Ar vuhez en enezenoù : ti e ziaz mein-pastur e Beg-ar-Loued

Aozer : Yvan Pailler / Gouere 2020

Relegoù dizismantr awalc’h un ti e ziaz mein-pastur, bet savet e oadvezh kentañ an Arem, zo bet kavet e Beg-ar-Loued e Molenez (Penn-ar-Bed). Hañval awalc’h ouzh ar pezh eo bremañ e oa enezeg Molenez neuze, ha pa oa live ar mor tri metr izeloc’h d’ar c’houlz-se, girzhier ha killioù  warni c’hoazh.

Daou goulzad zo bet da savidigezh an ti-mañ a-hed pevar c’hantved (2 200-1 800 kent JK). Savet e oa bet un eil ti war dismantroù an hir a savadur kentañ, kromm penn e voger-draoñ. Ne oa ket bet savet-mat diazezoù an eil ti-se ha skorañ anezhañ e meur a lec’h a oa bet ezhomm ober, kuit na kouezhfe en e boull. Kempennet e oa bet e endro dostañ gant a-bep seurt adsavadurioù : ur skiber, ur porched hag ur voger-gleuz.

Plan du site de Beg ar Loued (Molène, Finistère). Plan C. Nicolas.

A-drugarez d’ar c’hregin bet berniet gant annezidi al lec’h-se ha d’ar gwiskad traezh a oa en em ledet buan warnañ war-lerc’h e zilez eo bet miret atredoù an ti en ur stad eus ar gwellañ, un testeni dibar anezho eus buhez pemdeziek an dud-se. Goveliñ a raent, ha tennañ splet a raent ivez eus a bep seurt mein a gavent war al lec’h da sevel ostilhoù bras ha bihan. Listri fin hag endalc’hoù ledan da aozañ pe da virout boued a stumment ivez o verañ pri. A bep seurt edeier (heizh, yell ha gwinizh) ha potaj (fav-munut ha piz-bihan) a veze gounezet gante ha frouezh (kraoñ, hog hag ili-ho) a veze dastumet gante. Sevel a raent saout, moc’h, deñved, ha givri marteze. Splet a dennent eus an aod ivez o kregina, kranketa, chevreta hag all. Sevel koredoù, chaseal reuniged ha laboused-mor a raent ivez.

Ne oa ket distag-kenn ar gumuniezh-tud-se diouzh ar re a veve war an douar-bras, ha pa oant o chom a-hed ar bloaz war an enezenn diwar ar madoù gounezet gante nemetken, pa oa gante-holl an hevelep dafar hag an hevelep implij eus ar metal.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yvan Pailler, « Ar vuhez en enezenoù : ti e ziaz mein-pastur e Beg-ar-Loued », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/07/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-vuhez-en-enezenou-ti-e-ziaz-mein-pastur-e-beg-ar-loued

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité