhe, Pêr-If Mogn pe Piêrig Houdy en o zouez. Kantadoù a skolidi a vez o stagañ ganti bep bloaz well-wazh.

Ur festival, Emgavioù Etrevroadel an Telennoù e anv, zo gouestlet dezhi e Dinan, bep bloaz e miz gouere abaoe ar bloavezhioù 1980

E pad-pell ne voe savet telennoù keltiek nemet gant un dornadig oberourien arbennik. Ouzhpenn jord Kocheveloù a savas telennoù kuit a ober ur vicher anezhi, e ranker ober anv dreist-holl eus Gildas Jaffrenoù, Claude ar Rouz ha Martin Lhopiteau. Ul labouradeg a voe savet a-benn ar fin, kement a dud a c’houle kaout unan : unan eus brasañ labouradeg telennoù eo hini Mouzeil, el Liger-Atlantel, a-drugarez d’an telennoù keltiek. Er bloavezhioù ’70 e voe savet ar stal Camac gant ar vreudeur Joël ha Gérard Garnier da werzhañ binvioù hengounel o tont eus pep lec’h er bed, telennoù keltiek bet savet er Japon zoken. Dont a reas ar stal da vezañ arbennik war an telennoù, ken brav ken e tapas an eil renk war marc’had an telennoù klasel er bed a-bezh, da heul al lañs bet roet dezhi gant an telennoù keltiek.

Un istor dreistordinal eo hini ar benveg-mañ n’eus bet dioutañ nemet ur sorc’henn e-pad pell, bet roet korf dezhañ e Breizh a-benn ar fin ha bet kavet gantañ ur plas dibar er sonerezhioù a-vremañ.

Skritell Emgavioù Etrevroadel an Telennoù e Dinan

Bet kemeret gante lerc’h ur gouel a oa bet aozet e Sant-Brieg e deroù ar bloavezhioù 1980 eo deuet Emgavioù Etrevroadel an telennoù e Dinan, brasañ emgav telennourien Breizh. Sonerien an delenn geltiek eo al lod vrasañ anezhe eveljust. Sonerien telenn su-Amerika ha sonerien Kora, eus Akrika, a c’heller selaou eno ivez avat.

 

Troet diwar ar Galleg gant : J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Armel Morgant, « An delenn », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-delenn

Enklaskoù

  • Larc’hantec Mariannig, De la harpe à la harpe celtique – Exploration multifactorielle d’une spécialité de la musique bretonne, Université européenne de Rennes 2, 2013.

Levrioù

  • Stivell Alan, Racines interdites/Gwriziad difennet, Éditions Jean-Claude Lattès, 1979.
  • Stivell Alan & Verdier Jean-Noël, Telenn, la harpe bretonne, Éditions du Télégramme, 2004.
  • Bourdelas Laurent, Alan Stivell, Éditions Le Télégramme, 2012.
  • Jigourel Thierry, Harpe celtique – Le temps des enchanteurs, Celtics Chadenn, 2004.
  • Larc’hanteg Mariannig, La harpe, instrument des Celtes, Coop Breizh, 2013.
  • Ouvrage collectif, Identité de la harpe celtique, C.RI.H.C. Dinan & ADDM 22, 1994.
  • Comité des Rencontres internationales de Harpe celtique, Anthologie de la Harpe – La Harpe des Celtes, Éditions de la Tannerie, 2001.

Pennadoù-skrid

  • Morgant Armel, « Les harpes Le Roux », ArMen n° 3 ; « La harpe irlandaise », ArMen n° 83 ;, « 200 ans d’histoire de la harpe en Bretagne », ArMen n° 140 ; « L’épopée des harpes Camac », ArMen n° 162.

Pladenn

  • La harpe celtique – L’Anthologie, vol. 1 et 2, Coop Breizh (CD 951 et CD 976).

DVD

  • Alan Stivell – Parcours, Pathé 450936.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité