Ar c’h/Kriegsmarine e Brest

Aozer : Patrick Galliou / Gwengolo 2020

Ar Gneisenau war ar sec’h e Brest e 1941. Otrin : diberville.blogspot.fr
E-pad an Eil Brezel Bed e talvezas Brest da diazlec’h pennañ morlu an Alamanted, ar c’h/Kriegsmarine. Alese e c’hellent tagañ ar steudadoù bigi a dreuze ar Meurvor Atlantel hag eno e c’helle o listri bezañ karennet. Ar morreder hobregonet Admiral Hipper (1937) eo al lestr vras kentañ a zeuas e Brest, d’ar 27 a viz kerzu 1940, da vezañ karennet eno  goude un argadenn er meurvor. Adstagañ gant he c’hefridioù a reas d’ar c’hentañ a viz c’hwevrer ar bloaz war-lerc’h, dont war he giz e Vrest d’ar 14 eus ar miz-se ha mont da vat d’ar 16 a viz meurzh. Un nebeud deizioù goude-se e tegouezhas e porzh Brest, ar morrederien-stourm Gneisenau (1938) ha Scharnhorst (1936) siet o c’hefluskerioù. Loc’het e oant eus Kiel d’an 21 a viz genver ha tapet o doa mont d’ar meurvor Atlantel e lec’h o doa kaset daou lestr ar gevredidi warn-ugent d’an traoñ. Bombezet e oa bet an daou vorreder, lec’hiet gant kirri-nij spiañ an RAF titouret gant Jean Philippon, ofisour a vor ha rezistant. Gwall skoet e voe ar Gneisenau d’ar 6 ha diouzh noz an 10 d’an 11 a viz ebrel. Dre ma oant sac’het e Brest  e oa deuet ar morreder hobregonet Prinz Eugen (1938) d’o harpañ ha bombezet e oa bet hennezh d’e dro. O welout e oa deuet porzh Brest da vezañ un trap e loc’has an teir lestr kuit alese diouzh noz an 11 a viz c’hwevrer 1942 (deroù an oberiadenn Cerberus) ha tapout a rejont tremen dre mor Breizh daoust da enebiezh ar morlu saoz. Biskoazh ne zeujont war o c’hiz e Brest ha staliet e voe eno daou flodad listri-spluj, er Benfell da gentañ hag e Lanninon goude-se, en un diazlec’h gwarezet mat.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Galliou, « Ar c’h/Kriegsmarine e Brest », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-c-hkriegsmarine-e-brest

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité