Ar sonioù pobl e brezhoneg war follennoù nij

Aozer : Daniel Giraudon / C’hwevrer 2021
N’eus ket kement a zoareoù lennegezh e Breizh hag a vefe bet ken tost ouzh buhez an dud vunut eget ar sonioù. E-pad kantvedoù ez eo a veg da veg m’int bet skignet, ha miret int bet e memor an dud, o tremen a rummad da rummad. Ur wech m’eo bet uhel a walc’h niver an dud barrek da skrivañ ha da lenn ez eus bet moullet ha gwerzhet er straedoù sonioù war follennoù nij. Ma c’heller bezañ sur eo kozh mat micher ar ganerien, hini ar varc’hadourien sonioù brezhonek nevez war follennoù nij ne seblant ket bezañ bet ur vicher koshoc’h eget ar XVIIvet kantved. Lakaat a reer e vefe etre dibenn an XIXvet kantved ha penn-kentañ an XXvet kantved a vefe bet oadvezh aour ar moullañ follennoù nij. E-pad ur pennadig e voe neuze an daou zoare sonioù o kenvevañ, betek ma voe trec’h tamm ha tamm roll sonioù ar follennoù nij war hini ar sonioù koshoc’h, diwar glevet hepken.

Abred-tre e oa erru ar voullerezh e Breizh koulskoude, pa oa bet moullet ken abred ha 1499 e Landreger ar c’hentañ geriadur Brezhoneg-Galleg-Latin, ar C’hatolicon bet savet gant Jehan Lagadeuc. Goude bloavezhioù well-wazh eo tro 1620 ma oa bet staliet ur gwir voullerezh e Breizh.

Orin ha diorren ar sonioù war follennoù‑nij

En XVIIvet kantved e zeraouas ur c’houlzad avielañ hir a-walc’h e -Breizh, kroget gant Dom Mikael an Nobletz (1577-1652), ha kendalc’het gant e ziskibl jezuist an tad Juluan Maner (1606-1683), pezh a gasas d’ur reneveziñ relijiel bras-eston. E-doug ar prantad-se e voe kroget gant ar werzh kantikoù brezhonek war follennoù‑nij.

E-doug an daou gantved war-lerc’h e voe araokadennoù gant mekanikoù ha teknikoù ar voullerezh, pezh a roas un taol‑lañs d’an embann sonioù war follennoù‑nij. Gant embannerien zo, evel ar familhoù lec’h ma vezer mouller a-rumm da rumm, evel ar re Ledan e Montroulez pe c’hoazh ar re Govig e Lannuon, e voe strewet  ar follennoù‑nij‑se e Breizh a‑bezh.

E‑kreiz an XIXvet kantved eo bet gwelet ivez an embann kazetennoù o tiflukañ e kêr. Ledanoc’h e oa ar sell a veze kinniget neuze d’al lennerien a oa chomet troet warno o‑unan e‑pad pell amzer, dre ma ya ar c’hazetennoù da gerc’hat o c’heleier koulz war o fastell‑bro ha war ar vro a‑bezh, ha betek an estren‑vro zoken. Pezh zo e chom ar c’helaouennoù‑se e Galleg hepken, ha ne c’hellont ket bezañ lennet gant an darn vras eus ur boblañs, an dud o chom war ar maez, brezhonegerien anezho holl, c’hoant ganto klevet kaoz eus keleier ar bed diavaez koulskoude. Sed aze penaos e teu ar saverien sonioù pobl da vout kelaouennerien a-raok ar c’houlz, pa dennont o mad eus ar c’heleier a gavont er c’helaouennoù-se. N’eo ket aes evit un toullad mat outo a zo dizesk a-walc’h war al lenn c’hoazh, dre ma teuont eus rummadoù izel ar bobl. Gouest int bet koulskoude da gavout tro‑dro dezho unan bennak barrek da lenn ar c’hazetennoù evito, ha da dreiñ anezho e Brezhoneg. E-touez al lenneien‑se, kloareged a embann o oberennoù hag a vo evel skouerioù e bedig-bed ar sonioù brezhonek war follennoù‑nij. Doare ar gloareged he deus levezonet kalzig stil ar sonioù pobl, un doare dismegañset gant folklorourien an XIXvet kantved koulskoude, disprizet evit bezañ ur « trefoedach kasaus».

Pardon Santez Anna ar Palud – Ar c’haner gwerzioù - Dastumadenn. Cartolis

Temoù ar sonioù war follennoù‑nij

Ar saverien sonioù a weler dindan an amzer, er pardonioù, er foarioù ha marc’hadoù a zeu da vezañ kronikerien ar c’hêrioù, dre m’int karget da zerc’hel evit ur pennad amzer an darvoudoù trist ha laouen : muntroù ha peñseoù, darvoudoù istorel ha gwalldaolioù, buhezioù ar sent ha sonioù a garantez, kimiad ar gonskried ha kement ‘zo. Ganto e veze skignet ar c’heleier dre o sonioù, hag ar follennoù‑nij a veze aze evit derc’hel ar soñj anezho.

Alies‑mat eo chometmerket an oberennoù moullet gant ar spered derc’hel ouzh an urzh sokial. Ingal e vezont kontrollerien ar buheziñ, pa varnont ar vuhez fall ha pa c’houlennont digant pep hini derc’hel d’e renk. N’eo o ali nemet melezour tro-spered an aotrouien er vro a vez oc’h evezhiañ ar sonioù nevez‑savet. Ouzhpenn da‑se e tegasont ar gelennadurezh gatolik er-maez eus an iliz, evel gwir skoazellerien ar veleien.

Emdroadur ar bed war ar maez

E penn-kentañ an XX vet kantved e kaver muioc’h‑mui a sonioù stourm, sonioù krog e mennozhioù nevez an amzer. Evel-se emañ ar renabl sonioù moullet o teurel gouloù war emdroadur ar vuhez war ar maez e Breizh-Izel a‑hed an XIXvet ha betek kreiz an XXvet kantved. Treiñ a ra bed ar beizanted war‑zu doareoù nevez ar vuhez sokial ha war‑zu un dro‑spered nevez.

Ar follennoù‑nij a roas tamm‑ha‑tamm o flas d’ar c’hazetennoù, hag alese e koll o flas ivez ar sonioù e Brezhoneg. A‑drugarez d’ar reneveziñ sevenadurel er bloavezhioù 1960-1970 ha betek hiriv an deiz ec’h adkavont un nerzh nevez, betek mont da voueta roll ar sonioù implijet gant ar ganerien kan‑ha‑diskan er festoù‑noz, p’eo bet degemeret ar fest‑noz e‑barzh glad sevenadurel dizanvezel an UNESCO.

 

 

Teul bet troet diwar ar galleg gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Giraudon, « Ar sonioù pobl e brezhoneg war follennoù nij », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/02/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-soniou-pobl-e-brezhoneg-war-follennou-nij

Levrlennadur :

GIRAUDON D.

  • Chansons populaires de Basse-Bretagne sur feuilles volantes, Skol Vreizh, n° 2, Morlaix, 1985, 131 p.
  • « L’univers oral des bretonnants », pp. 159-167 ; « La chanson populaire de langue bretonne sur feuilles volantes », pp. 171-176, in Cultures de Bretagne, Skol Vreizh, 2004.
  • « Chanteurs-chansonniers de Basse-Bretagne et feuilles volantes aux XIXe et XXe , Actes du colloque de Gaillac des 28-30 novembre 2003, Isatis cahiers d’ethnomusicologie régionale, pp. 103-115, La Talvera, 2005.
  • Chanteurs de plein vent et chansons sur feuilles volantes en Basse-Bretagne, Colloque international « Musiciens des rues, Musiques dans la rue », Paris, Musée des ATP 12-13 mars 1998, in Ethnologie française, 1999/1, tome XXIX, pp. 22-34, PUF.

OLLIVIER J.

  • Catalogue de la chanson populaire bretonne sur feuilles volantes, Quimper, 1942.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité