Banvez e Roazhon d’ar 1añ a viz Gwengolo 1491

Aozer : Laurence Moal / Du 2022

Lod eus an dispignoù evit ar banvez bet profet gant kêr Roazhon da Louis a Amboise, eskob Albi, hag Imbert a Vatarnay, aotrou ar Bouchage, kannaded Charlez VIII ouzh an dugez.

Dielloù kêr Roazhon, CC 110 (bet gwechall : CC 848.2), 1490, f° 91, orin war baper.

Treuz-skrivet gant : Laurence Moal.

 

« Lakaet evit banvez a vo roet gant aotrouien ha bourc’hizien ar gêr-mañ a Roazhon d’an aotrou a Alleby hag a Vouchayge, hag a voe en ti Fransez a Sorie da zevezh gouel an Hollsent er bloaz mil IIIIC IIIIxx unnek.

Da gentañ

Digant Raoullet Gaultier, c’hwec’h klud-yar ha kefeleg warn ugent da bemp gwenneg an tamm, hag a voe paeet evit kement-mañ  VI lur ha X gwenneg.

Digant Pêr Gaultier, ur c’had ha pevar penn-moc’h, evit-se XXII gwenneg. VI diner.

Digant Lode, daouzek pichon hag eizh a gounifled, d’ar priz a zaou wenneg ha seizh diner ar pichon ha pemp gwenneg ar c’hounifl, evit kement-mañ LXX gwenneg

Digant Jehanne Le Feubvre, daouzek penn yar da zaou wenneg ha daou ziner an tamm, evit kement-se XXX gwenneg.

Digant Rolland Jochet, pemp penn dañvad hanter hag eizh palefarzh kig leue, da bep dañvad ar priz a bemp gwenneg war an ugent, ha pep palefarzh a gig leue d’ar priz a bemzek gwenneg, evit kement-se XII lur XVII gw. VI dnr.

Digant an hevelep Jochet, daouzek troad leue ha  teir frezenn, c’hwec’h teod ejen, pevar lur bloneg, trizek penn dañvad, div galon leue, un teod ejen, teir waz-spagn, daou gof ejen evit-se e voe paeet IIII lur XV gw.

Memes tra, unnek kabon bras ha druz mat, pep hini kemeret evit ar priz a zaouzek gwennek c’hwech diner, evit-se VI lur XVII gw. VI dnr.

Digant ar plac’h Dorel, daouzek kounifl da bemp wenneg an tamm, LX gw.

Digant Jehan Duchesne, c’hwec’h kounifl, evit-se XXX gw.

Digant Jehan Colin, pemp pichon, pep hini kemeret evit daou wenneg ha c’hwech diner, evit-se XII gwenneg. VI dnr.

Digant Jehan Fournier, daou zousenn hanter a bichoned bet tapet evit ar priz a zaou wenneg ha c’hwech diner an tamm, evit-se LXXV gw.

 

Sammad : XLV L. XVI gwenneg. »

Taolenn berrzastum aozennoù ar banvez bet roet en enor da eskob Albi ha da aotrou ar Bouchage, d’ar 1añ a viz Du 1491

 

Kig Dibennoù-pred Liesseurt, temzoù-boued Evajoù

35 glujar ha kefeleg

52 pichon

7 gwaz

98 polez bras 10 anezho

20 kabon

1 c’had, 26 koulinig

1 « c’hounikl » (lapin)

4 penn-moc’h, 4 porc’hellig laezh

5 penn-dañvad hag un hanter hini

13 penn deñved

8 palefarzh kig leue

12 troad leue

3 frezenn leue

2 galon leue

7 teod ejen

2 bouzellenn ejen

2 kostezenn kig-sall da lardañ

60 gwadegenn

48 pastez plad

7 pastez kabon

7 pastez kounifl

Tartez fourmaj

 

Pastezerezh

48 erminig da rostañ, bleunioù lili

48 «kreskennig da fritañ »

48 « fritadell ( bignez sall) da vezañ fritet

600 « mignerezh » (pastezerezhioù poazhet etre daou houarn, a vez servijet e dibenn ar predoù, evel a mankadennoù pe an aspedennoù)

 

Frouezh

200 perenn

200 aval

2 lur kerez

Prun Damas

Etremeuz

Drajez livet

Alamandez, tro-heol

200 niell, kaprez

Perisilh, kaol, pennoù-ognon

Holen gwenn, sev, egrach

Gwin ruz evit ar chaous

324 vi

30 lur amann

Sur moan

1 « dorzh vara brazed »

48 baraenn

600 « baraennoù kêr »

36 « choanenn vara fresk »

24 « choanenn vara d’ober pladoù »

 

Spisoù:

« spisoùigoù »

poultr jinjebr, kanell

pebr, safron « baptu »

tach jenofl

Hipokraz

 

Gwin gwenn,

Gwin  Gwaskogn

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Banvez e Roazhon d’ar 1añ a viz Gwengolo 1491 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/11/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/banvez-e-roazhon-d-ar-1an-a-viz-gwengolo-1491

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité