An evned, barometr an natur

Aozer : Daniel Giraudon / Genver 2021
Araok koñsultiñ ar barometr evel ‘vez graet an deiz a hiziv evit gouzout hag eñ vo brav pe fall an amzer, e veze lakaet e fiañs gant ar menajer e-barzh ar sinoù roet dezhañ gant an natur. War dachenn ar pronostikoù-se, o deze an evned ur roll pennañ gwechall. Bez zo tud c’hoazh memestra a oar deus-se. Pa vez sellet ouzh an evned o tremen hervez koulz ar bloaz, pa vez arvestet pizh o doareoù pe c’hoazh pa vezont klevet o kanañ, e c’heller kemenn peseurt amzer a raio en deizioù o tont. Gwelet meump penaos e oa bet gwir ivez ewit pezh a sell amourousted kentañ ar merc’hedigoù hag ar baotredigoù o vewañ war ar maez. Amañ c’hoazh ec’h eo chomet e memor an dud-kozh roudoù eus kredennoù ar bobl, troioù-lavar, krenn-lavarioù a-leizh e Breizh Izel kenkoulz hag e Breizh-Uhel.

N’eus na mar na kistion ec’h eo an Nevez-amzer ar c’houlz ar muiañ gortozet gant al labourerien-douar. Gant sinadoù mizioù Meurzh hag Ebrel vez gouvezet emañ an natur o tihuniñ hag o tont da vezañ tommoc’h :

C’hoario Meurzh pezh a garo / Tu pe du deus ar c’hleuñ a dommo.

Arri eo ar poent evit al loened-stlej da zont er-maez eus dindan an douar :

Sul ar Bleunioù / A deu an naered ‘maez ar c’hleuñioù.

Ar goukoug – Dastummad Daniel Giraudon

. Emañ ar c’houlz ivez ewit ar goukoug da zont da hañviñ en hor Bro. Dre he c’han ha diskan kreñv e kemenn emañ an amzer vrav oc’h arriout :

Ebrelig divaskell an hañv / A lak ar goukoug da ganañ.

. Etre Meurzh hag Ebrel an hini eo adarre e vez savet he neizh gant ar big ha dozvet he vioù :

Deiz gouel Sant-Matias / A glask ar big he flas.

Deiz Gwener ar groaz / E tev un u e-barzh.

Gouzout a oar diouzh an amzer ha se zo kaoz e savo he neizh uhel pe izel e-barzh brankoù ur wezenn-bupli da skouer ma oar hi en araok  e vo nebeut pe galz  avel e-kerzh ar bloaz :

Un neizh pig e bleñchenn ar wezenn / Amzer gaer krenn

Ha c'hoazh

Neizh ar big pa vo izel / Pad ar goañv vo avel.

Gwennilied o heoliañ war rastell an tele (foto Daniel Giraudon)

Er memes koulz kazimant  ec’h arri ar gwennilied a vagadoù, o tigas gante ivez amzer vat an Nevez-Hañv. Met diwallomp, brav eo gwelout anezhe o nijal hag o tarnijal en aer glas an oabl met ma ‘n em lakont da nijal a-rez an douar, prestik e raio glav. N’eo ket an evn nemetañ o kemenn amzer c’hleb, ar gazeg koad ivez he deus ar galloud -se dre he c’hriadenn skiltr evel vez lâret gant ar re gozh  :

Klevet ‘vez ar gazeg-koad / Seblant dour zo moarvat.

Hervez ar vojenn ne deze ket droed da evañ dour nemet en ur dapout dre nij takadennoù glav. Se zo kaoz e seblant d’an dud e vez o  krial ivez : Gleb, gleb gleb !

An drask (foto Jacques Dervilly)

Evit pezh a sell an drask, n’eo ket eus amzer c’hleb vez kanet ganti met eus yenion :

Pa glevfet an drask o kanañ / Serret koad da dommañ. 

Tud zo o deus troet he c’han e komzoù tud. Reiñ a ra hec’h ali d’ar menajer  :

Arri eo an amzer griz / Kas keuneud d’an ti / skilhoù hir / skilhoù hir / skilhoù hir !

Ha koulskoude, e penn kentañ ar bloaz e c’hall ar voualc’h kemenn an amzer yen ivez evel a vez lâret gant al labourer-douar neuze  :

Pa gan ar voualc’h araok an drask / An hini n’eus ket a geuneud c’hall mont da glask.

Evit echuiñ, hopadenn ar gaouenn e-kerzh an noz an hini eo a c’hall kemenn ar rev. Lâret vez gant tud ar vro :

Riv deus d’he zreid, c’hwezhañ ‘ra en hec’h ivinoù.

     An neizhiad diktonioù-se a ziskouez splann penaos e ouie diouzh an amzer an dud o vevañ e       kreizh an natur gant sikour al loened-pluñv.

Celui qui n’a pas de bois de chauffage peut aller en chercher.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Giraudon, « An evned, barometr an natur », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 14/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-evned-barometr-an-natur

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité