Ar maouezed e Breizh, un nemedenn sevenadurel ?

An taol-mañ e vo lakaet ar gaoz war ar merc'hed :
- Claude Nadeau a gomzo deomp deus ar sonerezh barok hag ar merc'hed ;
- Marthe Vassallo a zisplego deomp petra eo bet labour ar merc'hed evit pezh a sell deus treuskas ar sevenadur.

Da geñver kampionad Europa ar gourenoù keltiek a vo dalc'het e Brest e fin ar miz en deus dibabet Mikael Bihannic fardañ ur gronikenn diwar-benn ar gouren.

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité