Bernard Hinault, un esparadenn war varc’h-houarn e Breizh

Aozer : Yves-Marie Evanno / Kerzu 2021
Abaoe 1986 pa lakaas Bernard Hinault un termen d’e vicher war varc’h-houarn, ez eus bet awenet gantañ kalzik a ganerien (Sanseverino, Abd Al Malik, peotramant ar strollad spagnol Los Lagos de Hinault…) hag o deus graet ton dezhañ dre sevel son en e enor. Disterik tra ha pa vefent a-wezhioù, ar menegoù-se a ziskouez avat pegen don eo bet merket istor ar marc’h-houarn gant ar Breizhad. Morse n’en deveze e walc’h war e velo, ha roll e loreoù a zo dreist muzul, eveltañ. Dindan dek vloaz en deus lipet ar maout war dek eus an trizek tro vras en deus kemeret perzh enno, sed pemp Tro Frañs, teir Zro Italia ha div Dro Spagn. Gounit a ra bep tro hep hanteriñ gant den ebet : n’eus ken met gwelet an 28 tennad aet gantañ er Boukl Bras. Trec’h eo bet ivez da geñver ouzhpenn kant redadeg a vicher, en o zouez kampionad ar bed hag ar re vrudetañ eus ar redadegoù klasel a zo war an deiziadur etrebroadel, evel Liège-Bastogne-Liège (1977 ha 1980), Tro Lombardia (1979 ha 1983), an Amstel Gold Race (1981), ar Bir wallonat (1979 ha 1983) peotramant Pariz-Roubaix (1981). Met Bernard Hinault zo anezhañ kalz muioc’h, e spered an dud, eget ur marc’hhouarner tra ken. Brouezek ar paotr, kran ivez, ha pebezh come-back fromus gantañ e-kreiz ar bloavezhioù 1980 : kement-mañ zo kaoz ma ’z eo deuet ar « Broc’h » da vezañ da vat ur c’hampion a blij d’ar bobl.

Taolioù-imor Bernard Hinault

E demz-spered eo, hep mar na marteze, ar pezh a ra eus Bernard Hinault bezañ ur penn-den dioutañ e-unan. N’eus ket anezhañ, na tost, ur sportour c’hwek e gomzoù, unan a glaskfe lakaat an holl dud a-du. Er c’hontrol, lakaat ar Breizhad a-wel hag a-glev d’an holl e gomzoù dichipot hag e vuanegezh. Ur broc’h zo anezhañ, evel m’en diskouez e lesanv : « pa » ya e-barzh e doull ha pa « grog » ennoc’h en ur zont er-maez. Kerkent hag ar bloavezh kentañ ma oa bet e-touez ar re a vicher e oa deuet war-wel an temz-spered-se gant ar Breizhad. Peogwir n’en em gleve ket gant Jean Stablinski, e rener sportel, en doa kinniget mont kuit eus ar skipailh Gitane, na mui na maez, ur skipailh m’edo ennañ abaoe nebeutoc’h eget bloaz. Taol-tourt pe taol-kaer, da heul e ultimatom e erru Cyrille Guimard e penn ar skipailh. Asambles, an daou-se a gaso o sport uhel-uhel d’al laez diwar neuze.

Kartenn-bost a vruderezh. Dastumadeg prevez Yves-Marie Evanno.

Tra ma teu a-benn ar rener sportel yaouank, gant Hinault, da zalc’her war an entan a zo en e greiz, n’eo ket evit kabestrañ ar paotr da vat koulskoude. E 1978, p’emañ gant e Dro Frañs kentañ, an dud a ra anaoudegezh gant ur c’hampion a gav da lod ez eo balc’h ha displijus. Anavezet eo bet – e gaou avat – evel unan eus luskerien diskrog-labour an druilhad, a chom sac’het a-greiz an tennad etre Tarbes ha Valence-d’Agen. Goude-se en deus klevet e begement evit bezañ graet goap ouzh e gevezer pennañ, Joop Zoetemelk, tra-penn d’e oad (31 bloaz). O kontañ kaer « a-dreuz hag a-hed » en ur pennad-kaoz embannet war Ouest-France, e asant e vefe graet dezhañ « hevelep rebech, penn-da-benn » ha prometiñ a ra emañ o vont « da wellaat » hep moustrañ war e frankiz da gomz evit afer-se.

A vloaz da vloaz evelkent e weler ar Breizhad o kadarnaat e demz-spered, ha pa vez hegaset ne chom ket da dortal : en embann a ra war ar groaz. E 1981, aet ar maout gantañ e Pariz-Roubaix, e tistag komzoù taer a-enep ar redadeg emañ o paouez gounit. Disklêriañ a ra dirak an holl gazetennerien penaos Ifern an Nord zo « dañjerusoc’h » eget un tennad er menezioù – padal seurt tennad a lak ar rederien da ziskenn a-hed bord kaniennoù don. En hanternoz, gwir eo, Yann reder march-houarn n’eo ket mestr penn-da-benn war e blanedenn p’emañ muioc’h en arvar « da dapout ul lamm ha dreist-holl d’en em gavout gant marc’h-tan pe karr-tan o riklañ, o vroustañ ouzhoc’h, o stekiñ ouzhoc’h ». Kement hag ober, e-ser respont d’ar gazetennerien a c’houlenn gantañ hag-eñ e kemero perzh e Tro Flandrez, setu-eñ oc’h abegiñ taer war ar redadeg-se hag a vez bamet outi kement e Belgia. Nac’hañ a ra kemer perzh, emezañ adarre, en ur redadeg a zo enni gravioù strategel ken strizh ma c’hell hemañ-hen « falsañ tout en ur ober van da gouezhañ evit rediañ ar re all da bignat war droad ». Buanegezh Bernard Hinault n’eo ket gant e gomzoù hepken e vez eztaolet, met ivez gant e zorn a-wechoù. E 1984, war hent Pariz-Nice, e sko gant ur manifester a oa o stankañ an hent dezhañ. Bloaz goude, pell eus lagad ar c’hamera ar wech-mañ, ez eo hegaset gant turmud ar mediaoù a vir outañ a c’hourc’hemenniñ paotred e skipailh war-lerc’h un tennad eus Tro Frañs, ken e tistag ur c’hrabanad d’ar c’hazetenner a oa tostañ outañ, rak « fellout a rae dezhañ en em renkje an dud tro-dro ».

Kran evel ma tere d’ur c’hampion

Kenkoulz heget ha boemet e vezer gant buanegezh Bernard Hinault. N’eus forzh pegen droch hag iskis e daolioù-imor e deroù e vuhez sportour, n’o deus ket bet noazet outañ atav koulskoude, peogwir eo deuet a-benn d’ober anezho war e velo taolioù kaer ha kran a vourre an arvesterien hag ar gazetennerien ganto ken-ha-ken. O kas e varc’h-houarn gant e anien evel ma ra, ar Breizhad a lak an dud fromet-bras. Kentoc’h eget gortoz fin ar redadeg, ne vez ket seizhdaleetoc’h o kas ar jeu pell-mat abretoc’h, evel e Tro Lombardia e 1979. Ar wech-se, ha souezhet-bras paotred e skipailh, e tiviz sakiñ e-barzh e gevezerien, 170 kilometr a-raok al linenn, ha dont a ra a-benn da zistagañ un achapadeg ma vo-eñ an trec’hour anezhi. Anzaviñ a rae e rener sportel, ar Breizhad Cyrille Guimard, 35 bloaz war-lerc’h, n’en doa gwelet nemet ral a wech un hevelep « lazhadeg ». Bloaz goude, ha feuket Hinault gant ar re a rebech outañ e abandon e Tro Frañs, e teu gantañ un taol ken kaer all e kampionad ar bed. E Sallanches, e Savoia-Uhel, dirak ur publik a-du gantañ, e c’houlenn ar Breizhad ouzh paotred e skipailh ma vo kaletaet ar redadeg ganto kerkent ha loc’het, kent lezel anezhañ da soursial e-unan ouzh an dornadig rederien a chomo kap da zerc’hel penn outañ. Ur redadeg eus ar stennañ : pemzek den hepken o deus troc’het al linenn er fin.

Kartenn-bost a vruderezh. Dastumadeg prevez Yves-Marie Evanno.Bernard Hinault zo bet gantañ, a-hed e vuhez war varc’h-houarn, taolioù-kaer evel ar re-se hag a chomo engravet e eñvor pep hini e-pad pell. An hini a van ar c’haerañ anezho marteze eo an trec’h e Liège-Bastogne-Liège e 1980. Gwallamzer zo dezhi, erc’h oc’h ober, kafunet Bernard Hinault en e zilhad par ma c’hell, boemusat abadenn eo a zeu gantañ avat. N’eo ket e zaouarn o c’hoañvenniñ a lako harz ouzh ar Breizhad : ar c’hentañ emañ-eñ o troc’hañ al linenn, 9 munutenn a-raok an eil. N’eus deuet nemet 21 marc’hhouarner a-benn da erruiñ betek al linenn d’an deiz-se. E daolioù-kaer e Tro Frañs eo, evel-just, ar re o deus degaset kemend-all a vrud war anv Hinault, un anv a chomo stag da viken ouzh an Dro-se. Dre eizh gwech eo bet war ar renk, ur wech hepken en deus abandonet, div wech eo bet an eil war ar podiom ha pemp chupenn velen zo aet gantañ dreist-holl.

Na pebezh come-back evit peurdogañ e vuhez war velo

Marteze ne vije ket bet biken Bernard Hinault ar pezh ez eo deuet da vezañ, anez d’ar mell come-back en deus fromet an dud e-kreiz ar bloavezhioù 1980. O welet e stad e 1983, meur a hini a soñj ez eo echu an traou gantañ tra-penn en deus ranket dilezel Tro Frañs e miz Gouere abalamour da boanioù padus en ur penn-glin. Ret dezhañ bezañ operataet e miz Eost zoken peogwir n’ez a ket kuit ar poanioù-se. Ouzhpenn-se, ar renk kentañ a zo dezhañ e penn e skipailh a zo lakaet en arvar a-daol-trumm gant Laurent Fignon, p’emañ hennezh o paouez gounit e Dro Frañs kentañ d’an oad a 23 bloaz. Piv a vije aet da grediñ neuze e tistroje ar « Broc’h » e-mesk ar re wellañ ? Amgrediñ a ra Cyrille Guimard e-unan e vo barrek Hinault da zont adarre e-barzh. Dreist pep tra, setu ma rank ar rener sportel ober ur choaz tu-pe-du, abretoc’h eget na soñje dezhañ, etre ur marc’hhouarner a zegas leun a spi war al live etrebroadel hag unan na vo biken ken e barr e vrud, ken buan all. Anat eo da Hinault emañ an avel o treiñ. Fallaat a ra e zarempred gant Cyrille Guimard ken e tiviz kemer e sac’h ha mont kuit e fin ar c’houlzad.

Kartenn-bost a vruderezh. Dastumadeg prevez Yves-Marie Evanno.Krouiñ a ra e skipailh dezhañ e-unan, La Vie Claire, broudet ma’ z eo bet d’en ober gant Bernard Tapie, ha setu dirazañ un eil buhez war varc’h-houarn. E Tro Frañs 1984 emañ distro e-touez ar re wellañ, daoust ma rank tremen gant an eil plas hepken. N’eo ket bet evit distroadañ Laurent Fignon, a zo deuet da vezañ bremañ « patron » an druilhad rederien. Bernard Hinault n’eo ket faezhet gant se avat. Kreñvoc’h eo c’hoazh ar bloaz war-lerc’h. Emañ war ar renk e Tro Frañs un nebeud sizhunioù goude bezañ bet trec’h er Giro evit an trede gwezh. Mestr meur eo war ar redadeg abaoe ar prolog e Pluveleg, er Mor-Bihan, met ar suporterien c’hall a sav nec’hamant enno a-greiz-holl pa welont anezhañ, gwad war e benn, war bord an hent e-kichen al linenn goude ar 14vet tennad. Ken mennet eo ma ne vo diskaret na gant e fri torret, na gant ur barradig bronkit peget ennañ er Pireneoù, na gant e genskipailhad ambisionet-bras Greg LeMond. Tre betek Pariz e vo lakaet ar Frañsizien da dridal gant ar Breizhad, ha mont a ray ar maout gantañ evit ar pempvet gwech e Tro Frañs, ar pezh a lak anezhañ war ar memes renk hag Eddy Merckx ha Jacques Anquetil evit ar redadeg-se. E gimiad a vo hini un haroz, gant ur spered marc’heg war varc’h-houarn, pa sikouro Greg LeMond da c’hounit Tro Frañs e 1986. An trec’h a zo aet gantañ war laez an Alpe-d’Huez, e kompagnunezh an Amerikan, a chom unan eus ar re vrudetañ eus istor ar Boukl  Bras. Oc’h echuiñ en eil plas en Dro, n’eo ket deuet Bernard Hinault da vezañ ar marc’hhouarner titletañ eus an istor, giwr eo, padal ez eo deuet e istor dezhañ da vezañ ur vojenn, da vat ha da viken.

LEVRLENNADUR :

 

  • Carrey Pierre, Giro, Paris, Hugo Sport, 2019.
  • Guimard Cyrille (avec la collaboration de Ducoin Jean-Emmanuel), Dans les secrets du Tour de France, Paris, Grasset, 2012.
  • Hinault Bernard, Hinault par Hinault, Paris, Jacob-Duvernet, 2005.
  • Ollivier Jean-Paul, La véridique histoire de Bernard Hinault, Grenoble, Glénat, 1988.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité