Ar brezhoneg, ur yezh keltiek

Aozer : Francis Favereau / Here 2022
Petra eo al liammoù etre galianeg ha brezhoneg ha perak e vez graet anezho yezhoù "keltiek" ? Rendael zo bet diwar an darempred etre ar brezhoneg ha keltieg kozh an douar-bras abaoe an 18vet kantved ha padet hed-ha-hed an 20vet kantved.

Ar gerentiezh etre brezhoneg ha keltieg kozh an douar-bras n'eo ket nebeud a dra. E-pad pell e oa ret choaz etre daou orin, daoust pe zaoust, predeneg pe galianeg, a-badal e oa ar memes yezh tost da vat. Da zigentañ e soñjed e oa ar brezhoneg - hag ar Vretoned - evel kellies yezh all (kembraeg, euskareg) deuet a-ziwar ar Bibl (Adam hag Eva : a-damm hag eva !), goude-se eus Troia (Geoffroy de Monmouth), pe eus Roma (Brutus), teoriennoù hag a gaved bepred e-tro fin an Dukelezh. Arabat ankouaat ivez mojenn Arzhur, eus tro ar 5vet kantved, brudet-kaer adal an 13vet dre berzh "danvez Breizh", mojennoù ha sonioù skignet gant janglerion eus Kembre hag eus Breizh ma oa deuet diwarno etre 1150 ha 1250 ar pezh a vez anvet "romantoù brezhon". Edward Lluyd, ur gouizieg eus Kembre, en deus implijet ar ger "keltieg" er bloaz 1707, da heul ar Breizhad Paul-Yves Pezron, kement ha diskouez pegen heñvel eo ar brezhoneg, ar c'hembraeg hag ar c'hernoweg hag a-belloc'h ar gouezeleg. Koulskoude e voe ret gortoz filologourion an 19vet evit tostaat an iwerzhoneg kozh ouzh al latin, ar gregach hag ar sanskriteg e-skeud adkavout tres ar pezh a voe anvet diwar neuze indoeuropeaneg.

Daoust pegen kar eo ar galianeg ha brezhoneg Enez-Vreizh ?

An diforc'h etre galianeg (keltieg an douar-bras) ha brezhoneg Enez-Vreizh (predeneg) zo da gentañ kronologel. Ar galianeg (anvet gallique a-wechoù), yezh pobloù Gallia, a veze komzet c'hoazh meur a gantved war-lerc'h trec'h Cesar ha betek goude diskar an Impalaeriezh roman (476). Setu e oa yezh ur pezh tachennad, kenkoulz hini Vercingetorix hag Arvorigiz, bet deskrivet gant Tacitus, war-lerc'h Cesar, evel ur yezh heñvel ouzh hini Enez-Vreizh : "similes sunt" (heñvel int).

Adal ar 16vet kantved e soñje ar Geltomaned, deuet brud dezho en 18vet pelloc'h e Breizh-Veur gant Ossian, neuzen e Breizh (Akademiezh Keltiek 1804), e oa ar brezhoneg kendalc'h ar c'heltieg war an douar-bras evel a oa bet kont gant ar "Brythoneg" (Brythonic) a-ziwar-lerc'h ar predeneg en Enez-Vreizh. Er bloaz 1847 en Essai sur l'histoire de la langue bretonne Kervarker e lenner an dra-mañ : "ar peurvuiañ eus ar penngerioù a rae ganto kentañ broiz Gallia hag Enez-Vreizh a gaver bepred digant o diskennidi eus Iwerzhon, Skos, Kembre hag an Arvorig". Ha menegiñ a ra gant gwir abeg kalz gerioù - degadoù anezho - en o stumm brezhoneg : marc'h, tarv, garan & dero, gwern, pempedul (hag ar chifroù). Skrivañ a ra diwar-benn lies anv-lec'h an Henamzer (evel Carentomagum, Vernodubrum) : "Ar gerioù-se hag an holl re o deus ar memes gwrizioù a vez gallet didroc'hañ ha displegañ en un doare naturel ha diboan-kaer gant sikour ar yezhoù keltiek bev".

Re wir ar wirionez. Sed aze ar pezh a reas Georges Dottin en e levr La langue gauloise er bloaz 1918 ma kaver un toullad gerioù hag anv eus sintaks evel e-barzh "an den-mañ / an den-se", betek gant gallaoueg Breizh-Uhel, roud eus doare ar galianeg, brezhoneg koulz ha kembraeg (y dyn hwn). Dalc'het o deus ar geltiegourion Léon Fleuriot, neuze Pierre-Yves Lambert ha Xavier Delamarre nevez so en Dictionnaire de la langue gauloise (2003) e-lec'h ma kaver tost d'ur mil ger bennak ha meur a vil zoken en ur gontañ gerioù kevrennek e-leizh (anvioù tud ha lec'hioù forzh pegement).

Ar brezhoneg, ur yezh "divroet" ?

Hogen e-tro fin an 19vet kantved, da heul an istorour broadel Arthur de la Borderie, e kavas d'ar c'heltiegour meur Job Loth e oa hon brezhoneg ar yezh deuet d'an tu-mañ gant divroidi eus Breizh-Veur etre ar 5vet hag ar 7vet kantved hag i o touarañ en un Arvorig a oa peur-romanekaet war e veno. En e levr Les mots latins dans les langues britonniques, e tispleg al latinegour e skol-veur Roazhon, dimezet d'ur Gembreadez ha troour ar Mabinogion : "Keuz am eus pa ne ran ket brezhoneg eus ar c'hembraeg, brezhoneg an Arvorig hag ar c'hernoweg... Predeneg a ran kentoc'h eus ar yezhoù-mañ, pezh a intenter dre ar yezhoniezh hag an istor. Hen-bredeneg a lavaran eus mare an hen-geltieg evit pobloù brezhon... Evit fed an anv pobl da vare Enez-Vreizh-hont ne c'hallen ket kavout gwell eget Brezhon". Seurt disparti etre galianeg ha predeneg deuet da Vreizh a oa bet abeget gant ar chaloni Falc'hun adal 1951 pa wele ar brezhoneg evel kendalc'h ar galianeg, en enep-kaer d'an emsaverien a gave gwelloc'h an dro-mañ meno ar republikan Loth (aet da gelenner meur e Kolej Frañs) eget hini Kervarker barzh romantel. Klask a reas Léon Fleuriot tostaat an eil hag egile en e Origines de la Bretagne (1980), ma rae anv eus kengej ("symbiose") etre gwiskad ar c'heltieg kozh war an douar-bras (anavezet kalz gwelloc'h abaoe) hag ar Brythoneg, degaset da Vreizh-Vihan da vare an divroadeg eus Enez-Vreizh adalek an 3vet betek an 8vet kantved, marteze a-walc'h.

Pennher an eil hag ebenn

Pa chomer da gompren en dikotomiezh meneget gant Fleuriot - brug, diwar ar galianeg brucaria aet d'ar galleg bruyère, e-kichen ar c'hembraeg grug, gwrug a-ziwar *wroika a-gozh, aet da fraoch e gouezeleg - e kaver kalz skouerioù all, deuet war wel abaoe.

Brezhoneg an Arvorig e kaver ennañ doublennoù e-leizh hag a ziskouez da welet eo pennher an eil yezh hag eben : (a-)us evel e galianeg Ussel / Uzel & Luzel e-tal ar furm uhel, Uhelgoad, Keruhel hag uc'h, a-uc'h evel e kembraeg uwch (Lannuwchlyn) peotramant Eusa, miret ganti S an douar-bras evel en iwerzhoneg (uasal), aet da H e predeneg (uhel e brezhoneg, uchel e kembraeg, ughel e kernoweg).

Legio V Alaudae Cesar (alauda ha diwar se aloue, alouette) n'eo ket droukheñvel ouzh alc'hweder / ec'hwedez (stumm Treger aet da anv familh Lhévéder, tost d'ar c'hembraeg ehedydd, uchedydd).

Daou stumm a gaver ivez : unan diwar ar galianeg (cleta), kled (Parc ar glét - Poher - evel an anv-gwan klet, gwaskedet diouzh an avel) / kloued (barrier, draf), e kembraeg clwyd & Clwyd hag anv Dublin en iwerzhoneg (Baile Átha) Cliath.

E brezhoneg Gwened e kaver mar (a ueh), hañval ouzh ar galianeg maros (Maroué diwarnañ ivez) e-kichen ar predeneg mor deuet da vezañ meur e brezhoneg a-vremañ (Coëtmeur & Bois Meur, Kermeur, ar Meur & Ty-meur) / kembraeg mawr (mes morion el liester evel Meurien, liester an anv-den, tre evel mor en iwerzhoneg : Inishmore...)Ur skouer all zo bet damantet din nevez so gant ur gouizieg eus ar Suis alamaneg. An anv Brieg (Brieuc, Sant-Brieuc) a gaver ennañ ar wrizienn bri (uhelentez), ma teu diwarni an anv familh Briand ha Brigantes, Briançon (evel Brian Boru en iwerzhoneg) hag al lostger -eg, implijet stank (Lagadeg, Penneg, Troadeg), deuet diwar -oc (henvrezhoneg evel e Kembre bepred, Porthmadog / Madeuc e Breizh-Uhel) hag -ach e gouezeleg, diwar ar c'heltieg kozh -acos (-acus er stumm latin), un -ac a gaver er yezh ok (Agonac, Bellac, Gaillac) evel e Breizh-Uhel en dachennad kemmesk (Eréac, Missillac, Sévignac, Talensac) ha betek e Breizh-Izel (Kallag, Lozag, Mellag, Milizag, Molag, Moreag / Mourieg, Skrignag) o tont eus keltieg kozh an Arvorig. Briag (Boulvriag gant he "mini(hi) Briag") a vefe arallstumm Brioc (Brieg goude-se) ha neket ur sant iwerzhonat faltaziet !

Setu e vefe brezhoneg ha galianeg yezhoù kar, tostkar pe pellgar evel a garer, o tiskouez kendalc'h ar c'heltieg kozh war an douar-bras, seul vui ma teu an div yezh tostañ (kernoweg ha kembraeg) diwar "Brythoneg" Enez-Vreizh ha ne oa ket droukheñvel diouzh keltieg an douar-bras. Kerent - hag e ve pellgerent - ha kerentiezh da geñveriañ ouzh ar pezh a gaver er yezhoù romanek peustost (italianeg, spagnoleg, portugaleg pe kalataneg hag okitaneg), ar memes milvedoù o tispartiañ an eil re hag ar re all.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Francis Favereau, « Ar brezhoneg, ur yezh keltiek », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/10/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-brezhoneg-ur-yezh-keltiek

LEVRLENNADUR

FAVEREAU Francis, BABEL & BARAGOUIN : Le breton dans la mondialisation, Skol Vreizh 2006.

FAVEREAU Francis, CELTICISMES : Les Gaulois et nous, Skol Vreizh, juin 2017

FAVEREAU Francis, Geriadurig ar brezhoneg a-vremañ - Dictionnaire du breton contemporain, Morlaix Skol Vreizh 2005, 2010 & 2015...

FAVEREAU Francis, Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ - Grammaire du breton contemporain, éd. Skol-Vreizh, 1997 & (rééd.) 2018.

FAVEREAU Francis, Anthologie de la littérature de la langue bretonne au XXe siècle – tome 1, 2, 3 et 4, éd. Skol-Vreizh (2002, 2003, 2008 & 2016)

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité