"An nep a vo ket bet graet an Dro Breiz gantañ pa oa bev a ranko heñ ober ur wech marv, met o vont war-raok eus ment e arched ur wech bep seizh bloaz."
Lakaat a ra al lavarenn spontus-mañ da soñjal e levr Anatol Ar Braz, Mojenn an Ankou, bet savet e dibenn an XIXvet kantved.
An Dro-Vreiz a bed ar pic’hirin da vont eus iliz veur da iliz veur seizh eskopti kornôg Breizh o lezel a gostez re Roazhon ha Naoned, da laret eo ar re bet savet gant diazezerien Breizh er VIvet kantved. Ar pic’hirinaj-mañ a chom end-eeun e diabarzh bevennoù Breizh a-raok an IXvet kantved, d’ar mare ma voe ebarzhet kontelezhioù Roazhon ha Naoned.
Un dalvoudegezh arouezel a beurvad a zo gant an niverenn seizh. Stag eo ouzh al lidoù gouestlet da veur a strollad sent evel seizh sent kousket Ephèse.
Sant Padarn eus Bro Gembre, en e vuhez skrivet en XIvet kantved, a zo mesket gant sant Padern eus Gwened hag e vuhez a ra anezhañ en un doare splann unan eus “seizh sent eskibien Breizh”. Al levr Roman de Brut a venneg anezho ivez en XIIvet kantved, eus un tu all La Chanson de Rolland a venneg ar seizh sent hep resisaat hag eskibien diazezerien int.
Arouez ar seizh sent a zo stag ouzh Tro-Vreiz ar seizh sent diazezerien ha eskibien en un doare kadarn nemet e tro ar bloaz 1300. Ar meneg kentañ n’eus ket tu da dabutal a vez kavet e prosez sentelezhadur sant Erwan.
N’eus bet moarvat morse kalz a bic’hirined hag e dibenn ar XVvet kantved ez eo aet da get. Ur glakerez-vara he dije graet an Dro-Vreiz koulskoude tro-dro d’ar bloavezh 1800 hervezh Anatol Ar Braz.
Ar pic’hirinaj, divoaz en e framm hag a ra un troaid, aet diwar spered an dud a zo bet brudet endro a drugarez da labourioù Julien-Toussaint Trevidic e dibenn an XIXvet kantved, d’ar mare ma teu sent ha sevenadur Breizh da vezañ d’ar c’hiz endro. Koulskoude ar pal a oa kentoc’h lakaat ur glad war wel o soñjal dija en douristelezh hag, e 1950, Florian Le Roy a embann ul levr touristañ evit an Tro-Vreiz.
Lañs a zo roet da vat e 1994 war atiz Philippe Abjean, animatour ar gevredigezh “Hentoù an Dro-Vreiz”. Brud a zeu buan tro dro d’ar pic’hirinaj. Ha pa vefe ret kalsk un displeg ekologel, touristel, breizhek pe relijiel, pe an holl war ur dro e penn ar bic’hirined, al lusk a zo marteze da glask en ezhomm “ober endro ul lec’h sakr eus an douar gwallgaset gant an denelezh” ma heulier komzoù Brigitte Bleuzen.