Ar barner Herve

Aozer : Bernez Rouz / Genver 2022

Ganet e Pluzunet e Bro Dreger, Charles-Victor Herve a lak e anv da vont er Marin a Vrezel e 1908. Met gloazet eo setu n’hell ket mont da ofiser e-giz en doa c’hoant. Cheñj micher a ra da vont war ar gwir. Advoue eo da gentañ e Gwitreg e-pad ar Brezel Bras, e 1919 eo bet anveet da Varner a beoc’h e Pontrev ha goude da varner-imbourc’her e Gwengamp adalek 1926. Merañ a ra en un doare digredus un afet justiz a denn eus ar bolitikerezh ha eus an ekonomiezh. Tennet e vez e garg digantañ gant melestradurezh al lezioù barn ha lakaet eo en ur bredospital da vezañ prederiet. Mouzet ouzh  bed ar varnerien e ro e davañcher ha skrivañ ur flemmskrid enep ar Justiz.

Evit mont pelloc’h ganti e tiskoach un afer gozh : tennoù pistolenn bet klevet kostez Plourivo e-kichen maner Pêr Kemener. Evitañ eo bet lazhet Kemener e Plourivo, setu ma gomañs un dro Vreizh evit tamall ouzh ar Justiz bezañ barnet Seznec d’ar galeoù, e gaou. Mont a ra pell tre gant e damalloù setu vez douget klemm enep dezhañ gant familh Kemener. Ne teu ket Charles-Victor Herve da zisplegañ e « brouennoù » dirak ar Justiz, setu m’eo kondaonet. Tro-gwenn a rayo ha ne teuyo morse a-benn da lakaat ar Justiz da zigoriñ en dro prosez Seznec. Mervel a ra er bloaz 1950.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernez Rouz, « Ar barner Herve », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/01/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-barner-herve

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité