An treuzkas - 2

Petra eo an treuzkas ? Savet hon eus ar goulenn da daou ganer, Véronique Bourjot ha Gweltaz Adeux.
Ha pa vez kaoz eus an treuzkas n'eus ket tu tremen hep mennegiñ ar c'hoñkourioù : ar c'henskrivadegoù war ar c'han ha war ar sonerezh : a-bouez ken ken evit istor ha sonerezh ar Vro !
Klevet vo daou reportaj bet sevenet gant Yaelle ar Mouel ha Mikael Le Bihannic da geñver Ar Roue Waroch, ur gouel bet dalc'het evit an 19vet gwech e penn kentañ miz C'hwevrer e Pleskop.
Komzet vo evel just eus ar C'han ar Bobl ! Nolùen ar Buhé a gonto deomp petra eo an treuzkas eviti ha peseurt talvoudegezh 'n eus bet ar C'han ar Bobl en he buhez. Maurice Duhamel : un den e-touesk ar re bouesusañ evit holl kanerien ha sonerien ar vro ! Brudet eo evit e bennoberenn bet embannet e 1913 dindan an titl Musique Bretonne, enni 400 ton hengounel, lod bet dastumet gantañ ha dreist-holl bizskrivet gantañ. Marthe Vassallo he deus darempredet anezhañ e-pad ur pennadig amzer, setu pezh a gonto deomp...
An abadenn-mañ a zo un digarez ivez da lakaat ar gaoz war raktresoù liesseurt ar gevredigezh BCD : an diskouezadeg diwar-benn ar PCI, ar c'hliche-video nevez deuet er-maez, stumm 2 ar Breizh App ha c'hoazh.

Titouroù pleustrek :
Evit rakprenañ al levr Les Chants du livre bleu : http://www.marthevassallo.com

Lec'hienn Nolùen Le Buhé

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité