An dorzhellegezh

Aozer : Thierry Fillaut / Genver 2019

Ur stourm pennañ en XXvet kantved : ar stourm ouzh an dorzhellegezh. E pemp departamant Breizh eo e varver ar muiañ gant ar c’hleñved-se e penn-kentañ ar bloavezhioù 1930, gant ur feur uheloc’h eus 50% eget hini bro-C’hall d’an nebeutañ.

Goulenn a ra ar stourm-se e vefe gweleoù ouzhpenn ha frammoù arbennikaet. A-raok 1914 ez eo war an aod, e Penn Bronn (Rosko), ez eus bet savet ar c’hentañ sanatoriomoù evit torzhellegezh an eskern. Reoù all a zigoro diwezhatoc’h evit stourm ouzh torzhellegezh ar skevent (Plezeved). Preventoriomoù a zo bet savet ivez evit ar vugale gwan o yec’hed (Beuzid ar C’hoadoù, Pluveleg). Met abretoc’h emañ an dalc’h ivez : ret eo diskoachañ hag heuliañ an dud en arvar. Ur skouer eo Penn-ar-Bed war an dachenn-se, pa gaver adalek 1928 30 dispeñser, pe ti-louzaouiñ, ha 12 kreizenn kuzuliañ monedonea. Enno e kaved 48 klañvdiourez er gêr a c’hell evezhiañ 9 500 familh ; e 1930 e vo 5 medisin arbennikaet ouzhpenn a labouro gant ur «c’harr-samm radiografiezh» evit diguzhat ar c’hleñvedoù.

Met ret eo kelenn an dud dreist-holl, ha lakaat anezho da gaout emzalc’hioù a zere evit mirout outo eus ar c’hleñvedoù-red. Ar skolioù a voe karget da dreuzkas an deskadurezh-se, dre gelennadurezh an tiegiñ a veze roet d’ar merc’hed da skouer, pe dre al luskadoù gwerzhañ timbroù enep an dorzhellegezh a veze broudet ar skolidi da gemer perzh enno. Sklaer eo ar brezegenn : arabat eo kousket en ur gwele kloz ken, nac’hañ evañ e memes gwerenn hag e amezeg, ha degas da soñj ez eo «lous ha dañjerus tufañ war al leur», evel ma ne baouez ket da embann an Dr Lagriffe en un dornlevr-skol evit ar skolioù kentañ derez, bet embannet e Kemper e 1923.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thierry Fillaut, « An dorzhellegezh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-dorzhellegezh

bIBLIOGRAPHIE

  • Armand-Delille PF, « L’organisation de la lutte antituberculeuse dans le Finistère. Conséquences économiques et sociales », La Presse médicale, 4 juillet 1928, pp. 843-845.
     
  • Bouffort Daniel, L’adaptation de l’équipement hospitalier spécialisé à l’évolution de la pathologie tuberculeuse : l’exemple de la région Bretagne (1918-1980), ENSP, mémoire de fin d’assistanat, 1990, 92 p.
  • Broudic Fañch, « Il est interdit de cracher par terre et de parler breton », Société archéologique du Finistère - Année 2001, t. CXXX, 2002, p. 363-370.
  • « Quelques nouveaux éléments sur "Il est interdit de cracher par terre et de parler breton" », Société archéologique du Finistère - Année 2002, t. CXXXI, 2003, p. 449-452.

Documentaire

  • Vivre - Documentaire d’Émile Gaudu sur la tuberculose dans les Côtes-du-Nord (financement : direction de la santé), 1946, 20 min. Producteur : Films Lutétia.
    Cote cinémathèque : 3725

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité