Etre 320 ha 620 lur emañ pouez ar pared-reuniged gris deuet, hag etre 2,50 ha 3,30 m o ment. Ne 'z a ket pouez ar parezed en tu all da 380 lur nag o ment da 2 vetrad. Brizh eo o feur, gant arlivioù gris heverk. Plaset int e modoù disheñvel ouzh pep hinienn. A-drugarez d'an dra-se e c'heller heuliañ anezho resis-kenañ ouzh fotoioù. Digejañ dremmoù ar reuniged a c'heller, n'eo ket re an dud nemetken ! Gant balizennoù Argos e c'heller heuliañ hiniennoù 'zo o fiñval, ha gouzout kalz muioc'h diwar-benn o bevoniezh. Da heul labourioù bet kaset gant Océanopolis, an ONCFS ha skol-veur La Rochelle etre 1997 ha 2002, gouzout a ouzer eo aes-tre da reuniged gris Kembre treuziñ Mor Breizh, hag en tu all, reuniged Molenez a ya diboan da Gerne-Veur pe da Iwerzhon d'ober un dro. Gouzout hiroc'h a reer diwar-benn o doareoù da splujañ ha da gousket rak arsellet a reer ar re a vez degemeret e kreizennoù prederiañ hag ar re a vev bac'het : da noz ez eont da astenn war ar sec'h, war ur garreg er mor. E-pad an deiz avat, evit ober ur chouk e kouskont sanket er mor. Dont a ra o jestroù da vezañ emgefre : e-pad pemp pe c'hwec'h munut e chomont harpet dindan ur garreg, pe staget ouzh un dalienn o deus gennet dindan o fav. Goude-se en em laoskont da sevel evit analañ. Met arabat soñjal e c'hwezhjent o skevent evel ma vije boutailhoù oksigen anezho nemetken. Evit gwir e kontrolont ar sankañ er mor o tigreskiñ ec'honad an aer. Da echuiñ, gant skejoù-korf ar reuniged marv e anavezer o bevañs resis : reuniged Breizh a zebr pesked-aod dreist-holl (meilhi, plais, gwrac'hed), kefalopoded, ha laboused-mor a-wechoù.
Dizonet abred
Pa vez du-kel ar c'houmoul war beg Breizh e vez ganet babigoù gwenn-kann gant ar mammoù reunig : etre miz Du ha miz Genver eo e vez ganet ar reuniged gris bihan. Staliañ a ra o mammoù war gerreg bras er mor. Laezhañ a raint o c'holen tev eno e-pad teir sizhunvezh. Hennezh a vuzo goude hag a splujo en dour, dizonet-trumm. Arabat bezañ souezhet, neuze, e vefe kavet reuniged yaouank o-unan en aod vev da heul barroù-amzer ar goañv. Abaoe ma oa bet krouet Océanopolis e Brest e 1990 e vezont kemeret e karg gant ur skipailhad tud arbennik. Ober a reont war o zro ha klask lakaat anezho da lartaat evit o saveteiñ, hep kustumiñ anezho ouzh an dud evit kement-se. Rak dav e vo dezho mont d'ar vuhez ouez en-dro. Ugent reunig yaouank a vez kemeret e karg bep bloaz bremañ, well-wazh.
Pell 'zo emaint e Breizh
En 18vet kantved e kaved al lavarenn « bleizi-mor » eus tu an Inizi Glenan. E 1862 e kaved tresadenn un nebeud reuniged e bae Douarnenez gant al liver Eugène Gridel. Galloud a reer soñjal neuze eo darempreded aodoù Breizh gant reuniged gris abaoe pell. Anvioù-lec'h 'zo, evel Plasenn ar Reuniged, e mervent enez Benniged, a ziskouez ar memes tra. O studiañ kelaouennoù ar vro hag oc'h atersiñ tud e c'heller asuriñ e veze kavet ur reunig gris bep bloaz war aodoù Breizh, well-wazh, tro-dro da inizi Molenez hag Eusa dreist-holl, e lodenn gentañ an 20vet kantved. Al lodenn vrasañ anezho a veze lazhet hag alies e vezent gwerzhet. Unan anezho, bet trapet er Peñzez, e-kichen Karanteg, a voe dalc'het en ur sirk bihan betek fin e vuhez, zoken.
Kresket o foblañs a-galz
Ken abred hag ar bloavezh 1961 e voe diazezet gwareziñ ar spesad gant un diferad, ar pezh a voe kadarnaet gant al lezenn war-dro daouzek vloaz war-lerc'h. Er bloavezhioù 1970 e voe kadarnaet edo ur strolladig reuniged gris e Molenez, lec'h ma teue neuze an naturourien da vezañ niverusoc'h eget ar vezhinaerien... E 1973 e oa bet diskouezet evit ar wech kentañ o doa gouennet eno. Un eil tropad padus en em vodas en Enezioù ar Jentilez (22) ha gouennañ a rejont eno adalek 1986.
Gwazourien park mor an Hirwazh a ya da gontañ ar reuniged o tiskuizhañ war ar c'herreg pa vez izel ar mor hag ar c'henefederioù uheloc'h eget 80. Kement ha 235 reunig a oa bet kontet e 2023, 90 % anezho bodet e Morgaol (392 a oa e 2021, met mat eo ar feur kreskiñ memes tra). N'eo ket aes labourat gant amzer fall ar goañv, ha sur emañ an niver a 24 ganedigezh dindan an niver gwir. Gwarezva Natur ar Jentilez a zo anezhañ al lec'h ma vez ganet ar muiañ a reuniged gris ennañ e pennvro Frañs abaoe meur a vloavezh. War-dro hanter-kant ganedigezh a vez kontet bep bloaz gant gopridi Kevre gwareziñ al laboused. Kresk-digresk eo an niver a reuniged deuet a vez kavet eno, met 203 a oa bet kontet e 2019, p'emañ ar geidenn war-dro kant anezho.
E penn-kentañ ar bloavezhioù 2020 e oa bet gwelet strolladoù stankoc'h-stankañ e meur a lec'h : e bae Menez-Mikael (war-dro pemzek anezho), e bae Montroulez (lec'h m'eo anavezet mat 24 hinienn, parezed deuet dreist-holl, gant gopridi Breizh vev), Porsal (war-dro pemzek anezho), er Chaoser (war-dro 70 anezho) ha war aodoù Su Penn-ar-Bed (un daouzek bennak er C'heloù e Penmarc’h, unan pe zaou e Beg Mousterlin ha daou-ugent, well-wazh, en Inizi Glenan, lec'h ma vezont heuliet gant Breizh vev hag Ofis Frañs ar vevliesseurted). Ret-mat eo anzav e tiskouez ar boblad reuniged gris e Breizh pegen efedus eo gwareziñ ur spesad da vat, hanter-kant vloaz goude ma oa bet gwelet o c'houennañ e Breizh evit ar wech kentañ.
Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos