Daoust ma vez graet ul lodenn vras eus ar produiñ er-maez, war font an atant, n'hall ket al labourerien-douar dioueriñ savadurioù (karrdi, staoliañ, tunelioù, kambr yen, atalier treuzfurmiñ, sal gwerzhañ, gwiskvaoù, hag all) evit ober o micher. Teir c'hefridi a vez anavezet dezho : ar produiñ kentañ ; an oberoù a zeu da heul ar produiñ (an treuzfurmiñ en atant pe degemer an douristed, da skouer) ; al lojeiz karg. Ar savadurioù-se, ar re lem-laka hag heloc'h zoken (tunelioù, frammoù liestamm, annez skañv, hag all), a zo dindan goulenn aotre kêraozañ.
Padal e stader en deus digresket an niver a savadurioù evit al labour-douar en inizi, pa n'eo ket aet da netra. Dont a ra kement-se eus cheñchamantoù implij ar savadurioù labour-douar (lojeiz, stokañ karavanennoù pe bigi) evit servij da annez pe da ekonomiezh ar servijoù, eus ar brokañ a zalc'h savadurioù 'zo maez eus ar marc'had, pe c'hoazh eus savadurioù n'hellont ket bezañ implijet ken abalamour d'o stumm (salioù-goro diazas pe savadurioù re dost ouzh tiez, da skouer) pe da stumm an amezegiezh. Hogen ne oa ket kalz a breder war gudenn ar savadurioù labour-douar betek un nebeud bloavezhioù 'zo, peogwir ne oa ket anavezet mont en-dro fetis al labourerezh-douar ha peogwir e seblante pennañ goulennoù liammet ouzh ar sevel tiez evit an annezidi.
Padal n'haller ket dioueriñ an neveziñ reoliek hag ar staliañ savadurioù evit harpañ al lañs nevez deuet d'al labourerezh-douar en inizi. Met pa seller ouzh gwir ar c'hêraozañ hag an arvor dreist pep tra, e komprener eo diaes-tre respont da seurt ezhommoù. Evit gwir, en inizi ez eus bet berniet stignadoù gwareziñ an endro hag an dremm-vro evit doujañ ouzh o finvidigezh viologel ha glad bresk. Emañ o ziriad a-bezh e takad lezenn an aodoù. Hervez ar stignad-se eo savet o zeulioù kêraozañ ha termenet takadoù lec'h m'eo harzet pe difennet ar c'hêriekaat, ha pa vefe evit al labour-douar. En inizi n'eus ket a geinvro a vije he zakad maez eus Lezenn an aodoù, lec'h ma c'helljed harluañ ar savadurioù labour-douar.
Bremañ neuze e rank an dilennidi kement hag an dud a-vicher klask lakaat a-walc'h a savadurioù labour-douar reizh hervez lezenn hag akomod, hep lakaat pinvidigezhioù endro ha dremm-vro an inizi en arvar, hag int gwarezet ouzhpenn da se gant al labourerezh-douar padus.